Category Archives: Levrioù didaktik

Disentiñ, Xavier Renou, Frañs (2012)

Ul levr a ro spi, a c’hwezh war glaoù-bev ar c’hoant stourm.

Ar skeudenn farsus hon eus eus obererien Ai’ta, ar furlukined orañjez, da skouer, a skoach un aozadur frammet brav.

An abadennoù-stourm difeuls ne c’hellont dont da vat nemet ma vezont prientet dre ar munud en a-raok ma vijent dalc’het. Dielfennet e vez an endro ha boazioù an enebourien. Pouez ar spered-strollad kreñv, ar fent, a vez diskouezet a-zoare. Pep perzhiad en deus ur rol sklaer da c’hoari, pe e vije e kreiz an ober, pe war al lez anezhañ : brudañ, luc’hskeudenniñ, evezhiañ stourmerien all, jubenniñ etre an daou du…

A-leizh a ditouroù hag a alioù pleustrek a gaver el levr, met mont a ra en tu all d’an dra-se. Kinnig a ra un doare prederouriezh ivez. Ar stourm difeuls zo unan a zoujañs hag a breder. Ur pouez bras en deus ennañ ar c’hengompren gant an “enebourien” hag ar galloud da varc’hata. Kompren a reer mat ne c’hell bezañ kaset da benn nemet gant tud amprouet, gouest da zibab o gerioù a-zoare ha da virout un emzalc’h dereat e n’eus forzh peseurt degouezh. N’ez eus ket plas, er stourmoù-se, ouzh an ijinañ war ar prim.

Lennet e vez al levr gant plijadur, daoust m’em bije kavet hir an displegadennoù a-wezhioù : kenkoulz e vije bet din, evit ur wezh, kaout ur roll “sec’h” eus an traoù, marteze en abeg ma n’em eus ket ezhomm da vezañ kendrec’het eus vertuzioù dibar seurt stourm… digollet on bet p’em eus kavet er bajenn ziwezhañ un diverrañ eus an holl grafoù a zo anv anezho el levr.

Skrivet eo bet al levr gant ur paotr a zo ezel eus ar strollad “les désobéissants” (an disenterien), ha reiñ a ra alc’hwezhioù evit kompren gwelloc’h pal obererezhioù Ai’ta (ha n’eus forzh peseurt obererezhioù disentiñ all evel-just !), ha c’hoant da vezañ niverusoc’h d’o souten.

 

Advertisements

La magie du rangement, Marie Kondo, Bro-Japan (2015)

la-magie-du-rangementUl levr a ziorren personel eo hennezh, farsus a-walc’h p’eo e bal displegañ d’al lennerien penaos renkañ o zi ! Ha n’eo ket gant n’eus forzh piv eo bet skrivet : ken tik e oa ar japanez Marie Kondo gant al lakaat urzh, abaoe he oad tenerañ, m’he deus savet an hentenn KonMari, a gelenn d’an holl dud, hiniennoù hag e karg eus burevioù, a zeu d’he gwelet. He labour eo deuet da vezañ an donezon ral-mañ eta.

Santout a reer a-wezhioù n’emaomp ket o vevañ tre ha tre er memes bed ha hi, ha lod eus he c’huzulioù ne heuilfen ket gant va daoulagad serr. Met mont a ra don e-barzh ar gudenn ha displegañ a ra dre ar munut penaos lakaat ar stlabez da vont kuit (n’eo ket mont diwar-wel a lavaran). Kelenn a ra penaos plegañ an dilhad, da skouer (n’eo ket evel ma reomp-ni). Ha dreist-holl, ur gentel diwar-benn petra lakaat er boubellen ha penaos en ober eo an hentenn-mañ. Evel-just, ur wezh graet tro an ti hervez an hent kinniget hag en doare a zispleg, ne chom ket kalz digarezioù d’an dizurzh !

