Category Archives: Lennegezh evit ar re yaouank (brezhoneg)

Pourmenadenn Yaya 2 : Ar brizoniadez, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao

Ne z’a ket an traoù war wellaat evit Yaya, kouezhet etre krabanoù ur vandennad boued-ar-groug a fell dezho korvoiñ anezhi. Koulskoude emañ en he fenn adkavout he zud, ha n’o deus ket gellet mont kuit hepti, emichañs. Chom a ra bac’het e loch ar re zrouk tra m’eo kaset Tuduo, gant Zhu, da laerezh e-barzh tiez ar c’harter pinvidik emañ ti Yaya ennañ. Ne gavfe ket an ti paneve sikour unan bennak dic’hortoz, a zeu a-benn da lakaat kompren e veno. Dont a ra a-benn Tuduo da gavout ti Yaya hag he gouarnerez Fang Yin, chomet ennañ d’he c’hortoz. Dont a ra honnezh da adkemer ar plac’hig hec’h-unan…

Dre chañs ez eus galloudoù dreistordinal gant Yaya, a-hend-all ne vije ket kalz a spi d’en em dennañ, evit daou vugel o-unan en ur gêr vras bombezennet. An dud gour n’int ket ur rekour bras, hag int ken pennfollet all gant an darvoudoù, pa n’int ket mennet da dennañ o vad eus ar brezel.

Plijus eo atav, gant tresadennoù lipet ha livet kaer, stroñs ha spi. Anat eo n’eo ket echu trubuilhoù Yaya, da vezañ kendalc’het.

Advertisements

Rouanez ar pleg-mor, Serj Richard (2017)

Dont a ra al levr-mañ da heul Ken tost d’an teñzor, a implij an hevelep tudennoù. Ken pouezus all eo an endro : kêr ha bae St Brieg. Desket e vez traoù diwar-benn ar pesketa ha buhez tud an arvor, gant ur pouez bras roet d’ar sevenadur.

N’eus netra da rebech : pinvidik ha flour ar yezh, un itrik poellek. Koulskoude, n’eo ket gwall blijus da lenn. Marteze abalamour ma n’eo ket an harozed gwir harozed, n’int ket studiet pizh. Poan em eus bet oc’h en em stagañ outo, daoust ma ne oant ket dianav din. Lakaat a ra ac’hanon da soñjal el levrioù “lenn” a lennen pa oan bihan, ma ne oa penntudennoù nemet peogwir e oa ret evit lakaat ur bern gouiziegezhioù da vezañ lonket. N’eo ket tre e mod-se e welan an traoù : ar blijadur lenn da gentañ, ar peurrest da heul, mar bez tu, ha ma n’eus ket, n’eo ket sañsubl. Ma vez graet ur valeadenn e bro St Brieg e-kerzh ar romant, e vank a lusk, a suspens, hag an istor karantez ha ne vez nemet damveneget he dije dellezet muioc’h a breder, marteze ? Un afer pouezañ n’eo ken, p’emañ an holl aozennoù amañ. Madik eo, hep mui ken.


Aet on, Gwenn A-Du (2017)

Kavet em eus dreist tem al levr-mañ : un den yaouank a guita e di hep lavaret tra da zen, evit kerzhout eeün dirazañ. Temptadur meur a zen, yaouank pe kozh, emichañs… En em leuskel a ra da vont diouzh ar pezh a gav, ha da zaremprediñ an dud en em gav war e hent. Skrivet eo brav ha dedennus da lenn, keit ha ma vezer e-barzh. Ur wezh adserret al levr, koulskoude, e kav din ne z’a ket pell a-walc’h anezhañ. Chom a ra klouar, evel pa ne rafe nemet kontañ un taol-pleustr gwirion (marteze eo se, met kenkoulz e vije bet en displegañ neuze), daoust ma vije pinvidik-kenañ an tem ha ma vije bet moien da zonaat an traoù evit lakaat an haroz da vevañ degouezhioù estlammusoc’h, pe dañjerusoc’h, pe me ‘oar, evit ma vije desket traoù da vat gant al lenner ha kavet repsontoù da c’houlennoù a sav outañ e-unan. Met n’eo nemet va savboent a zen gour, ha n’eo ket bet skrivet al levr evit e rummad-oad…


Rederien mor, Alice Luron, Antoine Le Fée, Blaise Guillotin, Myriam Guillevic (2017)

Peder danevell, kinniget gant pevar den yaouank, savet tro-dro da dem ar mor. Pep hini anezho a ginnig un endro, ur stil hag un ambiañs disheñvel-mik koulskoude.

