Category Archives: Bet lakaet e brezhoneg

Ur wech e oa, Albert Deshayes (2005)

An tech da reiñ an anv Ur wech e oa d’ul levr pe da n’eus forzh peseurt oberenn all em eus kavet bleup a-viskoazh. Bez ez eus kement anezho, ma n’heller ket didouezhiañ an eil re eus ar re all. Neuze e vez disoñjet an oberenn hag he diabarzh ken aes ha tra… Ne vern.

War dem ar c’hontadennoù pobl emañ al levr eta. Diaes eo da renkañ en ur garrezenn : n’eo ket lennegezh vrezhonek a-orin, pa oa bet skrivet ha c’hoariet an tri anezho e galleg da gentañ a-raok bezañ lakaet e brezhoneg gant Albert Deshayes. N’eus nemet e brezhoneg e kaver ul levr anezho avat. A-hend-all, n’eo ket bet ijinet an istorioù-se gant Albert Deshayes, troet unan, adstummet eben, roet dezhi tres ur pezh-c’hoari d’an trede… n’em eus ket komprenet hag-eñ e oa bet savet ar pezhioù-c’hoari gallek anezho gant Albert Deshayes e gwirionez, pe gant tud all.

Tri skrid berr zo el levr. Daou anezho a zo stummet evel pezhioù-c’hoari, unan all diouzh skouer ur gontadenn, giz Luzel : Herve, an deskard meliner. Skrivet eo bet gant bugale kelc’hiad 3 (CM), ha deuet eo brav-tre ganto a gav din, en ur adimplijout elfennoù o doa kavet e kontadennoù all (korriganed, Ankou) ha reiñ kalz buhez dezho, ar pezh a ro un doare “pep retañ” eus ar c’hontadennoù-pobl a c’hell bezañ adimplijet aes gant tud a ra war-dro bugale pe deskarded e brezhoneg. Eeun ha pinvidik eo ar yezh war un dro, un teuzar.

Ar pezh-c’hoari kentañ, Baron ar pont hag e varliton Yann, a santer eo bet lufret gant an implij. Diruilhañ a ra ar gerioù hag ar frazennoù anezhañ en un doare naturel, graet e vez implij eus an adlavarout en un doare brav, da gompren mat ha da zerc’hel soñj. N’eo ket orin-tre an tem, tennet eus ul levr gant Max Jacob, met efedus, sur.

An eil a zo bet tennet an istor anezhi eus ur romant gant ar skrivagner breizhat evit ar yaouankiz Yvon Mauffret. Mojenn Konomor eo e anv. N’eo ket sklaer piv eo an haroz anezhañ, pe ar sant Gweltaz, pe an tirant Konomor, pe e wreg santez Trifina. Dedennus eo an tem pa bermet reiñ buhez en-dro da vojennoù oadet-kaer. Traoù ‘zo em eus kavet iskis, ar pezh a vez lavaret diwar-benn ar yezhoù peurgetket, met marteze n’on ket titouret mat pe eo un doare all da gompren an traoù. Ar pezh-c’hoari-mañ ne gav ket din e vije ken flour hag en hini all ar yezh ennañ ; n’eo ket ken kempouez kennebeut. Ar pezh a ra e dalvoudegezh eo an tem anezhañ.

Ul levrig ha n’eo ket uhel ar c’haoc’h en e revr met a chom plijus da lenn dre m’eo poblek, ha lipet a-fed yezh.

Advertisements

Ar Morgezeg, William Hope Hodgson, Rouantelezh Unanet (1913)

Tennet eus an torkad Men of the Deep Waters, an danevell hir-mañ zo bet embannet he zroidigezh vrezhonek en ul levrenn he-unan e 2012. En he stumm, lodennet a-bennadoù daoust ma vije a-boan 60 pajennad oc’h ober anezhi, he deus lakaet ac’hanon da soñjal en Ar follez Yaouank gant Meavenn. War grafoù all ez eus heñvelidigezhioù etrezo ivez, daoust ma vije pell o zemoù : ar seurt douster a evod diouto daoust d’o zemoù enkrezus, hag o efedusted da dizhout o fal, asambles gant kalon al lennerien.

