Category Archives: Bredelfennouriezh

Demian, La Historio de la Junaĝo de Emil Sinklair, Herman Hesse, Bro-Alamagn (1919)

demianDaoust ma n’en dije ket graet kalz a verz e Frañs, ar romant Demian a zo bet a-bouez evit an alamaned yaouank o deus lennet anezhañ just goude ar brezel bed kentañ, ha dre se e kavan anezhañ dedennus dija.

Ur romant-deskadurezh eo, met pell eo a vezañ boutin. Heuliañ a ra un ahel ha n’eo ket hini an darvoudoù, daoust ma teufent en urzh kronologel. Ne vezont ket kontet holl, nemet ar re a zegas un dra bennak da vilin ar skrivagner. Klasket en deus deskrivañ stummadur diabarzh ar paotr kentoc’h eget e dreuz er vuhez, ha, dreist pep tra, ar stourm a zo ennañ etre an tu sklaer hag an tu teñval, ar Mad hag an Droug. Ne vez ket implijet termenadurioù relijiel betek re avat.

Aes eo da lenn ha digeriñ a ra un nor war ur prantad istorel : petra a soñje ar re yaouank en amzer-se, penaos en em stumment. Daoust ma ne vije ket cheñchet kement-se anien mabden, e kredan koulskoude en deus kollet ar romant kalz eus e nerzh en XXIvet kantved. Korfenn ar relijion zo skarzhet kuit evit ar bras eus an dud yaouank, ha m’eo ret da bep hini dibab e hent, n’ez eus ket kement a ziaouled da drec’hiñ ha ma oa gwezhall. Diskouez a ra kredennoù Demian, hag e zoare un tamm dreistordinal da gompren an testennoù sakr, teurel muioc’h a evezh ouzh diorren ar bersonelezh en unan eget na veze graet er metoù bourc’hiz-se, intret a relijion.

Ur romant iskis eo, barzhoniel, leun a arouezioù, nepell eus giz an hudouriezh a vremañ. Eeunik e seblant bezañ a-wezhioù met santet e vez en deus klasket Herman Hesse displegañ e wirionezioù ennañ. Ha gwezhioù all, ne gomprener ket re da belec’h en deus c’hoant da gas e lennerien : ur c’hest diabarzh eo, ha divinout a reer n’eo ket kavet ar Graal gantañ c’hoazh d’ar mare ma skriv. Skoet e oa bet, war a seblant, gant e gejadenn ouzh ar bredelfennouriezh, ha ne oa ket c’hoazh gwall gozh.

Tennañ a ra muioc’h ar fin d’ur romant eget da eñvorennoù yaouankiz, ha gwell a se ; reiñ a ra liant d’an hollad.

Advertisements

L’inceste et l’incestuel, Paul-Claude Racamier, Frañs (1995)

l'inceste et l'incestuel racamierBredvezeg ha bredelfennour e oa Racamier. El levr-mañ e tiorren un deorienn savet gantañ diwar-benn ur meizad a ro dezhañ an anv a “incestuel”, un anv ha n’eus ket anezhañ c’hoazh e brezhoneg. Ober a rin gant “endro gwadserc’h” da c’hortoz gwelloc’h.

Penaos deskrivañ ar meizad-se ? Evit bezañ berr, ne z’a ket betek ar gwadserc’h. Anv a ra eus an endro, atav ar memes hini, a vez er familhoù ma c’hell c’hoarvezout gwadserc’hoù. Kontrol d’ar pezh a c’heller soñjal, n’en em gavont ket e n’eus forzh peseurt familh, met e familhoù ma z’eus un endro a-du, lakaet e plas war daou pe dri remziad. Ma ‘m eus komprenet mat eo familhoù ma z’eus bet ur c’hañv diaes da ziazezañ, sekredoù kuzhet, ha gwadserc’hoù er remziadoù a-raok (met pas atav). Ur meskaj etre ar remziadoù a vez kavet ingal ivez, etre izili ar familh ha tud a-ziavaez kement-all. Marteze e tisonjan traoù ‘zo.

Hep na vije graet ar jestr, eo ken kleñvedus en “endro gwadserc’h” hag ar gwadserc’h e-unan. Digeriñ a ra an hent da gleñvedoù bredoniel niverus, hag ivez d’ar gwadserc’h, gwezhioù ‘zo, hep na vije gouest tud ar familhoù-se da zigeriñ o daoulagad.