Inervet e vezan aes a-walc’h gant ar c’hwezh New-age a c’hell en em silañ e seurt levrioù, daoust m’em bije kavet talvoudus an erbedoù dre vras. Marie Kondo a gomz d’he objedoù, ober a ra ivez ul liamm splann etre stad renkadur ho ti hag ho puhez : ur wezh renket an traoù e vezont renket war gement tachenn ‘zo, labour, karantez, yec’hed ha kement ‘zo… Marteze eo mont un tammig re bell ganti. Daoust da se on laouen o vezañ lennet al levr-mañ peogwir eo efedus-kenañ war un dra : ar youl. Adkreizennañ a ra ar vuhez war ar pep retañ, en ur bellaat diouzh kleier lufrus ar gevredigezh beveziñ. Speredelezh japanad skañv eo en ur mod… Leuskel a ran ac’hanoc’h da zivinout gant petra e kasan va devezhioù, du-mañ, abaoe m’em eus serret La magie du rangement… Meur a sac’had-lastez ‘m eus kaset er-maez dija 😀 Hud eo, da vat !

Liamm Facebook


Enseigner la musique au collège : cultures juvéniles et culture scolaire, Florence Eloy, Frañs (2015)

enseigner musique au collègeUn danvez-tezenn roet da lenn d’an neb a gar dre an embann.
Studial a ra ar skolveuregez kelenn an danvez “dister” m’eo ar sonerezh er skolajoù, dreist-holl. “Dister”, dre ma ne vez kelennet nemet un eurvezh ar sizhun e pep klas ha ne gendalc’h ket dre ret el lise ; dister ivez gant an nebeut a bouez a vez roet dezhi gant tud ar vugale, gant ar gelennerien all hag ar melestradurezh a-wezhioù, o vezañ ma ne cheñch netra bezañ barrek war ar sonerezh pe get evit mont gant n’eus forzh peseurt heñchañ.
Alies e keñveria Florence Eloy ar sonerezh ouzh kelenn ar galleg : gant ar gelennerien c’halleg e vez bountet ar vugale da lenn levrioù a denn ouzh al lennegezh, d’ur mare ma paouez ar re yaouank da lenn, alies, ma heuliont o zech naturel. Evit ar sonerezh eo un tamm mat disheñvel, ar grennardiezh eo an oad ma vez selaouet ar muiañ posubl a sonerezh gant mabden. An dalc’h n’eo ket lakaat ar vugale da selaou, met didortañ ha sturiañ an doare o deus da selaou evit ober anezho selaouerien desket, gouest da zibab etre pour ha trichin, d’en em reteriñ un tammig, da gaout ur sell (pe ur skouarn !) un disterig digoroc’h ha dielfennekoc’h…
Daou zoare zo, dre vras, da dommañ ar skolajidi ouzh sonerezhioù nevez evito : en em harpañ war oberennoù a denn ouzh o bed evit deskiñ traoù ‘zo, peotramant klask c’hwezhañ buhez e-barzh sonerezhioù klaseloc’h (a c’hell bezañ rock pe jazz !) en un doare m’en em santfent tost diouzh ar sonaozerien : dre ledañ deskamant, implijout ar fent…
Aterset eo bet ur bern skolajidi ha liseidi, bet eo Florence Eloy o sellet ouzh kentelioù e meur a zoare ti-skol, gant bugale o tont eus metoù disheñvel ha kelennerien eus rummadoù oad disheñvel. An divizoù bihan implijet da bouezañ war ar soñjoù a ro kalz buhez d’al levr.
N’eo ket displijus da lenn ha reiñ a ra danvez preder, daoust ma vije un tamm c’hwezhet ar skritur a-wezhioù, hervez kanonoù seurt studiadennoù e galleg.


Ene al linennoù, Langleiz (1939)

Ene al linennouAl levrig-mañ n’eo ket lennegezh da vat, daoust ma vije skrivet en ur yezh vrav ha ma pledfe gant traoù ijinet tamm-pe-damm gant ar skrivagner. Displeget eo ennañ peseurt temz-spered a ro linennoù ‘zo d’un dresadenn, hervez ma vijent war-zu krec’h pe war-zu traoñ ha kement ‘zo. Er fin e kaver ivez un nebeut displegadennoù diwar-benn implij an niverenn aour en tresañ : penaos rannañ ar skeudenn…

N’eo ket didalvoud-krenn ar c’huzulioù, met displeget eo kement-se gant kement a zamant hag a droidelloù ma n’eus nemet ur c’hoant : diverrañ ha lakaat pep tra war ur follenn nemeti. Ar pezh a zesk ar vugale en atalieroù tresañ : reiñ tresoù drouk, laouen, trist, souezhet… d’ur penn. N’eo nemet se, a-benn ar fin.

