Category Archives: Kontadennoù

Ur wech e oa, Albert Deshayes (2005)

An tech da reiñ an anv Ur wech e oa d’ul levr pe da n’eus forzh peseurt oberenn all em eus kavet bleup a-viskoazh. Bez ez eus kement anezho, ma n’heller ket didouezhiañ an eil re eus ar re all. Neuze e vez disoñjet an oberenn hag he diabarzh ken aes ha tra… Ne vern.

War dem ar c’hontadennoù pobl emañ al levr eta. Diaes eo da renkañ en ur garrezenn : n’eo ket lennegezh vrezhonek a-orin, pa oa bet skrivet ha c’hoariet an tri anezho e galleg da gentañ a-raok bezañ lakaet e brezhoneg gant Albert Deshayes. N’eus nemet e brezhoneg e kaver ul levr anezho avat. A-hend-all, n’eo ket bet ijinet an istorioù-se gant Albert Deshayes, troet unan, adstummet eben, roet dezhi tres ur pezh-c’hoari d’an trede… n’em eus ket komprenet hag-eñ e oa bet savet ar pezhioù-c’hoari gallek anezho gant Albert Deshayes e gwirionez, pe gant tud all.

Tri skrid berr zo el levr. Daou anezho a zo stummet evel pezhioù-c’hoari, unan all diouzh skouer ur gontadenn, giz Luzel : Herve, an deskard meliner. Skrivet eo bet gant bugale kelc’hiad 3 (CM), ha deuet eo brav-tre ganto a gav din, en ur adimplijout elfennoù o doa kavet e kontadennoù all (korriganed, Ankou) ha reiñ kalz buhez dezho, ar pezh a ro un doare “pep retañ” eus ar c’hontadennoù-pobl a c’hell bezañ adimplijet aes gant tud a ra war-dro bugale pe deskarded e brezhoneg. Eeun ha pinvidik eo ar yezh war un dro, un teuzar.

Ar pezh-c’hoari kentañ, Baron ar pont hag e varliton Yann, a santer eo bet lufret gant an implij. Diruilhañ a ra ar gerioù hag ar frazennoù anezhañ en un doare naturel, graet e vez implij eus an adlavarout en un doare brav, da gompren mat ha da zerc’hel soñj. N’eo ket orin-tre an tem, tennet eus ul levr gant Max Jacob, met efedus, sur.

An eil a zo bet tennet an istor anezhi eus ur romant gant ar skrivagner breizhat evit ar yaouankiz Yvon Mauffret. Mojenn Konomor eo e anv. N’eo ket sklaer piv eo an haroz anezhañ, pe ar sant Gweltaz, pe an tirant Konomor, pe e wreg santez Trifina. Dedennus eo an tem pa bermet reiñ buhez en-dro da vojennoù oadet-kaer. Traoù ‘zo em eus kavet iskis, ar pezh a vez lavaret diwar-benn ar yezhoù peurgetket, met marteze n’on ket titouret mat pe eo un doare all da gompren an traoù. Ar pezh-c’hoari-mañ ne gav ket din e vije ken flour hag en hini all ar yezh ennañ ; n’eo ket ken kempouez kennebeut. Ar pezh a ra e dalvoudegezh eo an tem anezhañ.

Ul levrig ha n’eo ket uhel ar c’haoc’h en e revr met a chom plijus da lenn dre m’eo poblek, ha lipet a-fed yezh.

Advertisements

Ar skrilh a lavaras “Sut” !, Yann Varc’h Thorel (2015)

Dizoloiñ a ran gant al levr-mañ un dremm nevez d’un den a anavezan pell ‘zo evit e droidigezhioù.

En e varzhonegoù, e c’hoari Yann Varc’h Thorel gant ar gerioù. Fent a oar lakaat, kement hag ampartiz, e testennoù awenet dreist-holl gant bed ar vugale : natur, loened bihan ha bras tresoù tud dezho, taolennoù lieskementiñ, mentoniezh, lizherennegoù… luchañ a reont war-zu ar surrealism a-wezhioù.