Un danevell voliac’h eo Ar Morgezeg. Loc’hañ a ra eus liammoù karantez kreñv etre ur bugel yaouank hag e dad-kozh. Ne vez kinniget den ebet all eus ar familh, nemet kenlabourerien an tad-kozh war ar gobar. Adalek linennoù kentañ an danevell e klever notennoù an enkrez, er ganaouenn a vez mouskanet meur a wezh gant ar paotrig kement ha gant an den-kozh, evel e romant Steinbeck La perle. Koulskoude n’eus koumoulenn ebet en oabl betek an hanter eus an istor. En un taol e cheñch pep tra : aheurtet e chom ar bugel, a vo kastizet gant e dad-kozh. Ha dont a ra ar vevenn etre ar bed gwirion ha marvailhoù an tad-kozh da deuziñ.

N’em eus ket c’hoant da vezañ sklaeroc’h evit nompaz kontañ an istor d’an danvez lennerien. Fromus eo, seul vui ma vez espernet ar gerioù a re enni, ar pezh en deus harzhet outi da goshaat en he skritur ivez. Ar velkoni a chom war he lerc’h he deus lakaet ac’hanon da soñjal kalzig e kontadennoù Andersen. Met ur c’hwezh dezhi he-unan he deus, dre an tem anezhi peurgetket. Ar bugel zo estreget ur pimpatrom, hag an tad-kozh, daoust ma ne vije nemet brokusted ha karantez oc’h ober anezhañ, ne vo ket paeet en distro. Meur a zoare a zo da lenn an oberenn, ar pezh a ro dezhi he finvidigezh. N’eo ket gwall anavezet ar skrivagner, dellezek e vije da vezañ avat, m’emañ e holl oberennoù a-live gant honnezh. Ma vez troet reoù all e lennin anezho hep termal.


Ur person evit enez Sun, Henri Queffélec (1944)

Embannet eo bet an droidigezh brezhonek e 2016.

Kavet em eus kentoc’h plijus al lennadenn abalamour m’eo skrivet ha troet brav al levr. Koulskoude, war ar foñs, ez eus traoù em eus kavet iskis.

Kompren a ran perak eo bet dibabet al levr-mañ da vezañ troet : reiñ a ra ur skeudenn dreistordinal, digredus, eus ar metoù dibar ma oa Enez Sun dindan ar Renad Kozh, hag abaoe ur viken sur a-walc’h : ul lec’h gouez, gant annezidi ken gouez all, suj ouzh froudennoù ar mor hag an avel. Ul lennegezh “vroadel”, en ur mod, da adperc’henniñ gant hor yezh pa ne gomz nemet eus hor bro. Ma.

C’hwezh an XIXvet kantved a zo war an deskrivadenn koulskoude, ur c’hwezh romantel-tre, techet da vont re bell ganti, tost c’hoazh ouzh Anatole Ar Braz pe Victor Hugo. Ar pezh a gont eo reiñ ur skeudenn griz, braouac’hus, a sko an ijin. Un doare ha ne glot ket mui tre-ha-tre ouzh ar pezh a c’hortozer en deiz a hiziv. E gwirionez, e oan engortoz eus un destenn modernoc’h.

An eil tra en deus lakaet ac’hanon diaes eo m’eo bet dibosubl din en em hevelebiñ ouzh an haroz. Ar paotr a gemer ar garg a berson evit sikour, met mesket eo ivez gant ur c’hoant uhelaat, daoust ma vije glan a ene diwar ar c’hentañ sell. Un estrañjour eo chomet din penn-da-benn. Pa soñjan, eo marteze an dra-se, ar fed ne vije ket re vanikean, a ro e dalvoudegezh d’an oberenn, met n’em eus ket kavet klet bezañ o lenn.

Hag an trede tra, a c’hell seblantout dister met en deus lakaet ac’hanon da brederiañ, eo ar fed e vije bet krouet an ezhomm beleg gant an Iliz, hag e vije bet dilezet ar paourkaezh tud-se gant o sec’hed a lidoù hag a draoù sakr, hep damant ebet ouzh ar pezh a c’hellent santout. N’eo ket tre tem al levr, met chomet eo ar soñj-mañ war va spered ha direnket on bet gantañ.

E berr gomzoù, dic’hizet, direnkus, met skrivet ken brav m’eo un drugar e lenn.


