Tag Archives: 2%

Thomas Drimm 2 : La guerre des arbres commence le 13, Didier van Cauwelaert, Frañs (2010)

Daoust ma vije liammet start ouzh al levrenn gentañ, hag heuliad poellek ar pezh a zo bet kontet kent, an eil levrenn-mañ eo disheñvel-mat hec’h aergelc’h. Kaset eo bet da get gant Thomas ar blatinenn enep-danvez. Dispar evit dieubiñ an eneoù, met degas a ra un dañjer nevez : droug a vag an natur ouzh mabden ha mennet eo d’e ziverkañ diouzh gorre an douar. Nemet e vije meret ar bobl gant ur Stad en deus diskouezet c’hoazh bezañ diskrupul a-bezh ?

Emaer e kreiz ar romant “ekologel” prometet. Ne c’hell ar c’hudennoù bezañ diskoulmet nemet en ur sevel ul liamm nevez gant an natur. Ijinet mat eo, mont a ra en-dro an itrik. Ludresadenn ar Stad-diktatouriezh a sikour, sur a-walc’h, ar re yaouank da gompren penaos e c’hell an traoù mont da vrein buan hag aes e bed ar politikerezh.

Kenderc’hel a ran da vezañ direnket un tammig gant ur seurt speredelezh a gavan re vezant, re splann. Ne harzo ket ouzhin da echuiñ gant ar rummad, a gavan dedennus dre m’eo disheñvel diouzh ar re all ha leun a souezhadennoù.

Advertisements

2%, Milena Krebs (2012)

daou dre gantPeder danevell dezho ur pal pedagogel dreist-holl.

Tudennoù an danevelloù-se zo margodennoù lakaet da fiñval dirak ur foñs lakaet da zedennus evit ar grennarded. n’eo ket gwall bouezus o oberoù, gant ma roont tu da zizoloiñ ur fed kevredigezhel bennak : feulster er bannlevioù, degemer an dud dibaper…

N’eo ket evit kement-se e vijent borodus. Etre mousfent ha siriusted e kaver e hent betek ar fin hep kavout hir e amzer.

Ammar, diwar-benn un den dibaper, em eus kavet a-us d’ar re all, dedennusoc’h m’eo he dudennoù ha fromus an degouezh. An div zanevell ziwezhañ n’on ket bet kendrec’het ganto : soñjoù int, muioc’h eget lennegezh moarvat.