Category Archives: Galleg ha bet lakaet e galleg

Lettres à Gérard Le Gouic, Anjela Duval (2013)

El levr-mañ e kinnig ar barzh Gérard Le Gouic al lizhiri en doa bet digant e vignonez Anjela Duval etre 1973 ha 1980. Ar bras anezho zo e galleg, yezh pennañ al levr-mañ, daoust ma vije roet an destenn e brezhoneg pa veze al lizhiri e brezhoneg -. Un tamm brezhoneg en em sil el lizhiri, ur frazenn, ur werzenn bennak…

N’eo ket ul levr n’heller ket dioueriñ, hag unan en deus lennet oberenn glok Anjela Duval n’en deus netra da zeskiñ amañ. Adkavout a reer he femdez, he youl da stourm, he c’harantez evit he bro – a lak ac’hanon diaes a-wezhioù, pa lak ar bec’h war an “estrañjourien” a zeu da brenañ tiez ar vro, he soursioù diwar-benn he chas a gomz diwar o fenn evel pa vijent bugale, he labour er feurm, hag ar skuizhder, al labour eo foulet gantañ… Brav ha skeudennet eo galleg Anjela Duval, warnañ liv un amzer bet, un tammig.

N’eo na diaes na displijus da lenn. Brav eo da glokaat ar pezh a zo bet dastumet diwar-benn ar skrivagnerez, da lakaat un taol gwispon diwezhañ d’ar poltred anezhi a anavezer. Kinnig a ra tresoù pennañ ar skrivagnerez d’ar c’hallegerien, ivez : ne ouezan ket hag-eñ ez eus kalz levrioù diwar he fenn, estreget er metoù brezhonek dediet…

Advertisements

Flavia De Luce 5 : Schlussakkord für einen Mord, Alan Bradley, Bro-Ganada (2013)

Kenderc’hel a ra Flavia da fistoulat e pep lec’h en he c’hêriadenn, ha dont a ra brav ganti. N’he deus ket he far evit klevout c’hwezh un torfed, ha pa vez ur c’helan bennak e c’heller bezañ sur n’emañ ket pell.

Emañ he c’hoar henañ war-nes dimeziñ. Honnezh he deus kemeret ivez ar garg dieub a ograourez ar barrez. Rediet eo Flavia, gant he zad, da chom ganti pa z’a da bleustriñ en iliz betek diwezhat : ne vije ket dereat d’ur plac’h yaouank chom pell ouzh he domani, diouzh an noz, hep ambrougerez. Tro da Flavia, a gav hir hec’h amzer, da ziskoachañ un dra bennak dic’hortoz en ograoù…

Donaet e vez an darempredoù-familh evel ar re gant an amezeien en opus-mañ. Dedennus-kenañ eo gras d’e zarempredoù gant ar sonerezh. Adkavet e vez ar framm boaz, anatoc’h dre ma z’eer war-raok gant an heuliad ; tudennoù iskis, liammoù gant an tremened, degouezhioù droch a ra aon (Flavia o kantren e-barzh ur bez kozh eus ar vered e-kreiz an noz, ar wezh-mañ !)… eo barrek-kenañ Alan Bradley d’o reiñ da santout. Farsus e kavan an troioù-distroioù a ra Flavia evit en em silañ etre divesker an dud vras ha kas hec’h enklask da benn. Hag evel bep tro ez eus er fin ur senenn m’emañ he buhez en arvar. Chom a-ra a-us da bennoù ar re zDe Luce kleze gwerzh o maner familh, dre ma n’eus bet kavet diskoulm ebet d’o c’hudennoù arc’hant c’hoazh.

N’he deus ket Flavia kement a aes hag an dud gour da vont da heul he neudenn, dre ma vank dezhi pouez o oad hag o aozadurioù. Koulskoude e sec’h o fri, evel boaz, pa gav an diskoulmoù a-raozo, en ur harpañ war he anaoudegezh don eus ar gimiezh. Reiñ a ra kalz orinded d’an oberennoù-se, a zo kalz danvez enno. Gant ar pempvet romant-mañ e weler ne z’a ket ijin Alan Bradley war zisteraat, er c’hontrol.


Cormoran Strike 2 : Le ver à soie, Robert Galbraith (J. K. Rowling), Rouantelezh Unanet (2014)

En eil levrenn-mañ eus troioù-kaer Cormoran Strike hag eus e genlabourerez Robin, e teuer da anavezout donoc’h an tudennoù. Ar pep retañ o vezañ bet lavaret dija, e tremener war dachenn ar munudoù. Gouzout a oar J. K. Rowling lakaat he zudennoù da vont war-raok, ha n’eus ket afer da gavout hir e amzer gant al lennadenn-mañ.