Galv ar bed gouez, Jack London, Stadoù Unanet (1903)

Ur gevrin eo bet din e-pad pell gwelet e c’helled kaout un interest bennak o lenn istorioù loened, ur romant o vezañ istor un den evidon. Setu perak n’em boa ket lennet al levr-mañ a-raok, daoust ma vije bet du-mañ a-viskoazh.

N’eo ket gwall hir, skrivet ampart en ur stil klasel. Anat eo en deus awenet don ar bras eus an oberennoù skrivet ha filmet a zo deuet war e lerc’h, ha ne c’heller ket bezañ skoet gant nevezenti an diabarzh en deiz a-hiziv. Koulskoude e chom gwirion ar from a sav el lenner, en em lak digudenn e plas Buck, ar c’hi-haroz.

Ur romant-deskoni eo, muioc’h eget ur romant-deskiñ. Kuitaat a ra Buck ar bed sevenaet klet eo bet e hini e-pad pevar bloavezh kentañ e vuhez evit bezañ taolet trumm e ifern ar chas-labour e norzh amerika. M’eo ur c’hi hep e bar a oar en em dennañ eus kement plegenn ziaes, e vez kemmet don e bersonelezh gant an darvoudoù. Kontañ a ra ar romant an hent a ra eus ar sevenadur d’ar gouezder, a glev ar galv anezhañ kreñvoc’h-kreñvañ ennañ. Distaget eus kement liamm denel, e c’hell dont da vezañ ar pezh a sant ez eo : ur bleiz.

Ur c’hlasel brav, troet brav, gant skeudennoù ken brav all, ar pezh a dalv ar boan bezañ saludet o vezañ m’eo ralik gant al levrioù brezhonek.


Istor burzhudus Don Kic’hote, Miguel de Cervantes, bro-Spagn (1605)

Kalz dedennusoc’h eo ar stumm-mañ eus ar romant, daoust ma vije un azasadenn evit ar vugale c’hoazh, eget al levrig a oa bet kinniget gant An Here un nebeut bloavezhioù ‘zo ha ne roe nemet un tañva eus an oberenn.

Dedennet e oan gant ar par istorel : lakaet eo avañturioù Don Kic’hote da vezañ ar c’hentañ romant, dindan ar ster a roer d’ar furm lennegel-mañ. Lennet e vez ken aes ha tra, seul vui ma vez skrivet en ur brezhoneg c’hwek, ha m’eo bet tennet hirderioù evit kinnig un oberenn kempouez ha kempenn. Ur seurt tech en a-raok a zo el lodenn gentañ, met dre ma vez adkavet tud ‘zo ez eus bet kroaziet o hent c’hoazh, e weler eo savet an oberenn a-zoare ha frammet start.

A-hend-all e santer e fent ar skrivagner hêrourezh ar c’hoariva komik daoust ma ne vije ket nemeur a zivizoù. Diaes eo c’hoarzhin gant se an deiz a hiziv, war ma meno, pout a-walc’h eo ar farsadennoù ha reiñ a reont ar santimant da vezañ adlavaret sofkont. Gant se, e vije mat an oberenn evit bugale vihan, daoust ma vije kalz re ziaes da lenn evito ha feuls a-walc’h. Un oberenn hep publik ken, eta. Chom a ra an testeni istorel hag ar blijadur da soubañ e brezhoneg Klerg dre un destenn hir…


An Utopia, Thomas More, Rouantelezh Unanet (1516)

Graet eo bet troidigezh pennoberenn Thomas More e brezhoneg gant Fañch Morvannoù. Pouezus eo e venegiñ, peogwir eo gantañ eo bet savet ar pennad-digeriñ hir a ginnig buhez Thomas More, ha notennoù puilh e-kerzh an destenn o tisplegañ liammoù istorel, o resisaat an ton, ar fent, hag o reiñ resisadurioù diwar-benn an droidigezh. Labouret en deus diwar al latin, met en ur sellet ivez ouzh troidigezhoioù e yezhoù all (saozneg, galleg…).

Teir lodenn a zo el levr-mañ a-benn ar fin : Buhez Tomas More gant Fañch Morvannoù da gentañ, a zo war un dro gwallzedennus ha marzhus. Al lodenn-man em eus kavet plijus-kenañ ha diellet a-zoare.

