Tag Archives: de

L’homme-dé, Luke Rhinehart, Stadoù-Unanet (1971)

Romant brudetañ ar skrivagner George Powers Cockcroft, e anv-pluenn Luke Rhinehart, eo L’homme-dé.

Tennet eo eus buhez ar skrivagner, tamm-pe-damm. Da vare ur bodad-stummañ diwar-benn ar frankiz eo en doa divizet leuskel un diñs da gemer divizoù pouezus evit e vuhez.

En ur lenn ar romant-mañ em eus digoret va daoulagad war ar fed eo madober an tudennoù unan eus skoulmoù diazez ar sevel romantoù. An dudenn-mañ n’eo ket eñ a zibab e vuhez, met un diñs. Kollet e vez sont gant al lenner tamm-pe-damm abalamour da se, pa vez ar fed ober dibaboù, mat pe fall, pebr an holl istorioù skrivet, ha kalon an hevelebidigezh.

N’em eus ket bet kalz ebat o lenn ar romant, skrivet eo gant an diñs (hag ez eo !), da lavaret eo digempouez a-walc’h, gant cheñchamantoù lusk ha savboent niverus. Ha diaes eo lenn ur romant ne z’a da neblec’h pa ne zeuer ket a-benn da gompren personelezh ar penndudenn. Met an tem anezhañ a ya pell, seul vui m’eo tamm-pe-damm un istor wir. Ar fed en dije lakaet ar skrivagner ur bredelfennour da haroz e istor a bermet mont pelloc’h eget an darvoudoù ha dielfennañ don an traoù. Ha pa soñjer mat, n’eo ket sot tamm ebet an doare.

A-hend-all eo ur romant a lak e benndudenn da vountañ war ar bevennoù a bep seurt lakaet dezhañ gant ar gevredigezh, kement ha lavaret eo dichadennet a-fed sekselezh, feulster hag a bep seurt. Diaes eo da lenn ivez peogwir e lak ar bed a anavezomp, hor reteroù kevredigezhel, da vrallañ.

Da lenn evit digeriñ dremmwelioù nevez, dic’hortoz.

Advertisements

Il faut qu’on parle de Kevin, Lionel Shriver, Stadoù Unanet (2003)

il faut qu'on parle de kevinChomet on skotchet gant ar romant-mañ. N’em eus ket soñj em bije lennet a-raok levrioù all o kaozeal ken reizh eus an desevel bugale.

Ul lazhadeg ez eus bet en ul lise : ur c’hrennard c’hwezek vloaz en deus desachet en ur sal-sport tud ne gare ket ha tennet warno. Mamm an torfedour a zo o klask piv zo kiriek, kontañ a ra eta istor he c’houblad, ganedigezh he bugale, en ur glask gouzout pe eo dre he faot dezhi pe dre hini he gwaz eo troet an traoù e mod-se (kenkoulz all n’eus den ebet kablus nemet ar bugel e-unan, piv ‘oar ?). Kregiñ a ra hec’h istor p’eo tremenet an traoù dija. Mont a ra da welet he bugel ur wezh ar sizhun er greizenn eo bet bac’het enni abalamour d’e dorfed.

Kontet eo eus ar c’hentañ ar frailh en em gleuz tamm-ha-tamm etre an daou gariad abalamour d’ar vugale, d’o darempred gant pep hini eus o bugale. Ar vaouez eo a gomz, diwar-benn traoù gwregel personel-tre a-wezhioù. Engehentiñ, gwilioudiñ, klask sammañ he c’harg a vamm… burzhudus e kavan e vije deuet a-benn da skrivañ ur romant ken gwirion. Met n’eo ket ken iskis ha ma kreden da gentañ : daoust d’he anv-pluenn eo ur vaouez Lionel Shriver (Margaret Ann Shriver).

Niverus eo an hentoù preder el levr-mañ.  Kiriegezh evel-just, anterinded ivez en desevel bugale, rol an tad, ar vamm, fiziañs, goulennoù a bep seurt diwar-benn ar familh, ar c’houblad, ar garantez dindan he stummoù liesseurt.

An istor zo eus ar c’hentañ, souezhadennoù a zo daoust ma kredfer gouzout pep tra a-raok kregiñ. Entanet e oan gant va lennadenn a-hed al levr, met ar pep gwellañ tout eo bet ar fin, fromus-kenañ.