Ar souezh bras am eus bet, koulskoude, da zivinout abred-mat gant piv e oa bet graet an taol. Dre ma ne c’hoarvez koulz lavaret morse din, ha ne gredan ket e vije savet dastornelloù en va fenn e-pad ar vakañsoù, e vijen techet da grediñ ez eus ur gwan bennak e-barzh an itrik, ur c’hempouez n’eo ket bet kavet, evel el levrioù-enklask evit ar vugale : perak e vez komzet eus an dra-mañ-tra mard eo evit chom hep e implijout diwezhatoc’h ? Ne lavarin ket sklaeroc’h va soñj evit nompaz diflourañ plijadur an dizoloadenn d’ar re o dije c’hoant… Nemet un taol-degouezh e vefe ? Kontant e vijen da gaout ali al lennerien, ma z’eus…

Forzh penaos, tre evel e-barzh Harry Potter, n’eo ket er steuñvenn emañ talvoudegezh al levrioù-mañ. E pinvidigezh psikologiezh an tudennoù, e gwirionded o emzalc’h, o gwanderioù hag o denelezh ne lavaran ket. Da briz ebet ne ziouerfen lennadenn an trede hini.

 


Le grand n’importe quoi, J. M. Erre, Frañs (2017)

El levr farsus-mañ emaer paket en ur boukl-amzer ma vez pleustret war meur a amzer-vremañ gant an haroz, en desped dezhañ. Degouezhout a ra mat, peogwir emañ dres an deiz hag an eur m’en em gav ur pladig-nij er gêriadenn eo stanket enni. Pep tra a gavo e zisplegadenn a-benn ar fin, ha nag ur fin !

Ne oan ket dedennet bras gant an tem, met anavezout a ran fent J. M. Erre ha peadra zo da gas anezhi er romant-mañ c’hoazh. Leun a faltazi eo e ijinadennoù, ha pinvidik e gavadennoù, a-fed itrik evel a-fed yezh -ret eo lenn penaos e wask e haroz warnañ e-unan evit chom hep soñjal en netra, da skouer… seurt pennadoù a lak da soñjal en Fredric Brown pe en Lemony Snicket-. Ur c’hoari a zo ivez war framm ar romant, a zegas soñj eus an doare ma c’hoarie an tresour bannoù-treset Fred gant karrezennoù plankennoù Philemon.

Ha kaer ez eus bezañ o lenn foutr petra, e tarzh hor bouzelloù gant ar c’hoarzh, ken droch ha birvidig e oar bezañ pluenn ar skrivagner.

Ul levr da lakaat an unan war e du mat, ha pa vije an distro-skol anezhi !

 


Cyberpan, Fabrice Colin, Frañs (2004)

Ur romant evit ar yaouankiz eo Cyberpan. Adkemer a ra istor J. M. Barrie, evel ma tiviner gras d’an anv, hep pellaat kalz diouti. Emañ an istor-mañ en ur glorenn all avat, hini un distopiezh klasel. Ar bed peurvat emañ an harozez Wendy oc’h enouiñ ennañ en deus bevennoù : petra a zo en tu all dezho ? Dizoloet e vo ganti pa vo skrapet gant Peter Pan e-unan.

N’eo ket ul levr dispar, re eeun marteze, daoust ma vije mat ar soñj diazez. Koulskoude ez eus ur blijadur wir o lenn anezhañ, pa vez adkavet enezenn Peter Pan hag hec’h annezidi evel ma oant chomet en hor soñjoù abaoe hor yaouankiz. An itrik, ar santimantoù, an harozed, pimpatromel un tamm, a c’hell bezañ mat da zizoloiñ bed ar skiant-faltazi evit ar re n’int ket boaz outañ c’hoazh. N’int ket magus evit tud deuet, met n’eo ket ur rebech da vat, pa n’eo ket bet savet al levr evito…

Da aliañ pe brofañ da grennarded chomet sot gant Peter Pan 🙂


Thomas Drimm 2 : La guerre des arbres commence le 13, Didier van Cauwelaert, Frañs (2010)

Daoust ma vije liammet start ouzh al levrenn gentañ, hag heuliad poellek ar pezh a zo bet kontet kent, an eil levrenn-mañ eo disheñvel-mat hec’h aergelc’h. Kaset eo bet da get gant Thomas ar blatinenn enep-danvez. Dispar evit dieubiñ an eneoù, met degas a ra un dañjer nevez : droug a vag an natur ouzh mabden ha mennet eo d’e ziverkañ diouzh gorre an douar. Nemet e vije meret ar bobl gant ur Stad en deus diskouezet c’hoazh bezañ diskrupul a-bezh ?

Emaer e kreiz ar romant “ekologel” prometet. Ne c’hell ar c’hudennoù bezañ diskoulmet nemet en ur sevel ul liamm nevez gant an natur. Ijinet mat eo, mont a ra en-dro an itrik. Ludresadenn ar Stad-diktatouriezh a sikour, sur a-walc’h, ar re yaouank da gompren penaos e c’hell an traoù mont da vrein buan hag aes e bed ar politikerezh.

