Tag Archives: bloaz

Danevelloù evit ur bloaz, Luigi Pirandello, bro-Itali (1900-1917)

Gwelet a ran en dastumad danevelloù-mañ un doare Geotenn ar Werc’hez mod Sisilia. Skoüs eo an temoù, teñval atav, o plediñ gant tud munut ha n’eo ket gwall splann o soñjoù, ar pezh a lak diaes al lenner a-wezhioù. Intret eo lod anezho gant arouezielezh, ha santet e vez e oa prederiet Pirandello gant teoriennoù Freud.

Danevelloù ‘zo em eus kavet dreist, evel Sedratez eus Sisilia, El leti zo marvet un den pe Nozvezh kentañ, met kavout a ra din e klask ar skrivagner, betek re, diskouez teoriennoù, pa c’hellont tremen ken brav all e testennoù lennegel ha ne glaskont “nemet” kontañ un istor pe a ro, d’an nebeutañ, ar c’hentañ plas d’an ijin. N’eo ket re bonner koulskoude, nemet en destenn ziwezhañ, ur pezh-c’hoari anezhi : An den ur vleunienn gantañ en e c’henoù ha ne gavan ket soutil. Moarvat e toug ivez pouez e gantved oad…

Ul lennadenn frouezhus eo bet din daoust da se. Digeriñ a ra ar spered war dremmwelioù nebeut anavezet.

Advertisements