Tag Archives: bro

En bro Dreger a-dreuz parkoù : gizioù, boazioù, skouerioù, Erwan Berthou (tro 1900)

Gant un hevelep titl, e kreden e oa eus al levr-mañ eñvorennoù bugaleaj ar skrivagner. N’eo ket tre-ha-tre, avat. Souezhus eo ar stumm un tamm, o vezañ m’en deus adkemeret Erwan Berthou pennadoù-kazetenn en doa skrivet e galleg er bloavezhioù 1900, ha lakaet embann e Le clocher Breton e 1910 ha 1911. E 1927 eo en deus lakaet anezho e brezhoneg, 6 vloaz a-raok e varv eta.

Brav eo ar brezhoneg ha buhezek ar skrid, koulskoude on bet dipitet gantañ e meur a geñver.

Da gentañ, n’eo ket gwall urzhiet ar soñjoù ennañ. Kregiñ a ra ar skrivagner da zeskrivañ e vro c’henidik, ha tamm-ha-tamm en em laka da gontañ istorioù diwar-benn tud e barrez, gizioù, kredennoù, evel pa vije e kavandenn mignoned n’en deus ket gwelet pell ‘zo hag o vont eus ar c’hazh d’ar razh dirak ur banne, ur soñj o tegas egile. An doare deskrivañ-se zo digempouez a-walc’h, gwezhioù a-ziwar-c’horre gant pennadoù berr-droch, gwezhioù all awenet gant pennadoù kalz hiroc’h. N’eo ket gwall sklaer hag-eñ emañ ar skrivagner o kontañ e eñvorennoù pe o kinnig ur weladenn sevenadurel da zanvez touristed, pe me ‘oar… Gant se, ha gant ar bluenn a oa ennañ, e vije bet kenkoulz dezhañ skrivañ e eñvorennoù da vat : desket e vije bet kement-all a draoù, met gant un neudenn spis. Seul wiroc’h eo ma ne gemer ket ar boan da guzhat pa gont e istorioù. Kenkoulz e vije deomp kaout peadra da gompren anezhañ.

An eil tra eo savboent klemmichus ar skrivagner. N’eus forzh petra a oa a-raok, gwelloc’h e oa eget ar pezh a zo d’an amzer ma skriv. Kollet eo an oadvezh aour. Pa soñjer en deus skrivet se a-raok ar brezel bras, a-raok na vije aet da get ar gevredigezh kozh eta, ez eus peadra da brederiañ. Troet eo e selloù, hag e soñjoù, war-zu an amzer dremenet, ha ne ginnig seurt ebet da adijinañ Breizh an dazont. Hegasus a-walc’h em eus kavet an doare.

A-hend-all eo dedennus al levr evit rastellat titouroù diwar-benn ar vuhez e Breizh gwezhall, evel e Marc’h al Lorc’h met diwar-benn traoù koshoc’h dre ma oa bet ganet Erwan Berthou e 1861.

Danvez studi kentoc’h ha danvez dudi, evidon.

Advertisements

Bale bro : Kuba, Thailand ha Kambodj, Jakez-Erwan Mouton (2015)

bale-bro-cuba-thailand-ha-kambodjUl levr dichipot, o kontañ hep troidelloù beajoù graet gant ar familh, a zeiz da zeiz. Plijadurus eo ha ne dorr ket ar penn tamm ebet. Pedet e vezer e-barzh ar veaj da heul ar skrivagner, desachet e lagad war-zu an traoù drol da Europiz ha kizidig ouzh Istor ha politikerezh ar broioù a dreuz, abalamour d’e vicher.

Simpa eo da lenn ; ar pezh a brou n’eus ket ezhomm atav da labourat hir amzer war ur skrid evit ma vije dedennus…


E bro Yvonne, Jean Ropars hag Yvonne Riou (1995)

Roparz-Jean-E-Bro-Yvonne-T2-Livre-875075757_MLNe ouezan ket penaos e oa en em gemeret Jean Roparz evit lakaat Yvonne Riou da gontañ he buhez ken hir amzer : ar pezh a zo sur eo en deus duet 5 levrenn stank gant hec’h eñvorennoù.

Ganet e oa bet Yvonne e bro-Leon er bloavezhioù 20. Fraezh e oa chomet enni amzer he bugaleaj, ha kontañ a ra gant forzh munudoù, heñchet gant goulennoù ha ne weler ket anezho. Lennet e vez al levr tre evel pa vije bet skrivet ganti hec’h-unan.

