Category Archives: Romantoù-polis

Flavia De Luce 5 : Schlussakkord für einen Mord, Alan Bradley, Bro-Ganada (2013)

Kenderc’hel a ra Flavia da fistoulat e pep lec’h en he c’hêriadenn, ha dont a ra brav ganti. N’he deus ket he far evit klevout c’hwezh un torfed, ha pa vez ur c’helan bennak e c’heller bezañ sur n’emañ ket pell.

Emañ he c’hoar henañ war-nes dimeziñ. Honnezh he deus kemeret ivez ar garg dieub a ograourez ar barrez. Rediet eo Flavia, gant he zad, da chom ganti pa z’a da bleustriñ en iliz betek diwezhat : ne vije ket dereat d’ur plac’h yaouank chom pell ouzh he domani, diouzh an noz, hep ambrougerez. Tro da Flavia, a gav hir hec’h amzer, da ziskoachañ un dra bennak dic’hortoz en ograoù…

Donaet e vez an darempredoù-familh evel ar re gant an amezeien en opus-mañ. Dedennus-kenañ eo gras d’e zarempredoù gant ar sonerezh. Adkavet e vez ar framm boaz, anatoc’h dre ma z’eer war-raok gant an heuliad ; tudennoù iskis, liammoù gant an tremened, degouezhioù droch a ra aon (Flavia o kantren e-barzh ur bez kozh eus ar vered e-kreiz an noz, ar wezh-mañ !)… eo barrek-kenañ Alan Bradley d’o reiñ da santout. Farsus e kavan an troioù-distroioù a ra Flavia evit en em silañ etre divesker an dud vras ha kas hec’h enklask da benn. Hag evel bep tro ez eus er fin ur senenn m’emañ he buhez en arvar. Chom a-ra a-us da bennoù ar re zDe Luce kleze gwerzh o maner familh, dre ma n’eus bet kavet diskoulm ebet d’o c’hudennoù arc’hant c’hoazh.

N’he deus ket Flavia kement a aes hag an dud gour da vont da heul he neudenn, dre ma vank dezhi pouez o oad hag o aozadurioù. Koulskoude e sec’h o fri, evel boaz, pa gav an diskoulmoù a-raozo, en ur harpañ war he anaoudegezh don eus ar gimiezh. Reiñ a ra kalz orinded d’an oberennoù-se, a zo kalz danvez enno. Gant ar pempvet romant-mañ e weler ne z’a ket ijin Alan Bradley war zisteraat, er c’hontrol.

Advertisements

Cormoran Strike 2 : Le ver à soie, Robert Galbraith (J. K. Rowling), Rouantelezh Unanet (2014)

En eil levrenn-mañ eus troioù-kaer Cormoran Strike hag eus e genlabourerez Robin, e teuer da anavezout donoc’h an tudennoù. Ar pep retañ o vezañ bet lavaret dija, e tremener war dachenn ar munudoù. Gouzout a oar J. K. Rowling lakaat he zudennoù da vont war-raok, ha n’eus ket afer da gavout hir e amzer gant al lennadenn-mañ.

Ar souezh bras am eus bet, koulskoude, da zivinout abred-mat gant piv e oa bet graet an taol. Dre ma ne c’hoarvez koulz lavaret morse din, ha ne gredan ket e vije savet dastornelloù en va fenn e-pad ar vakañsoù, e vijen techet da grediñ ez eus ur gwan bennak e-barzh an itrik, ur c’hempouez n’eo ket bet kavet, evel el levrioù-enklask evit ar vugale : perak e vez komzet eus an dra-mañ-tra mard eo evit chom hep e implijout diwezhatoc’h ? Ne lavarin ket sklaeroc’h va soñj evit nompaz diflourañ plijadur an dizoloadenn d’ar re o dije c’hoant… Nemet un taol-degouezh e vefe ? Kontant e vijen da gaout ali al lennerien, ma z’eus…

Forzh penaos, tre evel e-barzh Harry Potter, n’eo ket er steuñvenn emañ talvoudegezh al levrioù-mañ. E pinvidigezh psikologiezh an tudennoù, e gwirionded o emzalc’h, o gwanderioù hag o denelezh ne lavaran ket. Da briz ebet ne ziouerfen lennadenn an trede hini.

