Tag Archives: Ankoù

Dremm an Ankou, Fañch Elies Abeozen (1928)

Embannadur al levr brezhonek : 2014.

Kinniget eo al levr-mañ evel un dastumad danevelloù, ar pezh ez eo. Estreget se eo, ivez. Start eo lakaat ar vevenn etre an eñvorennoù hag ar faltazi en oberenn-mañ. Ur benndudenn nemeti a zo : Erwan, ha lavaret e vez deomp ez eus tu da wiriañ ar bras eus an darvoudoù kontet ha da lakaat anvioù gwir war al lesanvioù kinniget gant ar skrivagner. Gant se, daoust ha ne vije ket eñvorennoù, traken ? pe, zoken, ur romant, ennañ 18 pennad ?

D’am soñj eo eñvorennoù ez int, gwisket ganto habid al lennegezh. Gras d’an dibab-mañ en deus gellet Abeozen didouezhiañ ar re dalvoudusañ, lakaat er gouloù traoù ‘zo, kuzhat reoù all, chom hep malañ kant gwezh ar memes greun. Treuzneuziet eo an darvoudoù bevet ha kinniget un doare arzel anezho.

Gant se eo aes al levr da lenn, skoüs hep bezañ re hir na re bonner : e-touez an testenioù e brezhoneg war ar brezel-bed kentañ, e lakafen anezhañ war ur bazenn uheloc’h eget ar re all, daoust ma kavfen dedennus an holl anezho.

Kejañ ouzh Abeozen paotr yaouank, hegredik, diasur, dizoloiñ ur poltred anezhañ pell eus an hini ar skrivagner brezhonek kozh a oa en va fenn a zo bet un doare avañtur ivez.

Advertisements

Kammdro an Ankoù, Loeiz Herrieu (1919)

Kammdro an AnkouPlijet on bet kalz gant deizlevr brezel Loeiz Herrieu, skrivet gantañ a zeiz da zeiz e-pad ar brezel 1914-1918.

Arabat klask ennañ dezrevell klodoù tud gradet : ar soudarded a gont Loeiz Herrieu o buhez zo tud munut, eus ar re ne gontont ket, nemet evit mont da vezañ drailhet e linennoù kentañ an talbenn. N’eus ket el levr-mañ eus ar romantelezh a lak fank ar brezel da vezañ brav ha sant, eus ar santimant a vroadelezh a-us da bep tra. Ar brezel a ya war-raok, goustad, ur vuhez-labour eo a vez kontet deomp.

E penn kentañ e kaven un tammig yen an ton. Tamm-ha-tamm on en em voazet, hag on bet dedennet gant meur a dra en dezrevell. An hini spontusañ ne denn ket ouzh ar c’horfoù marv. Ouzh an doare ma veze graet ouzh ar soudarded, ne lavaran ket.

Ar re a veze gwallgaset, an holl soudarded nann-gradet eta, a veve ur vuhez reuzeudikoc’h eget hini al loened : damant ebet d’o foan, d’o c’housk, d’o boued (pa veze), hag int o kousket dindan an amzer pe e toulloù kleuziet en douar ganto o-unan d’o gwareziñ, evel gozed. Pa ne serviijent ket war-eeun da gig-drailh e vezent lakaet da anduriñ mil mizer, da lonkañ kilometradoù evit netra, da jestraouiñ e kreiz an noz, netra nemet evit degas d’o soñj piv oa ar chef. Pennoù vil, rok, didalvoud, dezho ar galloud leun war ar re all, betek laerezh ar plas o doa kavet d’en em astenn da gousket. Klevet em boa seurt traoù dija, met ne ouien ket e veze ar reolenn. Skoet ha feuket on bet gant kement-se, penn-da-benn al levr.

Loeiz Herrieu ne glemm ket, ne glask ket tennañ daeroù, ar pezh a zo mat. Kontañ a ra, traken.

Hag e-kichen d’an holl draoù-se e santer spered kurius, kizidik ha lemm ar skrivagner. E kement lec’h a dremen drezañ e klask gweladenniñ an tro-war-droioù, an iliz.  Deskrivañ a ra. Kemer a ra amzer da chom a-sav, d’en em soñjal diwar-benn ster ar brezel e-keñver padelezh an natur. Kizidik eo ouzh braventez ar vro, ouzh doareoù bevañ ar boblañs, ouzh ar gounidoù. Divizout a ra gant tud ar vro, pa c’hell. En em soñjal a ra war santimant Elzasiz, ur wezh lakaet un termen d’ar brezel, hag eñ o tibunañ er ruioù gant e vatailhon. Trueziñ a ra ar c’houer ma z’eo rak ar gwez-frouezh diskaret a-ratozh gant an “enebourien”… a-raok degas da soñj e veze implijet ar c’hastiz-se er Bibl dija.

Bezañs ha birvilh ar brezhoneg en arme d’ar mare-se zo un dra dedennus all da deurel pled outañ. Atav e teu a-benn Loeiz Herrieu da gavout tud da vont ganto en e yezh. Nerzh ha lorc’h a oa er yezh c’hoazh, daoust ma oa degemeret fall gant tud ‘zo ha n’he c’homprenent ket.

Hir e c’hell al levr diskouez bezañ, marteze, met n’eus ket gwelloc’h doare da liammañ ar stumm hag an danvez : pegen hir e oa bet ar brezel d’ar soudarded ivez…

Un testeni a-bouez, hag en ur gwenedeg eus ar c’hwekañ.