Tag Archives: Avel

Skignet d’ar Seizh Avel, Zavier Langleiz (2013)

An testennoù kinniget el levr-mañ a oa bet embannet etre 1941 ha 1944, er gazetenn bemdeziek La Bretagne a ginnige ur pennadig e brezhoneg bemdez. Sinet e oa ar pennadoù-se “Lan hag Herve” ha skrivet e oant gant tud disheñvel, en o zouez Langleiz.

Souezhet on bet un tammig gant an dibab-mañ : embann testennoù Langleiz nemetken. Emichañs e oant dedennusoc’h eget ar re all, pe gwelloc’h o yezh. Met kavet em bije dedennusoc’h, ha klokoc’h, lakaat an holl bennadoù, kement hag ober, en ur resisaat gant piv e oant bet skrivet e gwirionez. Ur wezh an amzer, e ra dave Langleiz d’ur pennad bet skrivet gant unan all ha n’hon eus ket, eta. Troc’hañ a ra al lañs.

Ar fed skrivañ dindan un anv-pluenn a ro disoc’hoù farsus ivez : ne gil ket Langleiz dirak an drochoni, pa ro mel d’e levrioù gant al loa vras en ur ober van da reiñ un ali objektivel diwar o fenn… Ha n’eo ket ur wezh, met meur a hini ! Pec’hed orgouilh ar skrivagner, a c’heller kompren keit ma chom kuzh e identelezh. Met farsus eo gwelet en doa lakaet en e benn adembann ar pennadoù-se dindan e anv, ha n’en doa ket raktreset lemel ar frazennoù-se !

Petra eo al levr-mañ neuze ? Ur sac’h-a-bep-tra, ur meni “Buez ar Sent” lik da blantañ un tamm brezhoneg bemdez en tiegezhioù, en ur vrudañ implij ar yezh, oberoù hag oberennoù ar re a laboure eviti. Reiñ a ra tro an dastumad-mañ d’en em soñjal war ar fed ez eus liveoù e-barzh ar skridoù kinniget da lenn d’an dud gant unan. Langleiz, a zo lakaet da skrivagner meur gant ar vrezhonegerien a-vremañ, a skrive ivez disteradoù, abuzetezioù. Ne lakae ket kement a breder, a aked, o tuañ ur bajennad “Seizh Avel” hag unan eus e romantoù, kizellet munut. Ar pal a oa boueta ar pemdez, n’eo ket sevel un Oberenn Veur da leuskel roudoù don e spered al lennerien. Heñvel-tra eo pa skriver ur blog. Skrivet e vez diwar-dizh, ar buanañ posubl, ar gwellañ posubl, met hep al labour c’hwennaat ha gwellaat don a zo ret evit sevel un oberenn lennegel pe ur studiadenn. Ar pezh a gont eo al liamm gant al lennerien, gant ar yezh -DRE ar yezh.

Daoust m’eo bet skrivet ar pennadoù-mañ gant Langleiz, n’eo ket ar skrivagner a skriv, evel m’en lavar e-unan. Ar boulom Langleiz, ne lavaran ket. Reiñ a ra d’e lennerien, hep gouzout dezhañ a-wezhioù, ur bern titouroù diwar-benn e amzer, tro-spered an dud e-pad ar bloavezhioù brezel trubuilhet-se a zo bet ken rebechet d’an emsav betek an deiz hiziv, hag a vo c’hoazh. Ha se, hep ober anv eus politikerezh. Netra gwall chalus er pennadoù-mañ : a-boan ma santer eo ar brezel, pa ne vije ket ret dioueriñ boued ha pourvezioù diazez, ar pezh a vez graet anv anezhañ war don ar fent atav. Un tamm moral, un tamm stourm evit ar yezh, kalzig a vourdoù. Ar pennadoù dedennusañ, evidon, eo ar re a gont degouezhennigoù istorel : desket e vez traoù ganto.

Plijus eo da lenn, aes gras d’ar pennadoù berr. Da betra koll an hanter eus al levr o lakaat an droidigezh e galleg ? Evit ma vije tu d’an teodoù fall kontrolliñ ne gerzhe ket kazel-ha-kazel Langleiz hag an alamanted ? Marteze.

