Tag Archives: Fañch

Dremm an Ankou, Fañch Elies Abeozen (1928)

Embannadur al levr brezhonek : 2014.

Kinniget eo al levr-mañ evel un dastumad danevelloù, ar pezh ez eo. Estreget se eo, ivez. Start eo lakaat ar vevenn etre an eñvorennoù hag ar faltazi en oberenn-mañ. Ur benndudenn nemeti a zo : Erwan, ha lavaret e vez deomp ez eus tu da wiriañ ar bras eus an darvoudoù kontet ha da lakaat anvioù gwir war al lesanvioù kinniget gant ar skrivagner. Gant se, daoust ha ne vije ket eñvorennoù, traken ? pe, zoken, ur romant, ennañ 18 pennad ?

D’am soñj eo eñvorennoù ez int, gwisket ganto habid al lennegezh. Gras d’an dibab-mañ en deus gellet Abeozen didouezhiañ ar re dalvoudusañ, lakaat er gouloù traoù ‘zo, kuzhat reoù all, chom hep malañ kant gwezh ar memes greun. Treuzneuziet eo an darvoudoù bevet ha kinniget un doare arzel anezho.

Gant se eo aes al levr da lenn, skoüs hep bezañ re hir na re bonner : e-touez an testenioù e brezhoneg war ar brezel-bed kentañ, e lakafen anezhañ war ur bazenn uheloc’h eget ar re all, daoust ma kavfen dedennus an holl anezho.

Kejañ ouzh Abeozen paotr yaouank, hegredik, diasur, dizoloiñ ur poltred anezhañ pell eus an hini ar skrivagner brezhonek kozh a oa en va fenn a zo bet un doare avañtur ivez.

Advertisements

An Utopia, Thomas More, Rouantelezh Unanet (1516)

Graet eo bet troidigezh pennoberenn Thomas More e brezhoneg gant Fañch Morvannoù. Pouezus eo e venegiñ, peogwir eo gantañ eo bet savet ar pennad-digeriñ hir a ginnig buhez Thomas More, ha notennoù puilh e-kerzh an destenn o tisplegañ liammoù istorel, o resisaat an ton, ar fent, hag o reiñ resisadurioù diwar-benn an droidigezh. Labouret en deus diwar al latin, met en ur sellet ivez ouzh troidigezhoioù e yezhoù all (saozneg, galleg…).

Teir lodenn a zo el levr-mañ a-benn ar fin : Buhez Tomas More gant Fañch Morvannoù da gentañ, a zo war un dro gwallzedennus ha marzhus. Al lodenn-man em eus kavet plijus-kenañ ha diellet a-zoare.

Goude-se e krog an droidigezh da vat. Rannet eo e div lodenn. El levrenn gentañ e vez kinniget ur seurt diviz etre Rafael Hytlodaios, un dudenn ijinet, ha Tomas More e-unan. Diaes-kenañ e vije da gompren hep notennoù puilh Fañch Morvannoù : bep eil frazenn e kaver un dave d’an endro istorel, da fedoù c’hoarvezet nevez ‘zo, kritikoù diwar-benn ar politikerezh ha kement ‘zo. Fonnus eo an danvez, met un tammig arabadus, p’eo da lenn evel ma studier ha neket evel ma studier. Ret eo mont goustadik, kemer amzer da ziazezañ an titouroù, da geñveriañ, d’o adlakaat en o flas e-keñver an Istor…

Er c’hontrol, an eil levrenn, a ginnig aozadur peurvat ar vuhez war “Enezenn an Utopianed”, a vez lennet ken aes ha tra. Perzhioù un oberenn faltaziek modernoc’h ha skañvoc’h he deus. Distagoc’h eo diouzh he amzer, ha dre-se, aesoc’h da veizañ. Ret eo lavaret e ouezer, goude bezañ lennet al levrenn gentañ, ouzh petra e ra dave Tomas More. N’eus ket ezhomm da lakaat kement a notennoù ken, ar pezh a aesa al lennadenn a-galz, daoust ma ne vijer ket dilezet penn-da-benn gant Fañch Morvannoù a gendalc’h gant e zisplegadennoù pa vez ret.

Ul levr eo hag en deus bet pouez en istor, mat eo e vije bet lakaet e brezhoneg en un doare lennabl. Danvez-studi eo kentoc’h ha danvez-beajiñ, met talvezout a ra ar boan. Saourus eo troidigezh ha displegadennoù Fañch Morvannoù ennañ.


