Category Archives: Breizh gwezhall

Lettres à Gérard Le Gouic, Anjela Duval (2013)

El levr-mañ e kinnig ar barzh Gérard Le Gouic al lizhiri en doa bet digant e vignonez Anjela Duval etre 1973 ha 1980. Ar bras anezho zo e galleg, yezh pennañ al levr-mañ, daoust ma vije roet an destenn e brezhoneg pa veze al lizhiri e brezhoneg -. Un tamm brezhoneg en em sil el lizhiri, ur frazenn, ur werzenn bennak…

N’eo ket ul levr n’heller ket dioueriñ, hag unan en deus lennet oberenn glok Anjela Duval n’en deus netra da zeskiñ amañ. Adkavout a reer he femdez, he youl da stourm, he c’harantez evit he bro – a lak ac’hanon diaes a-wezhioù, pa lak ar bec’h war an “estrañjourien” a zeu da brenañ tiez ar vro, he soursioù diwar-benn he chas a gomz diwar o fenn evel pa vijent bugale, he labour er feurm, hag ar skuizhder, al labour eo foulet gantañ… Brav ha skeudennet eo galleg Anjela Duval, warnañ liv un amzer bet, un tammig.

N’eo na diaes na displijus da lenn. Brav eo da glokaat ar pezh a zo bet dastumet diwar-benn ar skrivagnerez, da lakaat un taol gwispon diwezhañ d’ar poltred anezhi a anavezer. Kinnig a ra tresoù pennañ ar skrivagnerez d’ar c’hallegerien, ivez : ne ouezan ket hag-eñ ez eus kalz levrioù diwar he fenn, estreget er metoù brezhonek dediet…

Advertisements

Divroañ, Goulc’han Kervella (2009)

Ar chañs em boa bet da welet ar pezh-c’hoari-mañ gant va daoulagad. Un eñvorenn fromus.

Savet eo diwar taolennoù gwriet kichen-ha-kichen : n’eus haroz ebet, nemet skouerioù tud a c’hellfe bezañ n’eus forzh piv en hevelep degouezhioù. Taolet e vez gouloù war 5 maread istorel m’eo bet kuitaet Breizh gant bretoned n’o doa mui peadra da vevañ. Aet int da labourat e mengleuzioù Trelaze e kreiz an XIXvet kantved, loc’het o deus war-zu ar C’hanada e penn an XXvet, diskennet int da gavout douaroù gwelloc’h en Dordogne tro 1920, aet int da Amerika e fin an XXvet kantved ha pelloc’h, hag ivez da Bariz, niverus. Diskouezet e vez an enkadenn, an dibab graet gant lod da vont da heul o hunvreoù pa n’o deus netra ken da dennañ diouzh o bro, hag an disouezhadenn, alies. Kousto pe gousto e ra pep hini e doull, hag e teu da vezañ diaes kuitaat ar vro-degemer evel m’eo bet diaes kuitaat e vro c’henidik, ur mare zo bet.

E-tal d’an arvestoù-se e vez kinniget ivez arvestoù ma tepegner estrañjourien oc’h erruout e Breizh, hag an degemer a vez graet dezho. Dibabet en deus Ar Vro Bagan chom pozitivel ha digor, diskouez eo Breizh ur vro degemerus (nemetken).

Ar gentel da dennañ eus an holl blanedennoù-se eo n’eo ket un ebat kuitaat ar vro emaer gwriziennet enni, ha pa vije un dibab, ha pa vije deuet ho pro da vezañ ho enebour dre ne c’hell ket mui ho tegemer. Lakaat a ra d’en em soñjal war ar plas a gemer hor bro c’henidik en hor c’halon hag en hor c’hempouez. Ha lakaat a ra an arvesterien, hag al lennerien, da advevañ pajennadoù eus istor Breizh.

Eeün eo a-ratozh, graet evit skeiñ, memes gant empennoù n’int ket gwall zesket marteze. Soñjet eo evit ar bobl. Gellout a rafe, dre se, bezañ un tammig borodus. Met stil a zo, forzh pegement, gant Goulc’han Kervella, a oar lakaat ar gerioù eeünañ da lufrañ… asambles gant an daoulagad. Kaer !