 


Nicolas Le Floch 10 : l’enquête russe, Jean-François Parot, Frañs (2012)

Bizitadenn nann-ofisiel e Pariz ar priñs Paul, mab impalaerez bro-Rusia Elizabeth II, a lañs an istor. Tro-dro dezhañ muioc’h a itrikerien eget a vignoned, ar pezh a oar mat e-unan. Strilhet eo polis Loeiz XVI gant an aon e c’hoarvezo droug d’an dud a-bouez-se, en ur c’henarroud amjestr a vrezel gant bro-Saoz ma klasker kaout souten galloudegezh Rusia…

Gwallzedennus, muioc’h eget reoù all marteze, em eus kavet an 10vet romant-mañ eus an heuliad. Degas a ra taolioù-imor ar priñs ha boazioù iskis e lez ul liv a-vaez-bro deuet mat. Krog eo Nicolas Le Floch da goshaat ha da glask pouezañ e vuhez kent, dre geñveriañ anezhi gant planedenn dreist-ordinal e vab Louis, e vignoned kozh ha feal tro-dro dezhañ. E genlabourer Bourdeau a santer en e gomzoù un doug anat d’ar soñjoù dispac’hel, a zegaso an Dispac’h gall a-benn nebeut. Emañ Nicolas eus an tostañ da lez roue bro-C’hall, a zeuer da anavezout eus an diabarzh.

Ul lennadenn a-feson : ne ya ket anal Jean-François Parot war zisteraat gant ar bloavezhioù, er c’hontrol. Ur 14vet levrenn eus ar rummad a vo embannet e miz Here 2017.


Les aventures de Boro, reporter-photographe 1 : La dame de Berlin, Dan frank ha Jean Vautrin, Frañs (1987)

Levrenn gentañ ur rummad a 8 eo honnezh. Skrivet a zaou zorn, bez he deus da haroz Boro, ur yuzev hungariat a zo bet awenet kalz e grouerien gant al luc’hskeudennour Robert Capa evit sevel e dudenn.

Ur seurt romant-avañturioù-polis istorel eo La Dame de Berlin. Kregiñ a ra just a-raok na errufe Hitler e penn bro-Alamagn. Pourmen a ra an haroz dre Europa. Livet-kaer, romantel, dreistordinal eo e droioù-kaer ha n’heller ket enouiñ o lenn anezho. Ur stil o deus ar skivagnerien, a zegas fent da vareoù dic’hortoz ; un implij ampart eus ar galleg ivez, ur geriaoueg pinvidik war meur a live-yezh hag ur blijadur o c’hoari gant ar yezh, dre vras.

Ar pezh am eus kavet dedennus eo an endro istorel dreist pep tra, betek bezañ direnket un tammig gant ar fed e lak anat ar skrivagnerien eo bet skrivet al levr goude an darvoudoù istorel. Da lavaret eo ne glaskont ket lakaat al lenner da zisoñjal e ved dezhañ ha da splujan korf hag ene en istor a gontont, kentoc’h e tegasont soñj re alies eus ar pezh a zo o vont da c’hoarvezout. Emzalc’h pep haroz a glot muioc’h gant hini unan a oar petra eo bet an Istor, eget gant unan a vije paket e kreiz an tourmant hep bezañ re sur pelec’h kas e gammedoù. Gant se, n’eo ket ken gwirheñvel ha m’en dije gellet bezañ.

Ur meskaj deuet brav, gant un dakennig a Gorto Maltese, kalz Istor, fent forzh pegement, suspens pa vez ret, dilammadennoù niverus-meurbet… Un evezh pizh zo bet roet d’an doareoù treuzdougen el levrenn-mañ : kirri ker, tren, zeppelin… An harozed, dibabet mat, a zo gwezh pinvidik, gwezh paour, kement hag ober un dro glok eus kevredigezh ar mare. Gant ur stil disheñvel-mat, e kavan kerentiezh etre al levr-mañ hag hini Timothée de Fombelle, Vango.

