Category Archives: Mojennoù

Santez Dahud, Roparz Hemon (1935)

Embannet e oa bet Santez Dahud e-barzh Gwalarn da gentañ. Ur gontadenn danevellet eo. Kontañ a ra Roparz Hemon, diouzh e vod, mojenn Kêr-Iz ; un istor dousaet evit klotañ gwelloc’h gant tro-spered relijiel tud e vro eget ar gontadenn hengounel, moarvat. Tro din da zegas d’am soñj e karan skridoù Roparz Hemon, n’eo ket peogwir em eus sunet anezho kerkent ha ma c’hentañ bloavezhioù war ar brezhoneg, met peogwir e skriv eeun ha sklaer hag e evod diouto, memes e komz-plaen, ur wir varzhoniezh.

Rebechoù em eus d’ober memestra. N’on ket bet plijet gant an tres roet gant Roparz Hemon d’an hini a zeu pep gwalleur diwarnañ, Abred : “du e vlev ha kramennek liv e groc’hen”. Dahud, o tremen eus diaoulez da blac’h santel, a bak ur barrad dislivadur diouzh he zu. An daou zibab-se a ziskouez eo koshaet ar skrid, dezhañ ouzhpenn da 80 vloaz.

Ar pezh n’em eus ket kavet eus ar c’hentañ, ivez, eo n’eo ket gwall gempouez ar skrid-mañ war ma meno. Ar penn kentañ anezhañ zo peurlipet, deskrivet eo pizh ha kempenn Kêr-Iz hag hec’h annezidi. Met mont a ra decrescendo, ha seul vui e z’eer war-raok, seul nebeutoc’h a aked lakaet d’an istor. Seblantout a ra bezañ bet echuet diwar-dizh.

Unan eus ar stummoù eus an istor-mañ a blij din ar muiañ ez eo, memestra, gant ar vandenn-treset Bran Ruz gant Alain Deschamps ha Claude Auclair, embannet er bloavezhioù 80.

Advertisements

Mojenn ar vuhez hag ar marv, Goulc’han Kervella (2016)

Kredet em boa e vije dreist-holl mojennoù kozh aztommet el levr-mañ ha n’em boa ket gwall c’hoant d’e lenn.

Ur souezhadenn em eus bet eta. Mat em eus kavet addizoloiñ an teir mojenn bet dastumet gant Anatol ar Braz hag azasaet en ur brezhoneg komprenabloc’h evit skolajidi hag ur pedervet hini diwar-benn seblantoù. Dibabet int bet a-zoare, disheñvel an eil re eus ar re all ha mat da lakaat ar gaoz war ur bern traoù sevenadurel hag ar vuhez pemdez gwezhall. Ar peder danevell all n’int ket holl danevelloù diwar-benn genel, ar pezh a zo boutin etrezo eo ez int istorioù Nedeleg, gant pe hep ganedigezh. Hag an eil tra boutin, eo e pledont holl gant buhez tud munut, tud disoñjet gant ar gevredigezh, dilezet ha reuzeudik. Daoust ma vije disheñvel-mat o endro ez eus kalz kerentiezh etrezo eta.

Mat em eus kavet al levr, dudius, disheñvel ha fromus alies en eil lodenn.


Jurgen, James Branch Cabell, Stadoù-Unanet (1919)

jurgenSammet eo el levr-mañ ur bern traoù n’on ket hoalet ganto. Lennet em eus anezhañ betek penn, dezhañ da vezañ tev ha stambouc’hus, peogwir e felle din kompren kousto pe gousto da belec’h en doa c’hoant ar skrivagner da gas e lennerien… Dre chañs eo dedennus ar yezh ennañ, pinvidik, resis en implij an amzerioù hag ar c’hengerioù, hag em eus kavet ennañ peadra da barfetaat ar yezh, d’an nebeutañ.

En ul lec’h bennak etre ar gontadenn hag an dezrevell harozel emañ an destenn, kaoteriad laouen mesket enni troiennoù adlavaret kar ouzh re ar Bibl tra ma amprest ar skrivagner lod eus an tudennoù (ar boudennoù, a zlefer lavaret kentoc’h) ouzh ar mitologiezh gresian hag ouzh danvez Breizh.

