Category Archives: Moliac’h

Cyberpan, Fabrice Colin, Frañs (2004)

Ur romant evit ar yaouankiz eo Cyberpan. Adkemer a ra istor J. M. Barrie, evel ma tiviner gras d’an anv, hep pellaat kalz diouti. Emañ an istor-mañ en ur glorenn all avat, hini un distopiezh klasel. Ar bed peurvat emañ an harozez Wendy oc’h enouiñ ennañ en deus bevennoù : petra a zo en tu all dezho ? Dizoloet e vo ganti pa vo skrapet gant Peter Pan e-unan.

N’eo ket ul levr dispar, re eeun marteze, daoust ma vije mat ar soñj diazez. Koulskoude ez eus ur blijadur wir o lenn anezhañ, pa vez adkavet enezenn Peter Pan hag hec’h annezidi evel ma oant chomet en hor soñjoù abaoe hor yaouankiz. An itrik, ar santimantoù, an harozed, pimpatromel un tamm, a c’hell bezañ mat da zizoloiñ bed ar skiant-faltazi evit ar re n’int ket boaz outañ c’hoazh. N’int ket magus evit tud deuet, met n’eo ket ur rebech da vat, pa n’eo ket bet savet al levr evito…

Da aliañ pe brofañ da grennarded chomet sot gant Peter Pan 🙂

Advertisements

Les mystères de Larispem 2 : Les jeux du siècle, Lucie Pierrat-Pajot, Frañs (2017)

Gant Les jeux du siècle e kendalc’h troioù-kaer Carmine, Liberté hag an emzivad Nathanaël. Dre forzh klask, e krogont da gompren gwelloc’h ar pezh a dremen. N’eo ket aes sevel planioù, peogwir o deus lod anezho traoù da guzhat. An dalc’h evit pep hini, bremañ, eo gouzout gant piv ez a e lealded.

Dibabet eo bet an trikon tud yaouank evit C’hoarioù ar c’hantved : ur seurt c’hoari-gwazi ken bras hag en naturel. Evel er film Jumanji, lakaomp. An dud koshoc’h a soñjo kentoc’h e romant Jules Verne Le testament d’un excentrique, en deus awenet ar skrivagnerez evel-just, ar pezh a zispleg e fin al levr.

Gant an eil levr-mañ e kemer an itrik e nij… hag an harozed ivez ! Gwallzedennus eo penn-da-benn. Kontrol d’ar pezh em boa soñjet, n’eo ket echu an istor tamm ebet e fin al levr, anat eo e teuio meur a levr da heul. Kuitaat a reer Liberté en ur blegenn ziaes, pa zesk Nathanaël traoù dic’hortoz diwar-benn e c’hanedigezh.

Evit al lenner, higennet eo da vat. Siwazh e vo ret gortoz pellik : emañ Les jeux du siècle o paouez bezañ embannet, ha ne zle ket bezañ skrivet c’hoazh ar pezh a zeuio da heul…


Les mystères de Larispem 1 : Le sang jamais n’oublie, Lucie Pierrat-Pajot, Frañs (2016)

Un ukroniezh eo Kevrinoù Larispem : ar bobl an hini a vije bet trec’h da vare dispac’h ar Gumun. Deuet eo Pariz da vezañ ur geoded emren, en he fenn un trikon renerien. Jules Verne zo unan anezho, hag e ijinadennoù a gaver e pep lec’h er geoded, ar pezh a ro ul liv ispisial d’ar romant.

Erru omp war dreuzoù ar bloaz 1900. Dizarbennet, pe lazhet, eo bet an holl aristokrated e-pad ar Gumun. Kouch-tud ar voserien eo an hini kreñvañ er geoded. Carmine, ur plac’h zu, a zo unan anezho. He mignonez Liberté a ya ganti diouzh noz da furchal e tiez dilezet hag hanter zismantret an aristokrated bet. Ur gejadenn iskis graet e-pad unan eus ar gweladennoù enep-lezenn-mañ a lañs an itrik.

