Category Archives: Lennegezh evit ar re yaouank (yezhoù all)

Flavia De Luce 5 : Schlussakkord für einen Mord, Alan Bradley, Bro-Ganada (2013)

Kenderc’hel a ra Flavia da fistoulat e pep lec’h en he c’hêriadenn, ha dont a ra brav ganti. N’he deus ket he far evit klevout c’hwezh un torfed, ha pa vez ur c’helan bennak e c’heller bezañ sur n’emañ ket pell.

Emañ he c’hoar henañ war-nes dimeziñ. Honnezh he deus kemeret ivez ar garg dieub a ograourez ar barrez. Rediet eo Flavia, gant he zad, da chom ganti pa z’a da bleustriñ en iliz betek diwezhat : ne vije ket dereat d’ur plac’h yaouank chom pell ouzh he domani, diouzh an noz, hep ambrougerez. Tro da Flavia, a gav hir hec’h amzer, da ziskoachañ un dra bennak dic’hortoz en ograoù…

Donaet e vez an darempredoù-familh evel ar re gant an amezeien en opus-mañ. Dedennus-kenañ eo gras d’e zarempredoù gant ar sonerezh. Adkavet e vez ar framm boaz, anatoc’h dre ma z’eer war-raok gant an heuliad ; tudennoù iskis, liammoù gant an tremened, degouezhioù droch a ra aon (Flavia o kantren e-barzh ur bez kozh eus ar vered e-kreiz an noz, ar wezh-mañ !)… eo barrek-kenañ Alan Bradley d’o reiñ da santout. Farsus e kavan an troioù-distroioù a ra Flavia evit en em silañ etre divesker an dud vras ha kas hec’h enklask da benn. Hag evel bep tro ez eus er fin ur senenn m’emañ he buhez en arvar. Chom a-ra a-us da bennoù ar re zDe Luce kleze gwerzh o maner familh, dre ma n’eus bet kavet diskoulm ebet d’o c’hudennoù arc’hant c’hoazh.

N’he deus ket Flavia kement a aes hag an dud gour da vont da heul he neudenn, dre ma vank dezhi pouez o oad hag o aozadurioù. Koulskoude e sec’h o fri, evel boaz, pa gav an diskoulmoù a-raozo, en ur harpañ war he anaoudegezh don eus ar gimiezh. Reiñ a ra kalz orinded d’an oberennoù-se, a zo kalz danvez enno. Gant ar pempvet romant-mañ e weler ne z’a ket ijin Alan Bradley war zisteraat, er c’hontrol.

Advertisements

Cyberpan, Fabrice Colin, Frañs (2004)

Ur romant evit ar yaouankiz eo Cyberpan. Adkemer a ra istor J. M. Barrie, evel ma tiviner gras d’an anv, hep pellaat kalz diouti. Emañ an istor-mañ en ur glorenn all avat, hini un distopiezh klasel. Ar bed peurvat emañ an harozez Wendy oc’h enouiñ ennañ en deus bevennoù : petra a zo en tu all dezho ? Dizoloet e vo ganti pa vo skrapet gant Peter Pan e-unan.

N’eo ket ul levr dispar, re eeun marteze, daoust ma vije mat ar soñj diazez. Koulskoude ez eus ur blijadur wir o lenn anezhañ, pa vez adkavet enezenn Peter Pan hag hec’h annezidi evel ma oant chomet en hor soñjoù abaoe hor yaouankiz. An itrik, ar santimantoù, an harozed, pimpatromel un tamm, a c’hell bezañ mat da zizoloiñ bed ar skiant-faltazi evit ar re n’int ket boaz outañ c’hoazh. N’int ket magus evit tud deuet, met n’eo ket ur rebech da vat, pa n’eo ket bet savet al levr evito…

Da aliañ pe brofañ da grennarded chomet sot gant Peter Pan 🙂


Thomas Drimm 2 : La guerre des arbres commence le 13, Didier van Cauwelaert, Frañs (2010)

