Tag Archives: 1491

Anne de Bretagne, duchesse insoumise, 1488-1491, Catherine de Lasa, Frañs (2011)

annedebinsoumiseSoñj ‘m eus pa oan plac’hig e oa bet laosket ul levr er gêr gant unan bennak, ur romantig evit ar vugale a gonte istor Anna Breizh, met n’on ket evit adkavout e ditl. En ur glask anezhañ on en em gavet gant hennezh, on bet plijet a-walc’h gantañ. Skrivet eo bet evit bugale adalek 9 bloaz, kement ha lavaret n’eo ket diaes da lenn a-fed yezh ha ne vo kavet netra feuls ennañ kennebeut.

Skrivet eo e stumm un deizlevr : hini Anna hec’h-unan. Pa grog an istor n’eo ket marv he zad c’hoazh, met anv zo da zimeziñ anezhi dija : ur pezh pouezus eo-hi e politikerezh Breizh. Ha ne vez ket goulennet hec’h ali evel-just.

Cheñch a ra, lenn an Istor diouzh tu ar merc’hed evit ur wezh. Daoust ma vije skrijus stuz ar bobl tro-dro, daoust ma vije taer an emgannoù, e weler an darvoudoù evel dre ur skramm dousaat. Anna a vrod, a c’hoari gant he c’hoarig ha ne emell eus politikerezh nemet goude marv he zad : ret eo dezhi deskiñ war an tomm d’ar mare-se. Diskouez a ra bezañ prederiet gant dazont he fobl ha prest d’en em aberzhiñ : asantiñ a ra dimeziñ gant hec’h enebour brasañ, Charlez VIII, roue Frañs, a-benn ar fin, netra nemet evit degas ar peoc’h.

Ar stumm eeunaet evit ar vugale a lak er gouloù un tres denel a vezer techet da zisoñjal pa lenner al levrioù Istor hag a bermet derc’hel soñj aesoc’h eus urzh an darvoudoù hag eus anvioù an dud istorel a oa e-barzh ar jeu.

Dedennus eo al levr eta… siwazh ne ziskouez ket plijout kalz d’ar vugale ma kredan an notennoù a welan diwar e benn war ar rouedad : lakaet eo da vorodus ganto… Da virout evit bugale tomm ouzh Breizh pe ouzh an Istor dre vras.