Reiñ a ra hentoù al levr-mañ da adlenn buhez e familh ha da brederiañ war ar c’hudennoù a zo en e greizon, gant ur savboent a gemer e kont n’eo ket an hinienn nemetken met e dud, breudeur ha c’hoarezed, tud-kozh… Talvoudus a-walc’h eo.

Koulskoude n’em eus ket kavet tamm ebet e oa plijus da lenn. Ha, kontrol d’ar pezh a c’hellfer soñjal, n’eo ket peogwir e oa re skiantel pe re deknik. Skrivet eo evel ul levr lennegezh, hag ar paotr en em gav, ur souezh ! C’hwezhet-meurbet eo e stil, hag hollvezañs e ego dreistmentet oc’h en em ziskouez bep eil frazenn a noazh ouzh komprenidigezh an dezenn a ginnig. Brabañserezh-tout ! Ar c’hontrol-mik eus ar pezh a c’hortozan digant ur skrid dezhañ hiraezh skiantel… Peadra da zihuniñ ennon ar rakvarn re aes : evel ar bomperien techet da c’hwezhañ tangwallioù, n’eo ket dre zegouezh e tibaber ar vredvezegiezh…

Fin, evit unan ne vag ket doñjer ouzh ar stil, dedennus eo memestra…


King Kong Théorie, Virgine Despentes, Frañs (2006)

king kong theoriePlijet e oan bet gant Apocalypse Bébé, ar romant kentañ em boa lennet gant ar skrivagnerez souezhus-mañ. Ne oan ket engortoz tamm ebet d’en em gavout gant ur skrid-esae o tifenn ar wregelouriezh p’em eus tapet krog el levr-mañ avat. Ha ken kilhet all on bet.

Mont a ra Virginie Despentes en tu all da reolennoù an dud a-feson. Skrivañ a ra gant gerioù pemdez, pe gant gerioù gros, gant gerioù skoüs atav. Peadra he deus bet d’en em soñjal war he sekselezh, evel ma kont tamm-ha-tamm : gwallaet eo bet ha hi plac’h yaouank pa oa o c’hoari biz-meud, ha diwezhatoc’h he deus bet tro da c’hounit bleud en ur werzhañ he c’horf, hep mont evit kement-se da c’hast a-vicher. An darvoudoù-se o deus graet o hent en he fenn ha kinnig a ra he savboent diwar-benn ar wregelezh hag ar wregelouriezh. Komz a ra ivez diwar-benn pornografiezh.

Graet he deus vad din al lennadenn-mañ peogwir en em gaven akord ganti war gement tra a ginnige, koulz lavaret, hag ivez dre m’he deus an destenn ur stil bourrabl, dichek, feukus, a blant startijenn en nen.

Echuiñ a ra he levr gant un asuradenn : ne vo gounezet ar stourm evit kevatalded ar reizhoù nemet p’en em ganno paotred ha merc’hed war un dro.

Ouzhpenn mignoned he deus gounezet ar skrivagnerez gant ar skrid-mañ, evel ma c’heller lenn er bajenn Wikipedia a gomz diwar e benn. Menegiñ a ra bommoù bet skrivet diwar e benn e meur a lec’h, lod meuleudius, lod all farsus (a gav din) :

« On aura saisi qu’il est inutile de chercher une cohérence intellectuelle à cet essai plein de gros mots. » Astrid de Larminat dans Le Figaro littéraire.

« Despentes s’est mise en situation de se faire haïr par les philosophes autant que par les psys, et par les dames patronnesses autant que par les chiennes de garde. Le bonheur, quoi… » Pierre Marcelle dans Libération.

« King Kong théorie n’est pas seulement un livre atterrant de bêtise, un monument d’incompétence, un espace où toute pensée se fige sur place, glacée jusqu’à l’ultime neurone par le degré zéro. De chaque ligne suinte en outre une haine féroce pour l’Autre. » Éric Naulleau dans Le Matricule des anges.

Din-me eo ul levr mat, skrivet gant unan ha ne ra forzh ober he zoull (pe get) e-touez an dud en em gav, liv ar wirionez hag ar prim warnañ dreist pep tra, perzhioù a lakaan dreist ar re all evit seurt skridoù. Emichañs ho po c’hoant da lenn anezhañ en ur lenn kritikoù ken disheñvel diwar e benn.

