Category Archives: Romantoù grafek

L’arabe du futur I, II, III, Riad Sattouf, Frañs (2014, 2015 ,2016)

arabe1Ur romant grafek brudet-kenañ eo L’arabe du futur. Ur romant n’eo ket e gwirionez, p’eo e vuhez a gont Riad Sattouf ennañ , na mui na maez ! adalek e zaou vloaz.

Mamm an oberer, bretonez anezhi, a zo en em gavet gant e dad er skol-veur e Pariz. Perak an diaoul e asant mont d’e heul da dreuziñ-didreuziñ broioù arab ne oar ket ar yezh anezho, ne gav-hi plas ebet enno, hag e vez gwallgaset he bugale enno… ? ur gevrin eo din, plac’h o lenn an oberenn-mañ. Met n’eo ket tamm ebet sujed al levrioù-mañ, ne vez gwelet ar vamm nemet o feriñ e foñs ar c’harrezennoù, koulz lavaret.

Ar santimant kreñvañ a zeu din en ur deurel ur sell war va lennadenn, eo ez eo un oberenn kalz feulster enni. Engortoz e oan d’en em gavout er memes bed ha hini Persepolis, hag  heñvelderioù a zo e gwirionez, met kalz gwashoc’h eo peogwir e santer buan ne c’heller ket harpañ war tud Riad. Ar vamm zo treuzwelus, an tad, arabe2dallet muioc’h-mui gant spi ar galloud pe gant ar relijion. Hag ur souezh eo e vije deuet a-benn ar bugel da deurel ur sell tamm-pe-damm objektivel war ar fedoù en deus bevet, gant un desavadur ken kosteziet. Burzhud ar speredegezh, moarvat, ha n’eo ket aet en-dro gant e dad siwazh. Hennezh a skeudenna a-zoare n’eo ket ar studioù hir a stumm poellegezh unan.

Aes eo an istor-mañ da lenn, ez-teknikel : ma kouezh eus an daouarn, eo peogwir ez eo direnkus. Diaes e vezer lakaet gant ar feulster enni ha gant diboellegezh tud ‘zo. Ne echuer ket er memes stad spered ha ma kroger ; cheñch a ra dre ret ar sell madelezhus a c’heller teurel war ar broioù arab hag an islam. Techet e vijen, zoken, da lavaret eo ul levr a vroud da zont da vezañ gouennelour -ha koulskoude, penaos e c’hellfe, pa n’eus nemet traoù bevet ennañ, pa n’eo nemarabe3et istor ur bugel boull e zaoulagad ha glan e ene ? ? se eo a zo dic’houzañvabl, da va soñj. Sklaer eo ne oa ket pal ar skrivagner, met unan eus an disoc’hoù eo.

Ul levr pouezus eo evit kelaouiñ europiz, evit kompren peseurt ibil zo a-dreuz etrezomp ha tro-spered ar broioù-se ha klask gwellaat an traoù en dazont. Met anzav a ran en deus graet aon din al levr-mañ, kalz muioc’h eget n’en doa graet hini Houellebecq : Soumission.

N’eo ket erru bras ar paotrig e fin an trede levrenn-mañ ha n’eo ket peurechu an istor : 5 levrenn a vo en holl, hervez.

 

Advertisements

Le fantôme de la rue royale, Jean-François Parot, Frañs (2003)

Le_Fantome_de_la_rue_RoyaleTrede enklask Nicolas Le Floch eo, itriket brav ennañ c’hoazh Istor ha romant. Emañ Marie-Antoinette war-nes dimeziñ gant Loeiz XVI, un tan-arvest bras a zo kinniget gant ar roue d’ar bobl, dezhi da lidañ an degouezh war an ton bras. Siwazh e echu fall an abadenn hag e kav ur bern tud o marv er fin anezhi. Kaset eo Nicolas Le Floch da enklask war abegoù gwir ar c’hwitadenn, met dre ma ne c’hell ket en ober en un doare ofisiel e skoach e enklask dindan unan all ma aters an dud diwar-benn marv drol ur vaouez yaouank a zo bet taget gant unan bennak ha kuzhet he c’horf e-touez kelanoù an dud breset er bount-ha pouls.