Re uhel eo al live yezh da lakaat ar barzhonegoù-mañ etre daouarn ar vugale hep na vijent skoazellet gant unan bennak, emichañs. Un teñzor e vo evit o c’helennerien avat ! Hag evit an dud gour int un drugar, skañv ha bouetus war un dro.

Ar pezh a lavaran amañ n’eo nemet evit lodenn gentañ al levr : skridoù Yann Varc’h Thorel e-unan. Karet em bije kenderc’hel ganti a-hed al levr, met ne oa ket a-walc’h anezho moarvat. An eil hanterenn a zo enni troidigezhioù barzhonegoù dreist-holl : diwar ar galleg (Keineg, Corbière…) pe diwar ar sinaeg, kalzig. Brav int ivez da lenn, met n’eo ket ar memestra, ha domaj e kavan na vezañ ket meneget war golo al levr e oa estreget krouidigezhioù personel ennañ. Ur gontadenn pe ziv, troet diwar ar sinaeg ivez, zo en em gollet e-touez ar peurrest… Direnket on bet gant diouer unvaniezh testennoù al levr-mañ.

Daoust da se eo bet ur souezhadenn vrav din dizoloiñ ar barzh awenet-mañ, dezhañ un ton personel ha didrabas. Ul lagad a zalc’hin warnañ diwar vremañ.


Bedig mab an dig 3, Biel Elies (XXvet kantved)

Embannet eo bet an trede dastumad testennoù-mañ, kinniget gant Mikael Madeg, e 2013. Dilerc’hioù ar skubellad eo, marteze… Un doare aes eo d’ober anaoudegezh gant pluenn ar skrivagner ; gwir eo e red ar gerioù en un doare naturel-tre dindan e vizied hag ez eus ur gwir stil gantañ.

Kavet em eus enouüs ar bras eus an “danevelloù”, a gavan a-ziwar-c’horre. Tostoc’h ouzh marvailhoù eget ouzh skridoù, en ur mod, ha n’on ket plac’h ar marvailhoù tamm ebet. N’eo ket pec’hed lenn tammoù eñvorennoù, met n’int ket dedennus-bras. Dihunet eo bet va evezh tro ar fin gant an nebeut testennoù a gomz eus e amzer er brezel. A-hend all e vez drailhet gerioù sofkont, duet pajennadoù gantañ hep gouzout re da belec’h en deus c’hoant da vont… N’eo ket tamm ebet ar pezh a blij din lenn. Ur santimant un tammig heñvel em boa bet en ur lenn eñvorennoù Jañ-Mari Skraign, ma ‘m eus soñj mat. Kement ha diskouez n’eo ket ar gonterien ampartañ a ra ar gwellañ skrivagnerien ; o donezon a zo e lec’h all ! Ur gourc’hemenn a c’heller ober d’an holl destennoù-se, d’an nebeutañ, eo int sklaer hag aes da lenn, doare Naig Rozmor un tammig. Lennegezh dre gomz, kentoc’h eget dre skrid, ar pezh a zo iskis da lavaret diwar-benn Biel Elies ha ne oa ket konter tamm ebet…

Klask a rin an daou levr kent, koulskoude, kement ha kaout ar sell ar c’hlokañ posubl war an traoù. Un dra vat e oa strollañ an holl destennoù bihan-se, strewet amañ hag ahont, evit gellet o studiañ paneveken. Hag evit mont pelloc’h gant ar soñj-se, e kavan un tammig droch bezañ bet graet un dibab, a-benn ar fin ; bezañ bet embannet lod eus an testennoù diechu, bezañ laosket ar romantoù a-gostez, ha kement ‘zo. Met ur sapre labour zo bet kaset da benn gant Mikael Madeg dija, deomp da adperc’henniñ ur glad a vije aet e puñs an ankounac’h a-hend-all .


Jurgen, James Branch Cabell, Stadoù-Unanet (1919)

jurgenSammet eo el levr-mañ ur bern traoù n’on ket hoalet ganto. Lennet em eus anezhañ betek penn, dezhañ da vezañ tev ha stambouc’hus, peogwir e felle din kompren kousto pe gousto da belec’h en doa c’hoant ar skrivagner da gas e lennerien… Dre chañs eo dedennus ar yezh ennañ, pinvidik, resis en implij an amzerioù hag ar c’hengerioù, hag em eus kavet ennañ peadra da barfetaat ar yezh, d’an nebeutañ.