 


Cinq leçons sur la psychanalyse ha Contribution à l’histoire du mouvement psychanalytique, Sigmund Freud, Aostria (1909 ha 1914)

Gant al levr-mañ em boa c’hoant da zizoloiñ tezennoù Freud drezañ e-unan. Un dibab avizet : displegañ a ra er pemp kentel-se ar pep retañ hag ar pep anatañ eus ar bredelfennerezh da dud ne ouezont ket petra eo.

Skrivet mat eo ha dedennus, daoust ma ne vije ket dizoloet kalz tra e gwirionez, gant an intret m’eo ar bed a-vremañ eus soñjoù Freud. Souezhet on bet gant ton an testennoù, buhezek, aes da lenn ha plijus, enno skouerioù farsus zoken. Kinniget eo an traoù en un doare lennegel ha skiantel war un dro : santout a reer eo frammet ar soñjoù.  Seurt komz-plaen zo aet er-maez diouzh ar c’hiz evit an danvezioù skiantel a gav din, hag e gwirionez e rae diouer din  e fin ar pennadoù ur seurt berrdres, ur c’hinnig dre boentoù, evit renkañ ha strollañ aesoc’h an elfennoù nevez em eñvor.  Netra normaloc’h, pa oa an testennoù-se danvez kaozeadennoù dirak saliadoù.

Ne oa ket ken brav an eil lodenn, skrivet e 1914, o sklaeraat an hentoù lies bet kemeret gant ar bredelfennerezh e penn kentañ, ha, dreist-holl, o resteurel da Gaezar ar pezh oa dezhañ, ha da Freud kemend-all.  An emsav bredelfennel a zouge en e greiz egin e zispac’h ‘toare. Met n’eo ket dudius-meurbet gwelet an dud o sachañ pep hini diouzh e du… da virout d’ar studierien war an danvez marteze ? N’eo ket evit kement-se e oa diaesoc’h da lenn. Enouüs, ne lavaran ket.

Intereset on bet gant personelezh Freud, a laosk da vezañ gwelet en e skridoù.

Un higenn eta, d’al lenner da vont pelloc’h ganti : hag e rin.


Pilgrim, Timothy Findley, bro-Ganada (1999)

Pilgrim Un dizoloadenn eo bet ar romant 800 pajenn bennak-se lec’h m’en em gaver, evel e-barzh Noire, la neige, gant ur bern tud a zo bet anezho da vat, an hini pouezusañ o vezañ Carl-Gustav Jung en e en-dro familh ha labour. Pal ar romant ne oa ket kontañ buhez Jung koulskoude, hini ur c’hlañvour eus e glinikenn ne lavaran ket. Hennezh a ziskouez na vezañ ket gouest da vervel daoust m’en dije klasket meur a wezh en em zistrujañ. Savboent hag eñvorennoù un den divarvel a lakaer da foll hon eus eus un tu, ha savboent ar vredonourien a ra war e dro, rannet etrezo dre o c’hredennoù a-fed labour. Ma teuio a-benn Pilgrim da nijal kuit eus e doullbac’hioù diabarzh ha diavaez, eo ar c’hontrol a c’hoarvez da Jung a riskl tamm-ha-tamm war-zu an diwaskadenn hag ar follentez en ur lakaat en arvar e familh hag e vrud-labour.
M’eo ken gwallzedennus eo da gentañ tout en abeg m’eo skrivet brav, hep re a ardoù met savet en un doare luziet a-walc’h evit derc’hel digor spered al lenner penn-da-benn. Furchet don eo bet psikologiezh ar penndudennoù met dedennus eo ar romant abalamour d’an dud a eil renk ivez, mitizhien, klañvourien all o deus ivez ur vuhez dezho o-unan. Hep na laerfent ar plasoù kentañ er romant e anavezer mat anezho hag e kendruezer pe trider ganto : kalz a ampartiz a ziskouez a-berzh ar skrivagner.
Plijet on bet kalz ivez dre ma n’eo ket temoù chaoket ha dichaoket a vez dornataet gant ar romant-mañ, dre hini ar beurbadelezh : peseurt ster reiñ d’ur vuhez ne baouezo morse ? ha pa vez anv eus karantez, eo diwar-benn an dremmoù liesseurt a c’hell kemer e-barzh ur c’houblad kozh pe diwar-benn karantezioù doujus ne c’hellont ket bezañ kaset da benn. Pa vez anv eus mignoniezh n’eo ket darempredoù klasel c’hoazh, mignoniezhioù mut, a vank atav un displegadenn bennak dezho… Evit iskis m’eo ar romant e chom dre se gwall zenel ha “posubl”.
Ur pezh-mell lennadenn hag a dalv ar boan bezañ kroget hag echuet.


