Un dornad limerigoù, Mark Kerrain (2019)

Gant al levrig-mañ e vag spi Mark Kerrain da lañsañ giz al limerigoù e brezhoneg. Gwir eo o deus graet mat o zoull an haiku-ed en hor yezh, perak ne vije ket doñvaet ur stumm estren nevez ?

Un tañva kentañ e oa evidon, n’on ket boazet ouzh an doare rimañ-se. Displeget eo mat penaos ez a en-dro e penn kentañ an torkad. Plijet on gant an doare, gant an temoù implijet, a priori, daoust ma ne vijen ket gouest da geñveriañ gant limerigoù “hengounel” evel m’en deus graet Malo Bouëssel du Bourg en Al Liamm diwezhañ (438). Ha plijet on gant pluenn Mark Kerrain, a gavan barrek war ar stummoù berr, just a-walc’h, daoust ma vije trenk e fent a-wezhioù.

Lakaet on bet diaes gant lod limerigoù. N’eo ket gant ar re gras, met gant ar re em eus komprenet e oant tagadennoù. Ha lennet em eus peurrest al levr gant ar santimant e c’hwiten war traoù kuzh. Ne ouezan ket hag-eñ eo ar private jokes-se ur perzh hengounel eus al limerigoù.

Ar pezh zo sur eo e ro c’hoant din da vont pelloc’h ganti, pe e vije gant Mark Kerrain pe gant skrivagnerien all.

 

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Un dornad limerigoù, Mark Kerrain (2019)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s