Tag Archives: Bretagne

Skignet d’ar Seizh Avel, Zavier Langleiz (2013)

An testennoù kinniget el levr-mañ a oa bet embannet etre 1941 ha 1944, er gazetenn bemdeziek La Bretagne a ginnige ur pennadig e brezhoneg bemdez. Sinet e oa ar pennadoù-se “Lan hag Herve” ha skrivet e oant gant tud disheñvel, en o zouez Langleiz.

Souezhet on bet un tammig gant an dibab-mañ : embann testennoù Langleiz nemetken. Emichañs e oant dedennusoc’h eget ar re all, pe gwelloc’h o yezh. Met kavet em bije dedennusoc’h, ha klokoc’h, lakaat an holl bennadoù, kement hag ober, en ur resisaat gant piv e oant bet skrivet e gwirionez. Ur wezh an amzer, e ra dave Langleiz d’ur pennad bet skrivet gant unan all ha n’hon eus ket, eta. Troc’hañ a ra al lañs.

Ar fed skrivañ dindan un anv-pluenn a ro disoc’hoù farsus ivez : ne gil ket Langleiz dirak an drochoni, pa ro mel d’e levrioù gant al loa vras en ur ober van da reiñ un ali objektivel diwar o fenn… Ha n’eo ket ur wezh, met meur a hini ! Pec’hed orgouilh ar skrivagner, a c’heller kompren keit ma chom kuzh e identelezh. Met farsus eo gwelet en doa lakaet en e benn adembann ar pennadoù-se dindan e anv, ha n’en doa ket raktreset lemel ar frazennoù-se !

Petra eo al levr-mañ neuze ? Ur sac’h-a-bep-tra, ur meni “Buez ar Sent” lik da blantañ un tamm brezhoneg bemdez en tiegezhioù, en ur vrudañ implij ar yezh, oberoù hag oberennoù ar re a laboure eviti. Reiñ a ra tro an dastumad-mañ d’en em soñjal war ar fed ez eus liveoù e-barzh ar skridoù kinniget da lenn d’an dud gant unan. Langleiz, a zo lakaet da skrivagner meur gant ar vrezhonegerien a-vremañ, a skrive ivez disteradoù, abuzetezioù. Ne lakae ket kement a breder, a aked, o tuañ ur bajennad “Seizh Avel” hag unan eus e romantoù, kizellet munut. Ar pal a oa boueta ar pemdez, n’eo ket sevel un Oberenn Veur da leuskel roudoù don e spered al lennerien. Heñvel-tra eo pa skriver ur blog. Skrivet e vez diwar-dizh, ar buanañ posubl, ar gwellañ posubl, met hep al labour c’hwennaat ha gwellaat don a zo ret evit sevel un oberenn lennegel pe ur studiadenn. Ar pezh a gont eo al liamm gant al lennerien, gant ar yezh -DRE ar yezh.

Daoust m’eo bet skrivet ar pennadoù-mañ gant Langleiz, n’eo ket ar skrivagner a skriv, evel m’en lavar e-unan. Ar boulom Langleiz, ne lavaran ket. Reiñ a ra d’e lennerien, hep gouzout dezhañ a-wezhioù, ur bern titouroù diwar-benn e amzer, tro-spered an dud e-pad ar bloavezhioù brezel trubuilhet-se a zo bet ken rebechet d’an emsav betek an deiz hiziv, hag a vo c’hoazh. Ha se, hep ober anv eus politikerezh. Netra gwall chalus er pennadoù-mañ : a-boan ma santer eo ar brezel, pa ne vije ket ret dioueriñ boued ha pourvezioù diazez, ar pezh a vez graet anv anezhañ war don ar fent atav. Un tamm moral, un tamm stourm evit ar yezh, kalzig a vourdoù. Ar pennadoù dedennusañ, evidon, eo ar re a gont degouezhennigoù istorel : desket e vez traoù ganto.

Plijus eo da lenn, aes gras d’ar pennadoù berr. Da betra koll an hanter eus al levr o lakaat an droidigezh e galleg ? Evit ma vije tu d’an teodoù fall kontrolliñ ne gerzhe ket kazel-ha-kazel Langleiz hag an alamanted ? Marteze.

Advertisements

Breizh hiziv, Anthologie de la chanson en Bretagne T.1, Philippe Durand (1976)

Kinnig a ra Philippe Durand e levr evel “un taol pleustr evit talañ ouzh an ankoun e Breizh”. Reiñ a ra ton al levr. An 112 kanaouenn kinniget a zo anezho kanaouennoù-stourm. Lod zo kozh, met ar pep brasañ anezho a zo eus ar bloavezhioù 60-70. Kinniget int en ur mod sirius-tre, gant o zroidigezh e galleg diouzh ret, hag ar gevrollenn zoken, pa ne oa ket tu da reiñ daveoù un enrolladenn bennak.

Ken dedennus hag ar c’hanaouennoù, ma n’eo ket muioc’h, eo ar pezh a gont Philippe Durand diwar o fenn. Dindan 112 pennadig hag ur pennad-digeriñ ennañ un 50 pajennad bennak, e kinnig d’al lenner ur sell ledan war Istor Breizh an XXvet kantved (dreist-holl), ha kronikoù resis o kontañ an darvoudoù, istor pep kanaouenn, titouroù diwar-benn an dud o deus savet ha kanet anezhi, ha kement ‘zo.

Lod eus ar ganerien-stourmerien-se n’int ket dianav deomp : Stivell, Servat, Yann-Ber Piriou, Youenn Gwernig, Gweltaz ar Fur, Anjela Duval… Lod all n’o deus ket padet pelloc’h eget o amzer, pa ne chomfe an antologiezh-mañ da gounaat o zestennoù.