Par dibar, Yann Fulub Dupuy (2006)

Par Dibar
Unan eus va levrioù brezhoneg muiañ-karet eo.
Da gentañ e kav din en deus kalz a galon Yann Fulub Dupuy o vezañ skrivet an testeni-se en hor yezh (seul vihan ar bed, seul dost an enebourien…).
Da eil e kav din eo ur skrid pouezus, un tammig a familh gant hini Jean-Yves Broudic Diyezh : ar pezh a ra Yann-Fulub Dupuy “luskoù an ene” pe “buhez vredel an unan” dioutañ. Kavout a ra din e tegas un dra bennak pouezus en hol lennegezh.
D’an trede e plij din peogwir e welan ennañ heñvelidigezhioù gant va istor din-me hag on bet fromet meur a wezh en ur lenn anezhañ.
Rannañ a ran ivez gant ar skrivagner ar soñjoù a eztaol er VIvet pennad, diwar-benn ar brezhoneg hag an tuadur revel. Erru e oan d’ar memes soñjoù nemet ne oa ket diwar-benn an heñvelreviaded nemeto, diwar-benn an holl dud o tont eus ur minorelezh bennak ne lavaran ket. Deuet e oan da soñjal an dra-se peogwir em boa klasket e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù perak e oa peg ar c’hoant ennon da zeskiñ brezhoneg, ha ne gaven respont ebet… betek un 10 vloaz bennak goude bezañ kroget. Me em boa liammet se, evidon, ouzh an desevel em eus bet, hag a oa unan a stourm : a-enep ar grem nukleel, ar boued chimik, an direizhderioù a bep seurt a c’hell bezañ er bed ! Pa oan krennardez ha betek penn kentañ va oad gour em boa ur vuhez eus ar re voutinañ, ha neuze em eus bet c’hoant da adkavout ar spered stourm-se, da vont da vanifestiñ, d’en em gannañ gant tud all. Goude-se eo un afer degouezhioù… Souezhet on bet eta oc’h adkavout ar memes soñj, tamm-pe-damm, e-barzh. Ha sur on ez eus muioc’h a dud eget na greder o teskiñ brezhoneg evit abegoù a seurt-se.
Me gav brav yezh Yann-Fulub Dupuy daoust ma vije diaes da lenn gouez da dud ‘zo. Ne verzan ket an dra-se, me soñj din eo dre m’em eus heuliet ur bern kentelioù gantañ ! Ur yezh resis ha barzhoniel eo. N’hellan nemet stouiñ dirak an oberenn-se a gavan dibar.


Dernières nouvelles du monde, Anthony Burgess, Amerika (1984)

