Tag Archives: Chroniques

Caminante, Danevelloù eus an Andoù, Katell Chantreau (2006)

“Keleier eus an Andoù” a vije kentoc’h eget “danevelloù” : e gwirionez eo un doare deizlevr eus he beaj a ginnig Katell Chantreau, dezhañ da vezañ bet skrivet war-lerc’h. E-kerzh he beaj 7 mizvezh tro ar bloaz 2000 eo tremenet dre Ekouador, Perou ha Bolivia.

Kalz dezrevelloù-beaj ‘zo e brezhoneg hag atav e kavan anezho dedennus. Met hini Katell Chantreau he deus un dra bennak dreist d’ar re all. He doare da veajiñ, tost-tre diouzh an dud, o kemer perzh en o buhez, en o strivoù da wellaat o femdez ha da wareziñ o sevenadur, a zo dibar dija. Pell omp eus ar gartenn-bost amañ. Ar veaj-se a denn muioc’h d’ur veaj diabarzh eget d’un ergerzhadenn evit touristed. Intret eo gant sonerezh, dañs ha livaj. Dic’hortoz eo, digor war a bep seurt traoù ha tud. Ouzhpenn tremen he deus graet ar veajourez : diouzh he live, he deus klasket reiñ un taol skoaz, plantañ un tañva eus sevenadur Breizh, lakaat ar mennozhioù da vont war-raok… Dizoloiñ a reer ivez he fersonelezh divoutin, jourdoul ha kred enni : un drugar.

N’em boa ket prenet al levr-mañ peogwir e tisplij din al levrioù divyezhek, dre vras. Met n’on ket bet dipitet gant hennezh. Kompren a ran gwelloc’h an doare-se da veajiñ (a denn ouzh doare ar bloavezhioù 70-80, e metoù ‘zo) eget an hini a-vremañ, d’an daoulamm, an hentenn-veaj peg ouzh ho torn evit bezañ sur da chom hep c’hwitañ war dra-mañ-tra… Ha kontet e vez an traoù gant kizidigezh. Dont a ra a-benn Katell Chantreau da rannañ brav gant al lenner he zreuzfurmadur diabarzh ha d’e lakaat da dañva anezhañ. Fromus eo meur a wezh.

Ul levr digorus ha don.

Advertisements

Ar vuez eo… ha Douar Santel 2012, Job an Irien (2011-2012)

N’eo ket gwallzedennus, met n’eo ket borodus ar c’hronikoù-se kennebeut peogwir en deus ar stek Job an Irien evit kontañ e istorioù bihan. Ar re wellañ eo ar re a ra anv enno eus e vugaleaj : eñvorennoù dezho ur ment speredel. Plijus eo.

A-hend-all eo pennadigoù d’en em soñjal un tammig, met pas re, n’en em goll ket e korvigelloù ar feiz, chom a ra tost ouzh ar vuhez atav, ouzh an den, gant ur brezhoneg didro ha difae. Gant se, e c’hell e gronikoù tizhout un niver brasoc’h a dud, mont en tu all d’e barrezianiz.

N’heller ket lavaret kement-se eus an eil lodennig, o kontañ ur pirc’hirinaj d’an Douar Santel, da virout d’ar re a zo bet pe a zo e sell mont d’o heul un deiz bennak. Met petra a c’heller goulenn ouzhpenn, n’eo ket ul levr gwir, niverenn 130-131 ar gelaouenn Minihi Levenez ne lavaran ket.


