Tag Archives: c’hañfard

An tri c’hañfard, Goulc’han Kervella (2018)

Ur wezh e oa bet aterset Jimi Hendricks gant ur c’hazetenner diwar-benn ur bladenn nevez. “Ha n’ho peus ket aon e vije re heñvel ouzh Jimi Hendricks ?” emezañ, kement ha lavaret ne oa ket nevez-nevez ar geusteurenn marteze… hag ar gitarour da respont : “ME eo Jimi Hendricks”.

Ne vo ket rebechet ouzh Goulc’han Kervella skrivañ diouzh e vod eta, p’en gra mat.

El levr-mañ, skrivet evit skolajidi 11-12 vloaz, e implij ar skrivagner ur rekipe kozh en deus lakaet ac’hanon da soñjal en Three men in a boat. Lakaet e vez tri boulom farsus war an hent evit dizoloiñ ar vro hep kavout hir e amzer o selaou an heñcher, ha dav dezhi. Perzhioù ur gontadenn zo d’ar romant, marellet gant hanezennoù, mojennoù, deskrivadurioù savadurioù kozh ha lec’hioù touristel a-bouez, etre Leon ha Kerne.

N’on ket desachet tamm ebet gant ar c’hontadennoù, met kavet em eus farsus a-walc’h va zroiad-gweladenniñ, evel va mab 11 vloaz, daoust m’hor bije santet mat, hon-daou, tu kentelius an afer.

Plijus eo da lenn da n’eus forzh peseurt oad, hep terriñ e benn, gras da stek ar skrivagner.

Advertisements