An amzer laeret, eñvorennoù ur breizhad prizonier en Aotrich, Pier-Mari Louz ha Bernard Kabon (2006)

E-pad an eil brezel-bed e oa bet prizoniet Pier-Mari Louz, eus Montroulez, gant an alamanted. Kaset e oa bet ganto da labourat e bro-Aostria, lec’h ma vanke paotred yac’h evit kas da benn labour an atantoù. Kontet en deus e envorennoù da vBernard Kabon, en deus lakaet anezho dre skrid diwar an enrolladennoù en doa graet.

Kalz plijadur em eus bet o lenn al levr-mañ, a gont brezel Pier-Mari Louz penn-da-benn eus ar galv betek an distro d’ar ger. Chomet e oa 6 bloavezh o labourat e Aostria, gant ar santimant e veze laeret an amzer-se digantañ, pa oant bloavezhioù yaouankiz. Bev-buhezek eo an istor, a lak war-wel an diforc’hioù a oa etre al labour-douar aostrian hag hini Breizh d’ar mare-se. Gwelet a reer ne veze ket graet heñvel ouzh ar brizonidi, hervez al lec’h e teuent dioutañ. Kompren a reer mat an darempredoù etre an dud, a veze mat peurliesañ. Anat eo ivez ar reuz a oa bet lakaet gant ar rusianed deuet da zieubiñ ar vro.

Notennoù niverus a resisa traoù ‘zo e fin al levr, hag ouzhpennet eo bet un diverrañ eus deizlevr person Thaya, ar gumun e oa Pier-Mari Louz o labourat enni, er mare ma oa-eñ du-hont.

Ul lennadenn glet, hep darvoudoù dic’hortoz met kaset aes ha flour gant ar c’honter ha gant ar skrivagner.


Traoù kouer, Herve Bihan (2010)

Un torkad danevelloù eus ar re glaselañ eo hennezh, dezhañ tech torkadoù danevelloù prantad klasel ar brezhoneg : ur yezh mestroniet abil, un drugar he lenn, ha danvezioù digempouez, pa vez lakaet muioc’h a aked da skrivañ brav eget da skrivañ dedennus.

Ur gudenn em eus gant ar seurt fent implijet e Sibarit an Neñvoù pe e Tempus maximo momento erat : digomprenus eo din. E danevelloù all eo aes da gompren met ne lak ket da c’hoarzhin kennebeut (Meusieu Fulup…) N’on ket bet gwall dizhet gant an danevelloù dezho un awen sokial ivez : Goulenn an aluzon, Deroù-mat Janin… M’en dare hag-eñ n’eo ket pa vez gwad ha feulster e vez Herve Bihan ar muiañ en e vleud, a-benn ar fin. Va danevell muian-karet en dastumad-mañ eo Kuzh-heol e Santez Anna ar Palud. Iskis eo, pa soñjan, peogwir em eus lennet ar bras eus an danevelloù-mañ div wezh : pa oant bet embannet en Al Liamm da gentañ, ha gant red an torkad ar wezh-mañ. Ha soñj mat em eus pegen displijet e oan bet gant an danevell-mañ, dres, a gaven garv-kenañ. Deuet brav eo gant ar skrivagner koulskoude, ha mesket mat eo enni ar vestroni eus ar yezh, hag he deus ur ster en danevell-mañ muioc’h eget e reoù all ; ar suspens -ma c’heller lavaret, dindan ken berr istor- hag ar c’hest a ster d’ar vuhez, hag a zo an diouer anezhañ tu gwan an danevelloù-mañ dre vras, a-hend-all… a gav din.

Uhel eo live al levr-mañ, koulskoude e kav din eo da zegemer kentoc’h evel al levr lennegel kentañ ma z’eo a-berzh ar skrivagner : un deroù, a zo en egin ennañ ar pezh a c’hellfe, a zlefe dont war-lerc’h. Siwazh, ne vez ket serret kalz a bajennadoù war e lerc’h ken er mareoù-mañ. Gortoz pell, gortoz gwell ?