N’em eus ket soñj da vezañ lennet ken hir a levriad eñvorennoù diwar-benn ur vuhez ken “munut” ma c’hellan lavaret (n’eo ket bet Yvonne o klask he bara nag o stourm e arme Napoleon, lakaomp). Kement tra a lavar a sell ouzh ar gevredigezh e oa ganet enni, ur gevredigezh aet da get bremañ, ha n’eus levr all ebet o vont ken don en deskrivañ a ra eus ar gevredigezh-se. Pizh e vez sellet ouzh kement darvoudig eus ar vuhez : skol-lojañ ar seurezed, pouez ar relijion e buhez an dud (bras-meurbet, betek ur poent hor bije poan oc’h ijinañ ma ne vije ket skrivet du war gwenn), labourioù an atant ha soursi ouzh al loened, penaos e veze desavet ar vugale, sekselezh, ha kement ‘zo. Un testeni dibar eo diwar-benn buhez ar gouerien (ar wilioted, evel ma lavar-hi), ha, war va meno, un testeni o prouiñ ar reuz he doa graet an iliz war ar gevredigezh-se e-pad rummadoù ha rummadoù ha, dreist-holl, ar gaou graet d’ar merc’hed, a zo ur vezh ruz. Paneve pouez ar relijion e vije bet kempouez a-walc’h rol ar merc’hed hag hini ar baotred er gevredigezh, pa oa diazezet ar gevredigezh-se war al labour a-lazh-korf forzh penaos, pe vije evit gwazed, merc’hed pe vugale…

Laouen eo Yvonne eus an doare m’eo bet desavet koulskoude. Er stern strizh-se eo deuet a-benn da gavout he c’hempouez, ha diskouez a ra bezañ leun he c’halon a vennozhioù e-keñver he c’helenn kristen. Lorc’h zo enni, p’eo deuet eus ar gwellañ an deskadurezh-se eviti. D’ur mare bennak koulskoude, e sav ouzh ur beleg, an hini a lavar dezhi he deus dibabet fall he gwaz da zont : diskouez a ra eo deuet a-benn da stummañ mennozhioù dezhi hec’h-unan a-benn ar fin ! marteze… kar he familh hag ar gevredigezh zo a-du ganti, n’eo ket un akt a stourmerezh kennebeut.

E-touez ar re (niverus) em eus lennet, an eñvorennoù-se eo ar re a zeskriv ar gwellañ tro-spered an dud, ar pezh a vroude anezho, ken war ar pemdez hag evit an degouezhioù dreistordinal. Gwallzedennus em eus kavet anezho, daoust ma padfe al lennadenn (dleet em eus troc’hañ anezhi e meur a damm, kuit d’ober ur re gofad). E penn kentañ e oan souezhet bras gant brezhoneg Yvonne, anezhi un “terminal speaker” : ur c’hementad bras a c’herioù a lavar e galleg, gerioù eeun, hon eus ni nevez-vrezhonegerien ur par dezho o tond diouzhtu war beg hon teod. En em voazet on, ha goude ul levr pe zaou, em eus merzet e raen ur sapre eostad a c’herioù ha frazennoù talvoudus daoust da se : war  boent ar yezh ivez ez eus kalz pinvidigezhioù da dennañ eus an eñvorennoù-se.

Lakaet e oant bet e galleg e 1991 ha pedet e oa bet Yvonne d’un abadenn-dele gant Bernard Pivot da heul : ur bern tud, moarvat, o doa en em anavezet en he c’homzoù. Marvet eo e 2013.

Kavet e vez levrenn gentañ E bro Yvonne en-linenn amañ. Dedennus eo ar c’hentskrid evit kompren talvoudegezh labour Jean Roparz hag Yvonne. Kavout a ra din n’eo ket aet pell a-walc’h hennezh en e labour war an destenn koulskoude : sur-mat en deus tennet traoù lavaret div wezh hag a oa kichen-ha-kichen met laosket en deus reoù all pell a-walc’h an eil re diouzh ar re all, techet ma oa Yvonne evel kement den en em gont da zont en-dro war ar fedoù pouezusañ. Fellet ez eus bet da Jean Roparz, ouzhpenn, leuskel ur roudenn eus lusk an diviz, ha lakaet en deus ur rummad trifikoù bep tro ma chome Yvonne o klask he gerioù. 5 levriad-pad a ra re, hag heuget e vezer goude ur prantad, n’heller ket mui anduriñ ar poentadur-se !