Kenderc’hel a ran da vezañ direnket un tammig gant ur seurt speredelezh a gavan re vezant, re splann. Ne harzo ket ouzhin da echuiñ gant ar rummad, a gavan dedennus dre m’eo disheñvel diouzh ar re all ha leun a souezhadennoù.


Thomas Drimm 1 : La fin du monde tombe un jeudi, Didier van Cauwelaert, Frañs (2009)

Un eneb-haroz kuilh, a-boan 13 vloaz dezhañ, o stlejal e pep lec’h e nanarzh tartouz eo deuet da repuiñ ennañ tasmant ur gouiziek brudet emañ o paouez lazhañ dre zegouezh war an draezhenn gant e sarpant-nij… Un istor eneoù ha ne c’hellont ket sevel, bac’het m’emaint dindan ur blatinenn enep-danvez a warez ar pezh a chom eus ar bed : An “États-Uniques”… Ur genbardonerez techet da evañ a vag Tomaz karantez outi, daoust ma vije en oad da vezañ e vamm… Un tad hag ur vamm dinatur, an eil boesoner hag eben o tamwallgas he mab, en deus foeltret he buhez gouez dezhi… Ludresadenn ur bed eus an dazont digammedet, daoust ma vije gwirion a-walc’h war sujedoù ‘zo. Peadra zo da vezañ divarc’het !

Teir levrenn a ya d’ober an istor-mañ en he fezh. Dibabet em boa anezhi dre ma oa kinniget evel ur romant “ekologel”, un anv-gwan a vez lakaet war Tobie Lolness ivez. El levrenn gentañ-mañ, n’eus anv ebet a ekologiezh. Plantañ a ra an dekor evit ar pezh a zeuio da heul.

Disheñvel eo an ton eus hini ar romantoù all evit ar grennarded. N’on ket sur e vije evito da vat, e gwirionez, poan en deus ar skrivagner o kuitaat e ved a zen deuet. Kavout a ran un tammig iskis an afer eneoù ivez, a zegas speredelezh e-barzh ar jeu, ar pezh a zo dic’hortoz a-walc’h.
A-benn ar fin e kinnig Didier van Cauwelaert un distopiezh orin-kenañ, gant ur stil a seblant ponner da gentañ met a z a en-dro a-feson e servij e itrik. Ijinet-kaer eo an istor, retorn an dud enni. Paket e vezer gant red an darvoudoù ma ‘z eer pelloc’h hag ar pennadoù kentañ a c’hell reputuiñ.


Quand les sirènes se taisent, Maxence Van der Meersch, Frañs (1933)

Ar skrivagner Maxence Van der Meersch a oa brudet-kenañ pa oa bev, koulskoude, ne vez dalc’het soñj anezhañ nemet gant tud e rannvro en deiz a-hiziv : Norzh ar Frañs. Evit dizoloiñ ar vro-se eo em eus dibabet ar romant-mañ. Kontañ a ra war an tomm un diskrog-labour hir a oa bet e 1931 e labouradegoù ar gwiad. Ma oa bet ganet ar skrivagner en ur familh en e aes, ne oa ket heñvel evit e wreg, a oa micherourez. Peadra zo da grediñ e oa titouret mat-tre eta. Diskouez a ra dre un dibab tudennoù, kazi holl eus an hevelep “porzhiad” penaos e vez bevet ar prantad amjestr-se gant an hiniennoù hag ar familhoù. An dud-se, a oa paour dija, a grog da greviñ gant an naon. Sevel a ra fulor enno. Dichadennet e vez o drougivouloù.

Kavet em eus ar romant-mañ tost-kenañ da Germinal. Met gwir eo n’em eus ket adlennet hennezh abaoe 35 bloaz bennak, ar pezh ne aesa ket ar c’heñveriañ. Kempouez eo an istor, paket e vezer gant tonkad an tudennoù dibabet. Echuiñ a ra gant fin ar grev, ha gant ur meni happy end.

En ur glask titouroù diwar-benn ar skrivagner em eus dizoloet eo renket ar romant-mañ e-touez ar romantoù “proletaer” – kentañ tro din klevet an anv. Meur a hini em eus lennet dija, avat. Levezonet e vije ivez gant feiz kristen ar skrivagner. Ne gav ket din e vije santet nemeur, nemet a vare da vare : ur pennad a skouer-vat diwar-benn ur vandennad paotredigoù “vis enno” a gas o devezhioù o treveziñ ar skouerioù fall a welont e sinema ar c’harter (westernioù, lakaomp) en deus laosket ac’hanon gant va c’henoù digor war nav eur. Displijet on bet ivez gant ur seurt doug a ziskouez Van der Meersch d’ar feulster. Fellet a ra dezhañ diskouez, betek re, betek ma teufe da vezañ direnkus. Evel-just n’eo ket dic’houzañvabl, emaomp er bloavezioù 30, met n’em eus ket kavet yac’h an nebeut lodennoù-se.