Daoust ma vije liammet start ouzh al levrenn gentañ, hag heuliad poellek ar pezh a zo bet kontet kent, an eil levrenn-mañ eo disheñvel-mat hec’h aergelc’h. Kaset eo bet da get gant Thomas ar blatinenn enep-danvez. Dispar evit dieubiñ an eneoù, met degas a ra un dañjer nevez : droug a vag an natur ouzh mabden ha mennet eo d’e ziverkañ diouzh gorre an douar. Nemet e vije meret ar bobl gant ur Stad en deus diskouezet c’hoazh bezañ diskrupul a-bezh ?

Emaer e kreiz ar romant “ekologel” prometet. Ne c’hell ar c’hudennoù bezañ diskoulmet nemet en ur sevel ul liamm nevez gant an natur. Ijinet mat eo, mont a ra en-dro an itrik. Ludresadenn ar Stad-diktatouriezh a sikour, sur a-walc’h, ar re yaouank da gompren penaos e c’hell an traoù mont da vrein buan hag aes e bed ar politikerezh.

Kenderc’hel a ran da vezañ direnket un tammig gant ur seurt speredelezh a gavan re vezant, re splann. Ne harzo ket ouzhin da echuiñ gant ar rummad, a gavan dedennus dre m’eo disheñvel diouzh ar re all ha leun a souezhadennoù.


Thomas Drimm 1 : La fin du monde tombe un jeudi, Didier van Cauwelaert, Frañs (2009)

Un eneb-haroz kuilh, a-boan 13 vloaz dezhañ, o stlejal e pep lec’h e nanarzh tartouz eo deuet da repuiñ ennañ tasmant ur gouiziek brudet emañ o paouez lazhañ dre zegouezh war an draezhenn gant e sarpant-nij… Un istor eneoù ha ne c’hellont ket sevel, bac’het m’emaint dindan ur blatinenn enep-danvez a warez ar pezh a chom eus ar bed : An “États-Uniques”… Ur genbardonerez techet da evañ a vag Tomaz karantez outi, daoust ma vije en oad da vezañ e vamm… Un tad hag ur vamm dinatur, an eil boesoner hag eben o tamwallgas he mab, en deus foeltret he buhez gouez dezhi… Ludresadenn ur bed eus an dazont digammedet, daoust ma vije gwirion a-walc’h war sujedoù ‘zo. Peadra zo da vezañ divarc’het !

Teir levrenn a ya d’ober an istor-mañ en he fezh. Dibabet em boa anezhi dre ma oa kinniget evel ur romant “ekologel”, un anv-gwan a vez lakaet war Tobie Lolness ivez. El levrenn gentañ-mañ, n’eus anv ebet a ekologiezh. Plantañ a ra an dekor evit ar pezh a zeuio da heul.

Disheñvel eo an ton eus hini ar romantoù all evit ar grennarded. N’on ket sur e vije evito da vat, e gwirionez, poan en deus ar skrivagner o kuitaat e ved a zen deuet. Kavout a ran un tammig iskis an afer eneoù ivez, a zegas speredelezh e-barzh ar jeu, ar pezh a zo dic’hortoz a-walc’h.
A-benn ar fin e kinnig Didier van Cauwelaert un distopiezh orin-kenañ, gant ur stil a seblant ponner da gentañ met a z a en-dro a-feson e servij e itrik. Ijinet-kaer eo an istor, retorn an dud enni. Paket e vezer gant red an darvoudoù ma ‘z eer pelloc’h hag ar pennadoù kentañ a c’hell reputuiñ.


Les mystères de Larispem 2 : Les jeux du siècle, Lucie Pierrat-Pajot, Frañs (2017)

Gant Les jeux du siècle e kendalc’h troioù-kaer Carmine, Liberté hag an emzivad Nathanaël. Dre forzh klask, e krogont da gompren gwelloc’h ar pezh a dremen. N’eo ket aes sevel planioù, peogwir o deus lod anezho traoù da guzhat. An dalc’h evit pep hini, bremañ, eo gouzout gant piv ez a e lealded.

