Category Archives: Psikologiezh

Le secret de la manufacture de chaussettes inusables, Annie Barrows, Stadoù-Unanet (2015)

N’eo ket gwall vrudet anv Annie Barrows emichañs. Nemet e vez gwelet he anv war levr Le cercle littéraire des amateurs d’épluchures de patates gant Mary Ann Shaffer… Hag en ur lenn al levr-mañ skrivet ganti hec’h-unan, e teu anat din he doa graet ouzhpenn reiñ an dorn. Adkavout a reer ar stil, ha ma n’eo ket istor ar fabrik loeroù ur romant dre lizhiri e vez implijet kalz an teknik-mañ enni, da gas an itrik war-raok.

Ne ouezan ket hag-eñ eo bet graet a-ratozh, met aergelc’h ar romant-mañ a zo tost-tre ouzh an hini a gaver e best-seller Harper Lee : To kill a mockingbird. Ur plac’hig 12 vloaz eo an harozez. N’emañ ket ar vamm war-dro ha desavet eo gant un dintin, en ur gêriadenn eus kreisteiz ar Stadoù Unanet, e 1938. Krog eo ar plac’hig da gompren ne vez ket lavaret pep tra gant an dud gour, ha kas a ra he zamm enklask davet ar wirionez.

Plijus eo al levr, ne gaver ket hir e amzer ha gwirionded a zo e temz-spered an dud a heulier o flanedenn. Degas a ra tudenn Felix peadra da valañ soñjoù. Ur blaz dudius a zo gant al levr, a lenner en un tenn pe zaou, digudenn.

N’hellan ket mirout ouzh soñjal eo lennegezh “evit ar merc’hed”, koulskoude. Ur seurt romañs a live uhel. Daoust ma vije grevus an temoù e chom jentil ha brokus an istor, pep tra renket a-feson enni. Chwezh a vank dezhi, marteze.

Me a garfe klevet ali paotred o dije lennet al levr-mañ, ma z’eus.

 

 

Advertisements

Mamie Pauline ou la promesse à la lune, Sandrine Le Mével Hussenet, Frañs (2013)

Ur romant eo al levr-mañ, met n’eo ket unan gant ar ster a roan diouzh boaz d’ar ger-mañ. Tonket eo da lakaat soñjoù da dremen, a gredan, ha da lakaat personelezh an unan da vont war-raok. E-keñver skritur e vez implijet ur skritur doare impresionist, eus an tostañ d’ar santoud. Ha ret eo anzav ez a en-dro : kaer em boa na vezañ ket plijet bras na gant ar stil, na gant an istor, e vezen kaset a-walc’h gant ar wagenn evit tridal gant ar penndudenn ha leñvañ a-greiz-kalon asambles ganti ha gant he familh.

Ur vaouezh kozh, Mamie Pauline, zo oc’h ober he zalaroù. Dibabet o deus he bugale mirout anezhi en he zi-familh betek an treuz diwezhañ. Distreiñ a ra war he buhez : hini ur vaouez dieub en he c’harantezioù hag en he bleud gant he c’horf. Kement hag ober, eo saga ar familh a-bezh a vez kinniget, gant ur sell yael a-ratozh. Hegasus e kavan el levr-mañ ar re a levenez, ar garantez hollvezant a red a-hed ar pajennoù. Soñjet em eus ouzhpenn ur wezh, en ur lenn anezhañ, e vijen bet sorc’hennet gantañ p’am bije e lennet da 15 vloaz, hag en dije sturiet va buhez mod pe vod, met hiziv emaon o tostaat d’an 50 bloaz hag an daolenn a son faos d’am ene. El lec’h m’emaon eus va hent buhez, e seblant din planedenn an dud bezañ renet muioc’h gant tregasoù pemdez ha gwalleurioù, ha pa vijent dister, eget gant karantez. Ar c’hengompren, ar c’henglotañ a zo er romant-mañ a zo anezho e buhez an dud, evel-just, met dindan dec’h : an dra-se eo a ro kement a briz dezho. Gwir eo e vez taolet muioc’h a bled outo p’en em gaver tal-ouzh-tal gant ar marv. Met re gosteziet, re stank, re vrokus e kavan ar romant.