Klasket o doa an aristokrated stourm ouzh ar beli nevez en em lakae e plas. N’eo ket aet da get an holl anezho, ha bremañ emaint e sell adkavout o statud kent. Gant se, e riskl an istor war-zu ar moliac’h hag an hudouriezh : an dud eo glas o gwad o deus galloudoù ispisial, pe e plij dezho pe ne ra ket… Daoust hag o do c’hoant, holl, da implijout anezho evit ar memes tra ?

Gwallzedennus em eus kavet an istor-mañ hag ar bed boemus krouet gant ar skrivagnerez. Dudius eo an teir zudenn bennañ, dezho temz-speredoù kreñv. Ankenius eo implij an hudouriezh, ha lipet al labour war personelezh an tudennoù, ha pa vijent a eil renk.

Setu aze ur romant evit ar yaouankiz hag a blijo kement, marteze, d’an dud gour ha d’ar re yaouank, ma n’eo ket muioc’h : aesoc’h eo an endro da gompren pa ouezer un tammig diouzh an Istor. Evidon eo un diskoachadenn a-feson !


Panelloù, Laurence Lavrand (2016)

Div banell zo o kaozeal : an neudenn eo evit kontañ senennoù bihan n’o deus netra da welet etrezo estreget ma tremenont e Breizh ; evel ma vez graet gant ar vugale pa ginnigont beihadegoù er c’hampoù-vakansoù. Ur studierez komunour, un tad-kozh hag e vab-bihan, un eured farsus, kannerezed-noz, atalier un arzour, ur c’houblad o tispartiañ, peñse ur vag-dre-lien…

N’eo ket skrivet fall, evel-just, ouzh ur skrivagnerez arroutet hon eus afer, met anzav a ran on chomet digas-kaer rak buhez kuzh an daou damm tol. N’eo ket ordin an tem met ne lak ket anezhañ da vezañ dedennus evit kelo-se. C’hwezh an dever-skol zo war al levr, diawen ken ez eo. M’en dare petra a zegas seurt oberenn d’al lennegezh vrezhonek, ha penaos e c’hellfe bezañ entanet ar grennarded eo bet skrivet al levr evito, ganti… Gant ar skrivagnerez-mañ e alian kentoc’h an oberennoù kreizennet tro-dro d’ur grennardez bennak, dont a reont bravoc’h ganti, hep mar.


Ar Morgezeg, William Hope Hodgson, Rouantelezh Unanet (1913)

Tennet eus an torkad Men of the Deep Waters, an danevell hir-mañ zo bet embannet he zroidigezh vrezhonek en ul levrenn he-unan e 2012. En he stumm, lodennet a-bennadoù daoust ma vije a-boan 60 pajennad oc’h ober anezhi, he deus lakaet ac’hanon da soñjal en Ar follez Yaouank gant Meavenn. War grafoù all ez eus heñvelidigezhioù etrezo ivez, daoust ma vije pell o zemoù : ar seurt douster a evod diouto daoust d’o zemoù enkrezus, hag o efedusted da dizhout o fal, asambles gant kalon al lennerien.

Un danevell voliac’h eo Ar Morgezeg. Loc’hañ a ra eus liammoù karantez kreñv etre ur bugel yaouank hag e dad-kozh. Ne vez kinniget den ebet all eus ar familh, nemet kenlabourerien an tad-kozh war ar gobar. Adalek linennoù kentañ an danevell e klever notennoù an enkrez, er ganaouenn a vez mouskanet meur a wezh gant ar paotrig kement ha gant an den-kozh, evel e romant Steinbeck La perle. Koulskoude n’eus koumoulenn ebet en oabl betek an hanter eus an istor. En un taol e cheñch pep tra : aheurtet e chom ar bugel, a vo kastizet gant e dad-kozh. Ha dont a ra ar vevenn etre ar bed gwirion ha marvailhoù an tad-kozh da deuziñ.