Dibabet eo bet an trikon tud yaouank evit C’hoarioù ar c’hantved : ur seurt c’hoari-gwazi ken bras hag en naturel. Evel er film Jumanji, lakaomp. An dud koshoc’h a soñjo kentoc’h e romant Jules Verne Le testament d’un excentrique, en deus awenet ar skrivagnerez evel-just, ar pezh a zispleg e fin al levr.

Gant an eil levr-mañ e kemer an itrik e nij… hag an harozed ivez ! Gwallzedennus eo penn-da-benn. Kontrol d’ar pezh em boa soñjet, n’eo ket echu an istor tamm ebet e fin al levr, anat eo e teuio meur a levr da heul. Kuitaat a reer Liberté en ur blegenn ziaes, pa zesk Nathanaël traoù dic’hortoz diwar-benn e c’hanedigezh.

Evit al lenner, higennet eo da vat. Siwazh e vo ret gortoz pellik : emañ Les jeux du siècle o paouez bezañ embannet, ha ne zle ket bezañ skrivet c’hoazh ar pezh a zeuio da heul…


Les mystères de Larispem 1 : Le sang jamais n’oublie, Lucie Pierrat-Pajot, Frañs (2016)

Un ukroniezh eo Kevrinoù Larispem : ar bobl an hini a vije bet trec’h da vare dispac’h ar Gumun. Deuet eo Pariz da vezañ ur geoded emren, en he fenn un trikon renerien. Jules Verne zo unan anezho, hag e ijinadennoù a gaver e pep lec’h er geoded, ar pezh a ro ul liv ispisial d’ar romant.

Erru omp war dreuzoù ar bloaz 1900. Dizarbennet, pe lazhet, eo bet an holl aristokrated e-pad ar Gumun. Kouch-tud ar voserien eo an hini kreñvañ er geoded. Carmine, ur plac’h zu, a zo unan anezho. He mignonez Liberté a ya ganti diouzh noz da furchal e tiez dilezet hag hanter zismantret an aristokrated bet. Ur gejadenn iskis graet e-pad unan eus ar gweladennoù enep-lezenn-mañ a lañs an itrik.

Klasket o doa an aristokrated stourm ouzh ar beli nevez en em lakae e plas. N’eo ket aet da get an holl anezho, ha bremañ emaint e sell adkavout o statud kent. Gant se, e riskl an istor war-zu ar moliac’h hag an hudouriezh : an dud eo glas o gwad o deus galloudoù ispisial, pe e plij dezho pe ne ra ket… Daoust hag o do c’hoant, holl, da implijout anezho evit ar memes tra ?

Gwallzedennus em eus kavet an istor-mañ hag ar bed boemus krouet gant ar skrivagnerez. Dudius eo an teir zudenn bennañ, dezho temz-speredoù kreñv. Ankenius eo implij an hudouriezh, ha lipet al labour war personelezh an tudennoù, ha pa vijent a eil renk.

Setu aze ur romant evit ar yaouankiz hag a blijo kement, marteze, d’an dud gour ha d’ar re yaouank, ma n’eo ket muioc’h : aesoc’h eo an endro da gompren pa ouezer un tammig diouzh an Istor. Evidon eo un diskoachadenn a-feson !