Daoust ma ne vije ket stil al levr-mañ diouzh va zres e kredan eo unan mat evit e jener. Ur meulgan eo da gorf ha da sekselezh ar maouezed, ha d’ar vuhez dre vras. Lennegezh evit ar merc’hed, eus ar grennardezed d’ar maouezed kozh-Noe.


Mont kuit, Maï Ewen (2016)

mont-kuitEmañ ar romantig-mañ war ar renk evit Priz ar Yaouankiz 2017. Evit krennarded bras a-walc’h eo, adalek an trede klas d’an nebeutañ, peogwir e komz eus sujedoù amjestr.

Un deiz, pa zistro Lena d’he zroiad en natur, ne gav den ebet er gêr : he mamm n’he deus laosket nemet ur gerig o kemenn eo aet kuit.

Hep mont re zon ganti, e loc’h Maï-Ewen eus an arguzenn-mañ evit studiañ a-dostoc’h ur familh ha n’eo ket bet aes morse an darempredoù ennañ : ne oa ket tost tad, mamm ha merc’h an eil diouzh egile ha diaesamantoù o doa oc’h eskemm -betek ma soñj da Lena, a-benn ar fin, ne vank ket kalz he mamm dezhi. En ur glask kompren perak e veze e mod-se he ziegezh, e wel he deus disoñjet ur bern traoù eus he bugaleaj ivez.

Ne chomer ket pell gant pep senenn, c’hoariet e vez kalz gant an elipsoù zoken : gant se, n’en deus ket amzer an dram psikologel-mañ da enouiñ e lenner. Ar fin, trumm ha kriz, a luch war zu an danevelloù kentoc’h eget war hini ar romantoù.

D’am soñj eo ul levr mat da loc’hañ dioutañ a-benn loc’hañ un tabut. N’eo ket gwall gempouez a-fed framm, met santet mat eo an degouezhioù, ha n’eo ket diazezet an harozed war bimbatromoù, ar pezh n’eo ket anat (kement-se n’eo ket gwir evit ar strollad mignonezed, da skouer). Ur striv anat zo bet graet gant ar skrivagnerez evit skrivañ en ur yezh eeun ha slaer : gwelet e vez n’emañ ket gant he zaol-esae kentañ, ha plijus eo.

N’eus nemet un draig : n’on ket sur e klotfe mat seurt skritur d’ur publik paotred, daoust ma vijent ken koñsernet all gant ar sujedoù tretet. N’int ket ken boaz hag ar merc’hed d’en em lakaat e kroc’hen ur benndudenn eus ar reizh kontrol, dreist-holl d’an oad-se.


Demian, La Historio de la Junaĝo de Emil Sinklair, Herman Hesse, Bro-Alamagn (1919)

demianDaoust ma n’en dije ket graet kalz a verz e Frañs, ar romant Demian a zo bet a-bouez evit an alamaned yaouank o deus lennet anezhañ just goude ar brezel bed kentañ, ha dre se e kavan anezhañ dedennus dija.

Ur romant-deskadurezh eo, met pell eo a vezañ boutin. Heuliañ a ra un ahel ha n’eo ket hini an darvoudoù, daoust ma teufent en urzh kronologel. Ne vezont ket kontet holl, nemet ar re a zegas un dra bennak da vilin ar skrivagner. Klasket en deus deskrivañ stummadur diabarzh ar paotr kentoc’h eget e dreuz er vuhez, ha, dreist pep tra, ar stourm a zo ennañ etre an tu sklaer hag an tu teñval, ar Mad hag an Droug. Ne vez ket implijet termenadurioù relijiel betek re avat.