Goude-se e krog an droidigezh da vat. Rannet eo e div lodenn. El levrenn gentañ e vez kinniget ur seurt diviz etre Rafael Hytlodaios, un dudenn ijinet, ha Tomas More e-unan. Diaes-kenañ e vije da gompren hep notennoù puilh Fañch Morvannoù : bep eil frazenn e kaver un dave d’an endro istorel, da fedoù c’hoarvezet nevez ‘zo, kritikoù diwar-benn ar politikerezh ha kement ‘zo. Fonnus eo an danvez, met un tammig arabadus, p’eo da lenn evel ma studier ha neket evel ma studier. Ret eo mont goustadik, kemer amzer da ziazezañ an titouroù, da geñveriañ, d’o adlakaat en o flas e-keñver an Istor…

Er c’hontrol, an eil levrenn, a ginnig aozadur peurvat ar vuhez war “Enezenn an Utopianed”, a vez lennet ken aes ha tra. Perzhioù un oberenn faltaziek modernoc’h ha skañvoc’h he deus. Distagoc’h eo diouzh he amzer, ha dre-se, aesoc’h da veizañ. Ret eo lavaret e ouezer, goude bezañ lennet al levrenn gentañ, ouzh petra e ra dave Tomas More. N’eus ket ezhomm da lakaat kement a notennoù ken, ar pezh a aesa al lennadenn a-galz, daoust ma ne vijer ket dilezet penn-da-benn gant Fañch Morvannoù a gendalc’h gant e zisplegadennoù pa vez ret.

Ul levr eo hag en deus bet pouez en istor, mat eo e vije bet lakaet e brezhoneg en un doare lennabl. Danvez-studi eo kentoc’h ha danvez-beajiñ, met talvezout a ra ar boan. Saourus eo troidigezh ha displegadennoù Fañch Morvannoù ennañ.


Red an amzer, Tereza (2008)

red-an-amzer-tereza-desbordesUn torkad barzhonegoù divyezhek eo Red an amzer / Le fil du temps. Skrivet e oant bet e galleg gant Tereza Desbordes, ha lakaet e brezhoneg gant Yann Desbordes goude.

Emaint holl en ur stumm dieub, hep rimoù. An temoù a vez anv anezho a zo kentoc’h prederouriel : ar garantez, an amzer o treiñ… N’eo ket displijus da lenn, met ne chom ket louc’hoù don eus al lennadenn goude. N’eo ket gwriziennet a-walc’h ar barzhonegoù-se e fetisded ar vuhez evit touch ha fromañ ac’hanon, nemet ral a wezh : e Kleizenn, Ar frankiz, Profadenn, Planedenn, Nozkan… Ne bermet ket al levr anavezout gwelloc’h ar skrivagnerez, peogwir e chom gant pimpatromoù an natur, ar mor, ar sav-heol ha kement ‘zo. Labour kempenn eo, gant ur geriaoueg pinvidik, frazennoù brav, met chom a ra dibersonel en ur mod. An awen eo a vank, a gav din. Peotramant n’on ket gwall gizidik ouzh seurt barzhoniezh…

 


Marharid Siche, Tavarn ar Peoh (2004)

tavarn-ar-peohLakaet eo bet Tavarn ar Peoh e brezhoneg gant Goulc’han Kervella, an embannadur gallek zo eus 2008.

Ur pezh-choari berr eo. Kinnig a ra un dornad tud, yaouank pe goshoc’h, da vare an dalc’hidigezh alaman e Montroulez e 1943. Un nebeud fedoù istorel a vez meneget ; ar roll anezho a gaver e penn kentañ al levr.

An tudennoù zo ur skeuliad pimpatromoù eus ar re a gaved e pep lec’h er pleg-mañ eus an istor : neb en em gann er strouezh, neb a ya da frikotañ gant an enebour ha n’eo ket ken droug-se hag a vo touzet diwezhatoc’h, ar c’houbladoù a strob hag a zistrob hervez ar re a dremener hebiou dezho. Ar senenn ziwezhañ a ginnig ur sell war-gil evit divinout petra eo deuet an dud-se da vezañ : sklaeraat a ra c’hoazh ar soñj kentañ, da lavaret eo n’eo ket pouezus an tudennoù, ar pezh a gont eo ar re a skoueriont.