Mignoned ar Sul, Yann-Fañch Jacq (2016)

mignoned-ar-sulUr romant evit ar yaouankiz eo, savet a-ratozh evit bugale tro 15 vloaz emichañs. Plediñ a ra gant buhez ur vaouez, chomet hec’h-unan gant daou grennard, ha debret gant ar pemdez betek ma n’eus ster ebet ken d’he buhez na da hini he bugale. Pa ginnig he embregerezh digollañ ar vicherourien evit o lakaat er-maez, e profit eus an degouezh evit kregin gant ur vuhez all ha digeriñ un ispisiri- stal perrukennerez er gêriadenn. Diskouez a ra ar skrivagner penaos e vez krouet pe adkrouet al liamm sokial etre an dud a bep remziad.

Ne oa ket fall ar soñj, met skeiñ a ra hebiou a gredan, dreist-holl peogwir n’eo ket kreizennet an istor war ar benndudenn vat. Gwelloc’h e vije bet heuliañ a-dost ar grennardez pe ar paotr yaouank, ha reiñ an darvoudoù da vezañ komprenet dre o daoulagad, memes ma vije bet nebeutoc’h orin. Diaes-tre e c’hell bezañ d’ur c’hrennard en em lakaat e plas ur vaouez war an diskar ha n’eo ket gwall lufrus he buhez. A-hend-all e vez kaozeet kalz diwar-benn ar re gozh -hevelep rebech. Ma ne vez ket anv eus ul liamm start etre unan kozh hag ur c’hrennard, emañ an dud kozh o vevañ war ur blanedenn all e spered ar re yaouank.

A-hend-all e kav din ivez eo re eeun an traoù, e tremenont re blaen a-wezhioù. Gwirion a-walc’h eo penn kentañ al levr hag emskiant ‘zo da vezañ kavet unan a anavez mat tud e amzer. Ar romantoù sokial ne zereeont ket mat ouzh e bluenn koulskoude, hervezon. Hiraezh em eus ouzh an amzer ma farde romantoù-polis skañv, en ur implijout enno, gant muioc’h a ampartiz, e anaoudegezh eus mabden.


Bigorned-sukr ha bara-mel, Fañch Peru (2014)

Bigorned-sukrDa lenn da heul Gwazkado, rik-ha-rik (ha da adembann en ul levrenn nemetañ pa vo diviet an daou !)

Un tamm mat hiroc’h eo hennezh diwezhañ, gant ar memes perzhioù met gwelloc’h c’hoazh peogwir ez eus muioc’h a amzer d’en em lakaat e-barzh an dro-spered. Sklaeroc’h-sklaerañ e teu da vezañ eo ouzh eñvorennoù ar skrivagner e-unan hon eus afer, ha p. 90 e fazi gour en ur gontañ e istor zoken ; an “eñ” a ya da “ni” : “Gourc’hemennet e veze deomp gant an dimezell sevel en hon sav ha stlakañ hon divrec’h evit tommañ deomp”.

Netra nevez er vugaleaj evurus-mañ war ar maez met kontet eo a-feson hag ur bern troiennoù brezhoneg zo da rastellat, daoust ma vije aes-tre da lenn. Resis eo an taolennoù, gant geriaoueg arbennig diwar-benn ar micherioù, ar c’hoarioù, ar vuhez pemdez. Evel e Gwazkado e kaver ur roll eus ar gerioù “diaes” a bennad da bennad e fin al levr, ar pezh a vez deuet mat atav.

N’eo ket fall tamm ebet.


Gwazkado, Fañch Peru (2004)

GwazkadoGwazkado zo plijus da lenn, brav ar yezh anezhañ. Daoust ma vije renket e-touez ar romantoù e tiskouez bezañ un dastumad eñvorennoù yaouankiz, neudennet kichen-ha-kichen evel perlezennoù. Kontet e vez pep taolenn e brezhoneg flour gant ur geriaoueg resis, spis eo ivez a-fed santadurioù. Ur “romantig” deuet brav eta. Mankout a ra dezhañ, koulskoude, ul lusk da vont war-raok : lennet e vez muioc’h evel barzhoniezh eget evel romant, pa n’eus stennadur ebet ennañ. Un doare lennegezh-arvestiñ eo kentoc’h eget unan en em daoler enni korf hag enne. Santout a reer eo pell an amzer a dremene an eñvorennoù-se ennañ, ha lufr an traoù kozh zo warnañ.

