Tag Archives: Chalandon

Le jour d’avant, Sorj Chalandon, Frañs (2017)

Dre zegouezh, e oan bet bloaz ‘zo o vakañsiñ e Hanternoz bro-C’hall hag e oan bet sorc’hennet gant ar rannvro. Ha dres pa oan o tont en-dro, em boa klevet ur pennad-kaoz gant Sorj Chalandon o kinnig e romant, ha me stanket e sal-gortoz ur mezeg bennak. Kement ha lavaret e oa bet graet ur serr-lagad din gant ar romant-mañ.

Kavet em eus dispar an hanterenn gentañ. Lakaat a ra da vevañ, en ur yezh eeün ha brav, bed ar vengleuzieren, e diabarzh ur familh, dre zaoulagad ur bugel bamet dirak e vreur bras. Ur breur ha ne chom nemet eñvorennoù anezhañ : lonket eo bet gant ar vengleuz, ha ret eo d’ar breur bihan lakaat unan bennak da baeañ ar vuhez laeret-se, asambles gant hini an holl re all nijet kuit war un dro (kemer a ra harp ar skrivagner war ur gwallzarvoud gwirion).

Hag en un taol, souezhadenn ! Ar romant-mañ a zo eus ar re-se ma vez ur skoulm, en o c’hreiz, a lak kement tra zo bet kontet da gemer ur ster all -un tammig evel romant John Irving Une veuve de papier. Echuiñ a ra evel kalz telefilmoù amerikan, gant un hir a senennad prosez. Ne ouezen ket petra a oa da c’hortoz ha souezhet on bet gant an doare, daoust ma vije kendrec’hus ha kizidik an arguzennoù kinniget. Gwirheñvel eo ar studiadenn bsikologel, ha reiñ a ra peadra da brederiañ war an emouez hag an diemouez, ar pezh em eus kavet brav.

Plijet on bet dre vras gant ar romant daoust ma vije digempouez interest an div lodenn. Da lenn evit dizoloiñ pe addizoloiñ Hanternoz bro-Chall da vare ar mengleuzioù…

 

 

 

 

Advertisements