Category Archives: Uncategorized

Kousk, kousk…

Lennerien gaer,

Evit abegoù personel, e vo dibosubl-krenn din boueta A ! Lenn… e-pad un nebeut mizioù. Adstagañ a rin gant ar skrivañ pennadoù d’ar 15 a viz Even 2018, d’an diwezhatañ. Da c’hortoz, e kinnigan deoc’h al levr-mañ, skrivet ganin.

syndrooooomMa n’ho peus ket graet c’hoazh, e c’hellit ivez teurel ur sell war pennadoù kozh ar blog. An hini kentañ anezho a oa Koulz ar c’hastrilhez gant Herve ar Gall (11/12/2008), goude, n’ho peus nemet pignat 🙂

Ken ar c’hentañ ! A galon !

Pevarlagad

Advertisements

Ameli Penn-Koumoul : Labour ha dilabour 1 ha 2, Maguy Kerisit (2010, 2011)

Un istor hiroc’h eget boaz a ginnig Maguy Kerisit amañ, setu perak eo bet embannet dindan div levrenn ha n’eo ket unan. Koshaet eo Ameli. Echu eo ar skolaj ganti, emañ o vont da gregiñ gant al lise. Monedone a ra an istor etre kudennoù labour he zud ha kudennoù labour ar re yaouank a oad ganti, ar pouez en deus an hent micherel dibabet war ar vuhez diwezhatoc’h, hag an doare ma ra plas pep hini d’ar soñj-se war ar pemdez. Ameli zo paket gant soñjoù all eget labourat, koulskoude, pa rafe, e teufe a-benn moarvat. He c’harantez nevez, ar c’hoariva, kemeret da zanvez diret, a vounto anezhi da zerc’hel krog. He c’henitervez Manu a labour evel ur marc’h, evit un eostad kalz re dreut. Petra ober, kuitaat an hentad klasel evit mont war ur vicher ? Se a zo bet graet gant Yanis, dousig Ameli, en deus adkavaet war un dro fizañs ennañ ha raktresoù evit an dazont.

Evit krennarded oadetoc’h eo an istor-mañ eget ar re a oa a-raok. Krog eo Ameli hag he endro yaouankizoù da sellet war-zu an dazont. Anv a zo eus evaj, butun ha darempredoù revel. War he c’hoar e vrasa Ameli, dousigoc’h eget ar re all marteze, met a-benn ar fin emañ a-reze ganto.

Plijus eo da lenn, chom a ra jentil met pakañ a ra mat ar pezh a zo pouezus e buhez ar re yaouank, ha sklaer eo int koñsernet holl gant ar sujedoù a zo anv anezho.  Krediñ a ra din e c’hell bezañ dedennus evit skolajidi trede, pe eilvet klas zoken, daoust ma ne welfen ket mat penaos e c’hell bezañ meret ar fed e vije div levrenn oc’h ober an istor glok. Mat eo na sujañ ket betek re d’ar furmoù roet, koulskoude, evit ma chomfe plas d’ar skrivagner d’en em ziskuliañ hep re a gabestroù.

 

 

 

 

 


Dogan, Jakez Riou (1943)

Ar pezh-c’hoari-mañ n’eo ket da renkañ e-touez oberennoù bras Jakez Riou. Berr-kenañ eo, dija, ha n’eus ket kalz danvez enni.

Gwelet a ran anezhañ kentoc’h evel ur farsadenn, ur “private joke” etre daou vignon o doa miret spered lamponed : Jakez Riou ha René-Yves Creston, en doa graet an tresadennoù da heul an destenn (e-touez tudennoù ar pezh-c’hoari ez eus un arzour, anat eo perak). Ar re-se n’int ket bet adkemeret evit an embannadur-mañ, ar pezh a zo domaj. N’o doa ket klasket an daou vignon lakaat embann o “oberenn” kennebeut. Kavet o doa farsus-kenañ an darvoud, a ouezent marteze muioc’h eget ar pezh ne lavaront diwar e benn, ha savet e oa bet ar pezh-c’hoari evit reiñ ton dezhañ ha c’hoarzhin etre mignoned.

Un nebeud damc’herioù farsus a zo, eskemmoùoù skañv, lakaat a ra da c’hoarzhin pe de vousc’hoarzhin, ar pezh a oa ar pal. Interest pennañ ar skrid n’emañ ket amañ ken en deiz a-hiziv, a gredan. Sikour derc’hel soñj eus an taol disujidigezh aroueziek ma oa tarzhadenn monumant ar vezh, ne lavaran ket.


Un hent hag un dremmwel, Joelle Kermoal, Pierrette Kermoal ha Yann Mikael (1972)

El levrig-mañ eo bet bodet 8 danevell skrivet gant tri skrivagner disheñvel, div blac’h hag ur paotr. Danevelloù Yann Mikael a anavezen c’hoazh, dre m’em boa lennet anezho en dastumad danevelloù gantañ e-unan e oa bet moullet e 2008 : An emgav chanter ha danevelloù all. Adlennet em eus anezho ha kavet anezho mat un eil gwezh. Ar re all, gant Joelle ha Pierrette Kermoal, eo evito em boa prenet al levrig peogwir e kave din ne gavfen ket anezho e lec’h all. Ha n’em boa ket lennet anezho c’hoazh, e gwirionez.