N’em eus ket c’hoant da vezañ sklaeroc’h evit nompaz kontañ an istor d’an danvez lennerien. Fromus eo, seul vui ma vez espernet ar gerioù a re enni, ar pezh en deus harzhet outi da goshaat en he skritur ivez. Ar velkoni a chom war he lerc’h he deus lakaet ac’hanon da soñjal kalzig e kontadennoù Andersen. Met ur c’hwezh dezhi he-unan he deus, dre an tem anezhi peurgetket. Ar bugel zo estreget ur pimpatrom, hag an tad-kozh, daoust ma ne vije nemet brokusted ha karantez oc’h ober anezhañ, ne vo ket paeet en distro. Meur a zoare a zo da lenn an oberenn, ar pezh a ro dezhi he finvidigezh. N’eo ket gwall anavezet ar skrivagner, dellezek e vije da vezañ avat, m’emañ e holl oberennoù a-live gant honnezh. Ma vez troet reoù all e lennin anezho hep termal.


Stourm e mor Skos, Clyde Dlugy-Belmont (2015)

N’eo ket gwall hir al levr, div lodenn ennañ, stag an eil ouzh eben.

Ur c’hwezh istorel zo war an dezrevell, kontet war un ton farsus hag o luchañ war-zu ar moliac’h : koktel Pirate des Caraïbes, lakaomp, met diawen. Ar pezh a ro d’al levr-mañ ul liv ispisial eo an emgannoù war vor niverus a vez kontet ennañ. Ar fent implijet n’on ket kizidik outañ tamm ebet : seurt private jokes diwar-benn ar vrezhonegerien hag o sevenadur a-wezhioù… Anat eo e vez ar skrivagner en e vleud en divizoù, e-keñver al lodennoù dezrevellet en em luzia spontus enno : n’eus frazenn ebet he dije ul liv naturel.

N’eo ket ur stil a vezan desachet gantañ diouzh boaz, dija. Displijet-bras on bet gant an istor, em eus bet poan oc’h echuiñ. Ne gomprenen ket ur siseurt er yezh implijet er pajennadoù kentañ; em eus dleet lenn hag adlenn a-rannbennadoù evit kavout penn pe benn d’an traoù. Ha ne vijen ket gouest da gontañ an itrik, daoust m’em bije komprenet ar gerioù : n’em eus kavet krog ebet enni, elfenn ebet d’am zedennañ.

Evit plijout d’an holl, eo ret bezañ fur a foll, a lavarer…  c’han d’en em zizober eus al levr-mañ ne welan interest ebet ennañ.


Je ne quitterai pas ce monde en vie, Steve Earle, Stadoù Unanet (2011)

Ne ouezen ket tamm ebet piv e oa Steve Earles a-raok lenn al levr-mañ, dre zegouezh, peogwir e kaven farsus an titl anezhañ. Skrivañ n’eo ket ar pezh a ra ar muiañ : ur soner ha kaner “country” amerikan eo da gentañ tout. Dizoloet em eus en ur glask titouroù diwar-benn e vuhez (dirollet !) en deus implijet un dudenn wir en e romant, ar pezh n’em boa ket merzet pa n’anavezen ket anezhañ, daoust ma vije brudet : ar c’haner Hanks Williams, en deus awenet kalz anezhañ a-hed e vuhez soner.

Ur romant iskis eo romant nemetañ Steve Earle ; ur meskaj drol etre hudur ha sakr, lastez ha glander. An haroz anezhañ Doc, zo bet mezeg gwezhall. Etre alkohol ha kokain en deus diskennet holl bazennoù an denelezh ha deuet eo d’ober peñse war harzoù bro-Veksik, en ur c’harter lous, ma kendalc’h gant e vicher gozh e kuzh, pa lak bugale ar gisti da riklañ a-benn kaout peadra da baeañ e strinkelladoù dramm pemdez.

Du eo ken ez eo. Ha koulskoude e erru ur plac’h yaouank a cheñcho pep tra. Evel ur mesiah, e pare ar reuzeudien eus o gwallzechoù. Ar merc’hed yaouank a ziviz cheñch buhez, Doc a ziskrog gant an dramm, a zaskor zoken. Kement-se a oberoù vat a zesach evezh un den a iliz, a c’hoario perzh an diaoul, pa lak an evurusted bresk-se da darzhañ.

