Tag Archives: Etrezek

Aada ha Narki 2 : Etrezek an inizi, Goulc’han Kervella (2014)

Evit bezañ sur da gompren mat, ha peogwir e kave din em boa c’hwitet war un dra bennak ar wezh kentañ , em eus adlennet kentañ levrenn Aada ha Narki a-raok tapout krog en honnezh.

A-benn ar fin n’ez eus ket diforc’hioù bras etrezo, ha chom a ran gant va soñj kentañ : n’on ket entanet. Kompren a ran ar c’hoant a zo gant an aozer da vont (pe da lakaat mont) donoc’h e-barzh anaoudegezh ar vro, dre ergerzhout ar grez ragistorel. Al levrioù-mañ o deus perzhioù mat e skridoù all a-hend-all : yezh splann ha pinvidik war un dro, gwriziennet met klasel.

Met mont a ra re vuan an traoù, moarvat. An doare “Aada, mab an amzerioù skoemp” a gavan un tamm hegasus. Test eo ar paotr, gant e zaoulagad digor bras war ar bed, eus dizoloadennoù a raio berzh e-pad kantvedoù. Kammedoù kentañ ar pesketaerezh aozet, ar gounid plant… kelennus eo, mat. Met marteze ez eus re a draoù en un taol. Hag eus un tu all, e vank an tudennoù a zonder, ha ne vez staliet eskemm nes ebet etre al lenner hag int.

Al levrioù-mañ a zegemeran muioc’h evel doareoù senarioioù eget evel oberennoù echu a-benn ar fin. Efedus int, gant pimpatromoù tud aes da anavezout ha da implijout, met n’eus ket kalz buhez enno.

Dont a ra marteze eus ar fed n’on ket ar publik eo bet skrivet al levrioù-mañ evitañ.

Advertisements

Etrezek an enez, Mich Beyer (2007)

Etrezek an enez
Ar skritur-se a blij din kalz peogwir eo resis en e c’herioù : pezh vez lavaret sklaer ‘vez empentet sklaer… ha daoust ma vije lennegel e chom gwirion ar pozioù distaget gant an dud : yac’h eo. Ouzpenn-se eo frammet mat al levr.
“Intimist” a c’heller ober dioutañ. Heuliañ a reer ur vaouez kozh e selin he buhez, en he jestroù pemdez met ivez en he distro war he amzer-dremenet. Ul levr dous eo : seder a-walc’h eo ar vaouez, nemet tro ar fin. Souezhet on bet o welet pegen digounnar e oa e-keñver he bugaleaj, met kavout a ra din emañ aze an dalc’h, en he doare da gempenn ha da glenkañ pep tra eus he amzer-dremenet, evel ma ra en he zi a-raok degemer he mignoned. C’hwervik eo ivez, met pas re : an enez a aocher warno a-benn ar fin. Fiziañs ‘zo. Setu perak eo ken dous al levr.
Pegen evurus on e vije eus seurt levrioù e brezhoneg : levrioù emaer bountet gant ur red diabarzh d’o skrivañ, n’eo ket gant ur red kevredigezhel pe me ‘oar… Magus int.
A-hend-all on bet skoet gant un elfenn-dreuz, un heñvelidigezh bennak etre al levr-mañ hag hini Yann-Fulup Dupuy Penn ar veaj. Desachet eo bet va evezh gant bezañs ar c’hazh, ar plas bras en deus e pep levr hag an doare m’en deus haroz pep skrivagner da vont dezhañ gant un anv disheñvel bep tro… heverk eo peogwir n’eo ket boutin. Neuze em eus laosket va ijin da gantreal hag em eus kavet pontoù all n’int ket ken teknik met e-keñver lañs, kest… Ar memes istor a c’hellont kontañ o daou en ur mod. Ne gav ket din vije graet a-ratozh, n’eo ket un degouezh kennebeut moarvat p’en em anavezont. Dedennus em eus kavet.