Tag Archives: Berthou

En bro Dreger a-dreuz parkoù : gizioù, boazioù, skouerioù, Erwan Berthou (tro 1900)

Gant un hevelep titl, e kreden e oa eus al levr-mañ eñvorennoù bugaleaj ar skrivagner. N’eo ket tre-ha-tre, avat. Souezhus eo ar stumm un tamm, o vezañ m’en deus adkemeret Erwan Berthou pennadoù-kazetenn en doa skrivet e galleg er bloavezhioù 1900, ha lakaet embann e Le clocher Breton e 1910 ha 1911. E 1927 eo en deus lakaet anezho e brezhoneg, 6 vloaz a-raok e varv eta.

Brav eo ar brezhoneg ha buhezek ar skrid, koulskoude on bet dipitet gantañ e meur a geñver.

Da gentañ, n’eo ket gwall urzhiet ar soñjoù ennañ. Kregiñ a ra ar skrivagner da zeskrivañ e vro c’henidik, ha tamm-ha-tamm en em laka da gontañ istorioù diwar-benn tud e barrez, gizioù, kredennoù, evel pa vije e kavandenn mignoned n’en deus ket gwelet pell ‘zo hag o vont eus ar c’hazh d’ar razh dirak ur banne, ur soñj o tegas egile. An doare deskrivañ-se zo digempouez a-walc’h, gwezhioù a-ziwar-c’horre gant pennadoù berr-droch, gwezhioù all awenet gant pennadoù kalz hiroc’h. N’eo ket gwall sklaer hag-eñ emañ ar skrivagner o kontañ e eñvorennoù pe o kinnig ur weladenn sevenadurel da zanvez touristed, pe me ‘oar… Gant se, ha gant ar bluenn a oa ennañ, e vije bet kenkoulz dezhañ skrivañ e eñvorennoù da vat : desket e vije bet kement-all a draoù, met gant un neudenn spis. Seul wiroc’h eo ma ne gemer ket ar boan da guzhat pa gont e istorioù. Kenkoulz e vije deomp kaout peadra da gompren anezhañ.

An eil tra eo savboent klemmichus ar skrivagner. N’eus forzh petra a oa a-raok, gwelloc’h e oa eget ar pezh a zo d’an amzer ma skriv. Kollet eo an oadvezh aour. Pa soñjer en deus skrivet se a-raok ar brezel bras, a-raok na vije aet da get ar gevredigezh kozh eta, ez eus peadra da brederiañ. Troet eo e selloù, hag e soñjoù, war-zu an amzer dremenet, ha ne ginnig seurt ebet da adijinañ Breizh an dazont. Hegasus a-walc’h em eus kavet an doare.

A-hend-all eo dedennus al levr evit rastellat titouroù diwar-benn ar vuhez e Breizh gwezhall, evel e Marc’h al Lorc’h met diwar-benn traoù koshoc’h dre ma oa bet ganet Erwan Berthou e 1861.

Danvez studi kentoc’h ha danvez dudi, evidon.

Advertisements

Barzhaz, Gwilherm Berthou Kerverziou (1933-1950)

Morse n’ez eus bet graet ul levr eus oberenn glok Kerverzioù, din da c’houzout. Posubl eo pellgargañ ar gelaouenn he doa roet bod d’e varzhonegoù : Al Liamm 48 (1955)

Ezel e oa Kerverziou eus luskad ar Seiz Breur. Lod e oa bet e taol-sponterezh Roazhon e 1932 hervez Wikipedia e brezhoneg.

Un tañvaig em boa graet d’e varzhonegoù en ur staj KEAV, gwall bell ‘zo. Plijet gant an oberennoù goude bezan o studiet. Chomet e oa en va fenn e oa unan eus gwellañ barzhed Breizh. Diegi o lenn anezhañ, koulskoude. Chomet eo al levr e-pad 20 vloaz en va berniad levrioù da lenn : biskoazh hiroc’h !

Dleet em eus poaniañ kalz evit nebeut a c’hounid. N’eus nemet un dornad skridoù en em santan desachet pe blijet ganto en dastumad, diwar-benn karantez dreist-holl : Hollwenn, Y mae’r eneth, Al lenverez, Merc’hed… A-hend all ez int skridoù distag-mat eus ar vuhez, pa ne vezont ket en ur bed kenstur da vat, evel ar Mojennoù keltiek.

Tro din d’en em soñjal war ar pezh a glaskan er varzhoniezh, a-benn ar fin : an trid, ar munudoù boutin etre ar skrivagner ha me hag a laka ac’hanomp da vezañ unvan, amzer un nebeut frazennoù, da santout ar memestra, da rannañ hor skiant-prenet a zen. Ne lavaran ket eo dibosubl gant ar barzhonegoù-mañ : n’on ket kizidik outo, setu tout. Evel pa vije nebeut-nebeut a c’hrafoù boutin etre Kerverzioù ha me.

A-hend-all ez int diaes-tre da lenn, ken a-fed geriaoueg ken a-fed stumm. Techet eo ar barzh d’ar genedelouriezh, d’ar gefredelouriezh. Danvez studi, kentoc’h ha danvez dudi, eta…