Eilet eo Doc a-hed an istor gant tasmant Hanks Williams, a gomz gantañ gant mignoniezh, evel ma rae pa oa bev. Gwelet a ra gant ul lagad tort donedigezh Graciela. Magañ a ra un tamm gwarizi outi, kompren a reer perak er fin.

E-barzh filmoù ‘zo gant Almodovar em eus soñjet en ur lenn al levr-mañ, n’eo ket gwall splann ennañ an harzoù etre buhez ha marv, skiant ha burzhudoù. Kar eo ivez da skridoù John Steinbeck e levrioù evel Tortilla Flat, gant tudennoù reuzeudik enno un denelezh divent. Daoust d’an endro kriz, eo Je ne quitterai pas ce monde en vie ur romant leun a zouster hag a spi.

N’eo ket un oberenn vras, moarvat, met dezhi da vezañ bihan eo leun a vrasded.


Les autodafeurs : Mon frère est un gardien (1) ; Ma soeur est une artiste de guerre (2) ; Nous sommes tous des propagateurs (3), Marine Carteron, Frañs (2014 ha 2015)

Marine Carteron, hervez a lavar, he deus skrivet an heuliad teir levrenn-mañ evit he mab, a gave dezhañ ne c’hellfe lenn netra dedennus ken goude Harry Potter. Atizet eo bet va c’huriusted gant ar poent-loc’hañ-mañ.

Lennet em eus an teir levrenn en un tenn, ar pezh a ziskouez eo deuet a-benn eus he zaol. Gwallzedennus eo an istor. Treiñ a ra tro-dro da zaou haroz pennañ, ur paotr 14 vloaz hag e c’hoar 7 vloaz, aotegez “Asperger”. Tudenn Césarine, ar plac’hig, n’eo ket gwirheñvel tamm ebet d’am soñj ; implijet e vez an aotegezh evel ur perzh dibar, evel re an elfed pe ar c’horred. Koulskoude e lak he sav-boent hag he oberoù dic’hortoz kalz fiñv ha kalz pebr en istor.

N’on ket bet plijet gant pep tra el levrioù-mañ : live-yezh komzet ar grennarded, da skouer, pe ar fed e vije re bimbatromel an holl dudennoù. Ar skrivagnerien wellañ evit ar rummad-oad-mañ  a lak an dud gour er jeu kement hag ar re yaouank, doare Timothée de Fombelle pe J.K. Rowling. Gant Marine Carteron, ne zisoñjer ket bezañ aet en tu all d’an oad rekis. Lec’hioù a zo ma tispleg re a draoù en un doare un tammig pedagogel, ne vez ket skañv.

Daoust da se ez eus ur bern perzhioù mat gant an istor-mañ, fiñval a ra kalz, meskañ a ra a-zoare kudennoù krennardiezh pe familh gant traoù kalz ledanoc’h -tost eo ouzh Harry Potter war ar poent-mañ-. Dic’hortoz eo an tem ha pledet e vez gantañ en un doare nevez a-walc’h. Pa soñjer e oa levrioù kentañ ar skrivagnerez, kelennerez diouzh he micher, e c’heller krediñ ez eus a-walc’h a zanvez hag a ijin enni evit gwellaat hag ober ur vrav a resped skrivagnerez. Emaon o vont da heuliañ anezhi a-dost, da c’hortoz e vo prenet an istor-mañ gant saverien filmoù, ar pezh a zlefe c’hoarvezout abred pe ziwezhat.

 


Le club, Michel Pagel, Frañs (2016)

le-club2Klub ar pemp, The famous five, eo Le club : Claude, François, Mick, Annie ha Dagobert. Nemet eo erru bras ar vugale, ha marv eo Dagobert abaoe pell. Hentoù disheñvel o deus kemeret, n’en em welont ket mui nemeur. Pediñ a ra Claude he c’hendirvi da dremen Nedeleg e Kernach, evel gwezhall, lec’h ma vev c’hoazh moereb Cécile, ken disterraet avat m’eo a-boan ma anavez he merc’h c’hoazh.

