Tag Archives: Abeozen

Dremm an Ankou, Fañch Elies Abeozen (1928)

Embannadur al levr brezhonek : 2014.

Kinniget eo al levr-mañ evel un dastumad danevelloù, ar pezh ez eo. Estreget se eo, ivez. Start eo lakaat ar vevenn etre an eñvorennoù hag ar faltazi en oberenn-mañ. Ur benndudenn nemeti a zo : Erwan, ha lavaret e vez deomp ez eus tu da wiriañ ar bras eus an darvoudoù kontet ha da lakaat anvioù gwir war al lesanvioù kinniget gant ar skrivagner. Gant se, daoust ha ne vije ket eñvorennoù, traken ? pe, zoken, ur romant, ennañ 18 pennad ?

D’am soñj eo eñvorennoù ez int, gwisket ganto habid al lennegezh. Gras d’an dibab-mañ en deus gellet Abeozen didouezhiañ ar re dalvoudusañ, lakaat er gouloù traoù ‘zo, kuzhat reoù all, chom hep malañ kant gwezh ar memes greun. Treuzneuziet eo an darvoudoù bevet ha kinniget un doare arzel anezho.

Gant se eo aes al levr da lenn, skoüs hep bezañ re hir na re bonner : e-touez an testenioù e brezhoneg war ar brezel-bed kentañ, e lakafen anezhañ war ur bazenn uheloc’h eget ar re all, daoust ma kavfen dedennus an holl anezho.

Kejañ ouzh Abeozen paotr yaouank, hegredik, diasur, dizoloiñ ur poltred anezhañ pell eus an hini ar skrivagner brezhonek kozh a oa en va fenn a zo bet un doare avañtur ivez.

Advertisements