N’eo ket dedennus bras al levr evit ar pezh a gont eta. Koulskoude, plijus eo gellout lenn anezhañ, gwelet peseurt doare soñjoù en doa c’hoant Langleiz da rannañ gant an dud, gant petra e oa prederiet. Un eñvorenn eo, kentoc’h eget ul levr pleustrek.

N’eo ket displijus, n’eo ket entanus kennebeut met n’eo ket ur gwall afer peogwir eo berr berr an destenn.


Reun Menez Keldreg, melezour ur vuhez ?, Malo Bouëssel du Bourg (2007)

Reun Menez Keldreg goloMorse ne vezan dipitet pa lennan ul levr bennak eus an dastumad Barn, ha pa n’em bije ket lennet al levr a vez anv anezhañ zoken, evel hennezh : Merc’hed, gant Reun Menez Keldreg.

Un diverrañ eus pep danevell a gaver e fin al levr.

Plijet on bet gant stil Malo Bouëssel du Bourg, daoust ma ne vije ket e levr un oberenn lennegel. Poellek ha soutil e kavan e zoare da empentiñ an traoù. Danvez preder a  vez pourchaset d’al lenner el levriad-mañ, ha danvez-preder hollek dreist-holl : petra zo lennegel, petra n’eo ket, hag ul lod eus e vuhez a vez lakaet gant ar skrivagner en e skridoù ? Soñjoù diwar-benn reizhañ brezhoneg ar skrivagnerien, ha kement ‘zo… Diaes eo da gompren a-wezhioù pa vez implijet un nebeut gerioù arbennik, war ar bredelfennerezh da skouer. Hogen displeget e vezont e brezhoneg er marzh.

Dizolet em eus en Reun Menez Keldreg ur skrivagner dezhañ un ijin ledan ha liesseurt, ha kalz a gizidigezh. N’eus nemet ur c’hoant, ur wezh serret al levr-mañ : lonkañ an danevelloù. Met n’eus ket anezho siwazh… Emichañs e vo heuliet kuzulioù Malo Bouëssel du Bourg hag embannet oberennoù klok Reun Menez Keldreg un deiz bennak ?

 


Sonerezh klasel Breizh, Mikael Bodlore-Penlaez hag Aldo Ripoche (2012)

mus classLaouen bras on e vije bet embannet seurt levr, hag emskiantek eo ur chañs bras e c’hellfemp lenn al levr divyezhek-mañ e brezhoneg : war sujedoù ken arbennik, hervez lezenn ar marc’had, pe e asanter da levrioù divyezhek, pe ne reer netra ! Met ne gomzin amañ nemet eus ar pajennoù e brezhoneg ; n’em eus ket lennet ar re all, nemet evit klask un nebeut gerioù bennak ne oan ket sur anezho.

Kinnig a ra al levr-mañ, eta, un dornad sonaozourien glasel eus Breizh, pe tud o deus tennet o mad eus ar sonerezh hengounel breizhek evit boueta o awen. Ur pennad hollek a gaver da gentañ, o tisplegañ penaos e oa diouzh ar c’hiz en Europa, d’ur mare bennak adalek 1850 dre vras, mont da zastum sonioù pobl evit sevel oberennoù klasel diwarno, ha penaos o deus surfet ar vretoned war ar wagenn-se. Talvoudus eo al lodenn hollek evit lec’hiañ ar vretoned en ardremez istorel. Un daolenn, dreist-holl, em eus kavet dreist : diskouez a ra levezonoù pep sonaozer, gant piv eo bet kelennet, peseurt skol-sonaozañ en deus krouet pe kemeret perzh enni…

Goude se e vez kinniget ar sonaozourien vreizhek pennañ : o buhez, o stil sonerezh, o oberennoù, ur wezh an amzer e vez displeget un oberenn resis dre ar munut ouzhpenn.