La bibliothèque infernale, Neil Jomunsi, Frañs (2012)

Ur wezh n’eo ket bemdez, ul levr-c’hoari eo La bibliothèque infernale, ha seul zedennusoc’h m’eo bet savet a-ratozh evit bezañ lennet war ur skramm. Da lavaret eo n’eus nemet klikañ war ar respont a gavit mat evit en em gavout er bajenn goulennet. Fiskal ! N’eus nemet un dra ha n’eo ket kenkoulz hag al lenn war baper evit seurt levrioù : ret e vije kavout, bep tro, un doare da lakaat al lenner d’ar bajenn ma oa a-raok. Da implijout bep tro ma varvit ! a-hend-all oc’h rediet da zistreiñ d’ar penn kentañ ha da glikañ, klikañ hag adklikañ betek gellout ober un dibab all. Kasaüs eo un tammig. Echuet em eus gant un tamm paper hag ur c’hreion evit skrivañ niverenn ar pajennoù ma oa dibaboù amjestr d’ober 🙂

Ma ne lennan ket aliesoc’h levrioù “on an harozez anezho” eo peogwir e kavan poud o stil, dre vras. War ar poent-se n’eo ket gwall zisheñvel hini Neil Jomunsi, hep bezañ e-touez ar re washañ koulskoude. Techet eo da implijout troiennoù ‘zo pe gerioù ‘zo betek re : “mon vieux” ; hag ar ger chik-meurbet (hervezañ) “néanmoins”, a grog da uzañ ho nervennoù goude ur prantad. Anat eo eo diaesoc’h seurt traoù da reizhañ e seurt levrioù, pa ne vez ket graet un adlenn en urzh eus an traoù, ha n’eus ket tu da adober kement hent posubl…

A-hend-all em eus kavet farsus an avañtur. Kemeret en deus amzer Neil Jomunsi evit kinnig mat an en-dro a-raok lañsañ ar c’hest. Kalzig a fent a zo, ha daveoù da oberennoù pe da dud ‘zo ivez. Plijus-meurbet e kavan lec’h an avañtur : ur mell levraoueg eo ret achap diouti ! Dont a ra ar romant-mañ da yaouankaat ur jener hag a groge e vlev da c’hlasaat. Reoù all a zo gant an hevelep skrivagner, hag a glaskin lenn ivez, gant pe hep va bugale, a zo bet dedennet kalz gant hennezh.


L’affaire Caïus, Henry Winterfeld, bro-Alamagn (1953)

Ur romant-polis istorel evit ar yaouankiz eo L’affaire Caïus, kenderc’hel a ra da vezañ embannet ha lennet daoust ma ne vije ket eus ar re nevesañ. Henry Winterfeld eo skrivagner en deus savet Les enfants de Timpelbach, brudetoc’h eget ar rummad Caïus emichañs.

3 romant a ya d’ober ar rummad Caïus, hennezh eo an hini kentañ hag ar muiañ anavezet. Tennet en deus ar skrivagner e awen digant ur frazenn a zo bet adkavet e Pompei, skrivet gant dorn ur bugel war un templ : Un azen eo Caïus !

Renet eo an enklask gant ur vandennad bugale o chom e Roma da vare an Henamzer. Da heul un emgann etre daou baotr er skol e vez skarzhet unan anezho. Ur chadennad darvoudoù a zeu diwar se, ha pa vez o mignon e kreiz an afer ne fell ket d’ar vugale diskregiñ a-raok bezañ diskoulmet ar gudenn. Interestoù personel ha politikerezh a zo e-barzh ar jeu, ne chomer ket atav war par ar vugale.

Renet eo mat an enklask, kalz suspens enni. Harpet e vez ar vugale gant o mestr-skol kintus a-wezhioù. Tra ma fourront o frioù-furch e pep lec’h e vez silet ur bern gouiziegezhioù diwar-benn aozadur ar vuhez er mare-se. Met mesket eo mat, ha ne santer ket ar volontez pedagogel (kontrol da galz levrioù all a gaver en hevelep astelloù er stalioù-levrioù : Odile Weulersse, ha kement ‘zo).

Plijus eo da lenn, memes evit un den gour.


