This book will save your life, A.M. Homes, Stadoù Unanet (2006)

Un titl desachus ken-ken zo gant al levr-mañ, ne gav ket din e c’heller tremen e-kichen hep e zigeriñ.

Met dipitet on gant an diabarzh.

Diaes eo da zisplegañ, peogwir ne oa na displijus, na diaes da lenn ha ne dapan ket lakaat ar biz resis war ar pezh ne blij ket din ennañ.

Istor un den pinvidik eus Los Angeles eo. Kudennoù en deus gant e vuhez. Ne ouezan ket perak, met start eo din kendrueziñ ouzh tud o deus kement a arc’hant ma ne ouezont ket petra ober ganto… ha dreist-holl, pa vez ur seurt gras vat o teskrivañ o buhez tud pinvidik, ne vez netra boutin ebet etre me ha seurt tudennoù. Diaes eo o c’hompren, en em lakaat en o flas, empentiñ o buhez ha n’he deus ster ebet evidon… Mont a rae un tammig gwelloc’h er fin, met a-boan. Peogwir e klask ar skrivagnerez deskrivañ buhez diabarzh he zudenn bennañ dre ziskouez e vuhez diavaez, ha ne glot ket mat an daou asambles.

Eil tra hegasus ; an darvoudoù dic’hortoz a zeu an eil re war-lerc’h ar re all, ken reoliek ha perlezennoù war neudenn un dro-c’houzoug. Tu amerikan ar romant eo. Daoust ma vijen sot gant romantoù amerikan ‘zo, e vezan heuget buan gant an doareoù marc’had-mat hag un tamm mekanik a evod diouzh lod anezho. Krediñ a ran santout ennañ ar framm desket, an trukl a lakaio da werzhañ aes, d’ober dollarioù. C’hwezh filmoù zo war an istor, c’hwezh koll-amzer.

Dudius e oa memestra met chomet on un tammig a-bell. Ha poan em boa o kompren ar fent sañset en em gavout e-barzh.

Distreiñ a raio ar romant-mañ er voest-levrioù em boa kavet anezhañ enni, gant ar spi e c’hello saveteiñ buhez unan bennak all…


Le chat qui… 14 : Le chat qui n’était pas là, Lilian Jackson Braun, Stadoù Unanet (1993)

Hag o koshaat e vefe Qwilleran ? n’eo ket entanet gant an droiad a gemer perzh enni e bro-Skos. Gwir eo eo bet ret dezhañ leuskel e daou gazh er gêr. Ha ne dremen ket ar veaj eus ar c’hentañ, o vezañ ma steuzia blenier ar bus ha ma varv an aozerez gant ur barr-kalon. Bezañs e vignonez kozh Polly n’eo ket a-walc’h evit diroufennañ anezhañ ha distreiñ a reont o-daou abretoc’h eget na oa raktreset.

Ur wezh distro, e vo lakaet Qwilleran, a-drugarez da gKoko, war roudoù torfedourien.

Al lodenn vrasañ eus al levr-mañ a dremen er gêr m’emañ Qwilleran o chom ha sellet e vez pizh ouzh an dud a annez anezhi, ouzh e vignoned ha mignonezed, ouzh an dud e hegas, kozh ha neveshoc’h. Buhez ar strollad c’hoariva, ar pretioù, kazetenn ar c’horn-bro hag ar stalioù zo e kreiz ar jeu ur wezh ouzhpenn.

Kavet em eus aes an disoc’h da zivinout, ar pezh ne vez ket gwir atav.

Marteze on krog da vezañ un tammig og gant ar rummad-mañ ; gant tadelouriezh Qwilleran hag e zoareoù mod-kozh peurgetket. Met ne blij ket din chom e kreiz an hent ha 30 levrenn zo en holl. Lenn a ran unan bennak pa vezan re skuizh evit boulc’hañ gant traoù siriusoc’h.