Dremm istorel ar pezh-c’hoari eo an hini pouezusañ. Eeün hag efedus eo, ha klotañ a rafe gant ezhommoù yezh ha program skolajidi trede klas.

A-hend-all, fellet ez eus bet da Varc’harid Siche, hag a oa kelennerezh war al lizhiri klasel, plantañ daveoù da vojennerezh bro-C’hres en he skrid. Dre se, e vez sellet ouzh an tudennoù evel pa vijent traoù bihan ha pell a sell an doueed gresian outo gant kuriusted. Reiñ a ra tro d’ar skrivagnerez da gaozeal eus an tonkad war-eeun, e-lec’h leuskel al lennerien d’en em soñjal. N’em eus ket kavet brav ar meskaj etre an div sevenadur e gwirionez. Se zo kement ha lakaat sukr er soubenn : ponnerraat ha distresañ a ra ar skrid. Met an daveoù gresian n’int ket plezhennet gant peurrest an destenn, neuze e c’heller lenn anezhi hep teurel re a evezh outo ; ar pezh em eus graet.


Loeiza, Laurence Lavrand (2015)

loeiza-laurence-lavrandDispartiet eo he zud, ha divizet he deus he mamm kuitaat Breizh evit mont d’en em staliañ e… Mayotte ! Start eo evit Loeiza, ha hi merc’h nemeti ar familh, pa zle ober he zistro-skol 6vet klas ken pell eus korn-bro Karaez.

Poan em bez o kompren an darempredoù etre merc’h ha mamm el levr-mañ, ne seblantont ket din bezañ gwall wirheñvel. Emzalc’h ar vamm dre vras a gavan iskis hag un tammig emgar, forzh penaos.

Ar pezh a zo plijus eo e splujer en ur bed all, a weler eo bet amprouet gant ar skrivagnerez hag en deus, ar wezh-mañ, tres ar wirionez. Ul levr jentil eo hag a lak al lenner da veajiñ. Evit ober war-dro kudennoù donoc’h, eo ret gortoz bezañ un tamm brasoc’h eget ar publik bizet gant al levr-mañ (merc’hed 10-12 vloaz).


Tev ar gwad, tanav an dour, Alistair Mac Leod, bro-Ganada (1999)

tev-ar-gwadBrav-meurbet em eus kavet al levr-mañ, ha fromus, daoust ma vije un tamm dic’hras ar pennad kentañ anezhañ.

Mont a reer donoc’h-donañ e-barzh istor an dudenn, an istor hag ar mojennoù o deus graet hini e familh hag hini e glan. Ar bras eus an degouezhadennoù a c’hoarvez e bro-Ganada, e Cape-Breton, lec’h m’eo deuet familh an dezreveller d’en em staliañ ; hag ur pouez bras en deus an endro dibar-se e-barzh an dezrevell hag an ambiañs.

Ne heuilh ket ar saga-mañ urzh an amzer. Depegnet e vez an traoù tamm-ha-tamm, en ur zont en-dro meur a wezh war an darvoudoù a-bouez, ar re o deus savet mojennerezh ar familh : ma koller an neudenn un tammig a-wezhioù e penn kentañ, e teuer buan da anavezout an holl re Mac Donald, ha p’o dije lod an hevelep anv-bihan.

Ur romant bras diwar-benn an divroañ hag ar gwriziennoù eo. Hollvezant eo ar yezh, ar sonerezh hag ar santimant da vezañ lod eus ur c’hlan c’hoazh, ar pezh a zo un tamm mat ledanoc’h eget ur familh. Degaset en deus soñj din, a-wezhioù, eus How Green Was My Valley gant Richard Llewellyn, abalamour d’an ambiañs ha d’an doare tud a gaver en daou romant, tud munut, dilorc’h, denel-kenañ. Personelezhioù tadoù-kozh an dezreveller zo deuet brav-tre gantañ dreist-holl.

Ar pep tra-se e framm solut ur romant amerikan mat, kempouez, a oar da belec’h e kas e lennerien : din-me eo ur bennoberenn.