Trouble vérité, E. Lockhart, Stadoù Unanet (2018)

Savet eo ar romant-mañ en un doare n’em boa ket bet tro da welet c’hoazh, daoust ma lavar ar skrivagnerez en ur post sriptum eo bet implijet gant tud all araozi : kontañ a ra an istor war-gil. Roet e vez ur fed, ha goude, da bep pennad, e ra ul lammig a-dreñv, betek ma vije roet an istor penn-da-benn.

Degas a ra un efed iskis d’ur remake, deuet brav, eus The talented Mr Ripley.

Nemet ez eo Jule ur plac’h a-boan kuitaet ar grennardiezh ganti, ar pezh a adlak an istor diouzh live ar re yaouank a-vremañ, a vije ret paeañ ker anezho evit ma tigorfent ul levr gant Patricia Highsmith.

Ur suspens dispar zo er romant, pa ne ouezer ket an istor c’hoazh, evel-just. Met memes evidon eo bet ur blijadur mont betek ar fin. Lusket brav eo ha stagañ a reer ouzh an harozez, dezhi da vezañ muntrerez. Lakaet e vezer diaes gant he dibaboù peogwir e c’heller o c’hompren, tamm-pe-damm.

Gant un titl ken dilufr hag o vezañ m’eo awenet gant levrioù all, ne gav ket din e raio kement a verz Trouble vérité ha Nous les menteurs, met kazi kenkoulz eo, a gav din.

 

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s