Skeudennet eo al levr gant tresadennoù o tiskouez ar sonaozourien, graet holl gant Mikael Bodlore-Penlaez. Reiñ a reont unvaniezh d’an destenn. Ar pep heverkañ, koulskoude, eo ar bladenn-arc’hant a ya gant al levr : 11 sonaozer a vez kinniget pezhioù skouer ganto, sonet gant un triad klasel a-feson. Kavout a ran dreist ar bladenn, selaouet em eus anezhi ouzhpenn ur wezh : sonet eo brav, dibabet mat an tonioù anezhi.

Estreget mel em eus da reiñ d’al levr-pladenn-mañ koulskoude. E gwirionez on bet dipitet a-walc’h gant al lodenn vrezhonek. Vioù-koukoug niverus zo, gerioù a vank pe gerioù adlavaret, mankout a ra virgulennoù alies evit aesaat lenn frazennoù hir a c’heller reiñ meur a ster dezho ; n’eo ket gwall resis traoù zo (Schola cantoNum e-lec’h CantoRum ; lakaet gaolvioloñs e-lec’h violoñs, ha kement zo…). Ur wezh ouzhpenn eo bet espernet war ar bazenn reizhañ, evel bepred, ha dipitus bras eo evit an hini ne fell dezhañ lenn nemet ar brezhoneg ! Ar c’hartennoù divyezhek n’int ket gwall lennabl kennebeut, pe d’an nebeutañ ne c’heller ket chom hep lenn an div yezh warno.

Evit en em frealziñ e c’heller meizañ interest an droidigezh-se evit prenerien ha ne gomzont ket brezhoneg : tud tomm ouzh Breizh, hag o deus aze un abeg ouzhpenn da welet brezhoneg, d’e follenata, ha da c’houzout en deus ur plas bras e Breizh, en oberennoù arbennik zoken. Deskarded da zont, piv ‘oar ?


Oulipo, La littérature potentielle, oberenn a-stroll (adalek 1960), bro-C’hall

Sed aze ul lennadenn dic’hortoz ha plijus-kenañ em eus bet tro da zizoloiñ drezi istrogelled an OULIPO gant ar pezh o deus savet ha hadet. A-raok se ne oa nemet un anv an Oulipo evidon. Komprenet em eus ar pezh o doa bet c’hoant da sevel : frammoù nevez da skrivañ lennegezh dre redioù ha sistemoù liesseurt.

Ar pennadoù kinniget zo tennet war-eeun eus ar pezh o doa skrivet tud an Oulipo : manifesto 1 ha 2, sistemoù kinniget gant an eil pe egile ha skouerioù (ar pep lipousañ).

Kalz a ijin hag a fent zo en doareoù kinniget ; un donezon anat evit ar c’hoari ivez. Erru on sot gant teknikoù ‘zo, pa ‘m eus kavet sot reoù all. Ha gouzout a rit e teu soñj ar “romantoù oc’h an haroz anezho” eus ar strollad-se ?

Ober diouzh ar reolennoù kinniget ha klask o dekodiñ zo ur gwir zudi, koulskoude e soñjan diwar o fenn tre ha tre ar pezh a soñjan diwar-benn ar sonerezh klasel a-vremañ : kalz dudiusoc’h da seniñ eget da selaou…

Digoret eo bet kalz a hentoù nevez gant al luskad-se koulskoude, ha sikour a ra da deurel ur sell disheñvel war al lennegezh, d’he adperc’hennañ. Ul lennadenn eus ar re binvidikañ eta.

 


Laenneg medisin, Goulc’han Kervella (1985)

Diellet-meurbet ha leun a ouiziegezh eo al levr-mañ a gont buhez ha dizoloadennoù mezegiel Laenneg, un den dedennus ken e oa dre e demz-spered hag e liesvarregezhioù. Aes eo da lenn koulskoude, da gentañ dre m’eo flour hag eeun brezhoneg Goulc’han Kervella a-viskoazh, da eil dre m’eo rannet al levr e pennadoù berr, berr tre zoken a-wezhioù. Gwir eo e aesa al lenn peogwir e c’heller troc’hañ e lennadenn n’eus forzh pegoulz hag adkemer ken aes ha tra. Koulskoude ez eus kavet din meur a wezh em bije bet muioc’h a blijadur o lenn ur skrid muioc’h linennek, o veskañ an holl feskadoù a yae d’ober e vuhez kentoc’h eget kinnig anezho  e kelligoù distag an eil re eus ar re all. Chomet on gant doare-ober an naontekved kantved war ar poent-se, ‘m eus aon, p’eo modernoc’h a se doare Kervella da gas e zezrevell.