Lennegezh poblek a live uhel, a lavarfen. Gwelet e vo m’eo bet gouest ar skrivagnerien da zerc’hel gant o lusk diaoulek el levrennoù a heul, daoust ma vo ret d’an amzer mont war-raok ha, marteze, tizhout bloavezhioù n’eo ket ken pinvidik ar vouedenn da dennañ diouto hag hini ar bloavezhioù tregont e Frañs hag Alamagn.


Le croque-mort 1 : Le croque-mort a la vie dure, Tim Cockey, Stadoù Unanet (2004)

5 levrenn a zo er rummad romantoù-polis farsus-mañ.

N’eo ket bemdez eo gant paotr an interamantoù e vez renet an enklask, ha n’eo ket fall ar mennozh. Kinnig a ra Tim Cockey ur skeuliad tudennoù rubenn, annezidi eus Baltimore evit ar bras anezho : desavet e oa bet er gêr-se, a anavez don. Kinnig a ra un enklask-polis war un ton skañv, skoulmet bravig. N’eo ket ur souezh pa seller ouzh buhez ar skrivagner, saver senario a-vicher, ar pezh zegas distroennoù niverus.

N’eo ket fall da ziverrañ an amzer ha skrivet eo brav a-walc’h, gant ur stil personel, dreist-holl en doare fent. Ne c’hellan ket lavaret e vijen bet kilhet gant al levr koulskoude : re chik eo an haroz ha re goant e vignonez, ar pezh a lak an danvez da luchañ war-zu ar rummad Harlequin a-wezhioù… met tremen a reer un enklask mat memestra, hep terriñ e benn. N’eo ket dibosubl e lennin peurrest ar rummad.


L’affaire Caïus, Henry Winterfeld, bro-Alamagn (1953)

Ur romant-polis istorel evit ar yaouankiz eo L’affaire Caïus, kenderc’hel a ra da vezañ embannet ha lennet daoust ma ne vije ket eus ar re nevesañ. Henry Winterfeld eo skrivagner en deus savet Les enfants de Timpelbach, brudetoc’h eget ar rummad Caïus emichañs.

3 romant a ya d’ober ar rummad Caïus, hennezh eo an hini kentañ hag ar muiañ anavezet. Tennet en deus ar skrivagner e awen digant ur frazenn a zo bet adkavet e Pompei, skrivet gant dorn ur bugel war un templ : Un azen eo Caïus !

Renet eo an enklask gant ur vandennad bugale o chom e Roma da vare an Henamzer. Da heul un emgann etre daou baotr er skol e vez skarzhet unan anezho. Ur chadennad darvoudoù a zeu diwar se, ha pa vez o mignon e kreiz an afer ne fell ket d’ar vugale diskregiñ a-raok bezañ diskoulmet ar gudenn. Interestoù personel ha politikerezh a zo e-barzh ar jeu, ne chomer ket atav war par ar vugale.

Renet eo mat an enklask, kalz suspens enni. Harpet e vez ar vugale gant o mestr-skol kintus a-wezhioù. Tra ma fourront o frioù-furch e pep lec’h e vez silet ur bern gouiziegezhioù diwar-benn aozadur ar vuhez er mare-se. Met mesket eo mat, ha ne santer ket ar volontez pedagogel (kontrol da galz levrioù all a gaver en hevelep astelloù er stalioù-levrioù : Odile Weulersse, ha kement ‘zo).

Plijus eo da lenn, memes evit un den gour.


11 serpents, Philippe Saimbert, Frañs (2016)

Dibabet em eus lenn al levr-mañ abalamour d’e c’holo doare Cluedo, ha d’an diverrañ anezhañ. Ur vaouez kozh pinvidik-mor he deus divizet reiñ an hanter eus hec’h arc’hant d’un ezel bennak eus he familh, ha hi bev c’hoazh. Pediñ a ra an 11 anezho da dremen ur sizhunvezh en he zi, ma tleo an hini droukañ en em sachañ gant ar yalc’h. Nemet eo arabat implijout ar feulster.