En ul lec’h bennak etre ar gontadenn hag an dezrevell harozel emañ an destenn, kaoteriad laouen mesket enni troiennoù adlavaret kar ouzh re ar Bibl tra ma amprest ar skrivagner lod eus an tudennoù (ar boudennoù, a zlefer lavaret kentoc’h) ouzh ar mitologiezh gresian hag ouzh danvez Breizh.

Jurgen zo o pourmen war e drankilite en ur soñjal en e hini gozh a vez war e groc’hen. En em gavout a ra gant unan bennak a lak ar vaouez da vont diwar-wel dre ma kav anezhañ sichant. Jurgen a ya da glask e wreg, dre zever muioc’h eget dre geuz. Kregiñ a ra ur gantreadenn hir e meur a lec’h iskis m’en em gav Jurgen gant boudoù iskisoc’h-iskisañ, merc’hed koant ar pep brasan anezho. Ret eo lavaret en deus adkavet, war e hent, e gorf den yaouank tra m’en deus miret e skiant-prenet hag e eñvorennoù a zen deuet.

Ur meni filozofiezh zo er pajennoù-mañ, emichañs, ur brederiadenn livet a fent diwar-benn an amzer o tremen, gwir dalvoudegezhioù ar vuhez, ar garantez, ha kement ‘zo. Poan em eus, koulskoude, o teskrivan an enoe en deus paket ac’hanon goude un hanter-bajennad lennadenn ha n’en deus ket kuitaet ac’hanon betek ar fin, kement m’em eus lennet meur a levr all a-raok echuiñ hennezh. N’eus buhez ebet en divizoù, anezho rambreadennoù isfilozofel astennet ken hir ha ken hir… N’eo ket dedennus an haroz, an dra nemetañ a ra, estreget dozviñ kaozioù toull, eo fleurachiñ a vaouez da vaouez…

Awenet e vije bet Terry Pratchett gant James Branch Cabell, hervez.

N’em eus c’hoarzhet nemet ur wezh, ha c’hoazh e ran, en ur lenn ar pennad-digeriñ skrivet gant an troer William Auld e 2001 : …”Eus holl levrioù Cabell, Jurgen eo an hini nemetañ a zo chomet war ar marc’had atav eus an deiz m’eo deuet a-ziwar ar wask betek bremañ. Kresket e oa bet e vrud gant ar fed, digredus d’al lenner a-hiziv, e oa bet savet prosez outañ e New-York abalamour ma oa bet kavet dizoare hag hudur. N’it ket da glask kement-se el levr avat !”. Ha me d’en em soñjal : ha posubl e vije, e gwirionez, en dije troet William Auld an 236 pajenn-mañ hep kompren o ster gwirion ? Dezhañ da vezañ skosat, ne ziskouez ket hennezh bezañ bet luskellet gant kanaouennoù hengounel, a-hend-all e ouezfe hep mar petra eo ur vazh, ur c’hleze pe ur vougev evit ar skrivagner-mañ… Seul vuioc’h m’eo pell lennegezh Jamez Branch Cabell da vezañ ken dilikat ha kanaouennoù poblek Breizh !

Pep hini a raio e soñj, evidon, Cabell ebet ken, touet eo.


Die unendliche Geschichte, Michael Ende, bro-Alamagn (1979)

die unendliche geschichteLennet em boa al levr-mañ e galleg c’hoazh, pa oan krennardez, hag ouzhpenn ur wezh peogwir e oan bet plijet ha merket gantañ. Iskisat tra avat : en ur adlenn an eil lodenn, n’em boa soñj ebet anezhi ! Kouskoude eo ken dedennus all, muioc’h zoken, met n’eo ket dibosubl ne glotfe ket ken brav gant tro-spered bugale hag al lodenn gentañ. Bastian, an haroz, a gostezia eus tu teñval an nerzh ha poan en deus oc’h adkavout un hent reizh… Er c’hentañ hini e klask dreist-holl en em zizober eus ar sioù a beg outañ, kavout fiziañs ennañ, kreskiñ, p’eo an eil lodenn un afer dibaboù a-hed ar vuhez ; dibab e vignoned hep gwerzhañ e ene, deskiñ koshaat ha mervel, anavezout e fazioù, n’en em leuskel ket da vont gant sec’hed ar galloud : kudennoù tud gour kentoc’h.