Forzh penaos eo un deuzar e lenn hag em eus desket ur bern traoù. Ul levr prizius, daoust d’e oad.

 


Ar bed dre ar brezhoneg, Roparz Hemon (1956-1971)

Liesseurt eo pennadoù Roparz Hemon bet strollet amañ gant Per Denez da vezañ embannet gant Hor Yezh e 1994. Ha dre se, e kav din ez eus pour ha trichin enno, hervez interest an nen evit an danvez-mañ-danvez…

Ar pennadoù-se oa bet embannet e Ar Bed Keltiek. Ar re a denn ouzh ar stourm evit ar yezh eo plijus o c’heñveriañ gant an amzer-vremañ ha muzuliañ an hent zo bet graet abaoe m’int bet skrivet. Liv B.A. ar skouted zo warno alies, avat. Pennadoù all zo dudius dre o zanvez : An arz hag ar butun, Ar gitar… hag ur bern dedennus o diabarzh dre ma vez desket traoù dre o lenn : Al levr kristen, Penaos eo bet savet roll-gerioù “diazez ar brezhoneg” da skouer. Evidon, kasaüs a-walc’h em eus kavet ar pep brasañ eus ar pennadoù istorel, o vezañ ma n’eo ket va zachenn muiañ-karet emichañs…

Pouezañ a ran mat talvoudegezh seurt embannadur, ha laouen on o c’hellout implijout al levr-mañ evit klask titouroù on dedennet ganto, met ar meskaj danvezioù ne ro ket ul levr gwall blijus da lenn evit an dudi. Da virout evit ar studi, kentoc’h, eta !


Cinq leçons sur la psychanalyse ha Contribution à l’histoire du mouvement psychanalytique, Sigmund Freud, Aostria (1909 ha 1914)

Gant al levr-mañ em boa c’hoant da zizoloiñ tezennoù Freud drezañ e-unan. Un dibab avizet : displegañ a ra er pemp kentel-se ar pep retañ hag ar pep anatañ eus ar bredelfennerezh da dud ne ouezont ket petra eo.

Skrivet mat eo ha dedennus, daoust ma ne vije ket dizoloet kalz tra e gwirionez, gant an intret m’eo ar bed a-vremañ eus soñjoù Freud. Souezhet on bet gant ton an testennoù, buhezek, aes da lenn ha plijus, enno skouerioù farsus zoken. Kinniget eo an traoù en un doare lennegel ha skiantel war un dro : santout a reer eo frammet ar soñjoù.  Seurt komz-plaen zo aet er-maez diouzh ar c’hiz evit an danvezioù skiantel a gav din, hag e gwirionez e rae diouer din  e fin ar pennadoù ur seurt berrdres, ur c’hinnig dre boentoù, evit renkañ ha strollañ aesoc’h an elfennoù nevez em eñvor.  Netra normaloc’h, pa oa an testennoù-se danvez kaozeadennoù dirak saliadoù.

Ne oa ket ken brav an eil lodenn, skrivet e 1914, o sklaeraat an hentoù lies bet kemeret gant ar bredelfennerezh e penn kentañ, ha, dreist-holl, o resteurel da Gaezar ar pezh oa dezhañ, ha da Freud kemend-all.  An emsav bredelfennel a zouge en e greiz egin e zispac’h ‘toare. Met n’eo ket dudius-meurbet gwelet an dud o sachañ pep hini diouzh e du… da virout d’ar studierien war an danvez marteze ? N’eo ket evit kement-se e oa diaesoc’h da lenn. Enouüs, ne lavaran ket.

Intereset on bet gant personelezh Freud, a laosk da vezañ gwelet en e skridoù.

Un higenn eta, d’al lenner da vont pelloc’h ganti : hag e rin.