Tag Archives: Erin

La guerre des clans I, levrennoù 3, 4, 5, 6, Erin Hunter, Rouantelezh Unanet (2003-2004)

6 levrenn a ya d’ober kelc’hiad kentañ La guerre des Clans. An hini kentañ anezho em boa skrivet diwar e benn c’hoazh amañ, an eil anezho amañ. Ar wezh-mañ on bet en un tenn betek fin ar c’helc’hiad.

Levrenn 3 : Les mystères de la forêt

Levrenn 4 : Avant la tempête

Levrenn 5 : Sur le sentier de la guerre

Levrenn 6 : Une sombre prophétie

Fellout a rae din kompren don ar pezh a ra eus ar rummad levrioù-mañ levrioù dreist ar re all evit lod bugale, ha gouest da blijout da dud gour zoken.

Tu kreñv ar romantoù-mañ eo o senario. P’emaomp gant ur gevredigezh kizhier, n’eo ket ken divalav gloazañ don tudennoù ‘zo, pe o lakaat da vezañ muntret garv. Ar re zrouk a zo droug da vat, ne reont ket van. Ha soutil a-walc’h eo ar marc’hadoù etre ar meuriadoù, an aferioù galloud hag enor, an dornata a-berzh kizhier ‘zo ha kalz traoù all. Gant se, n’eo ket ur binijenn lenn al levrioù-mañ. Ijinet int a-feson.

Met traoù all a gendalc’han da vezañ direnket ganto : istorioù karantez chuchu, souezhadennoù re anat. Ne gavan ket ken aes-se en em silañ en ur bed kizhier gouez ha n’en deus gwirionded ebet a-fed aozadur, er bed a anavezomp. Savet eo penn-da-benn war batrom ur gevredigezh tud, pe un arme bennak. Gizioù bevañ ha betek livioù ar c’hizhier a gavan artifisiel ha diwirion.

Gant se ne vezan morse kaset gant red al lenn hag e choman war bord an istor o sellet ouzh ar pezh a c’hoarvezo. Emichañs on erru re gozh evit bezañ strobinellet gant Brezel ar c’hlanioù — siwazh din !

Divizet em eus paouez ganti e fin ar c’helc’hiad kentañ-mañ, hag a zo sur a-walc’h an hini pouezusañ ha dedennusañ.

Savet mat eo ar rummad, met evit ar vugale nemetken, pas evit an dud gour desachet gant al lennegezh evit ar vugale, d’am soñj.


La guerre des clans I, levrenn 2 : À feu et à sang, Erin Hunter, Rouantelezh Unanet (2003)

Meur a istor zo el levrenn-mañ, ar pezh a gavan un tammig dipitus. Karget eo Coeur-de-feu ha Plume Grise da vont da gerc’hat Klan an Avel, a oa bet skarzhet eus e douaroù gant Klan an deñvalijenn. Ne bad ket pell o zroiad, daoust ma teufent en-dro yac’h, dibistig ha trec’h. Goude-se e heulier war un dro istor karantez dibosubl Plume Grise gant ur gazhez eus ur c’hlan enep, tortilhadurioù Coeur-de-feu ha ne c’hell ket herzel ouzh e anien hag a zistro ingal da garter e gavell, araokadennoù e niz, advabet gant klan ar gurun ha brochadenn hir Coeur-de-feu ha Plume Grise, evit abegoù a lealded. Al lealded ouzh ar c’hlan zo un diazez ret evit talañ ouzh holl zañjerioù ar bed kriz a vevont ennañ hag a zo ken pizh ar boued ennañ.

Gros eo ar fiselennoù evit tud gour, met gwir eo n’eo ket fall an istor. Lennet e vez hep displijadur, daoust ma vije diaes en em reteriñ en holl anvioù hag a cheñch alies, ouzhpenn, hervez grad pep kazh.

Muioc’h-mui a zisfi a zo da vagañ ouzh Griffe-de-tigre, met n’eo ket el levr-mañ e tarzho.