Paeañ a ra an dalc’husted avat, ha ne vo ket didalvoud ho strivoù ma z’it betek penn.


Bro gozh Mamadou, Paskal Hervio (2012)

bro gozh mamadouSetu ur romantig pijus da lenn estreget evit ar skolajidi eo bet skrivet evito. Dont a ra da heul Tamasheq : ne vez ket foranet amzer o kinnig an dud dre ar munud peogwir eo ar memes re. Ar wezh-mañ ez a al lenner da bourmen en ur gêriadenn Dogon.

Dedennus tre eo an endro, deskrivet mat, hag an istor a ya war-raok gant startijenn daoust ma ne vije ket gwall wirheñvel -ul lod eus he hoal eo marteze-. Desket e vez ur bern traoù diwar-benn an Dogoned.

Siwazh eo bet troc’het divaskell ar c’honter gant ment rekis al levrioù-se, kinniget d’ar skolajidi c’hwec’hvet ha pevare klas evit Priz ar Yaouankiz. Domaj eo peogwir e santer e c’hellfe mont kalz pelloc’h ur wezh lañset. Marteze e skrivo un dra bennak evit an dud gour ur wezh bennak ?


Bro Leon ennon, Mikael Madeg (1999)

Aon em boa un tammig rak ar 628 pajenn met n’eo ket bet ur gwall lennadenn evit kelo-se. Dre ma n’eo ket ur romant, met kentoc’h un dastumad eñvorennoù stag ouzh ar barrez-mañ parrez e c’hell bout troc’het al lennadenn a-dammoù pe pigoset e-barzh hervez ho c’hoant.
Da gentañ e tlean lavaret em eus kavet brav an titl hag e plij din kalz ar mennozh, ar geografiezh personel-se. Peg mat eo ouzh ar skrivagner, ar pezh a blij dezhañ, ar pezh a gar… Un testeni eo eus al labour en deus graet war an dachenn o renabliñ anvioù-lec’h, feunteunioù, lesanvioù, gouiziegezh diwar-benn ar c’hleuzioù, o tastum kontadennoù ha kaozioù a bep seurt diwar muzelloù an dud kozh. Gwelout a reer Madeg yaouank o peurzeskiñ e vrezhoneg desket mareoù ‘zo, nebeutoc’h yaouank o pourmen gant gwreg ha bugale gwezhioù all… Choarzhet em eus forzh pegement o lenn un dezrevell eus un abadennad labourat en un ti-feurm ; nag a eñvorennoù eus an amzer ma ne gomprenen ar brezhoneg nemet dre skrid. Fars zo bet o tiskoachañ tud a anavezen ivez, pezh a c’hoarvezo da gement brezhoneger emichañs !
Me gav din eo ul levr mat pa ne guzh ket an titl an diabarzh. Skrivañ a ra Madeg diwar e benn, gant ur brezhoneg dreist ha kalz a fent, ha tremen a reer 628 pajenn e kompagnunezh ur c’havandad kozh deuet da vezañ tost tost ouzhomp gant an holl draoù en deus diskuliet d’e lennerien abaoe kement a vloavezhioù.
Pezh n’eus ket plijet din avat eo adkavout lodennoù ‘zo eus al levr-se e-barzh oberennoù all gantañ ‘m eus prenet diwezhatoc’h. Pet gwezh e vin lakaet da baeañ evit ar memes tra ? Setu, va ger imor evit an deiz… Evel ma welit e c’hell levrioù Madeg kaout un eil efed Kiss Cool : dont a ra e lennerien da vezañ ken skragn hag eñ 😉


Enez an teñzor, Robert Louis Stevenson, Bro-Skos (1881-1882)

enez an teñzor
Ne ginnigan ket ar romant avañtur klasel-mañ deoc’h e-keñver an istor, me em boa lennet anezhañ div pe deir gwezh e galleg pa oan yaouankoc’h, hep e lakaat da bennoberenn hervez va c’hriterioù personel peogwir eo bet kavet diaes da lenn ganin bewezh.
Va gwellañ lennadenn, hep mar, eo bet va hini e brezhoneg, ha n’eo ket karantez ar yezh zo kaoz met ar fed ne vije ket un droidigezh rik met un azasadenn, graet gant Yeun ar Gow, ha deuet brav tre gantañ. Kavout a ra e holl vlaz e brezhoneg, hag ouzhpenn. Setu perak e alian an holl d’e lenn pe adlenn memes ma anavezit an istor dija.