Barzhonegoù, Kenan Kongar (1982)

N’eo ket evit e zonezonoù a varzh eo brudet dreist pep tra hini a guzh a-dreñv an anv-pluenn Kenan Kongar :  Frañsez Kervella. Ur yezhour e oa a-raok pep tra all, hag a-fed lennegezh, e eñvorennoù, An ti e traoñ ar c’hoad, a lakaan e-touez ar re wellañ e brezhoneg. Ne c’hellan ket lavaret e vijen bet teoget gant an dastumad barzhonegoù-mañ avat.

Lod eus ar barzhonegoù kinniget zo bet embannet e Gwalarn etre 1933 ha 1944, lod all oa bet skrivet kent, adalek 1928.

Ur wezh an amzer em eus kavet ur varzhoneg he deus plijet kalz din : tres modernoc’h warni, emichañs, hag a ziskouez e oa gouest Frañsez Kervella da rimañ a-feson : Gortozadenn aner, Heol Here, Devezh hañv… Met ne dremen ket dibistig e holl destennoù dindan rod an amzer. Un afer kenedouriezh eo : ar pezh a blije dezhañ skrivañ, barzhonegoù lourennek o kemer harp don war an natur n’int ket mui diouzh grad tud an XXIvet kantved, marteze. Pe eo me a zo bouzar ouzh o son.

Dre vras e kav din e teu brav an traoù gantañ pa gont un istorig bennak, hag eo stambouc’hus ar skridoù deskrivañ hag ar re a ribota preder. Me ‘gav din e teu a-benn ar varzhed a-vremañ da veskañ mat an daou ahel-se, ar pezh ne rae ket alies Frañsez Kervella. Gant se, em eus kavet ar braz eus e varzhonegoù borodus a-walc’h. N’on ket bet tizhet gant kalz anezho, daoust ma n’em bije rebech ebet d’ober outo nag e-keñver stumm, nag e-keñver yezh, pinvidik-mat hep bezañ re ziaes.

 

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s