Kavet em eus gwelloc’h an eil levrenn-mañ eget an hini kentañ dija : amzer da lañsañ ar mekanik, emichañs !


La guerre des clans I, levrenn 1 : Retour à l’état sauvage, Erin Hunter, Rouantelezh Unanet (2003)

Evel Caroline Quine, mamm Alice Roy, Erin Hunter n’eo ket ur skrivagnerez nemeti met ur strollad skrivagnerezed ennañ ar skrivagnerezed saoz Kate Cary, Cherith Baldry ha Victoria Holmes da gentañ. Diwezhatoc’h eo deuet Tui Sutherland (amerikanez), Gillian Philip ha Rosie Best (saozezed) ha neuze Inbali Iserles (Israeladez) da founnusaat ar skipailh. O vezañ m’eo awenet bed La Guerre des clans gant lec’hioù ‘zo eus Breizh Veur, e lakain atav “Rouantelezh Unanet” evit ar rummad-mañ, n’eus forzh gant piv e vije skrivet al levr e gwirionez.

Kate Cary eo he deus skrivet al levrenn gentañ-mañ e gwirionez, sikouret don gant Victoria Holmes. Lavarout a ra bezañ bet awenet gant romantoù faltazi Enid Blyton, Caroline Quine ha Lucy Maud Montgomery.

Met e gwirionez, ar romant a denn ar muiañ an oberenn gentañ-mañ dezhañ eo Levr ar janglenn gant Kipling, d’am soñj. Ur c’hazhig doñv, bountet gant e anien, a vez degemeret e-touez ur meuriad kizhier gouez, lec’h ma tle ober e zoull en ur lakaat disoñjal e teu eus bed an dud. Lakaet da zeskard en abeg d’e oad, e tleo en em ober ouzh un aozadur strizh ha pignat tamm-ha-tamm gant e bazennoù, neket hep ober un nebeut sotonioù en em ginnigo dezhañ war e hent.

Ret eo gouzout ez eus eus La guerre des Clans un heuliad hir-kenañ, ha n’eo ket peurechu c’hoazh en deiz a hiziv. Al levrenn gentañ-mañ a oa sañset bezañ an hini nemetañ, hervez an urzhiad. Mont a ra goustadik an traoù er penn kentañ peogwir ez eo ret staliañ don un endro faltazi luziet. Digempouez-mat eo al levr eta, gant ur penn kentañ a ya war e blaen, hag ur fin en em laka an ober da c’haloupat ennañ, kement ha ken buan ma n’eus ket bet tu da glozañ an istor da vat.

Spered Levr ar janglenn a vez dilezet er fin, evit tuañ muioc’h eus tu Game of Thrones : stourm evit e glañ, e damm douar, bezañ feal, kalonek, anduriñ treitouriezh, mervel evit e soñjoù, difenn e vignoned, gwalc’hiñ ar re a zo tamallet e gaou… lod eus an traoù-se a vije re griz da lakaat en un oberenn evit ar yaouankiz. Ar fed e tremenfe an istor en ur bed loened a bermet da vont pelloc’h war an hent-se, ar pezh a zo mat.

Ober a ra berzh La guerre des clans e-touez bugale ar skol kentañ derez, re ar 6vet hag ar 5vet klas : setu perak em boa c’hoant d’e lenn. Met ne welan netra nevez er geusteurenn kinniget ; drammoù kozh aztommet ne lavaran ket. Gwell a se ma plij d’ar vugale a-vremañ.

Ha me en oad gour, evit poent n’on ket strobinellet : ne welan netra brav er skritur, netra dreistordinal en istor, dezhi da vezañ plijus-rezonabl. Hag ouzhpenn em eus aon e vo santet betek re ar c’heñchamantoù pluennoù a levrenn da levrenn. N’on ket sur e vin kalonek a-walc’h da vont betek ar fin…