Bet en deus bet al levr-mañ ar priz Langleiz e 2010.


Ur person evit enez Sun, Henri Queffélec (1944)

Embannet eo bet an droidigezh brezhonek e 2016.

Kavet em eus kentoc’h plijus al lennadenn abalamour m’eo skrivet ha troet brav al levr. Koulskoude, war ar foñs, ez eus traoù em eus kavet iskis.

Kompren a ran perak eo bet dibabet al levr-mañ da vezañ troet : reiñ a ra ur skeudenn dreistordinal, digredus, eus ar metoù dibar ma oa Enez Sun dindan ar Renad Kozh, hag abaoe ur viken sur a-walc’h : ul lec’h gouez, gant annezidi ken gouez all, suj ouzh froudennoù ar mor hag an avel. Ul lennegezh “vroadel”, en ur mod, da adperc’henniñ gant hor yezh pa ne gomz nemet eus hor bro. Ma.

C’hwezh an XIXvet kantved a zo war an deskrivadenn koulskoude, ur c’hwezh romantel-tre, techet da vont re bell ganti, tost c’hoazh ouzh Anatole Ar Braz pe Victor Hugo. Ar pezh a gont eo reiñ ur skeudenn griz, braouac’hus, a sko an ijin. Un doare ha ne glot ket mui tre-ha-tre ouzh ar pezh a c’hortozer en deiz a hiziv. E gwirionez, e oan engortoz eus un destenn modernoc’h.

An eil tra en deus lakaet ac’hanon diaes eo m’eo bet dibosubl din en em hevelebiñ ouzh an haroz. Ar paotr a gemer ar garg a berson evit sikour, met mesket eo ivez gant ur c’hoant uhelaat, daoust ma vije glan a ene diwar ar c’hentañ sell. Un estrañjour eo chomet din penn-da-benn. Pa soñjan, eo marteze an dra-se, ar fed ne vije ket re vanikean, a ro e dalvoudegezh d’an oberenn, met n’em eus ket kavet klet bezañ o lenn.

Hag an trede tra, a c’hell seblantout dister met en deus lakaet ac’hanon da brederiañ, eo ar fed e vije bet krouet an ezhomm beleg gant an Iliz, hag e vije bet dilezet ar paourkaezh tud-se gant o sec’hed a lidoù hag a draoù sakr, hep damant ebet ouzh ar pezh a c’hellent santout. N’eo ket tre tem al levr, met chomet eo ar soñj-mañ war va spered ha direnket on bet gantañ.

E berr gomzoù, dic’hizet, direnkus, met skrivet ken brav m’eo un drugar e lenn.


Dogan, Jakez Riou (1943)

Ar pezh-c’hoari-mañ n’eo ket da renkañ e-touez oberennoù bras Jakez Riou. Berr-kenañ eo, dija, ha n’eus ket kalz danvez enni.

Gwelet a ran anezhañ kentoc’h evel ur farsadenn, ur “private joke” etre daou vignon o doa miret spered lamponed : Jakez Riou ha René-Yves Creston, en doa graet an tresadennoù da heul an destenn (e-touez tudennoù ar pezh-c’hoari ez eus un arzour, anat eo perak). Ar re-se n’int ket bet adkemeret evit an embannadur-mañ, ar pezh a zo domaj. N’o doa ket klasket an daou vignon lakaat embann o “oberenn” kennebeut. Kavet o doa farsus-kenañ an darvoud, a ouezent marteze muioc’h eget ar pezh ne lavaront diwar e benn, ha savet e oa bet ar pezh-c’hoari evit reiñ ton dezhañ ha c’hoarzhin etre mignoned.

