Tag Archives: breton

Traité de prononciation du breton du Nord Ouest à l’usage des bretonnants, Mikael Madeg (2010)

Traité de prononciation
E-keñver teknik, n’heller ket lavaret e tegas Mikael Madeg traoù nevez el levr-mañ, pa ouezer eo bet skrivet evit an nevez-vrezhonegerien o deus desket ar yezh lec’h pe lec’h, pe vije e kentelioù noz, er skol, er skol-veur… Ar reolennoù a ginnig a gaver ar pep brasañ anezho en Hentenn Oulpan, asambles gant poelladennoù hag ur bladenn-arc’hant da harpañ an displegadennoù da skouer. Hag ar c’hentelioù nemeto em eus miret eus va amzer-skolveur-vrezhoneg eo kentelioù klok Lukian Kergoat war an distagadur, ar pouez-mouez ha kement ‘zo, kinniget en un doare muioc’h sintetik, ha neuze talvoudusoc’h, a gav din, eget ar c’homz-plaen a implij Mikael Madeg da zisplegañ dre ar munud pep reolenn… Emsav ‘m eus kavet adlenn traoù ‘zo ‘moa peuzzisoñjet koulskoude, o vezañ ma ne gomzan brezhoneg nemet etre va chouk ha va roched abaoe bloavezhioù.
Pezh ‘zo mat gant al levr-mañ eo e lak ar biz war ur gor… Lâret a ra a vouezh uhel, hag e galleg, mar plij, ar pezh a soñj pep hini e kuzh. Hag ar gwir zo gantañ dre vras, brein eo distagadur ha taol-mouezh ar pep brasañ eus an nevez-vrezhonegerien.
Ar pep dedennusañ marteze, ar pezh zo da dabutal warnañ ivez, eo ar pezh a lavar Mikael Madeg, dreist-holl tro ar fin, diwar-benn an dud a gomz fall, a gelenn fall, o deus desket fall pe re nebeut… Ez-personel em eus kavet un tammig hegasus an doare m’en deus da zegas Diwan e-kreiz ar jeu atav daoust ma ouifen eo tennet eus e skiant-prenet personel. N’eus nemet ur wezh ma lavar emañ Diwan e penn an traoù evit kas ar gelennadurezh vrezhonek war-raok, ar pezh a c’hellfe displegañ perak eo ar skouer-mañ a servij atav. Er c’hontrol e kav din ez eus riskl bras e kompreno al lennerien n’emaint ket ‘barzh ar metoù-se eo ur reketañs a-enep Diwan… dipitus ! Ne lavaran ket eo gaou ar pezh a lavar, sur on memes eo gwir, daoust hag-eñ emañ pep gwirionez da vezañ skrivet atav ? …kit da c’houzout…
Hegasus ivez an taolioù-morzhol skoet war penn ar peurunvan. Ra savo an hini en deus ur reizhskrivadur peurreizh da ginnig, perak ne vez ket adskoulmet gant an emvodoù da unaniñ ha da reizhañ ar reizhskrivadurioù d’o lakaat da ostilhoù gwir e servij ar yezh ???
Traoù all’zo. Lakaat a ra ar bec’h war an dud o deus desket fall, pe re verr amzer, pe re nebeut. Ma… pezh ‘zo, pa ouezer ez eus eus ar reolennoù distagañ ha n’int ket bet heuliet, daoust hag-eñ eo dre ziegi atav ? me n’on ket sur tamm ebet. Ma c’hell n’eus forzh peseurt penn-peul pakañ tresoù bras ur yezh bennak dre soubidigezh, n’eo ket gouest ar c’hard eus an dud da zeskiñ an API, da skouer. Lod ar re “intello” eo se. Pa vez an teknik all, hini ar soubidigezh en ur rannyezh bennak,en ur vont da welet an dud kozh, miret d’ar baotred o-unan hep karg a familh, a labour nag a netra all ebet. Re bell eo ret mont evit kavout brezhoneg yac’h : lod ar re sod gant an etnografiezh eo se. Gourlakaat a ran ivez (evel ma ra Mikael Madeg) n’eus nemet nebeut a dud a vije lemm o skouarn da bakañ plegoù ar yezh en un doare naturel. Petra zo etre an eil rummad arbennigourien hag egile ? Ar peurrest eus an dud, ar re n’o deus ket kalz a skouarn, pe o deus kroget re ziwezhat evit straniñ o seulioù en tiez-feurm, pe ar re n’int ket gouest da vont pelloc’h eget ar pezh o deus graet, evit abeg pe abeg. Dre m’o deus labouret war dremmoù all eus ar brezhoneg, a-wezhioù, hervez ma oant douget war an tu-mañ-tu… Un utopiezh eo krediñ e c’hello mont an dud war wellaat, war va meno.
Nemet war ur poent : kelennadurezh an danvez-mistri ha kelennerien. Pa lavar Mikael Madeg e fin e levr e c’heller klask gwellaat en ur reiñ nebeutoc’h a bouez d’ar geriaoueg er skolioù-mamm pe ez eus da stummañ gwelloc’h ar skolidi war an distagadur, e kav din ez a a-enep d’ar pezh a lavare en ur pennad-skrid eus Brud Nevez, nevez ‘zo. Kontañ a rae pegen didalvoud e oa bet ar c’hentelioù distagañ er skol pe er skolaj evit e vugale… pezh n’eo ket diaes da grediñ. Re ziwezhat eo dija, pa ne vezer ket gronnet gant tud a gomz ur yezh yac’h. Ha n’eo ket kentelioù war se a cheñcho un dra bennak. N’eus nemet ar gelennerien a c’hell bezañ stummet, pe… dastumet ? en ur mod all, war ma meno. E gwirionez, gant ar vugale a bep oad, emañ ar pouez war an eskemm, pezh a glot gant o ezhommoù denel, ha gwell a se. N’eus nemet en ur uhellaat live ar gelennerien e cheñcho hini ar skolidi. Met ret e vije adwelet penn-da-benn ar c’hursusoù, hiraat an traoù, postañ muioc’h a arc’hant e-barzh an arbennikaat… ha ken nebeut a gelennerien zo da bourchas an ezhommoù, m’eo ret ober gant ar pezh a gaver, evit poent. N’eo ket ul levr arbennig ouzhpenn a droio ar grampouezhenn…
Dre vras en em ziskouez optimist Mikael Madeg, pa ne vije nemet dre e soñj da skrivañ al levr-mañ : spi en deus e c’hello cheñch un dra bennak. Evidon eo aet bihan va c’halon en ur lenn se, ken bras e tiskouez bezañ an ezhommoù e-keñver ar pezh a c’heller ober. Ha pa vije poan gollet ? Met da bep hini d’ober e soñj…

Advertisements