Un istor vat eo, a gav din, kontet a-ratozh gant un ton farsus. Koulskoude eo bet darbet din adserrin al levr, meur a wezh, a-raok tizhout ar fin. Daoust ma ne vije ket skrivet fall, da lavaret eo hep fazioù, hep kudennoù kempouez pe yezh, ne oan ket evit anduriñ stil ar skrivagner. Ponner eo ken ez eo e vod da silañ, gant mouezh an dezreveller er c’hentañ gour, ar pezh a zo o vont da dremen : “ar gwir a oa ganti, evel ma tleemp dizoloiñ diwezhatoc’h”… Ar pezh en deus lakaet ac’hanon da soñjal e vije kenkoulz adkemer ar soñjoù dedennus d’ober ur film ganto, a vije kalz gwelloc’h eget ar romant sur a-walc’h. Re jentil eo an tudennoù evidon, ha gortozabl. Ne gomprenan ket penaos e c’hell ar ger “thriller” bezañ peg ouzh seurt skrid, koulskoude ez eo…

Dizoloet em eus abaoe eo Philippe Saimbert skriver senariooù bannoù-treset diouzh e vicher. Daoust ma vije meur a romant ouzh e gatalog, n’eus ket gwall bell ‘zo eo en em lakaet da skrivañ romantoù emichañs, ar pezh a c’hell displegañ ar gudenn stil-mañ. Evidon, ne gredan ket ez in pelloc’h gant ar skrivagner daoust ma vije traoù dedennus gantañ : gortoz a rin e vo lakaet e oberennoù ouzh ar skramm, ma c’hoarvez un deiz bennak.


Flavia de Luce 4 : Vorhang auf für eine Leiche, Alan Bradley, bro-Ganada (2011)

Evit ar pedervet levrenn-mañ e kemer troioù-kaer Flavia de Luce un tres nevez. Echu eo gant ar baleadennoù war gein Gladys. Dont a ra ur skipailh sinema da dreiñ ur film e maner ar familh de Luce, a zo bountet gant an diouer a arc’hant da feurmiñ ha rannañ e di-annez da vare Nedeleg. Lakaat a ra an endro da soñjal e Tintin Bravigoù ar Gastafiorenn, un tamm bihan. Pedet eo holl barrezianiz ar gêriadenn da arvestiñ ouzh ur pezh-c’hoari er maner. Ne c’hellint ket kuitaat anezhañ gant ur gorventenn-erc’h.

Un “huis-clos” evit hor Miss Marple 10 vloaz neuze. N’on ket bet ken bamet rak al levrenn-mañ ha ma oan bet gant ar re all. Kavet eo din e oa hir an traoù d’en em staliañ. Amzer d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant tud ‘zo, koulskoude. Soñjal a ra din ne vez ket implijet eus ar gwellañ an dud niverus a zo stanket war al lec’h : dre forzh heuliañ Flavia e kredfer emañ kazi hec’h-unan en ti, da vareoù ‘zo. N’eo ket gwall luziet an itrik, a ziviner aes. Ur suspens a-zoare ‘zo tro ar fin avat.

N’eo ket fall, met n’eo ket ar romant-mañ tre-ha-tre a-live gant ar re all. N’eo ket se a harzo ouzhin da genderc’hel gant ar rummad. Klozañ a ra ar pedervet levrenn-mañ an heuliad lakaet e galleg, evit poent, met e saozneg hag en alamaneg ez eus 7 levr bennak en holl. Ret eo tennañ e vad diganto : n’eo ket gwall yaouank ar skrivagner, ganet ma oa e 1938. Kompren a reer perak emañ en e vleud o teskrivañ buhez ur bugel 10 vloaz tro ar bloavezhioù 50, daoust ma vije-eñ kanadian ha ma vevfe Flavia e bro-Saoz…


L’appel du coucou, Robert Galbraith, Rouantelezh Unanet (2013)

Romant-polis kentañ J.-K. Rowling eo, dindan an anv-pluenn Robert Galbraith peogwir he doa c’hoant da c’houzout penaos e vije degemeret he levr hep diazezañ e soñj war brud Harry Potter. C’hwitet an taol, evel-just. Re a c’hlaou en doa an ti-embann da rastellat evit chom feal d’ar promesa graet d’ar skrivagnerez… Ha ret eo din anzav ne vijen ket bet o lenn L’appel du coucou pa n’em bije ket gouezet e oa bet skrivet ganti. Ne gavan ket desachus an titl, ha tremen a ra ar bras eus an istor en ur metoù n’on ket tomm outañ : hini ar c’hiz.