Ar Baron pintet, Italo Calvino, bro-Itali (1957)

Embannet eo bet an droidigezh vrezhonek, savet gant Serj Richard, e 2019.

Goude Ar beskont daouhanteret ez eo ar romant-mañ eil hini ur rummad tri.

Da heul ur vrochadenn familh dister en em laka Cosimo, 12 vloaz, da vouzhañ. Krapat a ra e-barzh ur wezenn eus domani e dad. Ne ziskenno biken ken betek fin e vuhez.

Drol eo tem al levr hag, evel hini ar romant kentañ, diwirheñvel. Met n’eus ket kalz traoù el levr ha ne glotfent ket gant ar bed gwirion. Depegn a ra mat-tre Italo Calvino doareoù-bevañ ha spered tud Italia en XVIIIvet kantved, neket e ti an noblañsed nemetken met e ti kêriadenniz, plouiz ha peorien. A bep seurt a wel Cosimo, ha eñ a-us d’ar bed. Kemer a ra perzh, en e vod, ouzh darvoudoù a sell ouzh buhez e gorn-bro, e familh hag e genvroiz. Mirout a ra dalc’h e renk, kement hag e enor.

An itrik, pinvidik, a gemer alies tresoù hini ur romant avañtur klasel ; oc’h heuliañ neudenn Cosimo en e uhelderioù. Gwallzedennus a-wezhioù, e c’hell bezañ hir gwezhioù all hag un tamm mougus, evel en ul lec’h kloz. Herzel a ra ouzh al lenner da welet pelloc’h eget ne ra Cosimo e-unan, peurliesañ.

Ur bern tudennoù ha darvoudoù istorel a gemer perzh en itrik, ar pezh a ro talvoudegezh dezhi. Met dedennus eo ivez ar sell a vez pozet war gCosimo gant e familh, gant tud e renk ha gant ar re all. Petra a vez graet gant an dud disheñvel, a zibab hentoù treuz ?

Kavet em eus dedennus-tre ar romant, skrivet gant ur stil skañv ha fentus alies. Koulskoude em eus bet un tamm diegi d’e echuiñ ha kavet em eus hirik e 374 pajennad.

Gortoz a ran an trede opus gant mall ha kuriusted.

 


Kitchen, Banana Yoshimoto, bro-Japan (1988)

Un anv paotr eo, n’eo ket anat diouzh ar c’hentañ sell marteze ! Ha ne oa ket anat tamm ebet er skritur, ar pezh en deus kaset ac’hanon da wiriañ.

Div istor a zo el levr-mañ, div zanevell hir. An hini gentañ, Kitchen, a zo ivez va hini muiañ-karet. Ur plac’h yaouank a zo o paouez koll he mamm-gozh, a oa bet desavet ganti hag a veve asambles ganti en he rannndi. Darempred intim an tudennoù gant ar marv, an doare da adliammañ gant ar vuhez zo e kreiz an oberenn brav-mañ, leun a zouster. Ur soubadenn e-barzh pemdez tud munut a vro-Japan eo, e endro kloz ha tomm o zi. Ul lod bras a gemer an aozañ boued e-barzh an istor, merk ar yac’husted hag ar peoc’h o tont en-dro. Dont a ra a-benn an danevell-mañ da vezañ war un dro divroüs ha tost-tost eus ar santimantoù diazez a vez rannet gant an holl dud. Kaer, dic’hortoz ha fromus eo.

An eil danevell eo Moonlight shadow he anv. N’eo ket ur souezh e vije bet embannet kichen-ha-kichen gant eben : enni c’hoazh ez eus anv eus kañvioù. Aes eo en em stagañ ouzh an tudennoù, ouzh o albac’hennoù, gwall iskis a-wezhioù. Luchañ a ra un disterig war-zu darvoudoù dreistnaturel, ar pezh ne glot ket kement gant va zemz-spered. Met chom a ra dedennus, souezhus, lipet brav.