Pozitivel eo va bilañs koulskoude. Mat eo ar romant evit anavezout Norzh bro-Frañs d’ar mare-se, eus an diabarzh, tu ar beorien. An tiez renket dre “borzhiadoù” a seblant bezañ skouer. Diwar-benn an diskrogoù-labour hag emzalc’h ar vicherourien eo e vez desket ar muiañ.

3 bloaz goude Quand les sirènes se taisent en doa bet Maxence Van der Meersch ar priz Goncourt evit e romant L’Empreinte du dieu.


Nicolas Le Floch 10 : l’enquête russe, Jean-François Parot, Frañs (2012)

Bizitadenn nann-ofisiel e Pariz ar priñs Paul, mab impalaerez bro-Rusia Elizabeth II, a lañs an istor. Tro-dro dezhañ muioc’h a itrikerien eget a vignoned, ar pezh a oar mat e-unan. Strilhet eo polis Loeiz XVI gant an aon e c’hoarvezo droug d’an dud a-bouez-se, en ur c’henarroud amjestr a vrezel gant bro-Saoz ma klasker kaout souten galloudegezh Rusia…

Gwallzedennus, muioc’h eget reoù all marteze, em eus kavet an 10vet romant-mañ eus an heuliad. Degas a ra taolioù-imor ar priñs ha boazioù iskis e lez ul liv a-vaez-bro deuet mat. Krog eo Nicolas Le Floch da goshaat ha da glask pouezañ e vuhez kent, dre geñveriañ anezhi gant planedenn dreist-ordinal e vab Louis, e vignoned kozh ha feal tro-dro dezhañ. E genlabourer Bourdeau a santer en e gomzoù un doug anat d’ar soñjoù dispac’hel, a zegaso an Dispac’h gall a-benn nebeut. Emañ Nicolas eus an tostañ da lez roue bro-C’hall, a zeuer da anavezout eus an diabarzh.

Ul lennadenn a-feson : ne ya ket anal Jean-François Parot war zisteraat gant ar bloavezhioù, er c’hontrol. Ur 14vet levrenn eus ar rummad a vo embannet e miz Here 2017.


Des fleurs pour Algernon, Daniel Keyes, Stadoù Unanet (1966)

Meneget eo al levr-mañ e rolloù ar gwellañ romantoù skiant-faltazi bet skrivet biskoazh. Lakaet em boa en va fenn lenn anezhañ goude bezañ lennet Everything, everything, a gomz diwar e benn.

A-benn ar fin, n’eo ket Daniel Keyes ur skrivagner skiant-faltazi. Klasker war ar bsikologiezh e oa, ar pezh a vez santet en e romant. Ha pa soñjer mat, ne vez ket diskouezet ar bed a gomz diwar e benn evel ur bed war-raokaet. Digarez ar romant, nemetañ, n’eo ket posubl en deiz a-hiziv c’hoazh : da lavaret eo lieskementiñ spered an dud dre oberata o empenn.

Charlie, 35 bloaz, zo ganet e fin ar sizhun. Labourat a ra en ur vouloñjerez ha bevañ e ti ar re sot. Dre ma tiskouez bolontez vat ha m’eo mennet da zeskiñ, eo dibabet evit un taol-arnod skiantel a lakaio anezhañ da vezañ speredekoc’h eget an dud normal. Dont a ra an oberatadenn da vat ha dindan nebeut amzer ez eo kalz barrekoc’h hag e gelennerien. War un dro, e adkav Charlie  e eñvorennoù, a oa re verr e spered evit derc’hel anezho en un doare emskiantek a-raok. Kempouez e vuhez eeun a zo trejeboulet gant e emskiant nevez, cheñch a ra reteroù ha personelezh… Kas a ra da benn e enklaskoù skiantel ha personel a-raok addiskenn buan betek al live entent izel a oa e hini kent.

Ul levr brav eo, eeun ha fromus, a zigor dorioù war kalz prederiadennoù n’em eus ket bet c’hoant da zielfennañ, pa gaven gwelloc’h bezañ kaset gant red an istor ha tridal asambles gant an haroz. Ar soñj pouezusañ, marteze, eo plas an dud speredek er gevredigezh : evel pa vije dibosubl bezañ, war un dro, speredek hag enbarzhet…

Klotañ a ra mat ar romant-mañ gant ar pezh a c’hortozan eus al lennegezh : eeunded ha donder war un dro. Tro em bo da eñvoriñ an istor-mañ en dazont, sur.