Qui a tué l’homme-homard, J.M. Erre, Frañs (2019)

En ur gêriadenn vihan eus al Lozère, pell a oa, e oa en em gavet un doare sirk eus ar seurt a ziskouez tud nammet evel ma vijent euzhviled. Da heul drouglazh ar rener emañ c’hoazh ar strollad war al lec’h, chomet da greskiñ poblañs ar vro. An den-legestr a oa unan anezho. Muntret eo bet memes mod hag ar rener kozh. Piv an diaoul en deus graet an taol ?

Un enklaskerez dibar zo war roud ar muntrer. Paraplegek, n’eo gouest da fiñval he-unan nemet ur biz, biz bras an dorn kleiz. Gantañ e sturia he c’hador-ruilh modern-kenañ, e skriv he levr, e lak ur vouezh kalvezel da respont eviti…

Ouzhpenn un enklask-polis skoulmet a-zoare eo al levr-mañ. Sot gant ar romantoù-polis e ro an dezrevellerez he holl drukloù d’al lenner, gant forzh serroù-lagad da vistri ar jener.

Eus holl romantoù J.M.Erre emañ hennezh e-touez ar re wellañ-tout. Ret eo e lenn goustadik, evit saouriñ ar c’havadennoù a ra de bep frazenn. Dichek, dirollet ha farsus-kenañ eo ar skritur. Me soñj din en deus ijinet ar skrivagner-mañ ur jener lennegel nevez : ar varzhoniezh komz-plaen farsus. Daoust da bep tra, e chom kazi gwirheñvel an itrik ha ne c’heller e mod ebet bezañ dipitet gant ar fin. N’eus netra re aes el levr.

Seul fentus, m’on bet o sellet ouzh un abadenn-tele gantañ ar sizhun dremenet : ar paotr, kelenner war ar galleg, zo warnañ un tres eus ar re siriusañ. Piv a c’hellfe ijinañ eo ken dichadennet ha dornet e ijin ?

Un taol-kaer.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s