Everything, everything, Nicola Yoon, Stadoù Unanet (2015)

Ur romant aliet din gant merc’hed 5vet klas.
Madeline zo o paouez tizhout he 18 vloaz. Tremenet he deus he buhez klozet en he zi, hec’h-unan gant ur glañvdiourez ha gant he mamm. Paket gant ur c’hleñved rouez, emañ war var da vervel ma ne chom ket atav en un endro aseptizet. N’eus pare ebet da c’hortoz, dazont gwelloc’h ebet da hunvreal ennañ.
Setu perak ne fell ket d’he mamm e skoulmo darempredoù gant Ollie, an amezeg, emañ e familh o paouez en em staliañ e-kichen. Dedennet eo an daou zen yaouank an eil gant egile, koulskoude, ha dont a reont a-benn da dostaat.
Kompren a ran mat ar pezh a zesach ar grennardezed en istor-mañ, klasel a-walc’h a-fed tem. Ur romant diwar-benn ar surentez hag ar riskloù eo, ouzhpenn bezañ ur romant karantez : petra omp prest da goll evit en em reiñ dezhi ? Gouest eo da zieubiñ, ha da vac’hañ ivez.
Skrivet eo brav, en un doare skañv ha dous. Mesket eo dezrevell Madeline gant posteloù ha tammoù soñjoù tennet diwar al levrioù a lenn, a sdaol skleur war an istor en o mod.
Ul levr plijus, daoust ma vijen erru en tu all d’an oad eo bet skrivet evitañ, ha ma ne vije ket kement a voued evidon ennañ ha ma z’eus evit va skolajiadezed…


Méto 1 : La maison ; Méto 2 : L’île ; Méto 3 : Le monde, Yves Grevet, Frañs (2008, 2009, 2010)

Skrivet gant ur skolaer, ar rummad teir levrenn-mañ he deus alvaonet ac’hanon. Gant nebeut-tre a voienoù, frazennoù berr hag eeun, e teu a-benn ar skrivagner da lakaat al lenner da cheñch bed kerkent ha pajennadoù kentañ ar romant.

Kavout a ra din eo aesoc’h da lenn evit bugale yaouank eget labour ur skrivagner evel Timothée de Fombelle. N’eo ket un oberenn diwar rabad koulskoude. Chomet on oc’h en em soñjal un tammig war ar fed he dije un istor ken klasel (ukroniezh ha distopiezh war un dro, evel na ped a ra berzh evit ar grennarded er mare-mañ) rastellet 13 priz lennegel bennak.

Lakaat a ra Yves Grevet ar biz war ar gwiridig. Ar goulennoù diazez savet gant pep bugel outañ o-unan a gav amañ ur respont lieskementet. Petra a zeu goude ar vugaleaj ? Penaos e c’hell hennezh bezañ un doare toull-bac’h, pa vije er skol, e ti e dud, pe en ur meni frankiz ? Petra eo ur plac’h, pa vever en ur bed ma n’eus nemet paotred ha ma vez didroc’het ar pajennadoù o tiskouez anezho el levrioù-skol ? Penaos kavout e dud ? Ha gellout a ra un toull-bac’h bezañ gwelloc’h eget ur vuhez frank ? Petra eo ur vro, un diktatouriezh ? Penaos sevel un demokratelezh, en desped da aonioù ha boazioù an dud ?

Ar galon hag ar speredegezh eo a saveta an haroz dreist-holl, daoust ma vije kreñv ivez bezañs al lealded hag ar vignoniezh -gant o c’hontrol e-tal dezho : treitouriezh, dorloiñ… Ne ra ket diouer ar feulster, sellet e vez ouzh ar marv war-eeun alies, met prantadoù teneridigezh ha barzhoniel a vez ivez. Spi ur vuhez gwelloc’h a red penn-da-benn ar pajennadoù.

Marteze e c’hellfe bezañ kavet re eeun, pimpatromel, gant tud ‘zo. Evidon n’eo ket, ul levr eo hag a z’a pell ganti, da brofañ brokus adalek 10 vloaz, ha da renkañ en e levraoueg gant doujañs e-kichen Tobie Lolness, La stratégie Ender pe Harry Potter.