Dernières nouvelles du monde

Kavout a ra din eo Anthony Burgess ur skrivagner dedennus. Koulskoude, ne ouezan ket re peseurt ster reiñ d’e romant Dernières nouvelles du monde, n’eo ket keleier fresk a zo anv anezho met keleier diwezhañ ar bed. Diheñchet on bet gant ar fed e tremen ar romant e tri frantad disheñvel : tro 1917 (pa vez anv eus Trotski), tro 1938 (pa vez anv eus Freud) hag en amzer da zont evit ar peurrest. Ur romant skiant-faltazi eo en ur mod, unan em eus lennet linennoù bras e itrik n’eus ket gwall bell ‘zo e-barzh ul levr (truezek) gant Bernard Werber Le papillon des étoiles : an douar zo o vevañ e zeiziadoù diwezhañ ; un dornad tud a sav un egorlestr evit saveteiñ bruzhunoù eus an denelezh. Dont a ra en-dro Anthony Burgess war buhez daou zen en deus kavet pouezus er c’hantved diwezhañ, hag adskrivañ pe hiraat o buhez evit m’o dije amzer d’en em soñjal war ar pezh o deus degaset d’an denelezh. Dedennus tre em eus kavet ar pezh a selle ouzh Freud, e-keñver Trotski a anavezen nebeutoc’h ‘m eus bet poan o terc’hel krog pa veze anv anezhañ. Donezonet eo Anthony Burgess evit deskrivañ fin ar bed ha pajennoù brav-tre zo deuet gantañ war ar sujed-se. Dont a ra a-benn an egorlestr da nijal kuit a-raok ma vije pulluc’het an douar. Ur goude-skrid a echu al levr : daou remziad war-lerc’h emañ bugale-vihan an dornad tud kentañ o vevañ e bourzh an egorlestr atav, ne sellont nemet ouzh o amzer-vremañ hag an holl draoù a gavemp ken pouezus (en o zouez Freud, Trotski ha dizouarañ an egorlestr) zo distummet ha prest da vont diwar-wel en o speredoù. Ul lamm-chouk-e-benn a ra Anthony Burgess gant ar fin-se, evel pa lavarfe d’al lenner hegredik ma oamp : graet ‘m eus goap ouzhoc’h, ne oa netra da dennañ eus se, kollet ho peus ho amzer. Iskis a levr eta. Bet em eus bet plijadur oc’h adkavout stil Burgess Orange mécanique (ne skriv ket atav gant ar memes ton), un doare da gemer al lenner da dest evel pa vije un termaji o kinnig ur pezh-c’hoari, gwelet vez o sachañ war fiselennoù e dudennoù evit o lakaat da vont en-dro. Komz a ra lod eus an tudennoù gant gerioù pinvidik ijinet gant ar skrivagner (barrek kenañ e oa war an dra-se : gouzout a rit eo eñ en deus ijinet ar yezh “ragistorel” a ra tud ar film La guerre du feu ganti ?). Koulskoude em eus kavet hir ma amzer a-wezhioù ; alies e vez torret al lusk (a-ratozh) gant cheñchamantoù pennadoù (ha prantadoù istorel) met ivez gant kanaouennoù a gomz kalz e dudennoù drezo ; ha skuizhus e kavan an doare m’en deus da zeskrivañ oberoù e dudennoù evel pa vije leurenner ur pezh-c’hoari. Reiñ a ra d’en em soñjal, sklaer, met pas atav da veajiñ. D’an nebeutañ eo ul levr a zo boued ennañ ha n’on ket sur da vezañ graet tro e binvidigezhioù.


Diyezh, Jean-Yves Broudic (1993)

diyezh

Ul levrig iskis ha dibar eo hennezh, skoet on bet o lenn anezhañ. Ar skrivagner a gont penaos en deus bevet an troc’h, ar fed da vezañ bet desavet gant e dud e galleg pa oa o yezh-vamm ar brezhoneg. Ne gont ket dre “me” avat, implijout a ra an trede gour unan evel pa vije distag dioutañ e-unan, o sellet outañ eus a-bell : unan eus efedoù an desevel yezhel iskis-se. Kalz muioc’h a bouez a ro an trede gour unan-se d’e skrid eget p’en dije skrivet dre me, peogwir e c’hell pep hini en em anavezout en un istor zo bet bevet gant kalz a dud, n’eo ket hini un hinienn.
N’eus ket a volontez en em ziskouez, en em lakaat da skouer : tennañ a ra muioc’h d’ur griadenn eget d’ur pennad-kaoz.
Ar skritur zo brav, noazh, soutil ha modern ; savet mat eo bet ar vaketenn p’eo bet laosket plas da lec’hioù gwenn evel kement a draoù n’heller ket lavaret. Enkrezus eo da lenn, ha war un dro e ra vad.
Evidon, bet desavet e galleg gant gallegerien a-vihanig, e vez lennet ha resevet al levr evel m’emañ met treuzkaset war ul live all ouzhpenn. N’hellan ket herzel ouzh pegañ va istor-me war hini ar penndudenn. Peseurt reuz a c’hell degas ar fed e tesavfemp ni, brezhonegerien arnevez, hor bugale en ur yezh n’eo ket hon hini gentañ ? N’eo ket ur gwall afer komz div yezh ouzh ar vugale, pezh zo grevus eo en em rediañ da gomz outo / ganto en ur yezh ne vestroniomp ket a-walc’h evit leuskel hor holl santimantoù da dremen drezi. Amjestr a-walc’h eo an darempredoù etre ar boudoù denel en o yezh-vamm dija… Gouzout a reomp ar reuz a zigas desevel ar vugale e mod-se, a-walc’h a destoù zo bet er c’hantved diwezhañ, Diyezh zo unan anezho ; koulskoude e talc’homp da aberzhiñ hor bugale a volontez vat. M’en dare perak ne vez ket digoret un diviz sirius war ar sujed-se. Betek-henn em eus bet ar santimant ne oa ket politically correct lakaat ar gaoz war se.