Dizoloet em eus ar skrivagner-mañ gant kalz plijadur ha bamet on bet gant an tost m’en em santen ouzh e dudennoù, daoust d’o sevenadur bezañ gwall bell ouzh va hini.

Ne gomz al levr-mañ nemet eus ar c’hañv hag eus an diouer a ra an anaon deomp. N’eo ket war an dristidigezh e vez pouezet avat, war ar pare ne lavaran ket. Da zizoloiñ, ha da brofañ.


Le chat qui… 13 : Le chat qui déplaçait des montagnes, Lilian Jackson Braun, Stadoù Unanet (1992)

En 13vet levrenn-mañ eus avañturioù Qwilleran gant e zaou gazh-siam e adkaver ar framm a blij da Lilian Jackson Braun. Lakaet en deus Qwilleran en e benn mont da vakañsiñ, e-unan, er menezioù. Feurmiñ a ra un ti bras-meurbet en ul lec’h distro ha klask skoulmañ darempredoù gant tud ar vro. N’eo ket eus an aesañ, peogwir ez eus sach-blev etre ekologorien ar menezioù ha posterien arc’hant kêr, abaoe meur a remziad.

Ne bado ket pell a-raok m’en em lako ar fri-furch-mañ a gQwilleran war roudoù ur muntr, pe meur a hini zoken !

An droiad-mañ er menezioù a ro tro da gQwilleran d’en em soñjal war e vuhez santimantel ivez : seul bell, seul well ?

Bremañ ma anavezan mat doareoù ar skrivagnerez, e kendalc’han gant an heuliad-mañ p’em bez c’hoant da ziskuizhañ pe da adkavout va imor vat. Ar bed eeün a zeskriv a laka ac’hanon da soñjal e livadurioù simpl, leun a livioù. Fent a gavan oc’h arvestiñ ouzh ardoù Qwilleran hag e genseurted tro-dro d’o buhez sokial, hag o vizitañ tiez nevez kazi e pep romant.


Chuchumuchu, Erwan Hupel (2019)

Daoust d’an hed en deus klasket kemer ar skrivagner gant e dudenn bennañ dre implijout an eil gour unan, e kav din ez eo an destenn verr-mañ un dezrevell-vuhez a-raok pep tra.

Kemer a ra ur fed, un enrolladenn a glev er post bihan d’an 11 a viz Du, ha diskouez penaos e tibun istor an enrolladenn-se, e furchadeg war he divout, e soñjezennoù da heul e enklask.

N’eus ket ur mor a draoù da lavaret diwar-benn an diell istorel e-unan. Skañv eo ar pezh a chom, memes pa gleuzier ar pellañ posubl, ar pezh a oar ober.

Met ar skrid-mañ zo ouzhpenn un diell istorel : ur brederiadenn war istor ar yezh, ar re o deus komzet anezhi, ar re a gomz anezhi c’hoazh. E verc’h 5 bloaz, da skouer. Hag ur goulenn diwar-benn ar pezh a laoskomp war hon lec’h.

Ne gavan ket dreistordinal an tem : muioc’h a breder eget a ijin a zo ennañ. Met merzout a ran n’eo ket pouezus gant skridoù Erwan Hupel, a-benn ar fin. Ar pezh a gont eo an hentoù a gemer e soñjoù, hag an doare d’o dibunañ. Leun eo e skritur a gavadennoù, a souezhadennoù, a vousfent. Daveoù niverus a ra d’ur bern traoù, hep na vijent heverk atav, hag a redia al lenner da chom war-c’hed, prest da vezañ sourprenet.

Gant se e vez pep levr nevez gantañ, memes pa vez tanav evel hennezh, ur blijadurig lennegel.


Ma emgann evit Iwerzhon, Dan Breen, bro-Iwerzhon (1944)

Lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig diwar an droidigezh c’hallek, ar skrid-buhez-mañ zo aet d’ober niverenn 70-71 ar gelaouenn Skol e 1978.