Jurgen zo o pourmen war e drankilite en ur soñjal en e hini gozh a vez war e groc’hen. En em gavout a ra gant unan bennak a lak ar vaouez da vont diwar-wel dre ma kav anezhañ sichant. Jurgen a ya da glask e wreg, dre zever muioc’h eget dre geuz. Kregiñ a ra ur gantreadenn hir e meur a lec’h iskis m’en em gav Jurgen gant boudoù iskisoc’h-iskisañ, merc’hed koant ar pep brasan anezho. Ret eo lavaret en deus adkavet, war e hent, e gorf den yaouank tra m’en deus miret e skiant-prenet hag e eñvorennoù a zen deuet.

Ur meni filozofiezh zo er pajennoù-mañ, emichañs, ur brederiadenn livet a fent diwar-benn an amzer o tremen, gwir dalvoudegezhioù ar vuhez, ar garantez, ha kement ‘zo. Poan em eus, koulskoude, o teskrivan an enoe en deus paket ac’hanon goude un hanter-bajennad lennadenn ha n’en deus ket kuitaet ac’hanon betek ar fin, kement m’em eus lennet meur a levr all a-raok echuiñ hennezh. N’eus buhez ebet en divizoù, anezho rambreadennoù isfilozofel astennet ken hir ha ken hir… N’eo ket dedennus an haroz, an dra nemetañ a ra, estreget dozviñ kaozioù toull, eo fleurachiñ a vaouez da vaouez…

Awenet e vije bet Terry Pratchett gant James Branch Cabell, hervez.

N’em eus c’hoarzhet nemet ur wezh, ha c’hoazh e ran, en ur lenn ar pennad-digeriñ skrivet gant an troer William Auld e 2001 : …”Eus holl levrioù Cabell, Jurgen eo an hini nemetañ a zo chomet war ar marc’had atav eus an deiz m’eo deuet a-ziwar ar wask betek bremañ. Kresket e oa bet e vrud gant ar fed, digredus d’al lenner a-hiziv, e oa bet savet prosez outañ e New-York abalamour ma oa bet kavet dizoare hag hudur. N’it ket da glask kement-se el levr avat !”. Ha me d’en em soñjal : ha posubl e vije, e gwirionez, en dije troet William Auld an 236 pajenn-mañ hep kompren o ster gwirion ? Dezhañ da vezañ skosat, ne ziskouez ket hennezh bezañ bet luskellet gant kanaouennoù hengounel, a-hend-all e ouezfe hep mar petra eo ur vazh, ur c’hleze pe ur vougev evit ar skrivagner-mañ… Seul vuioc’h m’eo pell lennegezh Jamez Branch Cabell da vezañ ken dilikat ha kanaouennoù poblek Breizh !

Pep hini a raio e soñj, evidon, Cabell ebet ken, touet eo.


Sagao de Njal, dianav, bro-Island (XIIIvet kantved)

Sagao-de-NjalRal eo din lenn skridoù ken kozh, ha ne vez ket santet kement-se eo kozh peogwir eo skrivet en un doare skañv, hep pouezañ war ar pathos, hag efedus, pa ya an istor war-raok didrubuilh ha gant lusk.

Evel er Bibl, e vez kinniget pep tudenn nevez gant e wezenn-familh glok. Dre chañs en embannadur esperantek eo bet taolet gouloù war an anvioù pouezus en ur ginnig anezho e lizherennoù stouet, pa vez skrivet ar re ne servijint ket mui en un daore normal, e mod-se e c’heller eñvoriñ anezho. Bubu e c’hell seblantout an doare-mañ d’ober, met un harp bras eo : ur mor a dud a vez kinniget, ken e c’hellfer krediñ ne vije na penn na lost en itrik. Heuliañ a ra ur grommenn resis ha ne vezer ket dipitet kouslkoude.