Adkemeret eo bet soñj an “unendliche Geschichte” gant meur a skrivagne : un den gwir a c’hell antreal en ul levr ha kaout e blas en istor a zo skrivet ennañ. Ar pezh a lak ar romant-mañ a-us d’ar re all a seurt gantañ eo ez eus ennañ ouzhpenn oberoù. Prederouriel eo e doare ar c’hontadennoù kozh, hag an deskrivadurioù dre ar munut, ma ne vezont ket mui diouzh grad ar vugale a-vremañ, a binvidika kalz an istor. An doare m’eo savet ar romant a zo luziet ; ma kompren Bastian goude ur prantad eo eñ a zo gortozet evit saveteiñ ar bed faltaziek, e c’hell al lenner kompren eo galvet ivez e-pad m’emañ o lenn. Vad a ra terriñ e benn gant un itrik peurboellek a seurt-se, desachañ a ra an evezh a-hed al levr.

D’am soñj eo bet pouezus al levr-mañ e istor ar romantoù faltazi, a-raok ne vijent diouzh ar c’hiz emaomp en he c’hern abaoe un nebeut bloavezhioù. Dedennus eo e lenn abalamour da se, hag ivez peogwir n’en deus ket koshaet kement-se : n’en deus ket kollet e hoal gant an oad. Arabat diazezañ e raksoñj war ar pezh a zo bet tennet dioutañ war ar skrammoù avat : c’hwitet a-walc’h e seblant bezañ, hag ar skrivagner e-unan, p’en doa gwelet ar film tennet eus e levr e 1984, a oa bet ken heuget gant an disoc’h ma oa deuet a-benn da lakaat tennañ e anv diwarnañ…


Le livre de Perle, Timothée de Fombelle, Frañs (2014)

livre de perleUr romant evit ar yaouankiz eo, evel Tobie Lolness ha Vango. N’eo ket evit kement-se eo aes da lenn, pa lak al lenner da bourmen etre daou ved, hon hini hag unan faltaziek ennañ boudiged hag euzhviled, met ivez etre an amzer-dremenet hag an hini a-vremañ.
Anavezet e vez stil Timothée de Fombelle diouzhtu. Ar skrivagner-mañ zo skragn war an adverboù, kinnig a ra frazennoù noazh, berr, barzhoniel. An trede istor eo a lennan digantañ ha krog on da gavout e sistem-skrivañ un tammig re sistematek : hegaset e vezan gantañ un disterig. Marteze abalamour ma ne oan ket ken boemet gant an temoù a vez pledet ganto ar wezh-mañ, bed ar marvailhoù. N’em eus ket kavet ken brav Le livre de Perle nag evit Vango, nag evit Tobie Lolness, daoust ma vije kalz heñvelderioù etrezo. Krediñ a ran eo muioc’h kreizennet war fantasmoù ar grennarded, pa blij an daou all kement d’ar re yaouank ha d’ar re gozh.

N’eo ket fall dre vras, enouüs un tammig a-wezhioù, brav da lenn memestra.


Daoulagad ar Werc’hez, Malo Bouëssel du Bourg (2014)

daoulagad ar werchezEl levrig tanav-mañ ez eus teir danevell diwar un hevelep tem : an haikus. Iskisat tem evit un dastumad danevelloù, met pa lenner anezho ne gaver ket ken souezhus-se ken.