Souezhet bras on bet gant tud ‘zo. Jef Fulub, lakaomp, a anavezen evel skrivagner war ar brezhoneg, a zo kinniget evel ur soner a-bouez ivez. Gilles Servat e vez roet alc’hwezhioù da gompren gwelloc’h e bersonelezh el levr-mañ. Taer e c”hell seblantout e destennoù, a-wezhioù. Un drugar eo heuliañ e emdroadur ha lenn ar pezh a lavar diwar-benn “La blanche hermine”, da skouer.

Skoet ha plijet kalz on bet gant al levr-mañ, a bermet d’ar re o deus c’hwitet tren an holl stourmoù-se (dre ma oant re yaouank, peurgetket !) en em lakaat e-barzh ar jeu ha tañva ambiañs ar bloavezhioù 70 e Breizh. Ret eo anzav e sav ur startijenn dreistordinal diouzh ar pajennadoù-se, hag e ro c’hoant d’ober e lod. Morgousket e tle seblantout ar re yaouank a-vremañ d’o zadoù-kozh a oa kement a virvilh enno.


Anciennes complaintes de Bretagne, troet gant Andre Markowicz ha Françoise Morvan (2010)

anciennes complaintes de bretagneSavet eo bet al levr-mañ a-benn reiñ un tañva eus pinvidigezh ar gwerzioù d’an dud ha ne gomzont ket brezhoneg : kinniget eo testennoù ar c’hanaouennoù e brezhoneg, e-tal da bep hini un droidigezh gant Françoise Morvan pe gant Andre Marcovicz.

Kempenn eo ar brezhoneg ha bras e blas. Pinvidik eo an dastumad, bet strollet ennañ ar c’hanaouennoù skoüsañ hag heverkañ a zo bet gellet kavout : dedennus an istorioù kontet ha skrijus a-wezhioù. Klasket eo bet o renkañ dre dri dem bras : Le légendaire, la chronique du temps, récréations lettrées

Daoust da se ez eus un nebeut traoù on bet displijet ganto un tammig.

Da gentañ, n’on ket deuet a-benn d’en em dommañ tamm ebet ouzh al luc’hskeudennoù e gwenn-ha-du zo bet lakaet da skeudennaouiñ an traoù. Reiñ a ra ur blaz re deñval d’an hollad, ha re ziamzeret en ur mod. Tennañ a reont holl ouzh delwennoù ilizoù.

Kavet em eus un tamm c’hwezhet an droidigezh a-wezhioù, evit ober allaz da zivskouarnioù ar c’hallegerien emichañs : gwezhave, ne oan ket a-du tamm ebet gant ster ar frazenn-mañ frazenn zoken. Ha soñjet em eus e oa un tamm iskis lakaat ur gwerz gant Prosper Proux da gurunenniñ al levrenn : re vras eo al lamm en amzer evit chom hep noazhañ ouzh unvaniezh an dibab. Re dreut e vije bet an drede lodenn hepti, moarvat…

D’am soñj eo ul levr-pont, da zesachañ tud ‘zo war-zu sevenadur Breizh ha war-zu ar brezhoneg. Savet gant arbennigourien hep bezañ ken arbennig-se : santout a reer ar c’hoant ober lez. Met n’eo ket fall en holl.


Anne de Bretagne, duchesse insoumise, 1488-1491, Catherine de Lasa, Frañs (2011)

annedebinsoumiseSoñj ‘m eus pa oan plac’hig e oa bet laosket ul levr er gêr gant unan bennak, ur romantig evit ar vugale a gonte istor Anna Breizh, met n’on ket evit adkavout e ditl. En ur glask anezhañ on en em gavet gant hennezh, on bet plijet a-walc’h gantañ. Skrivet eo bet evit bugale adalek 9 bloaz, kement ha lavaret n’eo ket diaes da lenn a-fed yezh ha ne vo kavet netra feuls ennañ kennebeut.

Skrivet eo e stumm un deizlevr : hini Anna hec’h-unan. Pa grog an istor n’eo ket marv he zad c’hoazh, met anv zo da zimeziñ anezhi dija : ur pezh pouezus eo-hi e politikerezh Breizh. Ha ne vez ket goulennet hec’h ali evel-just.

Cheñch a ra, lenn an Istor diouzh tu ar merc’hed evit ur wezh. Daoust ma vije skrijus stuz ar bobl tro-dro, daoust ma vije taer an emgannoù, e weler an darvoudoù evel dre ur skramm dousaat. Anna a vrod, a c’hoari gant he c’hoarig ha ne emell eus politikerezh nemet goude marv he zad : ret eo dezhi deskiñ war an tomm d’ar mare-se. Diskouez a ra bezañ prederiet gant dazont he fobl ha prest d’en em aberzhiñ : asantiñ a ra dimeziñ gant hec’h enebour brasañ, Charlez VIII, roue Frañs, a-benn ar fin, netra nemet evit degas ar peoc’h.

Ar stumm eeunaet evit ar vugale a lak er gouloù un tres denel a vezer techet da zisoñjal pa lenner al levrioù Istor hag a bermet derc’hel soñj aesoc’h eus urzh an darvoudoù hag eus anvioù an dud istorel a oa e-barzh ar jeu.

Dedennus eo al levr eta… siwazh ne ziskouez ket plijout kalz d’ar vugale ma kredan an notennoù a welan diwar e benn war ar rouedad : lakaet eo da vorodus ganto… Da virout evit bugale tomm ouzh Breizh pe ouzh an Istor dre vras.