Tag Archives: Divroañ

Divroañ, Goulc’han Kervella (2009)

Ar chañs em boa bet da welet ar pezh-c’hoari-mañ gant va daoulagad. Un eñvorenn fromus.

Savet eo diwar taolennoù gwriet kichen-ha-kichen : n’eus haroz ebet, nemet skouerioù tud a c’hellfe bezañ n’eus forzh piv en hevelep degouezhioù. Taolet e vez gouloù war 5 maread istorel m’eo bet kuitaet Breizh gant bretoned n’o doa mui peadra da vevañ. Aet int da labourat e mengleuzioù Trelaze e kreiz an XIXvet kantved, loc’het o deus war-zu ar C’hanada e penn an XXvet, diskennet int da gavout douaroù gwelloc’h en Dordogne tro 1920, aet int da Amerika e fin an XXvet kantved ha pelloc’h, hag ivez da Bariz, niverus. Diskouezet e vez an enkadenn, an dibab graet gant lod da vont da heul o hunvreoù pa n’o deus netra ken da dennañ diouzh o bro, hag an disouezhadenn, alies. Kousto pe gousto e ra pep hini e doull, hag e teu da vezañ diaes kuitaat ar vro-degemer evel m’eo bet diaes kuitaat e vro c’henidik, ur mare zo bet.

E-tal d’an arvestoù-se e vez kinniget ivez arvestoù ma tepegner estrañjourien oc’h erruout e Breizh, hag an degemer a vez graet dezho. Dibabet en deus Ar Vro Bagan chom pozitivel ha digor, diskouez eo Breizh ur vro degemerus (nemetken).

Ar gentel da dennañ eus an holl blanedennoù-se eo n’eo ket un ebat kuitaat ar vro emaer gwriziennet enni, ha pa vije un dibab, ha pa vije deuet ho pro da vezañ ho enebour dre ne c’hell ket mui ho tegemer. Lakaat a ra d’en em soñjal war ar plas a gemer hor bro c’henidik en hor c’halon hag en hor c’hempouez. Ha lakaat a ra an arvesterien, hag al lennerien, da advevañ pajennadoù eus istor Breizh.

Eeün eo a-ratozh, graet evit skeiñ, memes gant empennoù n’int ket gwall zesket marteze. Soñjet eo evit ar bobl. Gellout a rafe, dre se, bezañ un tammig borodus. Met stil a zo, forzh pegement, gant Goulc’han Kervella, a oar lakaat ar gerioù eeünañ da lufrañ… asambles gant an daoulagad. Kaer !

Advertisements