Plijet on bet ganto dre vras : ar memes perzhioù mat o deus an div skrivagnerez. Danevelloù-ambiañs a ginnigont, o tepegn eus ar bravañ ur momed, ur pred e buhez mabden ma vez an unan o klask e hent pe war var eus an dazont. Momedoù hiraezh ha levenez tro-ha-tro. Ur skritur gwregel tre eo, a-benn ar fin -daoust ma kavfe din n’eo ket ken anat an diforc’h etre skridoù paotred ha merc’hed, en deiz a hiziv, tost da 50 vloaz diwezhatoc’h. Perzhioù gwan o deus ivez : daoust ha danevelloù int, pe skridoù nemetken, n’anavezer ket re vat penn diouzh lost anezho… ha peg int ouzh ar vuhez bevet, hep mont pelloc’h. En se int tost ouzh danevelloù Yann Mikael hag e ro ur seurt unvaniezh d’an hollad.

Al levrig n’eo ket ur binijenn e lenn, met ne laosko ket ur roud don em spered kennebeut.


Beaj Lakvern, Ewen Jacq-Perrot (2015)

beaj-lakvernA-fed temoù e kendalc’h Ewen Jacq-Perrot da ergerzhout temoù ha n’int ket hentet gant kalz tud e brezhoneg, ar pezh a zo plijus. Lakvern zo un diouganer yaouank, kontet e vez e veaj-deskiñ el levr-mañ. Dedennus eo, orin ha skrivet brav.

N’eo ket ur souezh, avat, e vije ken tanav al levr : graet eo bet elipsoù e lec’hioù un tamm dic’hortoz hag a vije bet gwelloc’h kontañ e stumm senennoù a-wezhioù, a gav din. Muioc’h a senennoù bevet, divizet, a vije deuet mat ivez evit terriñ untoniezh an dezrevell a-wezhioù. Peadra zo da gompren an istor memestra, fasil, met ar santimant a chom goude serriñ al levr eo n’eo ket bet peurechuet ar skritur a-raok kas da embann ; ar pezh a gavan domaj. Ret eo gouzout e vez hir-mat an istorioù moliac’h peurliesañ, ne vije ket a-enep ar c’hiz diorroen muioc’h eta.


Elles vivaient d’espoir, Claudie Hunzinger, Frañs (2010)

elles vivaient d'espoirEvit ur romant, n’eo ket unan da vat, daoust m’eo bet romantaet an istor dre ret. Tennet he deus Claudie Hunzinger hec’h awen digant kaieroù dornskrivet he mamm Emma Pitoizet hag al lizhiri he doa eskemmet gant he mignonez ha mestrez Thérèse Pierre, er bloavezhioù 20 ha betek an eil brezel-bed. Un istor karantez etre div vaouez, eta, en en ziliamm dre ret abalamour d’ar c’hilometradoù zo etrezo ha d’ar garantez a vag Emma evit ar c’hig, hag a vount anezhi d’en em renkañ dre un dimeziñ ha ne lakaio ket anezhi evurus. Taolenn ur maread trubuilhet ha maouezed sachet-disachet en un endro kontrol eo. Kest an evurusted hag ar garantez a vez atav. Goude m’eo pellaet an div vaouez an eil diouzh eben, e teu Thérèse da vezañ un ibil eus ar Rezistañs e bro Felger : jahinet ha distrujet e vo gant ar Gestapo, ha hi yaouank c’hoazh, hep reiñ anvioù he c’henlabourerien. Emma he deus dibabet ur vuhez stabiloc’h ; dimezet eo gant un alaman a labour evit an nazied. Ne vo ket bravoc’h he buhez evit kement-se, hiroc’h, ne lavaran ket.

Ne oa ket ar wezh kentañ din lenn ur skrid bennak gant Claudie Hunzinger : Bambois la vie verte, dezrevell he “distro d’an douar” er bloavezhioù 70 a oa un doare best-seller er metoù a veven ennañ pa oan bihan, ha lennet em boa anezhañ meur a wezh. Elles vivaient d’espoir n’eo ket ur romant fall met n’on ket kendrec’het gant ar stil skritur. Dedennus e vez atav keñveriañ planedenn tud disheñvel e mareoù poltikel trubuilhet ha reiñ a ra tro al levr-mañ da zizoloiñ a-dost ur verzherez eus ar vro evit ar pezh a sell ouzh ar Rezistañs. Lennet e vez hep displijadur ha buan, daoust ma ne vije ket ur bennoberenn.


Enora e Kernev-Veur, Serj Richard (2014)

Enora e kernev veurLennet e vez al levrig leun a startijenn-mañ en un tenn. Kavout a reer ennañ ur c’hlasad eilvet, o veajiñ e Kernev-Veur : un digarez da zastum ur bern titouroù diwar-benn ar vro hag he yezh, gant un enklaskig a ro lusk d’an istor hag a ro ivez un danvezig preder diwar-benn ar stourm sevenadurel.
Kavout a ran un tamm gros ar fiselennoù ; da skouer, kliched ar “penndudenn lart”, uzet ha miluzet a gaver div wezh er romant-mañ (peadra ‘vije da lavaret diwar-benn ar penndudenn-se, on krog da vezañ heuget gantañ paneogwir e varn tres diavaez an dud en ur veskañ anezhañ dre ret gant pimpatrom un temz-spered laosk, met n’eo ket gant Serj Richard eo bet ijinet ha ne c’heller ket magañ rukun outañ evit kement-se. Ouzhpenn-se e tiskouez ar skrivagner ur gwir c’hoant da zigeriñ ar gevredigezh d’an holl, pa gont strivoù al liseidi evit degemer eus o gwellañ ur c’hrennard nammet a vez bountet e gador-ruilh ganto a-hed al levr). Implijet e vez charreadoù a bikoù-estlamm ivez, evit chom tost eus doare-soñjal ar re yaouank moarvat.
Daoust ma vije anv eus liseidi e kredan eo skrivet al levr-man kentoc’h evit skolajidi, eo tostoc’h o zemz-spered eus hini tudennoù al levr. Me gav din eo deuet a-benn Serj Richard da ginnig un istor dedennus hag a blijo dezho.