Tag Archives: Erré

Prenez soin du chien, J. M. Erre, Frañs (2006)

Hemañ eo romant kentañ J. M. Erre. Lakaet en deus ac’hanon da soñjal en romant Muriel Barbery L’élégance du hérisson, dre ma c’hoarvez pep tra en ur savadur hag e ranndioù an dud a zo o chom ennañ. Kement-se gant donezon J. M. Erre da lakaat an dud da c’hoarzhin.

Ar pezh a gavan mat er romant-mañ eo ne grog ket diouzhtu an dichadennaoueg. Amzer ‘zo da anavezout an tudennoù, pep hini gant e follentez dous (arabat lenn re vuan evit pakañ pep frazenn farsus…) Ur wezh lañset avat, e teuer da grediñ eo ar skrivagner a zo troet da sot, ken brav e teu a-benn da strobañ al lenner.

Evel e romantoù all ar skrivagner emañ an alc’hwez er fin. Pep tra a gav e blas a-feson. Hag ebat ‘zo bet, etre ar bajenn gentañ hag an hini ziwezhañ !

Mat eo, hep bezañ ken fentus ha Le mystère Sherlock, pell a-us d’e romantoù all, a gav din.

Advertisements

Le grand n’importe quoi, J. M. Erre, Frañs (2017)

El levr farsus-mañ emaer paket en ur boukl-amzer ma vez pleustret war meur a amzer-vremañ gant an haroz, en desped dezhañ. Degouezhout a ra mat, peogwir emañ dres an deiz hag an eur m’en em gav ur pladig-nij er gêriadenn eo stanket enni. Pep tra a gavo e zisplegadenn a-benn ar fin, ha nag ur fin !

Ne oan ket dedennet bras gant an tem, met anavezout a ran fent J. M. Erre ha peadra zo da gas anezhi er romant-mañ c’hoazh. Leun a faltazi eo e ijinadennoù, ha pinvidik e gavadennoù, a-fed itrik evel a-fed yezh -ret eo lenn penaos e wask e haroz warnañ e-unan evit chom hep soñjal en netra, da skouer… seurt pennadoù a lak da soñjal en Fredric Brown pe en Lemony Snicket-. Ur c’hoari a zo ivez war framm ar romant, a zegas soñj eus an doare ma c’hoarie an tresour bannoù-treset Fred gant karrezennoù plankennoù Philemon.

Ha kaer ez eus bezañ o lenn foutr petra, e tarzh hor bouzelloù gant ar c’hoarzh, ken droch ha birvidig e oar bezañ pluenn ar skrivagner.

Ul levr da lakaat an unan war e du mat, ha pa vije an distro-skol anezhi !

 


Le mystère Sherlock, J. M. Erré, Frañs (2012)

N’eo ket sistematek e kavfen farsus al levrioù a zo an etikedenn-mañ warno. Gant hennezh em eus c’hoarzhet va gwalc’h avat ! Skrivet eo bet gant un holmezian gall : un ezel eus ur c’hleub dediet da Sherlock Holmes. Diaes e vije bet kavout unan bennak all lec’hiet gwelloc’h evit ober goap ouzh e gengleuberien, ha war un dro e tenner e vad eus e anaoudegezh don eus ar sujed hag eus ur sevenadur ledanoc’h a implij evit magañ e oberenn dreistordinal.

Ur gador evit un arbennigour eus Sherlock Holmes zo o paouez bezañ krouet er skol-veur. Ur c’holok zo e Meiringen (bro-Suis), el leti Baker Street, m’eo pedet dek anezho da gemer perzh ennañ evit gouzout gant piv ez aio ar maout. Siwazh, dizale en em gav troc’het al leti eus ar bed gant un diruilhad erc’h, hag ar paourkaezh holmezianed a grog da vervel unan hag unan (degas a ra soñj d’un dra bennak, neketa ? a-ratozh eo !).

Ul levr dispar, hanter-drelatet, leun a fent hag a referañsoù a vez sunet evel ur madig ar 174 pajennad anezhañ.