Kavet em eus dedennus e vije bet dibabet lakaat ar skrid-mañ e brezhoneg. Diskouez a ra e wele tud ‘zo un hevelebiezh etre stad Breizh er mare-se hag hini bro-Iwerzhon e-pad ar brezel evit ar frankiz.

Ar brezel a vez kontet deomp amañ zo eus ur seurt n’hon eus ket anavezet, koulskoude. Dan Breen zo ur soudard, leun e zaouarn gant armoù, dispont, mennet ha taer. Alies e laka e yec’hed hag e vuhez en arvar ; ur souezh eo en dije tennet e spilhenn, gant an niver a vignoned varv a ra meneg anezho.

Displegañ a ra mat en e zezrevell ne vezent ket heuliet atav gant ar boblañs. Dalc’het en deus d’e stur koulskoude, betek ma vije prizoniet. Ar pep diaesañ evitañ : bezañ karc’haret gant tud eus e bobl, goude bezañ stourmet evito e-pad bloavezhioù.

Dedennus eo an dezrevell ; un diell istorel eo, bev-buhezek alies. Met lakaet on bet diaes gant an doare o doa dibabet Dan Breen hag e vignoned da ren o stourm, daoust ma rafe o c’halon hag o soñjoù divrall gwir harozed anezho.


La vierge en bleu, Tracy Chevalier, Rouantelezh Unanet (1997)

N’eo ket ar wezh kentañ din kinnig amañ romant pe romant gant Tracy Chevalier.

Ar romant istorel-mañ a zo lec’hiet er 16vet kantved, tro-dro da freuzadur edit an Naoned, war ar maez ; ha, war un dro, en amzer-vremañ lec’h ma ra un amerikanez un enklask war he familh a-orin eus al Lozer.

Souezhet e oan un tammig gant ton ar romant-mañ, goude anavezout reoù all gant Tracy Chevalier : muioc’h a varzhoniezh, met ivez a arouezelezh, zo ennañ eget er re all. Betek un doare priziusted, a zeu eus ar skeudenn a glaske reiñ eus ar pezh e oa ur skrivagner(ez) eviti. Hag a-benn ar fin em eus komprenet, p’em eus gwelet e oa he romant kentañ. Mesket eo ennañ desachoù disheñvel : war-zu an Istor, war-zu ar wregelezh, war-zu beajoù graet, war-zu ar moliac’h zoken. Muioc’h eus he buhez-hi he deus lakaet ennañ eget er re a zo deuet war-lerc’h, anat eo. Met betek an doare da sevel ar skrid a zo re rikamanet, o c’hoari war daou brantad istorel, o klask liammañ buhez ar maouezed a-dreuz an amzer en un doare artifisiel.

Ken dedennus e oa an istor m’em eus lakaet ar munudoù-se a-gostez evit en em reiñ d’an treiñ pajennoù. Skrijus eo an itrik, ha dispar. Paket e vezer gant tonkad ar maouezed-se, gant o nerzhioù hag o gwanderioù. Paket ivez gant tourmant ar brezelioù relijiel hag ar merk a laoskent war ar familhoù munut : un dra ne vez ket komzet kalz diwar e benn el levrioù Istor.

Ur gentel skrivañ eo keñveriañ ar romant kentañ-mañ gant ar re all diouzh he fluenn : en ur greizennañ he istorioù war un tem nemetañ (an Istor), en ur chom gant penntudennoù gwregel, en ur eeünaat ar framm, he deus lakaet Tracy Chevalier he gwir donezon da strinkellikat.

Ur romant mat-tre eo La vierge en bleu daoust d’ar rebechoù a ran dezhañ ; arabat dioueriñ ken bras plijadur abalamour din.


Gwenn, ar vorlaerez, Goulc’han Kervella (2019)

Ur romantig diwar-benn ur plac’h a Vrest a ya da ambarkiñ war bourk ur vag morlaeron.