Tost tre eo aergelc’h  Daoulagad ar Werc’hez ha Sed va fri ouzh kontadennoù, met kontadennoù romantaet, evel re Astrid Lindgren. Plijus-tre int ha leun a ijin. Kouviadenn Tonton H. zo un danevell glaseloc’h a luch war-zu ar fent kentoc’h ha dont a ra brav gantañ ivez. Brav eo ar yezh, resis, skeudennet : dedennus eo ar skridoù-mañ estreget evit bugale.

Ar gudenn, gant ar skrivagner-mañ, a vez atav ar memes hini : blaz ar re nebeut…


Ur bed nevez, Poulossier / Audic / Le Verge (2013)

ur bed nevezN’on ket bet entanet tamm ebet gant al levrig-mañ.

N’eo ket ur romant met div zanevell… ar pezh n’eo ket meneget war ar golo.

An hini kentañ anezho Kael hag ar Gorriganed zo dedennusoc’h eget eben hervezon. Frammet eo dindan eizh pennad ha santout a reer ur gwir c’hoant da sevel ur romantig. N’eo ket bountet re bell avat : ar skrivagner yaouank a gont un istor faltazius boellek, met ne oar ket c’hoazh plantañ un ambiañs. Un arridennad fedoù eo kentoc’h. Lennet e vez hep displijadur.

An eil Ur bed nevez n’eo ket un danevell met ur gontadenn, enni boudiged o vont e darempred gant ar bed gwir. N’on ket objektivel : ne vourran ket ar c’hontadennoù dre vras. Honnezh pa muioc’h eget ar re all. Ha gwan eo ar fin.

Kompren a ran mat eo bet skrivet an testennoù-se gant liseidi ha ne fell ket din e mod ebet digalonekaat anezho : lorc’h e vije ennon o kaout skolidi gouest da sevel seurt skridoù. Va barnadenn zo unan a-ziavaez avat, hini n’eus forzh peseurt lennerez a bren al levr dre zegouezh lakaomp ! Ha gant ar savboent-se eo pell al levr-mañ da vezañ hini gwellañ an dastumad.

Skrivet eo an div destenn en ur gwenedeg skañv, aes evit ar re n’int ket boaz c’hoazh ouzh ar rannyezh emichañs.


Les contes de Beedle le barde, J.-K. Rowling, bro-Saoz (2008)

les-contes-de-Beedle-le-BardeMoanik eo hennezh, chomet on pell a-raok e zigeriñ avat, dre ma n’on ket sot gant ar c’hontadennoù moarvat, ha daoust ma vije implijet ampl gant ar skrivagnerez e steudenn ar seizhvet Harry Potter.

Koulskoude em eus kavet dudius va lennadenn : ijinus eo an istorioù kontet, hag ar fed e vijent kontet evit sorserien yaouank a cheñch pep tra e gwirionez !

Met ar pep gwellañ el levr-mañ eo ar baratestenn evel-just ! Hervez e vije bet troet ar c’hontadennoù-se gant Hermione diwar runioù kozh. Da heul pep kontadenn verr e kaver un hir a zisplegadenn gant Dumbledore, kement ha chom soubet e bed Harry Potter.  Lakaet en deus notennoù e kontadennoù ‘zo ivez. Hag ouzhpenn da notennoù Dumbledore, ez eus c’hoazh ul live all a notennoù, ar re a zo bet ouzhpennet gant ar skrivagnerez hec’h-unan d’an destenn “orin” kement ha sikour ar vougouled da gompren an traoù stag ouzh bet ar sorserien… Fent zo e pep lec’h, ul lennadenn simpa eo evit ar bottermaniaked.

Ar c’hontadennoù o-unan (hep displegadennoù na notennoù) a c’hell bezañ lennet d’ar vugale yaouank a vouezh uhel.


Ar plac’h interet div wech, Dir-Na-Dor (1937)

ar plach interet div wechEtre romantig romantel ha kontadenn hir, ul levrig dudius yac’h e vrezhoneg. Embannet e oa bet evit ar wezh kentañ e 1937 dindan an titl Ar Feunteun Wenn met an adembannadur-mañ zo eus 2012. Ar rebech nemetañ vije d’ober eo n’eo ket hir a-walc’h 🙂

Titouroù diwar-benn buhez ar skrivagner ha luc’hskeudennoù zo er fin.