Advertisements

Avel reter, Briac (2012)

avel reterEmbannet eo bet ar vandenn-treset bihan-mañ e brezhoneg e 2015.
N’eus enni nemet un nebeut pajennadoù, em eus lennet meur a wezh peogwir on bet plijet ken gant an tem, ken gant ar pezh a evod eus an tresadennoù : deuet eo brav gant an treser ha fromet e vezer gant an istor, daoust ma vije berr-tre. Tremen a ra an darvoudig e Brest, a weler dindan daou vloaz disheñvel : 1966 ha 1935. Ur gejadenn n’eo ken, un eñvorennnig a chom e spered ar penndudenn, hag a vez lakaet da santout d’al lenner. Melkoniek ha dous eo war un dro, ha digeriñ a ra war un dakenn a spi.
Ar pezh a zo, n’on ket sur e oa gant an eizh pajennad-mañ danvez ul levr a-bezh : se zo un tammig evel embann un danevell nemeti, tennet eus un torkad, ha pa vije brav. Evel-just ez eus un astenn, un teuliad istorel, e gwirionez daou bennad disheñvel diwar-benn ar spierez he deus awenet an treser hag istor an tren e Brest, met n’eo ket trawalc’h evit gwalc’hiñ c’hoant al lenner marteze. Ha dipitet on bet ur wezh c’hoazh gant ar brezhoneg implijet (nemet e teufen da vezañ glosofobez gant an oad ?).

Dre al lennadenn-mañ ez eus savet ennon c’hoant da c’houzout muioc’h diwar-benn labour Briac, koulskoude : marteze eo tizhet ar pal, ma oa atizañ kuriusted an dud ha sontañ anezho da c’houzout hag-eñ e vijent prest da zegemer oberennoù hiroc’h…


An avel en haleg, Kenneth Grahame, bro-Saoz (1908)

avelhalegSkouerius eo al levr-mañ eus ar pennoberennoù gwezhall : ne vije ket mui unan evit ar vugale a-vremañ, daoust ma vije skrivet brav-tre, leun a varzhoniezh, a furnez met farsus war un dro. Re stag eo, d’am meno, ouzh ar vuhez war ar maez a oa lod ar peurvrasañ eus an dud betek penn kentañ an XXvet kantved ha pelloc’h.

Koulskoude on bet plijet bras o lenn anezhañ, seul vui ma n’anavezen dioutañ nemet e anv hag ar vannenn-treset embannet gant Delcourt ha meneget er pennad-digeriñ gant an troer Alan Martel. Un oberenn ziazez eo, a lavar, peogwir eo bet awenet rummadoù a skrivagnerien hag arzourien saoz gantañ. Unan n’eo ket bet meneget gantañ hag a zo anat din eo Noddy (Oui-Oui) gant Enid Blyton : ma anavezit anezhañ ken tost ha me, n’ho po poan ebet o kavout heñvelderioù etre eñ hag an Ao. Touseg : c’hwezhet gant al lorc’h, prim da fuloriñ, met mignon mat ha feal, prest atav da ijinañ ur ganaouennig war ar prim diwar-benn e gurioù diwezhañ. Biskoazh ur souezhadenn !

A-hend-all eo un istor a gan meuleudi an “Home, sweet home”, an ti-se o vezañ an natur hec’h-unan o vezañ ma vev ar “pennloened” e kreizig-kreiz anezhi, ha sot ganti. Kenneth Grahame n’en deus ket e bar evit deskrivañ anezhi hag al liamm didorr a zo etre hi hag hec’h annezidi. Stag eo pep loen ouzh e zoull, meurblet evel un ti denel, ha magañ a ra hirnezh pa guita anezhañ… tre evel un hobbit, neketa ! Setu aze un herour all eus Kenneth Grahame moarvat (skrivet eo bet An Hobbit adalek 1920).

Ar mignoniezh zo un ahel pouezus all eus al levr-mañ : amzer bourrus tremenet asambles, predoù rannet, brokusted, fealded, kenskoazell, kengompren… plijet on bet kalz gant ar mareoù peoc’hus-se.