Un istor alvaonus, un arnodad-lenn divoutin gant ur sell pizh war gwir natur ar familh hag ar vugale : daou dra a gustumer bravaat ha romantelaat el lennegezh, peurliesañ.

 


L’art français de la guerre, Alexis Jenni, Bro-C’hall (2011)

l'art français de la guerre Priz Goncourt 2011 en doa bet ar romant-mañ, dezhañ un titl hoalus ouzhpenn : ne oa ket ezhomm muioc’h evit reiñ c’hoant din d’e lenn.

Plijus a-walc’h, met n’eo ket direbech ar romant, sur a-walc’h dre ma z’eo an hini kentañ skrivet gant an den.

Kavet en deus un ahel a ro tro dezhañ da vont eus penn kentañ an eil brezel-bed betek an devezh hiziv dre an holl vrezelioù all a zo bet abaoe gant bro-Frañs, evit kontañ darvoudoù brezel : kement lodenn a c’hoarvez da vare brezelioù zo deuet brav-tre gantañ. Gwriet eo an holl darvoudoù-se gant un neudenn c’hros a-walc’h, istor an dezreveller, en deus fourret enni a bep seurt soñjezonoù, lod prederourel ha lod all n’int ket kement. Kavout a ran un tamm re, ivez, ar fed e vije livour ha soudard an haroz, daoust ma ne vije ket dibosubl-krenn eveljust… hag un disterig chuchu ha diezhomm eo an istor karantez e fin al levriad.

N’eo ket evit kement-se eo disteriet ar blijadur a c’hell bezañ kavet o lenn an nemorant eus ar romant, met dre tremen hep an dezreveller-se en dije savet Jenni ur romant eeunoc’h ha gwirionoc’h : kement romant-brezel zo prederouriezh ennañ, a c’heller klask silañ e spered al lenner dre daolennañ an traoù kentoc’h eget a vorzholiadoù… Abalamour da se e kav din eo bet skrivet al levriad-mañ en un doare re glasel, ar pezh a laka anezhañ da vezañ arabadus a vare da vare.

Al levriad-mañ n’eo ket pec’hed e lenn memestra : a live uhel e kavan eo ar pezh a zo mat ha dedennus ennañ.


Rue de Paris, Claude Gutman, Frañs (2000)

Rue de Paris
Rue de Paris zo trede levr ur rummad tri romant evit ar vugale anvet La loi du retour, an daou gentañ o vezañ La maison vide ha L’hôtel du retour. N’on ket en em gavet ganto evit poent, ne gomzin nemet eus hennezh eta.
Tres zo d’ar rummad kontañ un istor klasel p’eo hini ur paotrig eo bet kaset e dud d’ur c’hamp-bac’h e-pad an eil brezel-bed. Klasel a lavaran, n’eo ket boutin, ma z’eus bet meur a istor damheñvel eo dibar pep hini.
E Rue de Paris emañ an haroz o paouez gouzout ne adwelo e dud biken peogwir int bet lazhet er c’hamp-bac’h. Echu eo ar brezel, hag ar paotrig zo deuet da vezañ krennard. Ret eo dezhañ doñvaat ar soñj-se, asantiñ d’e donkadur hag ober dibaboù e-keñver e zazont. Mont a ra pelloc’h al levr-se eget ar peurvrasañ eus al levrioù all diwar-benn ar brezel eta, ha se eo em eus kavet dedennus.

Diskouezet e vez penaos en em dro kounnar ar paotr war-zu an dud o deus graet war e dro e-pad ar brezel ; n’eo ket re eeun emzalc’h an tudennoù eta. Ar pezh a ginnig ober eo stourm gant ar re Sionist ha mont da Israel en ur c’hibboutz. Kompren a ra tamm-ha-tamm n’eo ket graet ar vuhez-se evitañ.
Kavet ‘m eus dreist ar romant, da gentañ peogwir n’anavezen ket mat ar prantad-se eus an Istor. Ouzhpenn e vez anv kalzig eus ar yuzhevien en em lak da zeskiñ ar yiddish hag a vez diskouezet ganto evel un ostilh ret evit gounid o bed nevez. An haroz n’eo ket evit deskiñ. Santout a reer ez eus un doare gwask war ar poent-se. Lakaet ‘n eus ac’hanon da brederiañ kalz diwar-benn statud ha skeudenn ar brezhoneg.