Tag Archives: congre

Chasse au congre à Lannilis, Jean-Jacques Gourvennec, Frañs (2003)

chasse au congre à lannilis
Anavezout a ran ur bern tud hag a bren, hag a lenn, ingal, romantoù-polis rannvroel, en ur lavaret : n’eo ket lennegezh uhel met plijus eo peogwir e tremen e lec’hioù a anavezer…
En em gavet on gant hennezh el levraoueg : sachet war e gein evit follennata anezhañ kement ha gouzout. Ha goude-se, dibosubl lakaat anezhañ en e blas en-dro, ne oa ket renket mat, n’en doa netra d’ober el lec’h-se gant ar pezh a oa tro-dro… Un diskoulm nemetañ : kas anezhañ d’ar ger, e lenn, hag e zistreiñ diwezhatoc’h…
Na gontit ket warnon evit diskuliañ an itrik deoc’h. Bet on betek ar fin, ur reolenn sakr eo evidon, met n’em eus ket gellet stagañ gant an istor abalamour d’ar fazioù a oa er skrid. Ur stil eus ar nulañ, gant ur bern traoù treuzimplijet, re a virgulennoù, frazennoù re hir ha dispis, liveoù yezh mesk-divesk hep goût d’ar skrivagner… Dres ar stil a ziwan dindan pluenn n’eus forzh piv n’eo ket lenner hag en em lak da skrivañ. Tro ‘m eus bet da reizhañ meur a hini a seurt-se dija.
Evit Chasse au congre à Lannilis e klaskan gouzout : penaos an diaoul e c’hell bout embannet traoù ken diechu ?
Pa vez “difaziet” ul levr ez eus daou dra d’an nebeutañ : ar reizhskrivadur (darn eus al labour o vezañ graet gant difazier ar meizant bizskrivañ, met pas pep tra), hag ar stil. Al levr-mañ en dije bet ezhomm da vezañ “adskrivet” (“réécriture”) evit kaout un neuz lennabl. Evel just e koust div wezh keroc’h pa n’ho pez mignon ebet evit en ober (ober a ra Orson Scott Card ul “lecteur éclairé” eus se), met penaos dioueriñ an treizh-se pa skriver e mod-se ?
Levr kentañ ar skrivagner e oa, abaoe en deus skrivet reoù all, moarvat eo aet war wellaat. N’it ket da chom hep e lenn abalamour din, chifet e vijen. Roit din hoc’h ali diwar e benn kentoc’h…

Advertisements