Kregiñ a ra goustad al levr, gant deskrivadurioù a-leizh, ar pezh zo eus ar plijusañ, ha kemer a ra hent an troioù-kaer goude ur prantad pa anavezer mat ar bed a vever ennañ : cheñch a ra ton neuze evit reiñ muioc’h a blas da avañturioù ar sitoien Touseg. Al lodenn-se zo klaseloc’h moarvat, ha nebeutoc’h dedennus war ma meno. Met ret mat e oa kontañ un dra bennak evit ma vije ur penn kentañ hag ur fin…

Ul levr mat-tre eo en holl, daoust m’em bije kavet hir traoù ‘zo. Dreist eo e vije bet lakaet ar skeudennoù orin gant E. H. Shepard da skeudennaouiñ al levr : an tresour en doa skeudennet Winnie ar Pooh ivez. D’am soñj e plijo kentoc’h d’ar vugale bet eget d’ar re a zo, met lennet a vouezh uhel, perak pas… da aeseañ…


An avel en ho plev, Monika Piarden (2012)

Anv-pluenn ur strollad a bevar gwenedour eo Monika Piarden : Yann-Charlez Kaodal, Patrick Drean, Gael Drion ha David ar Gall. Lod anezho o doa kemeret perzh e personelezh John Graydd, skrivagner Ne vo ket kig-ha-fars evit Samantha e 2005.

Un taol kaer o deus kaset da benn ar wezh-mañ peogwir ne vije ket douetet ez eus meur a skrivagner en unan. Gwenedeg flour a zeu ganto eus an eil bajenn d’eben ha ne ziviner ket penaos eo bet rannet al labour a-raok an disoc’h brav-se.

Ur romant polis eo, deuet brav lod eus ar senennoù suspens ennañ. Pezh em bije da rebech, avat, eo n’eo ket gwall zedennus an tudennoù. Start eo pegañ mat en istor eta. Ha chom a ra amsklaer, betek ar fin, doare an darempredoù etre an teir flac’h pennañ (Kristina-Loeiza-Pierrette). Fuilh-difuilh eo an istor. Mont a ra war-raok memestra, a bep eil enni pennadoù dedennus-mat ha reoù all etre.

Un eil rebechig a sell ouzh hirder an traoù. P’o dije traoù zo ezhomm da vezañ disklaeriet diardoù, e vez adlavaret en un doare ponner titouroù zo bet divinet dija : enep da stil ar romantoù-polis eo. Ur skouer a gement-se zo diskoach ar muntrer kentañ, met c’hoarvezout a ra ouzhpenn ur wezh.

Diverrus eo forzh penaos, hag un drugar eo lenn ur romant-polis e gwenedeg : emichañs e raio kalz berz !


Gant avel ar vuhez, Loeiz Bihannig (2000)

Gant avel ar vuhez
Al levrioù eñvorennoù zo war un dro holl heñvel hag holl disheñvel… Seul vui anezho vez lennet, seul niverus an doare fedoù peuzheñvel kontet e-barzh. Dreist pep tra e kavan sklêrijennus gouzout gant pep emsaver penaos en deus bevet e vloavezhioù brezel, en un doare diavaez ha diabarzh war un dro. Mat eo klevet soñj pep hini ha keñveriañ an testenioù a-benn pinvidikaat miltamm ar bloavezhioù a oa araozomp -ha ne vo klok biken, forzh penaos !-
N’eo ket didalvoud ar pezh a denn eus micher yaouankiz Loeiz Bihannig kennebeut : bezhinaer e oa, ha plijet gant e labour.
Dedennus e kavan ivez lenn penaos eo aet ar skrivagner eus brezhoneger a-vihanig da vrezhoneger-skriver (desket en deus gant Skol Ober ha Saded) hag ar pouez o deus bet ar c’helaouennoù breizhek en e zibaboù e-keñver ar yezh hag an emsav.
Ul levr eñvorennoù klasel eta, klet da lenn met a zegas e lod d’hon Istor.


Avel Gornôg, Yann Bijer (2007)

avel gornog

Souezhet on bet da gentañ gant al lusk, hag a zo kalz gorrekoc’h eget boaz : e-kerzh ar 100 pajennad gentañ ne dremen nemet un devezh pe zaou… peadra da gompren pegen munut e vez deskrivet pep tra, pe vije an en-dro, pe an dud, pe o oberoù pemdez. Ur wezh plantet an dekor ez a buanoc’h an darvoudoù en eil hanterenn al levr.
N’eo ket displijus da lenn, pell a se. Ar yezh zo eus ar c’hwekañ, bourrapl mat, hag istor karantez Naig zo ur c’heflusker mat evit lakaat al lenner da ziazezañ an teñzor a ditouroù etnologel a vez pasket dezhañ. N’eus nemet er fin, pa vez klozet al levr hep na vije diskoulmet kudenn Naig da vat, e komprener ne oa nemet un digarez !
Ul levr mat tre.