N’eo ket hir a-walc’h al levrig-mañ evit kaout amzer da enouiñ… un digoradur eo d’an eil levrenn, Bigorned-sukr ha bara-mel, embannet dek vloaz bennak diwezhatoc’h.


Brezel an dour, Yann-Fañch Jacq (2014)

brezel an dourAn titl n’eo ket treuzwelus, met ur romant spierez eo Brezel an dour dreist-holl.

N’on ket bet plijet gantañ tamm ebet : ne zere ket an temoù, ar metoù bizitet ouzhin. Kregiñ a ra gant meur a bajenn diwar-benn ur skipailh volley, ha goude ez eo un doare c’hoari plegañ pognez etre un embregerezh bras ha Mediapart. Ar vammenn bolitikel n’on ket desachet ganti tamm ebet, seul vui m’eo tostoc’h ar skrid-mañ ouzh ur senario eget ouzh ur romant, evit ma vije aes da lenn : aet an deskrivadurioù da netra, kreizennet eo ar skrid war an itrik, an ober. Din-me e ra an efed kontrol : pa vez tennet ar munudoù, an depegnoù a bermet en em gavout en un ambiañs, rannañ trubuilhoù an tudennoù, ne chom nemet an temoù ha ne blijont ket din.

Dic’houest on bet da jaojañ ar romant.


Kan ar stivell, Fañch Peru (2012)

An dastumad barzhonegoù-mañ a ginnig barzhoniezh war un dro eeun ha leun a ouiziegezh : ken resis eo ar geriaoueg o tennañ da livioù an amzer, d’ar plant, d’al loened, d’ar geografiezh, d’an tisavourezh ha kement ‘zo, ma oan laouen, evit ur wezh, o kaout an droidigezh c’hallek a-zehoù d’an destenn vrezhonek.

Ul levr brav eo, kinniget a-feson, tevoc’h ennañ an destenn vrezhonek eget an hini c’hallek a zo sklaeroc’h he liv.

Karet em bije en em santout ken tost ouzh an danvez anezhañ eget hag ouzh e dres. Siwazh, n’eo ket ar barzhonegoù-se evit degas from din, hep na c’hellfen displegañ resis perak. Marteze e vank dezho ur mentad filozofek un tamm, pe ur framm strishoc’h d’ar gwerzennoù a-fed hirder pe rimoù ? A-wezhioù e tamsanten egin ur soñj a c’helle klotañ gant ar pezh a c’hortozan eus ar varzhoniezh, met an doare d’e zisplegañ, re simpl, ma laoske digas. Gortozet em eus an deklik en aner betek ar bajenn ziwezhañ. Kaer em eus bet ober, n’eo ket Fañch Peru ur barzh diouzh va c’halon.

Kement ha prouiñ em eus lennet gant aked memestra, e kinnigan un divinadellig deoc’h : peseurt barzhoneg (bihan !) a vez kavet div wezh el levr ? Deoc’h da lenn bremañ 🙂


Bilzig, Fañch Al Lay (1925)

Bilzig
Kalz eus e eñvorennoù yaouankiz en deus lakaet ar skrivagner e istor buhez Bilzig, daoust ma vevje e haroz e eil hanterenn an XVIIIvet kantved sañset : n’he doa ket cheñchet kalz ar gevredigezh hengounel etre ar mare-se ha yaouankiz Fañch Al Lay. Koulskoude en deus kemeret ar boan da romantaat ha da romantelaat e istor, ha deuet eo brav gantañ. Dibabet en deus un haroz gouest da dennañ daeroù ha c’hoarzh diouzhomp, ha kontañ a ra an darvoudoù gant ur bluenn skañv ha mibin, en ur yezh brav kenañ, pinvidik ha labouret met hep na vije troc’het al liamm gant ar brezhoneg bev a veze komzet a-vihanik gant an aozer. Bommoù ‘zo em eus kavet re hir dre ma ne oant ket liammet start gant troioù-kaer an haroz, met nebeut anezho. Lakaat a ran Bilzig e-touez ar gwellañ oberennoù lennegel zo bet savet a-raok pe e-kichen Gwalarn.