Tag Archives: étrangers

Requiem pour un ange 1 : Les quatre fins dernières, 2 : Le jugement des étrangers, 3 : L’office des morts, Andrew Taylor, bro-Saoz (1997, 1998, 2000)

Ur rummad a dri romant-polis, a c’heller lenn pe pep hini diouzh e du, pe an eil da heul egile… pe, zoken, war-gil, eus an trede d’an hini kentañ ! Peogwir en deus dibabet ar skrivagner distreiñ pelloc’h en amzer, a vuzul ma ya e heuliad war-raok. Itrik Les quatre fins dernières zo lec’hiet en hon amzer-ni, hini Le jugement des étrangers er bloavezhioù 70 hag hini L’office des morts er bloavezhioù 50. Liammet eo an teir istor gant daou familh a bledont ganto.

Les quatre fins dernières em eus kavet gwallzedennus. An hini gwellañ eus ar rummad eo, dezhañ ur suspens espar. Diaes e oa mirout al lañs evit an eil romant, Le jugement des étrangers, marteze. Mat eo, hep bezañ dreist, hag an darvoudoù ne z’int ket liammet ken brav etrezo. Divinet e vez re vuan ar pezh a c’hoarvezo. Goude se e kav pep tra e blas reizh gant L’office des morts, a zo deuet brav-tre gant ar skrivagner. Kenkoulz eo hag al levrenn gentañ.

Hegaset on bet gant disteradoù a gaven kammamzeriet, el levrenn ziwezhañ peurgetket (met marteze e fazian). Er bloavezhioù 50, ur vamm a lavar d’he merc’h 4 bloaz mont da vroustañ he dent a-raok mont da gousket. Gouzout a ran e oa bet ijinet ar broustoù-dent kantvedoù ‘zo, met ne gredan ket e vijent bet implijet ken alies-se, na gant bugale ken yaouank, d’ar mare-se e bro-Saoz (a-hend-all, e vije broustoù-dent gant ar Famous Five, neketa ?). Hag un den kozh, klañv, a vez anv da gas anezhañ da welet “mezeg-boas” unan bennak. Ur meizad modern-kenañ, evel an droienn d’e envel (médecin-traitant e galleg). N’eo ket kalz tra, met degas a ra soñj pegen pouezus eo gwirian pep tra pa skriver traoù istorel, ha pa ne vijent ket gwall gozh.

Kavet em eus plijus ar rummad, gant un ambiañs labouret brav warni, itrikoù luziet ha liammet a-feson etrezo. Romantoù-polis a-zoare ez int, da ziduiñ e amzer hep terriñ re e benn, un tammig memestra, just ar pezh zo ret !

Advertisements