Diwar-benn an anvioù a-hend-all ez eus un dra hirisus a-walc’h en droidigezh esperantek : miret eo bet an anvioù en o stumm orin. Techet e vezan da implijout an teknik-se pa droan va-unan, pezh ‘zo, al lizherenneg amañ a zo ennañ lizherennoù n’anavezer ket, diaes-tre eo eñvoriñ anvioù hep eor ebet, ha pa vez afer d’o c’hlask er roll e fin al levr, penaos ober, pa grogont gant ul lizherenn dianav ! N’eus ket eus ar gudenn-se en droidigezh gallek, a gredan.

Treiñ a ra an dezrevell tro-dro d’ar baotred : bed ar merc’hed er gevredigezh-se zo ur bed e-kichen. Estreget danvez eskemm int avat. Daoust ma ne vije morse o buhez en arvar, e hisont ar baotred da stourm. Derc’hel a reont tost ouzh enor ar familh. An doare ma levezonont divizoù o gwazed ha mibien zo skrijus hag estlammus. O itrikoù a gemer ur perzh bras en istor, pa vez anv anezho.

Reiñ a ra ar saga-mañ, an hirañ bet skrivet, ur sell dedennus war ur gevredigezh dezhi gizioù disheñvel-mat eus hor re er memes koulz. Ar muiañ a vez desket a sell ouzh ar sistem-barn, met tamm-ha-tamm e tesker ivez diwar-benn aozadur ar gevredigezh dre vras, koñvers, plas ar merc’hed, relijion (où) ha kement ‘zo.Evit ur skrid ken kozh eo un eston e vije ken nebeut enouüs da lenn, a-benn ar fin ! Peadra da reiñ c’hoant da deurel ur sell war saga-ioù islandek all !Bez e c’heller lenn ar saga-mañ e galleg evit netra, en ur glikañ amañ, ha lenn pe bellgargañ anezhi e stumm .pdf amañ, da skouer.

 

 

 

 


Les cités des anciens, Robin Hobb, Stadoù-Unanet (2009 da 2013)

les-cites-des-anciens-tome-1-dragons-et-serpentsEizh levrenn a ya d’ober ar rummad-mañ, a zeu diouzhtu war-lerc’h kelc’hiad Les aventuriers de la mer :
1. Dragons et serpents
2. Les eaux acides
3. La fureur du fleuve
4. La décrueles eaux acides2
5. Les gardiens des souvenirs
6. Les pillards
7. Le vol des dragons
8. Le puits d’argent

Stag eo an daou gelc’hiad ouzh re L’assassin Royal, ar pezh a ziskouez eo ijinet en e zisterañ munudoù ar bed emañ harozed al levrioù-mañ o vevañ ennañ.

la-fureur-du-fleuveNe oan ket sur e vijen ken tomm ouzh an istorioù erevent ha ma oan bet ouzh ar re laeron-vor : e Les aventuriers de la Mer em boa kavet hir a-walc’h ar pennadoù gant ar sarpanted-mor. Dre lenn ar rummad-mañ em eus komprenet pegen ret e oa bezan bet staliet an istor gent-se evit kompren mat honnezh.la decrue4

Hag ur wezh ouzhpenn on bet bleufet, digribet, mezevellet gant an eizh levr, lonket dindan nebeutoc’h hag ur sizhunvezh ganin ! Ur vestrez war he danvez eo Robin Hobb, ken barrek ha JK Rowling. Pell eo he levrioù da vezan ken farsus ha rummad Harry Potter koulskoude ; un ton sirius o deus kentoc’h, a ro pouez d’an darempredoù etre an dud, d’ar garantez, da glask pep hini war-zu ar c’hempouez, ar wirionez, ar reizhded, ar frankiz ha me ‘oar.

les gardiens des souvenirs 5Kemer a ra hec’h amzer Robin Hobb o kinnig he zudennoù niverus hag o kas anezho tamm-ha-tamm d’al lec’h ma tleont ha d’an dud a zleont kejañ outo. Peder levrenn bennak a ya gant an itrikoù-se. Un toull en ober a zeu war-lerc’h ; n’en deus ket kalz tra al lenner da c’hortoz ken, daoust ma n’en dije ket gwall c’hoant da chom bourdet e bouilhenn ar santimantoù. les-pillards-402280Dizale e adkav Robin Hobb ar stur hag e teu an itrik da heuliañ ur c’hrommenn nevez, da vezañ dañjerusoc’h, dalc’hoù nevez a vez dispaket, ha setu adlañset ar mekanik a-zoare. Echuiñ a ra an itrik eus ar c’hentañ, pep hini, den hag aerouant, a gav e blas en daolenn veurdezus ha marvailhus depegnet gant ar skrivagnerez.