Lennet em eus pour ha trichin diwar-benn ar romant-mañ. Plac’h ar pour e vin. Moarvat o deus poan tud ‘zo oc’h asantiñ o deus harozed o yaouankiz ur sekselezh, ur wezh erru bras ! Met ijinet eo a-zoare ha gant poell, daoust ma vije ur romant moliac’h a-benn ar fin.

An ebat a zo oc’h adkavout al lec’hioù, an tudennoù, o eñvorennoù a lonk pep tra all amañ -evel en Harry Potter and the cursed child. Emskiantek on n’eo ket ur bennoberenn lennegel, met un dudi don ha c’hwek a zegas en ur c’hoari gant framm ar romantoù orin ha gant personelezh an tudennoù kent. Ha ma vez divinet buan an diskoulm, ne lazh ket an interest evit kelo-se.


Thursday Next 7 : Petit enfer dans la bibliothèque, Jasper Fforde, Rouantelezh Unanet (2012)

thursday-next-tome-7-petit-enfer-dans-la-bibliotheque-542870-264-432Romant diwezhañ an heuliad eo evit poent : un 8vet hini a zo er forn, met n’eo ket bet lakaet e galleg ha ne gredan ket e vije bet embannet c’hoazh e saozneg, zoken. Koulskoude eo anat n’emaomp ket gant un dibenn : echuiñ a ra al levr gant un nor digor war un dro-gaer all.

N’em eus ket kavet dibar penn-da-benn Petit enfer dans la bibliothèque. Lakaat a ra Jasper Fforde e harozez da goshaat, ar pezh n’eo ket nevez, met ivez da zisteraat : n’eo ket deuet e-barzh penn-da-benn goude gwallzarvoud ar romant kent. Evit talañ ouzh ar gudenn-mañ, en deus ijinet un afer luziet a dud “erlec’hiet”, hep gouzout dezho, gant korfoù-den silikon heñvel ouzh o fimpatrom war-bouez nebeut, ha gwelloc’h zoken e-keñver kleved, selled, yec’hed, buander ha kement ‘zo : gourtudennoù, kea. Treiñ a ra kalzig an istor tro-dro d’an afer-se (ha ne gavan ket gwallzedennus). Aet eo diwar-skrid ar robot hegarat a sikoure Thursday el levrenn gent : n’eo ket ur souezh, pa oa o chom gant ar Thursday paper, met diouer en deus graet din. E-touez an temoù liesseurt a vez pledet ganto el levr emañ ar relijion e plas mat : kinniget eo evel ur pezh-mell embregerezh.

Dedennus, souezhus ha kevrinus em eus kavet afer Jenny el levr-mañ c’hoazh. Barrek eo Jasper Fforde da veskañ ar c’hartoù, da lakaat al lenner da goll sont. Gouzout a reer ez eus un dra bennak a-dreuz, met ne c’heller ket e zisplegañ, betek ma vo diluziet gant ar skrivagner.

Hag ur bern souezhadennoù da gaout c’hoazh, referañsoù, tud dezho tresoù lu met diazezet war hor sevenadur voutin : Blytonisted c’harv, a fell dezho kemer harp war skridoù Enid Blyton evit adsevel ur vro virour, pe Millon, an ermit staliet war domani Thursday hag a zo o prientiñ e arnodenn ermit hag o klask fourrañ frazennoù sibilek bep eil poz : n’en deus ket aon Jasper Fforde rak lakaat e lennerien da c’hoarzhin. Dont a ra a-benn da blantañ ur fent skañv ha lennek war un dro, kenkoulz da ziduiñ ha da dalvoudekaat al lenner, rediet da adtommañ gouiziegezhioù kozh evit pakañ soutilded an heuliad.