Laetitia, Yann-Fañch Jacq (2018)

Dindan 36 pajennad eo un istor-polis a gont ar skrivagner el levr-mañ, savet a-ratozh evit an dud deuet o teskiñ brezhoneg.

Kavet em eus dedennus ha lusket an istor, enni ar pep retañ evit ober berzh.

N’eus nemet ur gudennig : daoust din bezañ lennet meur a wezh anezhi (div wezh pizh ha gwezhioù all dre vraslenn, war glask titouroù)… n’em eus ket komprenet mat anezhi ! Daoust hag-eñ eo me a dro da sot ? pe eo ret kaout daveoù n’em eus ket ? N’on ket evit gouzout. Met diskouez a ra, memestra, e vez implijet elipsennoù betek re en destenn-mañ. Ma n’eo ket splann din, petra a soñjo ar re a lenno anezhi gant sikour ur geriadur ?

Ne ouezan ket re petra da soñjal eta.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Laetitia, Yann-Fañch Jacq (2018)

  • geekezig

    Ar memes santad ‘m eus bet, evel ma vankfe ul lodenn eus an istor a-raok an dibenn. Kredet ‘m eus e oan chomet da hunvreal un tamm (en tren e oan) met n’on ket ken sur ken en ur lenn da ali!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s