Tag Archives: Añjela

Lettres à Gérard Le Gouic, Anjela Duval (2013)

El levr-mañ e kinnig ar barzh Gérard Le Gouic al lizhiri en doa bet digant e vignonez Anjela Duval etre 1973 ha 1980. Ar bras anezho zo e galleg, yezh pennañ al levr-mañ, daoust ma vije roet an destenn e brezhoneg pa veze al lizhiri e brezhoneg -. Un tamm brezhoneg en em sil el lizhiri, ur frazenn, ur werzenn bennak…

N’eo ket ul levr n’heller ket dioueriñ, hag unan en deus lennet oberenn glok Anjela Duval n’en deus netra da zeskiñ amañ. Adkavout a reer he femdez, he youl da stourm, he c’harantez evit he bro – a lak ac’hanon diaes a-wezhioù, pa lak ar bec’h war an “estrañjourien” a zeu da brenañ tiez ar vro, he soursioù diwar-benn he chas a gomz diwar o fenn evel pa vijent bugale, he labour er feurm, hag ar skuizhder, al labour eo foulet gantañ… Brav ha skeudennet eo galleg Anjela Duval, warnañ liv un amzer bet, un tammig.

N’eo na diaes na displijus da lenn. Brav eo da glokaat ar pezh a zo bet dastumet diwar-benn ar skrivagnerez, da lakaat un taol gwispon diwezhañ d’ar poltred anezhi a anavezer. Kinnig a ra tresoù pennañ ar skrivagnerez d’ar c’hallegerien, ivez : ne ouezan ket hag-eñ ez eus kalz levrioù diwar he fenn, estreget er metoù brezhonek dediet…

Advertisements

Oberenn glok, Anjela Duval (2000)

Oberenn glok
Ne blij ket din al levrioù kaer, nag al levrioù ker, met ret eo anzav eo deuet brav gant an holl dud o deus kenlabouret evit kas ar raktres-se da benn. Pezh ‘n eus desachet va evezh eo kentoc’h ar fed vije klok, e c’hellfen kavout pep tra e-barzh, me ha n’anaveze seurt ebet diwar-benn Anjela Duval ha n’em boa lennet netra ganti a-raok se kazimant. Labour sirius zo bet graet, renket mat eo an traoù gant meur a zaolenn evit adkavout aes ar pezh a glasker, hag ivez gant ur mor a ditouroù diwar-benn he buhez, hec’h engouestl, hag all, asambles gant pennadoù skrivet gant an dud a gare anezhi. Sklaer eo ez eus kalz a ouiziegezh da dennañ eus ar pep tra-se.
Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar fotoioù ivez, reoù ‘zo tiskouez hec’h endro, met dreist-holl ar re a vez gwelet warno tud a anavezer bremañ dindan dremmoù all : ur sikour eo da gompren dibaboù pe hent tud ‘zo ; n’en deus ket an nevezvrezhoneger an alc’houez da zisplegañ pep tra a-wezhioù.
E-keñver skridoù Anjela on bet souezhet gant live barzhonegoù ‘zo, hag ivez gant ar c’homz-plaen. Ar skeudenn a oa en va fenn goude pezh ‘m boa klevet a oa hini ur barzhonegaj un tamm chuchu. A-wezhioù e vez re eeun, a-wezhioù e vez re relijiel, pe re voutin, gwir eo. Frazennoù ‘zo a c’hellfe bezañ lamet kuit en ur skañvaat an traoù, hep disteraat ar varzhoneg. Met dre vras em eus bet ur souezhadenn vrav, on bet tizhet ha fromet gant ar pezh he doa c’hoant da rannañ ganeomp. A-hed ar pajennoù en deus kresket va istim ha va doujañs eviti, rak al labour he deus kaset da benn. Ur blanedenn dreistordinal he deus bet, a gav din.
N’on ket tost ouzh ar relijion, ne garan ket ar chas, ha kavout a ran an emgannoù politikel un tammig e-maez ar c’hiz : gwir nerzh ar varzhez zo en natur, en darempred he doa gant he en-dro naturel, he doujañs ouzh an holl loened, he sell bamet rak marzhoù ar bed. Pep hini a sant seurt traoù ur wezh an amzer, evidon oa kentoc’h trivliadennoù va yaouankiz ha n’o deus kuitaet anezhi morse, brav e kavan. Santout a reer hec’h ene o tridal.
Unan eus va barzhonegoù muiañ-karet ? Eur marzhus. Kemer a ra amzer d’ober un tard d’ur mare na vez ket graet diouzh boaz ha da sellet pizh ouzh ar momed-se. Dispar eo.
Ur rebech ‘m eus d’ober ouzh ar seurt bibl-mañ : n’eo ket graet evit bezañ lennet. Eviti da vezañ brav, re bonner eo, n’heller nag e zougen nag e zigeriñ hep harpañ war ur pezh arrebeurri bennak. Me soñj din e vo chomet serr e ti meur a hini, o kinklañ al levraoueg. Domaj eo.


Rouzig ar gwiñver, Añjela Duval (1986)

Rouzig ar gwiñver
Lennet ‘m eus ur bern traoù gant Anjela Duval em eus kavet brav, pe vije komz-plaen pe barzhoniezh. N’eo ket ar skrid a zo da damall ma n’em eus ket kavet re vat an dezrevell-mañ. E gwirionez e kav din emañ kalz re bell eus buhez ar vugale a-vremañ pe eus 1986 zoken, deiziad m’eo bet embannet gant An Here en dastumad Skolig Al Louarn. Blaz ar c’hozh zo war an destenn, blaz ar skrivadennoù gant ur bluenn soubet er podad liv e skol ar gumun. Gant hor bugale-ni e vije lennabl met d’ober ur gentel skiantoù ar vuhez kentoc’h eget da ziverrañ e amzer.
A-hend-all n’eus ket a istor gwir, sellet he deus pizh ar skrivagnerez ouzh al loened-se hag e kont ar pezh a c’hell bezañ buhez unan. Dre ma ne gomzont ket hon eus ar santimant da lenn un hir a zeskrivadenn ; se ivez a gavan randonus evit ar vugale a-hiziv.