Un nebeud damc’herioù farsus a zo, eskemmoùoù skañv, lakaat a ra da c’hoarzhin pe de vousc’hoarzhin, ar pezh a oa ar pal. Interest pennañ ar skrid n’emañ ket amañ ken en deiz a-hiziv, a gredan. Sikour derc’hel soñj eus an taol disujidigezh aroueziek ma oa tarzhadenn monumant ar vezh, ne lavaran ket.


Mojenn ar vuhez hag ar marv, Goulc’han Kervella (2016)

Kredet em boa e vije dreist-holl mojennoù kozh aztommet el levr-mañ ha n’em boa ket gwall c’hoant d’e lenn.

Ur souezhadenn em eus bet eta. Mat em eus kavet addizoloiñ an teir mojenn bet dastumet gant Anatol ar Braz hag azasaet en ur brezhoneg komprenabloc’h evit skolajidi hag ur pedervet hini diwar-benn seblantoù. Dibabet int bet a-zoare, disheñvel an eil re eus ar re all ha mat da lakaat ar gaoz war ur bern traoù sevenadurel hag ar vuhez pemdez gwezhall. Ar peder danevell all n’int ket holl danevelloù diwar-benn genel, ar pezh a zo boutin etrezo eo ez int istorioù Nedeleg, gant pe hep ganedigezh. Hag an eil tra boutin, eo e pledont holl gant buhez tud munut, tud disoñjet gant ar gevredigezh, dilezet ha reuzeudik. Daoust ma vije disheñvel-mat o endro ez eus kalz kerentiezh etrezo eta.

Mat em eus kavet al levr, dudius, disheñvel ha fromus alies en eil lodenn.


Tremenet eo an amzer-se, Herve Herri (1984)

Ur mor a zastumadoù eñvorennoù em eus bet tro da lenn c’hoazh e brezhoneg. Reoù Herve Herri o deus ur plas eus an dibab en va c’halon. Plijet e oan bet kalz gant e levr kentañ, Evel-se e oamp, dija, a oa kreizennet muioc’h war e vicher mouler. El levr-mañ e kont Herve Herri e vugaleaj e Montroulez da voulc’hañ ganti. Kenderc’hel a ra gant e bazioù kentañ war ar vuhez micherel, hep mont re zon ganti, ha goude ne heul ket nemeur red an amzer : skrivañ a ra diwar-benn an hen-mañ-hen eo en em gavet gantañ ; kontañ a ra un darvoud bennak, kleñved, obidoù, displegañ a ra penaos e implij ar sammañ tud o c’hoari biz-meud evit rannañ ganto e garantez ouzh Breizh, ha kement ‘zo. E istorioù zo leun ha fent ha buhezek, kontet gant filozofiezh dibar unan en deus bet un hir a vuhez hag a rann gant e lenner, n’eo ket an amzer dremenet nemetken, met ivez ar pezh a gred dezhañ e teuio ar bed da vezañ, dre dezennoù leun a faltazi hag a fent.

Anv a ra kalzig eus Roazhon etre an daou vrezel-bed hag e-pad an eil : lodenn dedennusañ al levr ez eo marteze.

Skrivet gant un den en tu all d’e 80 vloaz, n’eo ket intret al levr-mañ gant melkoni. Lennet e vez ken aes ha tra, evel pa vijer o selaou un istrogell a dad-kozh o kontañ eñvorennoù d’e vugale vihan. Lakaat a ra an unan war e du mat. Dreist eo.


Bedig mab an dig 3, Biel Elies (XXvet kantved)

Embannet eo bet an trede dastumad testennoù-mañ, kinniget gant Mikael Madeg, e 2013. Dilerc’hioù ar skubellad eo, marteze… Un doare aes eo d’ober anaoudegezh gant pluenn ar skrivagner ; gwir eo e red ar gerioù en un doare naturel-tre dindan e vizied hag ez eus ur gwir stil gantañ.