Aes eo da lenn ha digeriñ a ra un nor war ur prantad istorel : petra a soñje ar re yaouank en amzer-se, penaos en em stumment. Daoust ma ne vije ket cheñchet kement-se anien mabden, e kredan koulskoude en deus kollet ar romant kalz eus e nerzh en XXIvet kantved. Korfenn ar relijion zo skarzhet kuit evit ar bras eus an dud yaouank, ha m’eo ret da bep hini dibab e hent, n’ez eus ket kement a ziaouled da drec’hiñ ha ma oa gwezhall. Diskouez a ra kredennoù Demian, hag e zoare un tamm dreistordinal da gompren an testennoù sakr, teurel muioc’h a evezh ouzh diorren ar bersonelezh en unan eget na veze graet er metoù bourc’hiz-se, intret a relijion.

Ur romant iskis eo, barzhoniel, leun a arouezioù, nepell eus giz an hudouriezh a vremañ. Eeunik e seblant bezañ a-wezhioù met santet e vez en deus klasket Herman Hesse displegañ e wirionezioù ennañ. Ha gwezhioù all, ne gomprener ket re da belec’h en deus c’hoant da gas e lennerien : ur c’hest diabarzh eo, ha divinout a reer n’eo ket kavet ar Graal gantañ c’hoazh d’ar mare ma skriv. Skoet e oa bet, war a seblant, gant e gejadenn ouzh ar bredelfennouriezh, ha ne oa ket c’hoazh gwall gozh.

Tennañ a ra muioc’h ar fin d’ur romant eget da eñvorennoù yaouankiz, ha gwell a se ; reiñ a ra liant d’an hollad.


Tais-toi et pardonne !, Laurent De Villiers, Frañs (2011)

tais-toi-et-pardonneBez ez eus levrioù, evel hennezh, ne roont ket c’hoant d’o lenn : emañ an istor a-bezh en titl, hag an anv-familh stag ouzh ar politikerezh a c’hoari evel un argasaer…

Met brav eo bezañ kurius, a-wezhioù, peogwir eo ul levr mat a-benn ar fin.

Laurent zo unan eus bugale yaouankañ Philippe De Villiers. Pa oa bugel, eo bet gwallaet gant ur breur dezhañ e-pad bloavezhioù. Kontañ a ra e yaouankiz, al liammoù a stage anezhañ ouzh e familh, hag an doare m’eo bet serret o daoulagad gant e dud ur wezh m’en deus divizet kaozeal. Ne oa plas ebet, er familh-se, evit ar wirionez. Ar pezh a gont eo ar skeudenn roet d’ar bed. Ha ma vez foeltret buhez ur bugel, n’eus forzh…

Muioc’h eget un istor insest e welan el levr un testeni buhez, un tammig evel eñvorennoù Simone De Beauvoir : penaos, en ur greskiñ en un en-dro ken serr, e teu a-benn an nen da gemer e nij ha da gavout e gempouez. Nac’het eo bet Laurent gant e familh a-bezh p’en deus taolet gouloù war an torfed, e vreur gwallaer eo a zo bet harpet, kentoc’h eget an aberzhiad.

Kalonek eo bet skrivañ al levr-mañ, kalonekoc’h c’hoazh e reiñ da embann, met dreist-holl e vez santet e oa ur red lakaat an istor-vuhez-mañ war baper, ur bazenn bouezus en un hir a derapiezh.

Skrivet mat eo, n’eo ket re hir, gwirionez a santer er gerioù. Ul levr mat, a ya kalz pelloc’h eget promesaoù dister e ditl.


L’inceste et l’incestuel, Paul-Claude Racamier, Frañs (1995)

l'inceste et l'incestuel racamierBredvezeg ha bredelfennour e oa Racamier. El levr-mañ e tiorren un deorienn savet gantañ diwar-benn ur meizad a ro dezhañ an anv a “incestuel”, un anv ha n’eus ket anezhañ c’hoazh e brezhoneg. Ober a rin gant “endro gwadserc’h” da c’hortoz gwelloc’h.