Brodiñ a ra Alice Luron, e Distro maouez Kersaozon, tro-dro d’ur vojenn bobl en em strob garv gant ar vuhez gwir.

Kontañ a ra Antoine Le Fée terzhienn an emgann en Istor ur bleiz-mor kozh un danevell faltazi-harozek em eus kavet tost hec’h aergelc’h ouzh hini an heuliad Game af Thrones. Echuiñ a ra gant ur bimpoellenn klasel a-walc’h.

Desachet eo bet muioc’h va evezh gant an div zanevell ziwezhañ.

Ar Chase, gant Blaise Guillotin, zo un destenn skiant-faltazi ma weler ur vagad tud yaouank nevez engouestlet e-barzh an arme o vont da stourm ouzh morviled a zo un dañjer evit ar vro. Ar soñj a zo dreist, an istor kontet brav, gant kalzig a vunudoù hag ur preder ispisial ouzh temz-spered ar penndudenn em eus kavet plijus. Hag awenet e vije bet gant Orson Scott Card, pe un degouezh e vije ?

Gant Myriam Guillevic e cheñcher ton ur wezh c’hoazh. Kontrol d’ar pezh a laosk an titl da zivinout ez eo Morganezed un danevell realist, tostoc’h ouzh ar pezh a vez lennet e brezhoneg diouzh boaz. Renet mat eo, gant ur fin dic’hortoz. Titouret mat eo Myriam Guillevic, evel Blaise Guillotin, war ar bedoù a zeskrivont, n’eo ket chomet o labour diwar-c’horre. Ur gudenn teknikel a zo, marteze, gant an doare da sortial eus ar c’harr e Morganezed, a sell ouzh gwask an dour ? Met ar soñj diazez a zo mat hag an danevell a echu gant ur bann spi.

Emichañs e roio kalon an embannadur kentañ-mañ d’ar peder c’hreunenn skrivagner da vont pelloc’h gant ar skrivañ : atav e vo kavet tud kontant d’o lenn.

 


Fake in China, Maïwenn Morvan (2017)

Sur a-walc’h he deus implijet Maïwenn Morvan ar skiant he deus prenet da vare ur veaj e bro-Sina evit skrivañ ar romantig-mañ. Met a-boan eo ma vez santet, gant an tost m’eo chomet eus he fal : skrivañ evit ar yaouankiz.

Dibabet he deus stumm un eskemm-lizhiri (dindan stummoù modernoc’h : SMS ha postel) etre daou zen yaouank. An hini kentañ, paket gant ur gudenn yec’hed just d’ar mare da vont d’ur veaj e Sina, a ro e blas d’ur c’hamarad a denn kalz dezhañ. Ur soñj dreist ! Ha setu lañset an avañtur.

Desket e vez ur bern traoù, en ur gemer harp war glichedoù a-wezhioù, divountet war-lerc’h.  N’he deus ket klasket ar skrivagnerez deskrivañ pep tra, na kenteliañ betek re. Un drugar eo heuliañ ar paotr yaouank, a gont e bemdez gant fent, an traoù a gav iskis, e zarempredoù gant an dud ha kement ‘zo.

Ar stek he deus Maïwenn Morvan evit skrivañ seurt levrioù skañv. Distresus eo da vat, dispar evit ar vakañsoù !


Pennogio, Paskal Hervio (2017)

Ul levr skouer eo eus ar pezh em bez diegi o lenn diouzh boaz : ur gontadenn aztommet, skuilhet warni lipig fresk darvoudoù a-vremañ… ne oa ket uhel va youl.

Met ur raksoñj faos e oa, penn-da-benn !

Da gentañ em eus bet kalz ebat oc’h addizoloiñ Pennogio giz Afrika an Norzh. Tost eo azasadur Paskal Hervio ouzh an destenn orin, er penn kentañ d’an nebeutañ, kalz startijenn enni. Santout a reer ur ouiziegezh don eus ar vro hag eus gizioù he annezidi : pinvidikaat a ra ar gontadenn e-lec’h he distresañ.

Ouzhpenn, ar yezh a implij ar skrivagner zo un drugar he lenn : pinvidik ha resis ar geriaoueg anezhi, daoust ma chomfe aes da lenn atav. Kement ha m’en deus gellet en deus silet en destenn gerioù arab a vez komprenet gant an holl en deiz hiziv : tro da zigeriñ ar gaoz, gant ar skolajidi, war orin ar gerioù-se hag emdroidigezh ar yezhoù dre vras.