Cormoran Strike, haroz ar romant, zo detektiv prevez. 7 levr diwar e benn he deus bizet J.-K. Rowling skrivañ ; erru eo d’an trede embannet en deiz a hiziv.

D’ar mare ma krog ar romant emañ Cormoran en ur pleg diaes. Soudard a vicher eo bet en Afghanistan, m’en deus kollet un tamm eus ur c’har. Emañ o paouez kuitaat ar vaouez a gare hag a oa o chom en he zi. N’en deus ket arc’hant, ha rouez eo al labour. Ur sekretourez, Robin, a zeu da sikour anezhañ dre zegouezh ha ne gred ket he lakaat er-maez diouzhtu daoust ma n’en dije ket peadra d’he mirout pell. Chom a ra gantañ amzer e enklask diwar-benn ur vaouez yaouank du, manikin diouzh he micher, a zo tremenet dre brenestr he ranndi. He breur John ne fell ket dezhañ asantiñ da zisoc’hoù ar polis a gomz eus un emlazh ; sur eo eo bet drouglazhet.

Kaset on bet gant va c’huriusted e penn kentañ, o klask er pajennadoù munudoù a c’helle degas soñj eus amzer-dremenet glorius J.-K. Rowling hag he Harry Potter. Kavet em eus, evel-just, evel e kentañ kejadenn Robin ha Cormoran, pe e kleñved ar vamm a red penn-da-benn ar romant… Met buan em eus paouezet gant ar jeu-se evit en em reiñ korf hag ene d’al lennadenn. Dreist eo tudenn Cormoran, en deus bevet a-walc’h a draoù evit gellout hevelebiñ gant n’eus forzh piv. Soutil eo al liamm a vez gwiadet etre eñ hag e sekretourez tamm-ha-tamm. Paket on bet gant an itrik da vat ha n’em eus ket gellet diskregiñ dioutañ a-raok gouzout an diskoulm. Teuzet eo ar sell kritik a daolen war an traoù da heul. Ur romant-polis mat he deus savet J.-K. Rowling, pa n’eo ket chomet war live ar fedoù nemeto ; aet eo don e psikologiezh an tudennoù hag ar pezh a stag an eil re ouzh eben -evel m’he doa graet en Une place à prendre, met gant un istor dedennusoc’h a-bell.

Gant se, on sur e lennin an heuliad a-bezh bremañ !


Le mystère Sherlock, J. M. Erré, Frañs (2012)

N’eo ket sistematek e kavfen farsus al levrioù a zo an etikedenn-mañ warno. Gant hennezh em eus c’hoarzhet va gwalc’h avat ! Skrivet eo bet gant un holmezian gall : un ezel eus ur c’hleub dediet da Sherlock Holmes. Diaes e vije bet kavout unan bennak all lec’hiet gwelloc’h evit ober goap ouzh e gengleuberien, ha war un dro e tenner e vad eus e anaoudegezh don eus ar sujed hag eus ur sevenadur ledanoc’h a implij evit magañ e oberenn dreistordinal.

Ur gador evit un arbennigour eus Sherlock Holmes zo o paouez bezañ krouet er skol-veur. Ur c’holok zo e Meiringen (bro-Suis), el leti Baker Street, m’eo pedet dek anezho da gemer perzh ennañ evit gouzout gant piv ez aio ar maout. Siwazh, dizale en em gav troc’het al leti eus ar bed gant un diruilhad erc’h, hag ar paourkaezh holmezianed a grog da vervel unan hag unan (degas a ra soñj d’un dra bennak, neketa ? a-ratozh eo !).

Ul levr dispar, hanter-drelatet, leun a fent hag a referañsoù a vez sunet evel ur madig ar 174 pajennad anezhañ.