Penaos deskrivañ ar meizad-se ? Evit bezañ berr, ne z’a ket betek ar gwadserc’h. Anv a ra eus an endro, atav ar memes hini, a vez er familhoù ma c’hell c’hoarvezout gwadserc’hoù. Kontrol d’ar pezh a c’heller soñjal, n’en em gavont ket e n’eus forzh peseurt familh, met e familhoù ma z’eus un endro a-du, lakaet e plas war daou pe dri remziad. Ma ‘m eus komprenet mat eo familhoù ma z’eus bet ur c’hañv diaes da ziazezañ, sekredoù kuzhet, ha gwadserc’hoù er remziadoù a-raok (met pas atav). Ur meskaj etre ar remziadoù a vez kavet ingal ivez, etre izili ar familh ha tud a-ziavaez kement-all. Marteze e tisonjan traoù ‘zo.

Hep na vije graet ar jestr, eo ken kleñvedus en “endro gwadserc’h” hag ar gwadserc’h e-unan. Digeriñ a ra an hent da gleñvedoù bredoniel niverus, hag ivez d’ar gwadserc’h, gwezhioù ‘zo, hep na vije gouest tud ar familhoù-se da zigeriñ o daoulagad.

Reiñ a ra hentoù al levr-mañ da adlenn buhez e familh ha da brederiañ war ar c’hudennoù a zo en e greizon, gant ur savboent a gemer e kont n’eo ket an hinienn nemetken met e dud, breudeur ha c’hoarezed, tud-kozh… Talvoudus a-walc’h eo.

Koulskoude n’em eus ket kavet tamm ebet e oa plijus da lenn. Ha, kontrol d’ar pezh a c’hellfer soñjal, n’eo ket peogwir e oa re skiantel pe re deknik. Skrivet eo evel ul levr lennegezh, hag ar paotr en em gav, ur souezh ! C’hwezhet-meurbet eo e stil, hag hollvezañs e ego dreistmentet oc’h en em ziskouez bep eil frazenn a noazh ouzh komprenidigezh an dezenn a ginnig. Brabañserezh-tout ! Ar c’hontrol-mik eus ar pezh a c’hortozan digant ur skrid dezhañ hiraezh skiantel… Peadra da zihuniñ ennon ar rakvarn re aes : evel ar bomperien techet da c’hwezhañ tangwallioù, n’eo ket dre zegouezh e tibaber ar vredvezegiezh…

Fin, evit unan ne vag ket doñjer ouzh ar stil, dedennus eo memestra…


Je suis né un jour bleu, Daniel Tammet, bro-Saoz (2006)

Dreistje suis ne un jour bleuordinal em eus kavet al levr-mañ. N’eo ket ur romant met istor ur paotr aotek “Asperger”, skrivet a-feson, en ur dremen dre ar munudoù met hep en em goll e-barzh koulskoude. Daoust d’e namm eo Daniel Hammet ur paotr donezonet-bras, n’eo ket war ar matematik nemetken met war ar yezhoù ivez : gouest eo da zeskiñ ur yezh dindan ur sizhunvezh bennak. Ur stil brav en deus da skrivañ ivez, un teuzar eo Je suis né un jour bleu evit al lenner. Frammet eo, lusket, evel pa vije ur romant.

Souezhus eo gwelet e c’heller dont a-benn ken brav eus e vuhez daoust d’ur namm a lak an unan e-kichen ar gevredigezh. Mont a ra Daniel Tammet da gelenn saozneg e Lituania, ha eñ paotr yaouank, hag en em dennañ a-feson. Ur vuhez koublad en deus. Pep tra a zeu mat gantañ. Pa ne vije ket dezrevell e vuhez evel m’eo tremenet, em bije soñjet ez ae un tammig re bell ar romantour… met ober a ra eus al levr-mañ ul lennadenn yael, leun a spi, a ziskouez ez eus ur plas bennak evit pep hini er bed, ha barzhoniezh en aotegezh hag e disheñvelderioù an dud. Ul levr pouezus.