Adal ma kuita Pennogio ar gêr m’en doa kavet e stumm denel, e pella an istor eus kontadenn Collodi evit pegañ ouzh kudennoù ar bed a-vremañ (ne vin ket resisoc’h evit leuskel deoc’h plijadur ar souezhadenn). Graet eo en un doare soutil, ha kavadennoù farsus zo a-fed geriaoueg pe evit lakaat bed Pennogio da glotañ gant hon hini.

Ur gontadenn gentelius eo Pinocchio Collodi, Pennogio Paskal Hervio zo enni div wezh kement a gentelioù, pasket gant fent hag ijin avat.

Setu ur brouenn e c’heller kontañ n’eus forzh petra, gant ma vije gant donezon… hag ez eus.

N’eus da ziwall nemet un dra : dre m’eo stag ouzh darvoudoù a c’hoarvez er bloavezhioù-mañ, ez eus chañsoù bras ne goshao ket kenkoulz Pennogio ha Pinocchio. Na laoskit ket anezhañ e-pad 10 vloaz dindan ho perniad levrioù da lenn…


Teñzorioù, Ilan Kervoas-Le Nabat ha Sulian Le Bozec-Chiffoleau (2017)

Strollet eo bet el levrig-mañ daou skrid gant daou skrivagner disheñvel.

An hini kentañ eo gant ur plac’h eo bet skrivet : Ilan Kervoas-Le Nabat, a ginnig ur c’hest faltazi-harozek, Teñzor Firewall. Skrivet brav eo, gant lusk, ijinet mat ha poellek an itrik. Evel ma c’hoarvez alies, e santer eo bet peurlipet ar penn kentañ ha labouret nebeutoc’h war ar fin, a echu en un doare re drumm evit seurt jener lennegel. Met reiñ a ra c’hoant da heuliañ pizh ar skrivagnerez, gant ma kendalc’ho ganti.

An eil zo bet savet gant ur paotr : Sulian Le Bozec-Chiffoleau, a ginnig un dezrevell-c’hoari, Milio, un ofiser e karter. E bed ar vorlaeron e kas e lennerien. Skrivet brav eo ivez, gant kalzig a fent. Pevar hent disheñvel-mat a c’heller heuliañ da gas an istor da benn. Tennañ a ra muioc’h d’ur boelladenn-stil eget d’ul “levr oc’h an haroz anezhañ” marteze, dre ma n’eus nemet ar 4 choaz-se d’ober. Marteze eo bet krennet ar raktres-diazez evit un disoc’h muioc’h realist ? Plijus eo an istor da zizoloiñ, ha santout a reer er skrivagner yaouank danvez ur bluenn, a vo kinniget boued fonnusoc’h ganti en dazont, emichañs.


Ur wech e oa, Albert Deshayes (2005)

An tech da reiñ an anv Ur wech e oa d’ul levr pe da n’eus forzh peseurt oberenn all em eus kavet bleup a-viskoazh. Bez ez eus kement anezho, ma n’heller ket didouezhiañ an eil re eus ar re all. Neuze e vez disoñjet an oberenn hag he diabarzh ken aes ha tra… Ne vern.

War dem ar c’hontadennoù pobl emañ al levr eta. Diaes eo da renkañ en ur garrezenn : n’eo ket lennegezh vrezhonek a-orin, pa oa bet skrivet ha c’hoariet an tri anezho e galleg da gentañ a-raok bezañ lakaet e brezhoneg gant Albert Deshayes. N’eus nemet e brezhoneg e kaver ul levr anezho avat. A-hend-all, n’eo ket bet ijinet an istorioù-se gant Albert Deshayes, troet unan, adstummet eben, roet dezhi tres ur pezh-c’hoari d’an trede… n’em eus ket komprenet hag-eñ e oa bet savet ar pezhioù-c’hoari gallek anezho gant Albert Deshayes e gwirionez, pe gant tud all.

Tri skrid berr zo el levr. Daou anezho a zo stummet evel pezhioù-c’hoari, unan all diouzh skouer ur gontadenn, giz Luzel : Herve, an deskard meliner. Skrivet eo bet gant bugale kelc’hiad 3 (CM), ha deuet eo brav-tre ganto a gav din, en ur adimplijout elfennoù o doa kavet e kontadennoù all (korriganed, Ankou) ha reiñ kalz buhez dezho, ar pezh a ro un doare “pep retañ” eus ar c’hontadennoù-pobl a c’hell bezañ adimplijet aes gant tud a ra war-dro bugale pe deskarded e brezhoneg. Eeun ha pinvidik eo ar yezh war un dro, un teuzar.

