Tag Archives: Beauvoir

L’invitée, Simone de Beauvoir, Frañs (1943)

L'invitée
Iskis kenañ e oa al levr-mañ da lenn ha sebezet on chomet pa m’eus bet serret anezhañ, o vezañ ma ne ouien tamm ebet eus petra e kaozee e gwirionez. Kinnig a ra ar skrivagnerez ur c’houblad karantezus, met dieub, a ziskouez kaout un emzalc’h modern-kenañ (skiant-faltaziek zoken bremañ m’omp aet war-gil a-fed moral abaoe ar bloavezhioù 70…) : e mod-se e c’hell pep hini mont da welet tu pe du, bevañ un avañtur bennak, ha distreiñ d’e gile da gontañ dezhañ troioù-distroioù e galon. Met pa ya an avañtur da sirius evit unan pe egile e vrañsell kempouez ar garantez hag e lak anezhi en arvar. Kement-se o tremen just a-raok an eil brezel-bed : ur ral eo lenn seurt skridoù diwar-benn ar prantad-mañ eus an Istor. Koulskoude e santer, en doare m’eo skrivet, en deus koshaet al levr a-fed foñs un disterig. Deskrivet eo munut-munut an disterañ soñj a dreuz empenn an tri fenndudenn hanter (un triad, e kreiz ar jeu, ha Gerbert da lakaat traoù ‘zo er gouloù), ken munut ma chomen alvaonet o soñjal el labour ijinañ hag e resisded karakter pep tudenn.
En em laosket on da vont gant red an darvoudoù, pe an nann-darvoudoù kentoc’h, ha kavet mat a-benn ar fin met iskis kenañ, netra da welet gant ar romantoù amerikan a lennan diouzh boaz, dibosubl din deskrivañ gant gerioù eeun eus petra oa kaoz. Plijet on bet dre vras daoust m’em eus kavet hirig al levr un tamm… ha n’eo nemet en ur glask ur skeudenn evit va fennad em eus kavet, e Wikipedia, an alc’hwez evit kompren ar pezh ‘moa lennet.
N’eo ket “L’invitée” ur gwir romant : deskrivet e vez ennañ an darempred a oa etre Sartre, Simone de Beauvoir hag Olga. Krog e oa ar skrivagnerez da sevel en he romant he soñjezon a brederouriez evit ar pezh a sell ouzh kann an emskiantoù etrezo hag ouzh posublted, pe get, ar c’hemm-ouzh-kemm. [L’Invitée est publié en 1943. Elle y décrit, à travers des personnages imaginaires, la relation entre Sartre, Olga et elle-même, tout en élaborant sa réflexion philosophique concernent la lutte entre les consciences et les possibilités de la réciprocité.]

Ne blij ket re din gouzout re a draoù diwar-benn al levrioù emaon o vont da lenn, met santout a ran ‘mije tennet muioc’h eus va lennadenn pa ‘mije gouezet kement-se a-raok. N’eus forzh, talvezout a rae ar boan memestra, ha savet ennon c’hoant bras da c’houzout muioc’h diwar-benn Simone de Beauvoir a oa, war a welan, ur plac’h a-benn ! (hag “a benn”…)

Advertisements

Une mort très douce, Simone de Beauvoir, Frañs (1964)

Une mort très douce
N’eo ket ur romantig Une mort très douce met un dezrevell, a c’hellfe bezañ ur pennad hir eus buhezskrid Simone de Beauvoir daoust ma vije bet embannet distag. Kontañ a ra ar skrivagnerez devezhioù diwezhañ he mamm, gant forzh munudoù personel, met en ur zigeriñ war brederiadennoù diwar-benn ar marv a dreuz penn pep hini deiz pe zeiz, dreist-holl pa vezer oc’h ambroug unan war e dalaroù. Kavet en deus din e oa ul levr mat, daoust ma vije un tammig poanius da lenn n’eo ket ‘blam da stil ar skrivagnerez a gavan direbech, met ‘blam d’an tem e-unan.
Ober a ra tro soñjezonoù an hini a chom : ar mall e vije echu, an aon da welet eo echu, ar goulenn a sav : da betra mont ar pellañ posubl ? an eñvorennoù chaoket-dichaoket, ar c’hlask a ster… koll a ra ar c’horf e dalvoudegezh ha war un dro e teu an hini klañv da na vout nemet ur c’horf ken… Darempredoù disheñvel oc’h en em wriat tro-dro d’ar c’horf kozh-se. Kavet em eus dedennus an displegadenn a ginnig ar verc’h d’ar fed n’he dije ket klasket he mamm en em dreiñ war-zu ar relijion, ha hi ken deol he buhez-pad. Ul lodenn vrav eus al levr a brederia diwar-benn ar gaou livet ouzh ar vamm evit reiñ dezhi ar pep retañ d’ar mare-se dezhi da vervel mat : ar spi.
Danvez preder da c’hortoz va zro.


Mémoires d’une jeune fille rangée, Simone De Beauvoir, Frañs (1958)

Jeune fille rangée
Pa oan bihan e veze kavet bommoù eus al levr-mañ en hentennoù galleg, ha ne roent ket c’hoant da vont pelloc’h el lennadenn… Klasel kenañ eo ar skritur, pezh a gavan plijus. Dedennus meurbet em eus kavet savboent ar skrivagnerez. Ouzhpenn deskrivañ penaos oa bet desavet ha pezh oa bet he buhez e tielfenn kalz an holl draoù zo bet c’hoarvezet dezhi. Ar pep souezhusañ eo e vije deuet a-benn da vezañ unan bennak, da ren ur vuhez he doa dibabet, da gaout soñjoù dezhi he-unan, goude ar seurt karc’har kevredigezhel a oa chadennet ennañ gant he familh hag he relijion. Daoust ma tiskouez alies en em gavout un tammig (met p’en lavar eo moarvat dre ma ne oa ket gwir ken !) em eus maget muioc’h-muiañ a istim eviti dre ma troen ar pajennoù. Tro ar fin e vezen kollet alies o vezañ ma veneg ur bern tud, skrivagnerien, intellektualed, prederourien, ha ne oan ket gouest alies da ziforc’hañ anezho hervez o soñjoù.
E fin al levrenn gentañ-mañ eo en em gavet gant Sartre dija : div levrenn zo da heul, mall zo warnon o lenn evit gouzout muioc’h diwar-benn an daou zen brudet-mañ n’anavezen ket re vat.