King Kong Théorie, Virgine Despentes, Frañs (2006)

king kong theoriePlijet e oan bet gant Apocalypse Bébé, ar romant kentañ em boa lennet gant ar skrivagnerez souezhus-mañ. Ne oan ket engortoz tamm ebet d’en em gavout gant ur skrid-esae o tifenn ar wregelouriezh p’em eus tapet krog el levr-mañ avat. Ha ken kilhet all on bet.

Mont a ra Virginie Despentes en tu all da reolennoù an dud a-feson. Skrivañ a ra gant gerioù pemdez, pe gant gerioù gros, gant gerioù skoüs atav. Peadra he deus bet d’en em soñjal war he sekselezh, evel ma kont tamm-ha-tamm : gwallaet eo bet ha hi plac’h yaouank pa oa o c’hoari biz-meud, ha diwezhatoc’h he deus bet tro da c’hounit bleud en ur werzhañ he c’horf, hep mont evit kement-se da c’hast a-vicher. An darvoudoù-se o deus graet o hent en he fenn ha kinnig a ra he savboent diwar-benn ar wregelezh hag ar wregelouriezh. Komz a ra ivez diwar-benn pornografiezh.

Graet he deus vad din al lennadenn-mañ peogwir en em gaven akord ganti war gement tra a ginnige, koulz lavaret, hag ivez dre m’he deus an destenn ur stil bourrabl, dichek, feukus, a blant startijenn en nen.

Echuiñ a ra he levr gant un asuradenn : ne vo gounezet ar stourm evit kevatalded ar reizhoù nemet p’en em ganno paotred ha merc’hed war un dro.

Ouzhpenn mignoned he deus gounezet ar skrivagnerez gant ar skrid-mañ, evel ma c’heller lenn er bajenn Wikipedia a gomz diwar e benn. Menegiñ a ra bommoù bet skrivet diwar e benn e meur a lec’h, lod meuleudius, lod all farsus (a gav din) :

« On aura saisi qu’il est inutile de chercher une cohérence intellectuelle à cet essai plein de gros mots. » Astrid de Larminat dans Le Figaro littéraire.

« Despentes s’est mise en situation de se faire haïr par les philosophes autant que par les psys, et par les dames patronnesses autant que par les chiennes de garde. Le bonheur, quoi… » Pierre Marcelle dans Libération.

« King Kong théorie n’est pas seulement un livre atterrant de bêtise, un monument d’incompétence, un espace où toute pensée se fige sur place, glacée jusqu’à l’ultime neurone par le degré zéro. De chaque ligne suinte en outre une haine féroce pour l’Autre. » Éric Naulleau dans Le Matricule des anges.

Din-me eo ul levr mat, skrivet gant unan ha ne ra forzh ober he zoull (pe get) e-touez an dud en em gav, liv ar wirionez hag ar prim warnañ dreist pep tra, perzhioù a lakaan dreist ar re all evit seurt skridoù. Emichañs ho po c’hoant da lenn anezhañ en ur lenn kritikoù ken disheñvel diwar e benn.

 


Blankaj noktoj, Fiodor Dostoievski, bro-Rusia (1848)

blankaj noktojUn hir a zanevell eo Blankaj noktoj / Nozvezhioù gwenn. Pell a oa n’em boa ket lakaet va fri en ul levr bennak gant ar skrivagner-mañ, a blije din a-walc’h pa oan yaouank. C’hwezhet eo ar santimantoù, ha priziet uhel : ne c’hoarvez koulz lavaret netra en oberenn-mañ ma chom daou zen yaouank o kaozeal kichen-ha-kichen e-pad peder nozvezh. Ha koulskoude e teuer d’en em strobañ er griped, da soñjal evelto, hag ez eo un dudi adkavout un dro-spered kollet abaoe ar grennardiezh.