Tudenn dedennus-tre an indian Mikmak a ro ul liv ispisial-tre d’ar romant-mañ, a gaver ennañ, a-hend-all, un istor “perc’henniezh” (dreistnaturel) a gas d’ur stoliadur d’ur mare bennak. N’eo ket ar wezh kentañ en em gav an ofiser-polis gant un tiegezh enebet a zle anneziñ gantañ amzer e enklask, met an dro-mañ eo otus hag iskis-tre an dud anezhañ da vat : dont a ra a-benn ar skrivagner da blantañ ur santimant displijus betek en e lennerien. Souezhadennoù a-leizh a zo, itrikoù a-eil renk, boued lipous da zastum ar rekipeoù anezho diouzh ar grib ivez, evel boaz. Ha ken barrek eo Nicolas ma tiskoulm an holl enklaskoù-se a-zoare ha ma ya, a-benn ar fin, da gontañ kaer e ti ar roue, a zo sod gant e zezrevelloù : tro deomp da lakaat un troad e saloñsoù prevez Loeiz XV.

Evel e pep heuliad, e teuer da anavezout gwelloc’h-gwellañ an tudennoù, ha pa vijent a-eil renk, ar pezh a ro e dalvoudegezh d’an heuliad ha ne goll ket e lañs dre ma ya war-raok, evit poent.


Persepolis, Marjane Satrapi, Frañs (2007)

Persepolis_couverture_m-264x390Ur vannenn-treset eo Persepolis. Kontañ a ra Marjane Satrapi, iranez anezhi, he buhez adalek he dek vloaz e bro-Iran. Tresadennoù e gwenn ha du a daol war ar paper. Eeun int diouzh ar c’hentañ sell, met sammañ a reont ur garg brav a from ha derc’hel a reont tost ouzh pemdez n’eus forzh peseurt plac’hig e n’eus forzh peseurt familh : ur ment hollvedel a zo ganto, ma c’hellont na vezañ kavet « brav » gant an holl dre m’int re simpl.
Merc’h nemeti ur c’houblad tud en o aes eo Marji. Dre m’eman bro-Iran o serriñ muioc’h-mui warni hec’h-unan e ra-hi he c’hresk hag e teu soñjoù frank he zud d’ober o hent en he fenn. Buhez an hinienn en em vesk ouzh buhez ar stad, diaestaerioù pemdez ur peanv bennak ouzh Istor ar bed. Dont a ra da vezañ dañjerus, evit ar grennardez « diroll » m’eo Marji, derc’hel da chom e bro-Iran. Kaset eo da vevañ e Aostria e ti mignoned divroet ur pennad araozi. Yaouank hag en hec’h-unan en un Europa ha n’eo ket digor ken ledan he divrec’h ha ma vije kredet war ar re a glask ar frankiz, eo krignet don gant kleñved ar gêr a zo war-nes he lonkañ en he fezh. Distreiñ a ra da di he zud ha teurel ur sell nevez war he bro c’henidik, war ar pezh eo deuet he mignonezed kent da vezañ dindan wask o desavadur a-du gant politikerezh mac’hom ar stad… He bro a zleo kuitaat adarre. Emañ bremañ o chom e Frañs.
Un eeunded faos zo el levr-mañ. Emañ war un dro skoüs ha farsus, aon a ra a-wezhioù, ha gwezhioù all e vez bourrus ken-ken. Eus ar vravañ e kont Marjane Satrapi dislavarioù ar yaouankiz, an diaes m’eo klask e hent pa vez meur a wezenn o reiñ gwriziennoù d’an nen. Seul zedennus e oa ma n’em boa lennet netra ebet c’hoazh diwar-benn ar vro-se (nag hini ebet a seurt ganti) hag em boa ur bern traoù da zizoloiñ e-kerz va lennadenn. Kavout a ra din eo un testeni a-zoare, ha rouez digant un iranadez.
Plijet on bet kalz gant familh Marji ivez, ur familh start ennañ al liammoù etre an dud, digor a spered, hag a chom betek ar fin ur referañs evit an obererez.
Ur soñj dispar eo, a gav din, lakaat seurt oberennoù a dalvoudegezh etre daouarn ar vrezhonegerien en o yezh. Daoust ma vije e stumm ur vannenn-treset eo tev : ne vez ket lennet buan, ha danvez preder a-leizh a zo enni. Un dra vat eo bezañ teuzet ar pevar albom orin en unan bras ha bezañ embannet an oberenn en he fezh diouzh an taol kentañ. Ha dre m’eo fonnus ar geusteurenn, e vezo lennet ouzhpenn ur wezh ganin.
Ur prof brav eo d’ober d’ur brezhoneger, er mare-mañ eus ar bloaz pe diwezhatoc’h 🙂