Les chroniques de Narnia : levrenn 1.2.3.4.5.6.7, Clive Staples Lewis, Bro-Iwerzhon (1950 da 1956)

Narnia1

Souezhet on bet o welet ne oa ket bet skrivet al levrioù en urzh m’int sañset bezañ lennet : splann e teu da vezañ an doare m’en deus Lewis da blantañ e-kerzh e istor daveoù o kas d’ul levr vo lennet diwezhatoc’h. Dedennus eo heuliañ diorrañ e ijin :

Narnia2

. 1950 : Le Lion, la Sorcière blanche et l’Armoire magique, levrenn 2
. 1951 : Le Prince Caspian, levrenn 4
. 1952 : L’Odyssée du passeur d’aurore, levrenn 5
. 1953 : Le Fauteuil d’argent, levrenn 6
. 1954 : Le Cheval et son écuyer, levrenn 3
. 1955 : Le Neveu du magicien, levrenn 1
. 1956 : La Dernière Bataille, levrenn 7

Narnia3

Bez ez eus un dra espar el levrioù-mañ : an doare kaer en deus ar skrivagner da zepegn diabarzh an dud, dre ar pezh a santont. N’en deus ket e bar evit reiñ un drivliadenn a levenez, a vam, a geuz, a spi, a fiziañs… Ar pennad a weler ennañ Aslan o krouiñ e ved zo unan eus ar bravañ ‘mije lennet biskoazh. E meur a lec’h e chomer bamet rak e ampartiz da gompren kalon ar vugale, pe an dud, dre vras. Ur skrivagner meur eo evidon, dezhañ un ijin boemus servijet gant gerioù eus an eeunañ o reiñ livioù tanavañ kalon mab-den. Kontrol da levrioù Tolkien n’eo ket enkrezus e saga, marteze eo abalamour da se ne vez ket lennet gant an dud gour, met me gav Le monde de Narnia soutil tre.
Narnia4

Gouzout a ran ez eus kalz a dud o sevel a-enep al levrioù-se : re intret a gristenelezh, a lavar lod. Koulskoude n’eus ket anv eus se : an tudennoù o-unan a gont istorioù a anavezomp mat dre m’hon eus klevet anezho gant tudennoù all e mareoù all : me gav din e lak ur seurt kenvreuriezh etre ar skrivagner hag al lenner, aes eo deomp kompren p’omp bet desavet memes mod, ni hag eñ… netra da welet gant ur romant moral ! Met gwir eo e teu ar sinoù da vezañ anatoc’h-anatañ betek bezañ re splann er 7vet levrenn, pa ya Narnia da netra hag e lak al leon an holl voudoù da dremen dirazañ, hag hervez ma sellont eeun outañ en e zaoulagad e tremenont pe a-zehoù pe a-gleiz…
Narnia5
Dibar e kavan personelezeh Aslan, doue hollc’halloudus e karg eus ar justis ha tad madelezhus war un dro, aesoc’h da lonkañ a berzh ul leon jentil eget a-berzh ur c’hozhiad barvek pintet war ur goumoulenn jodek doare Michel-Ange a gav din…
Narnia6
Un digarez a gaver a-berzh an embanner e-keñver ar ster gouennelour a c’heller reiñ d’an trede levrenn lec’h m’emañ ar re zu (ar re cGalormen) ar re zroug : kavout a ran mat e vije bet lakaet se. Lavaret e vez ivez eo seksist Lewis hag aze, n’hellan ket nac’h, skoüs eo an abegoù a ro evit displegañ ne c’hell ket Suzanne dont da Narnia ken : skeudenn un amzer sur a-walc’h met dipitus memestra… war ar poent-se eo diaesoc’h digareziñ anezhañ e fin al levr… Pep treitourezh, pep si zo bet pardonet da Edmund pe da Eustache, met ar fed e teufe Suzanne da vezañ emskiant eus he sekselezh en ur goshaat, da se n’eus remed ebet, serret eo dezhi dorioù Narnia da viken… start !
Narnia7

Ma vez lakaet se a-gostez, hag e tle bezañ, amzer da lenn, eo Les chroniques de Narnia ur sapre pennoberenn, aes da lenn ez-vihan (tro 8-9 bloaz) ha magus evit an dud gour ivez. Gant gerioù simpl e oar CS Lewis kas pell ar preder.