Tag Archives: Dina

Dina, setu tout ! , Mikael Madeg (2014)

dina-setu-toutKavet em eus hir va amzer gant ar romant-mañ.

Un hanter re a c’herioù a zo, evit un arguzenn gwall dreut. Ne c’hoarvez koulz lavaret netra… Lakaet en deus ac’hanon da soñjal, a-wezhioù, ouzh filmoù ‘zo a dremen war Arte, troet diouzh an amzer gwir (1 mn gwirionded = 1 mn film !).

Ur gerentiezh a zo gant Such where the days, met an dorn a skrab en deizlevr zo ar wezh-mañ ur plac’hig 6vet klas. N’eus ket mui an digarez da gontañ fedoù gwirion, hag a c’hell lakaat al lenner da asantiñ da hirderioù ‘zo… ha n’em eus ket kavet gwirheñvel ar romant a-fed psikologiezh (ne welan ket e vije ken pouezus-se ar c’houbladoù hag ar pokoù eskemmet etre paotred ha merc’hed, d’an oad-se… traoù kalz pouezusoc’h a zo evito, hervezon).

Un arz amjestr eo hini an embann deizlevrioù gwirion : ar pep pouezusañ, ennañ, eo gouzout petra mirout, petra troc’hañ a-benn ma chomo plijus al lennadenn d’al lennerien. Ne welan ket perak ne vije ket graet ar memes labour evit un oberenn faltazi ! Hag en ur c’hwennaat a-galz e vije bet lennet, marteze, gant ar re nemeto a c’hellfe bezañ plijet gant ar sujed, merc’hed 11 vloaz… Aze e vije re hir evito, gant o live brezhoneg hag an diegi o devez ar re yaouank a-vremañ da lenn e brezhoneg…

Lennegezh polezed vihan, lakaomp, met skrivet evit tud bras. Din-me, d’an nebeutañ, ha din da vezañ ur plac’h, ne blij ket nemeur ar c’hozh-kaozioù-se… Dre voneur emañ e brezhoneg : ne vez ket kollet e amzer penn-da-benn, pa c’heller atav ledanaat e skiant.

Advertisements