Un destenn skrivet a-ratozh-kaer gant ur pal studi eo. Dibabet eo he c’herioù a-zaore, berr he frazennoù, kempouez-mat he 10 pennad. Ha daoust da se, ne vez ket santet re. N’eo ket un istor dreistordinal, met kaset e vezer a-zoare da heul an harozez, gras d’un nebeut munudoù santet mat.

Evel-just e chomer gant e c’houlennoù a-wezhioù, n’eo ket ar seurt romant a c’heller donaat an traoù ennañ : hag aes e veze d’ar merc’hed mont war vourzh ? ha kement ‘zo. Met digeriñ a ra un nor, war Brest kozh, war bed ar voraerien hag ar besketaerien. Reiñ a ra c’hoant da vont pelloc’h, gant an Istor kement ha gant ar brezhoneg.

Ret eo diwall mat, e seurt levrioù, da skañvaat betek lakaat re nebeut : chomet on un tamm bout rak istor ar Renan “dianket” a vez graet un nozvezh-veilh evitañ, ret eo bet din lenn meur a wezh, ha dont war va c’hiz un tamm pelloc’h, peogwir em boa komprenet an traoù a-dreuz. Ur frazenn ouzhpenn, doare “e oan o klask gouzout petra a oa c’hoarvezet dezhañ, pelec’h e oa… ?”a vije bet a-walc’h d’am difaziañ. Met marteze eo me em eus daoulagad forc’hellek ?

Kavout a ran mat e teufe skrivagnerien ar rummad “Aes da lenn” da liesaat, evit ma vo peadra gant pep hini da gavout ar pezh a glot gant e demz-spered.


La guerre des clans I, levrennoù 3, 4, 5, 6, Erin Hunter, Rouantelezh Unanet (2003-2004)

6 levrenn a ya d’ober kelc’hiad kentañ La guerre des Clans. An hini kentañ anezho em boa skrivet diwar e benn c’hoazh amañ, an eil anezho amañ. Ar wezh-mañ on bet en un tenn betek fin ar c’helc’hiad.

Levrenn 3 : Les mystères de la forêt

Levrenn 4 : Avant la tempête

Levrenn 5 : Sur le sentier de la guerre

Levrenn 6 : Une sombre prophétie

Fellout a rae din kompren don ar pezh a ra eus ar rummad levrioù-mañ levrioù dreist ar re all evit lod bugale, ha gouest da blijout da dud gour zoken.

Tu kreñv ar romantoù-mañ eo o senario. P’emaomp gant ur gevredigezh kizhier, n’eo ket ken divalav gloazañ don tudennoù ‘zo, pe o lakaat da vezañ muntret garv. Ar re zrouk a zo droug da vat, ne reont ket van. Ha soutil a-walc’h eo ar marc’hadoù etre ar meuriadoù, an aferioù galloud hag enor, an dornata a-berzh kizhier ‘zo ha kalz traoù all. Gant se, n’eo ket ur binijenn lenn al levrioù-mañ. Ijinet int a-feson.

Met traoù all a gendalc’han da vezañ direnket ganto : istorioù karantez chuchu, souezhadennoù re anat. Ne gavan ket ken aes-se en em silañ en ur bed kizhier gouez ha n’en deus gwirionded ebet a-fed aozadur, er bed a anavezomp. Savet eo penn-da-benn war batrom ur gevredigezh tud, pe un arme bennak. Gizioù bevañ ha betek livioù ar c’hizhier a gavan artifisiel ha diwirion.

Gant se ne vezan morse kaset gant red al lenn hag e choman war bord an istor o sellet ouzh ar pezh a c’hoarvezo. Emichañs on erru re gozh evit bezañ strobinellet gant Brezel ar c’hlanioù — siwazh din !

Divizet em eus paouez ganti e fin ar c’helc’hiad kentañ-mañ, hag a zo sur a-walc’h an hini pouezusañ ha dedennusañ.

Savet mat eo ar rummad, met evit ar vugale nemetken, pas evit an dud gour desachet gant al lennegezh evit ar vugale, d’am soñj.