Le bleu est une couleur chaude, Julie Maroh, Frañs (2009)

le bleu est une couleur chaudeN’em eus ket gwelet ar film, na bet c’hoant d’e welet, ken sur on e vo evel an holl filmoù a zifoup er mare-mañ, e tiskouezo re, betek an heug. Met p’em boa gouezet e oa tennet eus ur romant grafek em boa bet c’hoant da lenn hennezh, an oberenn orin.

N’on ket evit lavaret pegen fromet on bet gant an istor ha gant an tresadennoù. N’eo ket dreistordinal an tem koulskoude, un istor karantez klasel kazi, hag ur romant-deskiñ war un dro, evel na ped ! Met n’eo ket alies e komzer diwar-benn karantez an heñvelrevidi, ha roueshoc’h c’hoazh diwar-benn hini an heñvelreviadezed.

Dont a ra ar marv da lakaat un termen da drubuilhoù ur c’houblad liammet gant ur garantez don : marteze eo re, mont betek ar marv. Marteze e vije spontusoc’h c’hoazh leuskel an istor karantez-se da echuiñ evel 99% eus ar re all : dre ziouer a zanvez. Met ur skeudenn eo, ha n’eus hini ebet kreñvoc’h. N’heller ket herzel da leñvañ war ar garantez-se aet da  get, ha gant an amzer gollet war munudoù, p’en dije dleet bezañ dediet da vat ouzh klask an evurusted.

Mont a ra pell al levr-mañ d’am soñj, o tiskouez pegen diaes e c’hell bezañ bevañ e zisheñvelded ha pegen luziet eo kavout e hent pa n’eo ket an hini a oa merket gant ar familh hag ar gevredigezh. Eus ar c’hentañ em eus kavet ar plankennoù a ziskouez n’eo ket akord an daou blac’h war blas o sekselezh : da guzhat, pe da lakaat er gouloù evit aesaat dazont an heñvelrevidi all ? Personel, pe bolitikel ? An diviz etre Valentin ha Clem er rod vras zo dreist ivez, pa lavar ar paotr n’eo ket anat ar vevenn etre mignoniezh ha friantiz… Dedennet on bet ivez gant ar baotred chik a reer anaoudegezh ganto e-barzh al levr : tudennoù a eil renk marteze met dous ha karantezus.

Evel-just ne glask ket ar romant-mañ ober un droiad klok eus ar sujed, just kontañ un istor, eeun, brav. Arboellet e vez al livioù – nemet ur wezh an amzer, ar pezh a ro un nerzh dreistordinal dezho. An tresadennoù, lipet, a ziskenn war-eeun er galon. N’em eus ket gwelet ar film, na bet c’hoant d’e welet, ken sur on e vo evel an holl filmoù a zifoup er mare-mañ, e tiskouezo re, betek an heug. Met p’em boa gouezet e oa tennet eus ur romant grafek em boa bet c’hoant da lenn hennezh, an oberenn orin.

Un degouezh a-zoare din da gompren e c’hell ur romant grafek deuet brav gant an aozer bezañ ken kreñv hag ur varzhoniezh : da lenn gant avizded, kuit da vezañ lonket korf hag ene.