Tag Archives: Bagan

Armorica Breizh, Goulc’han Kervella (2012)

Morse ne vezer dipitet pa z’eer da sellet ouzh un abadenn bennak gant Ar Vro Bagan. Hag o lenn al levr-mañ em eus maget keuz o vezañ chomet hep mont da welet honnezh.

N’eo ket al levr a goñsolo ac’hanon. Brav eo avat, ennañ testenn ar pezh-c’hoari a-bezh, skeudennaouet gant luc’hskeudennoù tennet e-pad an arvest. Met bez ez eus anezhañ ur produ diveret kentoc’h, an draig a brener goude an abadenn evit nompaz kuitaat al lec’h goullo e zaouarn, goude un abardaevezh fromus hag entanus.

An tammoù divizoù, korf-eskern ar pezh-c’hoari, zo kasaüs a-walc’h da lenn gant o goulennoù bubu faos (kement ha kenteliañ gwelloc’h, hag efedus eo) hag o displegadennoù istorel, daoust ma vijent skañv evel ma tleont. Hegasus e kavan ivez ar fent jedet da zegouezhout el lec’h-mañ-lec’h eus an abadenn : dre lenn e tremen fall a-walc’h, ponner un tamm.

Ma santer ur gwir vestroniezh, ma tesker ur bochad traoù, e chom serr ha sec’h an destenn d’an hini n’en deus ket gwelet an abadenn. Albom-eñvorennoù an douristed hag an dud niverus o deus kemeret perzh enni eo kentoc’h, evel kalz a levrioù all embannet memes mod gant Ar Vro Bagan.


Maro evit ar vro 1914/1918, Ar Vro Bagan (2004)

Maro evit ar vro

Abaoe ma oa bet embannet e oa al levr-se ganin, ha ne greden ket e zigeriñ : kavout a rae din ne vijen ket evit gouzañv an diabarzh. Gouest on bet, a-benn ar fin. Ul levrig n’eo ken, lennet e vez buan, kalz buanoc’h eget ne veze sellet ouzh ar pezh-c’hoari sur-mat (n’em boa ket gwelet anezhi, evit an hevelep abegoù).
Ar pep retañ diwar-benn ar brezel bras eo, en ur mod, gwelet gant daoulagad ar paourkaezh tud a c’houzañve anezhañ ha ket gant ar re a implije anezho da vargodennoù-brezel. Fromus eo da lenn. Troc’h-didroc’h betek re, em eus soñjet, pa vank al leurenniñ d’al lennerien… Netra spontus en traoù skrivet met kriz e oa an darvoudoù ha dre m’int tennet eus lizhiri gwir e ro kalz a dalvoudegezh d’ar skrid.
Klotañ a ra rik-ha-rik gant programoù-skol an trede klas hag implijet e vez er c’hlasoù eta, pezh a gavan mat tre.
Dreist e tle bezañ ivez evit an dud tomm ouzh an Istor hag ouzh… an dud, kea !