Ar pezh-c’hoari kentañ, Baron ar pont hag e varliton Yann, a santer eo bet lufret gant an implij. Diruilhañ a ra ar gerioù hag ar frazennoù anezhañ en un doare naturel, graet e vez implij eus an adlavarout en un doare brav, da gompren mat ha da zerc’hel soñj. N’eo ket orin-tre an tem, tennet eus ul levr gant Max Jacob, met efedus, sur.

An eil a zo bet tennet an istor anezhi eus ur romant gant ar skrivagner breizhat evit ar yaouankiz Yvon Mauffret. Mojenn Konomor eo e anv. N’eo ket sklaer piv eo an haroz anezhañ, pe ar sant Gweltaz, pe an tirant Konomor, pe e wreg santez Trifina. Dedennus eo an tem pa bermet reiñ buhez en-dro da vojennoù oadet-kaer. Traoù ‘zo em eus kavet iskis, ar pezh a vez lavaret diwar-benn ar yezhoù peurgetket, met marteze n’on ket titouret mat pe eo un doare all da gompren an traoù. Ar pezh-c’hoari-mañ ne gav ket din e vije ken flour hag en hini all ar yezh ennañ ; n’eo ket ken kempouez kennebeut. Ar pezh a ra e dalvoudegezh eo an tem anezhañ.

Ul levrig ha n’eo ket uhel ar c’haoc’h en e revr met a chom plijus da lenn dre m’eo poblek, ha lipet a-fed yezh.


Panelloù, Laurence Lavrand (2016)

Div banell zo o kaozeal : an neudenn eo evit kontañ senennoù bihan n’o deus netra da welet etrezo estreget ma tremenont e Breizh ; evel ma vez graet gant ar vugale pa ginnigont beihadegoù er c’hampoù-vakansoù. Ur studierez komunour, un tad-kozh hag e vab-bihan, un eured farsus, kannerezed-noz, atalier un arzour, ur c’houblad o tispartiañ, peñse ur vag-dre-lien…

N’eo ket skrivet fall, evel-just, ouzh ur skrivagnerez arroutet hon eus afer, met anzav a ran on chomet digas-kaer rak buhez kuzh an daou damm tol. N’eo ket ordin an tem met ne lak ket anezhañ da vezañ dedennus evit kelo-se. C’hwezh an dever-skol zo war al levr, diawen ken ez eo. M’en dare petra a zegas seurt oberenn d’al lennegezh vrezhonek, ha penaos e c’hellfe bezañ entanet ar grennarded eo bet skrivet al levr evito, ganti… Gant ar skrivagnerez-mañ e alian kentoc’h an oberennoù kreizennet tro-dro d’ur grennardez bennak, dont a reont bravoc’h ganti, hep mar.


Stourm e mor Skos, Clyde Dlugy-Belmont (2015)

N’eo ket gwall hir al levr, div lodenn ennañ, stag an eil ouzh eben.

Ur c’hwezh istorel zo war an dezrevell, kontet war un ton farsus hag o luchañ war-zu ar moliac’h : koktel Pirate des Caraïbes, lakaomp, met diawen. Ar pezh a ro d’al levr-mañ ul liv ispisial eo an emgannoù war vor niverus a vez kontet ennañ. Ar fent implijet n’on ket kizidik outañ tamm ebet : seurt private jokes diwar-benn ar vrezhonegerien hag o sevenadur a-wezhioù… Anat eo e vez ar skrivagner en e vleud en divizoù, e-keñver al lodennoù dezrevellet en em luzia spontus enno : n’eus frazenn ebet he dije ul liv naturel.

N’eo ket ur stil a vezan desachet gantañ diouzh boaz, dija. Displijet-bras on bet gant an istor, em eus bet poan oc’h echuiñ. Ne gomprenen ket ur siseurt er yezh implijet er pajennadoù kentañ; em eus dleet lenn hag adlenn a-rannbennadoù evit kavout penn pe benn d’an traoù. Ha ne vijen ket gouest da gontañ an itrik, daoust m’em bije komprenet ar gerioù : n’em eus kavet krog ebet enni, elfenn ebet d’am zedennañ.

Evit plijout d’an holl, eo ret bezañ fur a foll, a lavarer…  c’han d’en em zizober eus al levr-mañ ne welan interest ebet ennañ.