Tag Archives: eo

Ar vuez eo… ha Douar Santel 2012, Job an Irien (2011-2012)

N’eo ket gwallzedennus, met n’eo ket borodus ar c’hronikoù-se kennebeut peogwir en deus ar stek Job an Irien evit kontañ e istorioù bihan. Ar re wellañ eo ar re a ra anv enno eus e vugaleaj : eñvorennoù dezho ur ment speredel. Plijus eo.

A-hend-all eo pennadigoù d’en em soñjal un tammig, met pas re, n’en em goll ket e korvigelloù ar feiz, chom a ra tost ouzh ar vuhez atav, ouzh an den, gant ur brezhoneg didro ha difae. Gant se, e c’hell e gronikoù tizhout un niver brasoc’h a dud, mont en tu all d’e barrezianiz.

N’heller ket lavaret kement-se eus an eil lodennig, o kontañ ur pirc’hirinaj d’an Douar Santel, da virout d’ar re a zo bet pe a zo e sell mont d’o heul un deiz bennak. Met petra a c’heller goulenn ouzhpenn, n’eo ket ul levr gwir, niverenn 130-131 ar gelaouenn Minihi Levenez ne lavaran ket.

Advertisements

Tomm eo bet deomp, Yann-Fañch Jacq (2003)

Tomm eo bet deomp
An daou romant gwir kentañ gant Yann-Fañch Jacq a oa romantoù polis o luchañ war-zu ar romantoù kevredigezhel. Evit an trede hini-se e tilez an itrikoù polis evit skrivañ ur gwir romant kevredigezh o plediñ gant an darempredoù a liamm, pe a rann, alies, tri rummad merc’hed o vevañ dindan an hevelep toenn.
Peurliesañ n’on ket re figus war seurt dodennoù.
Koulskoude n’on ket bet entanet gant ar romant-mañ. N’on ket deuet a-benn da vagañ na kendruez na teneridigezh evit hini pe hini eus an tudennoù, re bell int diouzhin ha n’eo ket deuet a-benn ar skrivagner da lakaat ac’hanomp da rannañ o don-donañ. Meur a abeg ‘zo emichañs : moarvat e anavez gwelloc’h ar baotred eus an diabarzh, marteze vije bet aesoc’h plediñ gant ur bed paotred ? Hag ar yezh a ziviz implijout, eeun betek re evit lakaat Yann lenner en e vleud flour, m’eo efedus-mat evit an ober, n’he deus ket a-walc’h a livioù evit depegn kalon an tudennoù war ma meno.
Abeg e kavan e-barzh an titl, re voutin, tamm ebet seksi : n’eo ket gwall sikourus evit derc’hel soñj eus an diabarzh.
M’eo ar romant a blij din an nebeutañ e-touez reoù Yann-Fañch Jacq en deus perzhioù mat e romantoù all memestra : lennet vez aes, buan ha didrabas ; ne dorr ket ho penn ha ne bouez ket war ho spered ur wezh echu. Ezhomm bras zo eus seurt lennadennoù gwezhioù ‘zo !