Tag Archives: Christelle

Anjela, Anjela Duval, Christelle Le Guen (2018)

Ar soñj : dibab pozioù gant Anjela Duval, pozioù a dres ur poltred anezhi, o renkañ dre demoù ha skeudennaouiñ anezho. …”kement ger zo er romant-treset-mañ a oa bet lâret pe skrivet gant Anjela…”. Evidon, ur romant, ha pa vije treset, a zle harpañ war an dezrevelliñ, heuliañ un doare kronologiezh. Ma z’eus unan amañ ez eo kalvezel, n’emañ ket e kreiz ar jeu. Gant se e kav din n’emañ ket en e blas al levr-mañ er rann-mañ. Ur vannenn-dreset eo, n’eo ket ur romant.

N’eus forzh, dibar eo.

N’eus bet kemeret nemet ar pep retañ, pe nebeutoc’h, da vezañ skrivet el levr. An disoc’h avat zo treboulus. Kaeraet eo kement ar gerioù rouez-se gant tresadennoù Christelle Le Guen ma chomer sebezet razo. Mareoù ‘zo e save dour d’am daoulagad gant ar from. Lennet e vez goustadig, en ur leuskel ar selloù d’en em goll e gwennoù ar bajenn, gant ar santimant a uvelded hag a ec’honder a sav en unan pa vez digenvez e kreiz an natur. Pell eus an displegadennoù, lakaet e vez bed Anjela da vezañ santet.

N’on ket gouest da veizañ hag-eñ e vo ken efedus an oberenn evit an dud n’o deus ket bet darempredoù, kent, gant Anjela pe gant he skridoù. Dre m’eo bet embannet en ur stumm divyezhek (un tu evit pep yezh) e soñjan eo evit ledanaat ar publik, digeriñ da dud n’o deus ket lennet he oberennoù dre ret. Daoust hag-eñ e vo kizidik ar re-se ouzh ar bri douget dezhi gant ar vrezhonegerien ?

Evidomp eo ur valeadennig en he c’hompagnunezh, gant ur santimant nested souezhus, an hini a zo etre tud a familh hag a ziouer ar gerioù.

Ul levr kaer, dous dindan an dorn, flour d’an daoulagad. Un taol kaer !

Advertisements

La Passe-miroir 1 : Les fiancés de l’hiver, 2 : Les disparus du Clairdelune, 3 : La mémoire de Babel, Christelle Dabos, Frañs (2013-2017)

Taol-esae kentañ ur skrivagnerez nevez eo an 3 romant faltazi-harozek-mañ. Ur pevare hini, ha n’eo ket echu c’hoazh, a zeuio emberr da glozañ rummad pevar levr La passe-miroir.

Kavout a ran brav-tre goleier al levrioù-maņ ha dres abalamour da se n’em bije ket dibabet anezho d’o lenn : aon em bije bet e kuzhfe ar golo ur skrid divlaz. Met klevet em eus gant unan e oant priziet-kenan gant he bugale hag o doa lennet anezho meur a wezh, ha setu me higennet memestra…

N’on ket bet dipitet, tamm ebet.

An harozez a zo un doare enep-harozez : n’eo na koant, na gwregel, na beg bras. Ne c’houlenn netra, nemet bezañ laosket e peoc’h er mirdi a ra war e dro. Siwazh, emañ en oad da zimeziñ ha ne c’hell ket mui nac’h an trede gwaz a vez kinniget dezhi… ar pezh a redio anezhi da guitaat ar bed a vev ennañ evit mont da heul un danvez-gwaz ken yen hag un tamm skorn, mouzhet outi.

Ijinet-kaer eo ar bed hag an itrik, gwallzedennus kerkent hag ar bajenn gentañ. Galloudezh erotel an daou haroz zo kalz uheloc’h eget ar pezh a gaver diouzh boaz e seurt levrioù evit ar yaouankiz (hep na vije un dibab a-ratozh digant ar skrivagnerez, emichañs).

Un doare Game of Thrones, leun a itrikoù etre pennoù, eo ar rummad en ur mod. Ar gwellañ romant eus an tri, war ma meno, eo an hini kentañ Les fiancés de l’hiver. Lañsañ a ra mat an itrik ha ne goll ket e lusk betek ar fin. An eil Les disparus du Clairdelune a gendalc’h gant ar memes ton, met en ur ouzhpennañ un itrik-polis. Ur bern tudennoù nevez a reer anaoudegezh ganto hag a gendalc’ho da vezañ implijet diwezhatoc’h. Evit an trede hini La mémoire de Babel em eus kavet hir a-walc’h ar penn kentañ anezhañ : en em gavout a ra an harozez en un endro dihegar-kenañ, ar pezh a lak diaes al lenner ivez. Koulskoude e fiñv kalzig an istor er fin hag e echu a-zoare.

Gortoz a ran gant mall e vo embannet al levrenn ziwezhañ, ha divizet em eus heuliañ a-dost ar skrivagnerez gall-mañ diwar-vremañ.