Ma oan boemet gant va beaj, n’eo ket teuzet penn-da-benn va spered kritik hag ur wezh echuet va lennadenn em eus maget un nebeut soñjoù diwar-benn ar rummad. Muioc’h eget ar re gent em eus kavet gwregel romantoù Cités des anciens. le vol des dragonsHarozezed zo eus ar penndudennoù dreist-holl. Hag en tu all d’an dibab-se, e teu da vezañ anat din n’eo ket dre zegouezh : eus « gwregel » e c’hellfer kazi tremen da « wregelour », gant ar frankiz a zeu merc’hed al levrioù-mañ a-benn da c’hounit, en desped d’ar gevredigezh krennamzerel int ganet diouti. Daoust hag-eñ eo abalamour da se on ken tomm ouzh levrioù ar skrivagnerez-mañ ? N’on ket sur, met karout a rafen gouzout penaos e vez degemeret seurt lennadenn gant paotred, pa n’anavezanle-puits-d-argent-344944 hini ebet en dije graet an taol-arnod. Ouzhpenn-se e embann Robin Hobb, dre hec’h istorioù, stourm a-du gant an heñvelreviadelezh gourel (eus merc’hed n’eus ket anv ken war ar poent-se), ar pezh a gavan ken desachus all ; fellout a rafe din gouzout koulskoude penaos e vije degemeret lennadenn al levrioù-man gant tud ha ne rannont ket he sonjoù war ar poent-mañ, politikel a-walc’h er mareoù-mañ0.

Da c’hortoz e alian d’an holl re a blij ar faltazi dezho ober anaoudegezh gant ar skrivagnerez espar-mañ, en ur gregiñ gant L’assassin Royal pe gant Les aventuriers de la Mer. Chañs vat deoc’h da ziskregiñ ur wezh m’ho po lakaet ho fri e hini pe hini eus he levrioù !

 

 


Romeo ha Julieta, William Shakespeare, bro-Saoz (1597)

Romeo golo copieLennet em eus an droidigezh vrezhonek eus an drajediezh-mañ, lakaet e brezhoneg gant Klerg ha peurvoullet e 2007 gant Al Lanv.

Romeo ha Julieta a anavezen o istor dre glevet, pe dre istor ar sonerezh. Ar pezh em eus kavet souezhus gant dizoloiñ an destenn e brezhoneg eo keñveriañ oberenn Shakespeare gant ar pezh a greden ez oa -ha ne oa ket tamm ebet heñvel-. Ar skeudenn a oa en va fenn a oa doare ur vojenn hunvre, leun a varzhoniezh hag a arouezioù don ha kuzh. Ha souezhet on bet o tizoloiñ ur skrid bev-birvidik, gant lod tudennoù farsus, fentigelloù hanter-c’hros, un haroz hedro e garantezioù, ur vagerez lonkerez, hag ar gasoni gozh etre an daou di Kapulet ha Montagu en em ziskouez evel ur c’hoari droch etre paotred yaouank-flamm devet gant ar c’hoant da glask kign… Dipitet on, eus ar seurt dipit a sav en unan pa ya da welet er sinema istor ur romant en doa lennet gant bam, evit dizoloiñ n’eo ket tamm ebet an aktourien evel m’en doa o gwelet en e benn (ha din e c’hoarvez alies-mat !!)