Hir eo ar penn kentañ, amzer da adkavout ar stek… en em c’houlenn a reer hag un istor a vo, pe get ! ya, unan a zo. Ha yaouank a-walc’h eo bet va spered c’hoazh evit magañ spi e echufe mat, ouzhpenn ! met ar c’hoari eo…

A-wezhioù e soñjan e oa ken barrek skrivagnerien rusian an XIXvet kantved da zielfennañ an disteran santimant ha m’eo barrek gouizieien an XXI war ar skiant. Ha marteze e seblanto gwall c’hwezhet a-fed skiant hor romantoù a-vremañ d’al lennerien o follenatao a-benn daou gantved.


Le bleu est une couleur chaude, Julie Maroh, Frañs (2009)

le bleu est une couleur chaudeN’em eus ket gwelet ar film, na bet c’hoant d’e welet, ken sur on e vo evel an holl filmoù a zifoup er mare-mañ, e tiskouezo re, betek an heug. Met p’em boa gouezet e oa tennet eus ur romant grafek em boa bet c’hoant da lenn hennezh, an oberenn orin.

N’on ket evit lavaret pegen fromet on bet gant an istor ha gant an tresadennoù. N’eo ket dreistordinal an tem koulskoude, un istor karantez klasel kazi, hag ur romant-deskiñ war un dro, evel na ped ! Met n’eo ket alies e komzer diwar-benn karantez an heñvelrevidi, ha roueshoc’h c’hoazh diwar-benn hini an heñvelreviadezed.

Dont a ra ar marv da lakaat un termen da drubuilhoù ur c’houblad liammet gant ur garantez don : marteze eo re, mont betek ar marv. Marteze e vije spontusoc’h c’hoazh leuskel an istor karantez-se da echuiñ evel 99% eus ar re all : dre ziouer a zanvez. Met ur skeudenn eo, ha n’eus hini ebet kreñvoc’h. N’heller ket herzel da leñvañ war ar garantez-se aet da  get, ha gant an amzer gollet war munudoù, p’en dije dleet bezañ dediet da vat ouzh klask an evurusted.

Mont a ra pell al levr-mañ d’am soñj, o tiskouez pegen diaes e c’hell bezañ bevañ e zisheñvelded ha pegen luziet eo kavout e hent pa n’eo ket an hini a oa merket gant ar familh hag ar gevredigezh. Eus ar c’hentañ em eus kavet ar plankennoù a ziskouez n’eo ket akord an daou blac’h war blas o sekselezh : da guzhat, pe da lakaat er gouloù evit aesaat dazont an heñvelrevidi all ? Personel, pe bolitikel ? An diviz etre Valentin ha Clem er rod vras zo dreist ivez, pa lavar ar paotr n’eo ket anat ar vevenn etre mignoniezh ha friantiz… Dedennet on bet ivez gant ar baotred chik a reer anaoudegezh ganto e-barzh al levr : tudennoù a eil renk marteze met dous ha karantezus.

Evel-just ne glask ket ar romant-mañ ober un droiad klok eus ar sujed, just kontañ un istor, eeun, brav. Arboellet e vez al livioù – nemet ur wezh an amzer, ar pezh a ro un nerzh dreistordinal dezho. An tresadennoù, lipet, a ziskenn war-eeun er galon. N’em eus ket gwelet ar film, na bet c’hoant d’e welet, ken sur on e vo evel an holl filmoù a zifoup er mare-mañ, e tiskouezo re, betek an heug. Met p’em boa gouezet e oa tennet eus ur romant grafek em boa bet c’hoant da lenn hennezh, an oberenn orin.

Un degouezh a-zoare din da gompren e c’hell ur romant grafek deuet brav gant an aozer bezañ ken kreñv hag ur varzhoniezh : da lenn gant avizded, kuit da vezañ lonket korf hag ene.