Kavet em eus enouüs ar bras eus an “danevelloù”, a gavan a-ziwar-c’horre. Tostoc’h ouzh marvailhoù eget ouzh skridoù, en ur mod, ha n’on ket plac’h ar marvailhoù tamm ebet. N’eo ket pec’hed lenn tammoù eñvorennoù, met n’int ket dedennus-bras. Dihunet eo bet va evezh tro ar fin gant an nebeut testennoù a gomz eus e amzer er brezel. A-hend all e vez drailhet gerioù sofkont, duet pajennadoù gantañ hep gouzout re da belec’h en deus c’hoant da vont… N’eo ket tamm ebet ar pezh a blij din lenn. Ur santimant un tammig heñvel em boa bet en ur lenn eñvorennoù Jañ-Mari Skraign, ma ‘m eus soñj mat. Kement ha diskouez n’eo ket ar gonterien ampartañ a ra ar gwellañ skrivagnerien ; o donezon a zo e lec’h all ! Ur gourc’hemenn a c’heller ober d’an holl destennoù-se, d’an nebeutañ, eo int sklaer hag aes da lenn, doare Naig Rozmor un tammig. Lennegezh dre gomz, kentoc’h eget dre skrid, ar pezh a zo iskis da lavaret diwar-benn Biel Elies ha ne oa ket konter tamm ebet…

Klask a rin an daou levr kent, koulskoude, kement ha kaout ar sell ar c’hlokañ posubl war an traoù. Un dra vat e oa strollañ an holl destennoù bihan-se, strewet amañ hag ahont, evit gellet o studiañ paneveken. Hag evit mont pelloc’h gant ar soñj-se, e kavan un tammig droch bezañ bet graet un dibab, a-benn ar fin ; bezañ bet embannet lod eus an testennoù diechu, bezañ laosket ar romantoù a-gostez, ha kement ‘zo. Met ur sapre labour zo bet kaset da benn gant Mikael Madeg dija, deomp da adperc’henniñ ur glad a vije aet e puñs an ankounac’h a-hend-all .


Marharid Siche, Tavarn ar Peoh (2004)

tavarn-ar-peohLakaet eo bet Tavarn ar Peoh e brezhoneg gant Goulc’han Kervella, an embannadur gallek zo eus 2008.

Ur pezh-choari berr eo. Kinnig a ra un dornad tud, yaouank pe goshoc’h, da vare an dalc’hidigezh alaman e Montroulez e 1943. Un nebeud fedoù istorel a vez meneget ; ar roll anezho a gaver e penn kentañ al levr.

An tudennoù zo ur skeuliad pimpatromoù eus ar re a gaved e pep lec’h er pleg-mañ eus an istor : neb en em gann er strouezh, neb a ya da frikotañ gant an enebour ha n’eo ket ken droug-se hag a vo touzet diwezhatoc’h, ar c’houbladoù a strob hag a zistrob hervez ar re a dremener hebiou dezho. Ar senenn ziwezhañ a ginnig ur sell war-gil evit divinout petra eo deuet an dud-se da vezañ : sklaeraat a ra c’hoazh ar soñj kentañ, da lavaret eo n’eo ket pouezus an tudennoù, ar pezh a gont eo ar re a skoueriont.

Dremm istorel ar pezh-c’hoari eo an hini pouezusañ. Eeün hag efedus eo, ha klotañ a rafe gant ezhommoù yezh ha program skolajidi trede klas.

A-hend-all, fellet ez eus bet da Varc’harid Siche, hag a oa kelennerezh war al lizhiri klasel, plantañ daveoù da vojennerezh bro-C’hres en he skrid. Dre se, e vez sellet ouzh an tudennoù evel pa vijent traoù bihan ha pell a sell an doueed gresian outo gant kuriusted. Reiñ a ra tro d’ar skrivagnerez da gaozeal eus an tonkad war-eeun, e-lec’h leuskel al lennerien d’en em soñjal. N’em eus ket kavet brav ar meskaj etre an div sevenadur e gwirionez. Se zo kement ha lakaat sukr er soubenn : ponnerraat ha distresañ a ra ar skrid. Met an daveoù gresian n’int ket plezhennet gant peurrest an destenn, neuze e c’heller lenn anezhi hep teurel re a evezh outo ; ar pezh em eus graet.