Nann, n’on ket kendrec’het da vat gant an istor eta. Marteze em eus he lennet re ziwezhat : nag em bije he c’haret da bemzek vloaz ! Met dreist-holl, emañ re bell eus ar pezh a c’hortozen goude anavezout sonerezh korolladeg Prokofiev. Biskoazh ! Met e mod-se e vez pa stummer ur skeudenn re vrav en e benn.

N’eo ket koll amzer lenn ar pezh-c’hoari-mañ koulskoude, memes m’eo nijet kuit ho romantelezh gant an amzer oc’h ober e dro, evel va hini. Kalz traoù ‘zo da rastellat e brezhoneg Klerg, ha kurius e vijen da geñveriañ ar skrid orin gant an droidigezh a-wezhioù evit kompren penaos en deus gellet kavout traoù ‘zo.

A-hend-all e vijen kontant d’e welet e brezhoneg war al leurenn un deiz bennak ! Sur on e tivouzhfe ac’hanon ouzh ar skrid.


Nan heb e dad, Mikael Madeg (2011)

nan heb e dadKalz perzhioù mat zo gant ar romant-mañ daoust ma vije digempouez a-fed temoù : a-wezhioù e c’hellfer krediñ eo evit skolajidi, pa vez anv eus buhez Nan er skolaj pe eus e istorioù karantez (ha c’hoazh : pa vije al levr e galleg e vije troc’het lodennoù ‘zo gant an embanner moarvat). Mammenn mojennoù Breizh, implijet kalz, a vije kavet dedennus gant bugale bihanoc’h, pe c’hoazh gant arbennigourien war ar sujed. Tud all a c’hellfe bezañ dedennet gant ar brezhoneg nemetañ, pinvidik ha dedennus ma z’eo gant ur roll gerioù leon e fin al levr. Evidon n’on ket sot gant ar c’hontadennoù neuze on bet plijet muioc’h gant al lodenn wirion eget gant ar moliac’h, em eus kavet re eeun. Moliac’h jentil eo, hep enebourien, bep tro ma c’houlenner un dra bennak e teu…

Un iskis a gaoteriad eta, dibosubl da renkañ dindan un etikedenn bennak met plijus a-walc’h da lenn.


An diaoul ouz taol, Aziliz Bourges (2012)

an diaoul ouz taolAr romantig-mañ n’eus ket plijet din, pezh a ouezan mat peogwir em eus lennet div wezh anezhañ, a viz da viz e Brud Nevez ha p’eo deuet er-maez e stumm ul levr goude.

Dipitet on : ar geusteurenn zo mat koulskoude, ur yezh vev, kalzig a fent, degouezhioù drol ha leun a ijin, lusk, startijenn !

An istor, mojenn Kêr-Is adchaoket doare a-vremañ (ur wezh ouzhpenn) n’on ket bet evit pegañ ennañ. N’eo ket dedennus, ha n’eo nemet un digarez evit skrivañ e brezhoneg. Ha pa vije war un ton skañv e c’hortozer eus ar vojenn-se un tamm preder, memes dister. N’em eus ket komprenet da belec’h he doa c’hoant ar skrivagnerez da gas al lenner.

Emichañs n’eo al levr-mañ nemet un digor-kalon ? Spi em eus e ouezo Aziliz Bourges, bremañ m’he deus kavet he zon, kavout he son da heul ha reiñ deomp ur vouedenn magusoc’h ? Mat e vije, kar danvez zo enni.


Lae Izold, Paskal Tabuteau (2012)

Un trevell en deus kaset Paskal Tabuteau da benn gant an 3700 gwerzenn-mañ, lakaet da rimañ gant enklotadurioù hervez an hengoun.

E c’hiz dezhañ eo da adperc’hennañ danvez Breizh, evel m’em boa merzet e meur a destenn all gantañ savet diwar an hevelep patrom gant kalz a ampartiz. Gouzout a ouien eta ne vijen ket dipitet gant al levr-mañ.

Ouzhpenn ober gant ar gwerzaouiñ kozh e tenn e demoù eus danvez hengounel Breizh ivez : Tristan hag Izold, ar wezh-mañ.

An tem ne gosha ket (kontrol da vuhezioù sent, lakaomp), met o vezañ m’am boa adlennet Tristan hag Izold Langleiz n’eus ket dek vloaz zo em boa ar santimant da anavezout mat an diabarzh evit pezh a sell ouzh an daou zevezh kentañ, pezh n’eo ket gwall blijus met a bermet en em stagañ muioc’h ouzh ar stumm e-pad ma lenner.

Alies eo ret lenn a vouezh uhel, n’eo ket evit kompren peogwir eo aes ar stêr, met evit kavout lusk ar werzenn (ha gwiriañ, alies, emañ an 12 troatad aze, hep mui, hep nebeutoc’h, n’oan ket evit herzel !). Rediañ a ra da gemer e amzer, met plijus eo.

An trede devezh oa un tres disheñveloc’h warnañ a gredan. Dudiusoc’h eget pep tra em eus kavet perzh an Ankou ennañ.

Santout a reer ur gwir vestroni a-fed yezh ha doare-gwerzaouiñ penn-da-benn al levr : ret eo bezañ ampart tre evit dont a-benn da gontan un istor dedennus gant redioù ken strizh. Kavet en deus Paskal Tabuteau e vouezh hag e ostilh, emichañs e kendalc’ho da bourveziñ deomp oberennoù all er stumm-se adlakaet diouzh ar c’hiz gantañ, evit brasañ dudi empenn ha kalon al lennerien.


L’assassin royal (7 da 13) : kelc’hiad ar Profed gwenn, Robin Hobb, Amerika (2002-2004)

Pemp bloaz goude m’he doa echuet he 6 levrenn eus L’assassin royal, ha goude m’he doa skrivet ur rummad levrioù all etretant : Les aventuriers de la mer, he deus bet keuz Robin Hobb eus e haroz kent, evit doare : divizet he deus skrivañ un heuliad da L’assassin royal. Adkavout a reomp Fitz 15 vloaz war-lerc’h an darvoudoù o doa klozet al levr kent. E-pad ar 15 vloaz-se eo chomet o vevañ trankil en e gorn, en ur glask disoñjal e vuhez kent, ne c’hello biken distreiñ enni pa gred an holl, pe dost, eo marv, ha p’eo kalz gwelloc’h hag aesoc’h d’an holl e chomfe. Bountet e vo da adkemer an hent koulskoude.
Lod a lavaro marteze e krog re zousig an traoù. Pell e chom Fitz – Tom Blaireau oc’h en em soñjal a-raok pegañ en-dro en e blanedenn. Stag eo ouzh ar vuhez eeun en deus bevet e-pad pemzek vloaz koulskoude, ha me gav din e teu brav e cheñchamant personelezh gant ar skrivagnerez.
En navet levrenn (trede hini ar rummad-mañ eta) e ra Robin Hobb un dra amjestr a-walc’h : lakaat a ra bed ar rummad all he deus skrivet etre an daoù, Les aventuriers de la mer, da gejañ ha da deuziñ da vat gant hini L’assassin royal. Evit ar re n’o deus ket lennet Les aventuriers de la mer eo un disterig stamboc’hus ar mor a ditouroù a zeu en un taol, ha kollet e vezer e penn kentañ pa ne zalc’her ket soñj eus pep tra… Ur c’hempouez a vez kavet goude ur prantad koulskoude, ha plijus tre eo fin ar rummad.
Evezh ‘ pizh m eus taolet ouzh an darempredoù etre Tom hag an hini foll, displeget int eus ar c’hentañ ha diorroet mat tre betek ar fin.
Un dra ‘m eus da rebech ouzh an droidigezh c’hallek (marteze eo heñvel e saozneg, ne ouezan ket), eo an titloù a zo bet roet d’al levrioù. Plad int, re gustum, hep interest : Les secrets de Castelcerf, L’homme noir, Adieux et retrouvailles… asambles gant tresadennoù un tammig bubu e dastumadoù ‘zo, ne roont ket c’hoant bras d’an dud gour da lenn. Domaj eo, kar d’am soñj eo ur rummad faltazi mat tre evit an holl oadoù.