Roparz Hemon, un ene tan, Pierrette Kermoal (2002)

Un dastumad studiadennoù war lod eus oberennoù Roparz Hemon a vez kinniget amañ gant an oberourez. E komz-plaen pe e barzhoniezh, lakaet keñver ouzh keñver gant oberennoù tud all pe studiet div ha div, pe o-unan.

Evel boaz em eus lennet al levr, brokus, gant interest ha plijadur. Displeget e vez don, dielfennet munut. Degaset en deus soñj din eus oberennoù ‘zo (Roparz Hemon a lennen pa oan o teskiñ brezhoneg, dre vras, ha n’em eus ket graet nemeur abaoe !), roet c’hoant din d’o adlenn evit ar re a anavezen dija, pe d’o lenn evit ar re all (barzhoniezh).

Koulskoude, erru er fin em eus ar santimant eo un tammig untuek an enklaskoù. Un displegadenn a dalvez evit kalz oberennoù : emskiantek e oa Roparz Hemon eus levezon bras-meurbet e oberenn veur : Gwalarn, war lennegezh ar brezhonek. Ha reiñ a ra e soñj war an dra-se en e oberennoù, hervez ar bloaz m’int bet skrivet. Ma, degemer a ran ar mennozh-se hep ginañ ! prouet e vez ouzhpenn ur wezh el levr. Met lakaet e vez ar skrivagner war ur sichenn marmor, n’eus nemet ur meizad glan anezhañ, en ur mod.

Padal, e karfen-me ober donoc’h anaoudegezh gant an den, en deus laosket dre ret roudoù niverus en e skridoù ivez. Kutuilhet e vez unan bennak ur wezh an amzer a-hed al levr… met dre vras e choman gant va sec’hed war an dachenn-mañ.

Gouzout a ran n’eo ket aes, e oa Roparz Hemon un den kuzh. N’on ket sur eo posubl zoken. Met karout a rafen gellet tostaat muioc’h outañ.

Danvez ul levr all, marteze !

 

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Roparz Hemon, un ene tan, Pierrette Kermoal (2002)

  • Aleksandr

    Ul levr all a zo bet, diwar-benn barzhonegoù R. Hemon: A-youl ar gwent. Sur a-walc’h eo dedennus-kaer ivez.

  • pevarlagad

    Ya, sur ! met dale ‘m eus war an dra-se, n’em eus ket lennet nemeur barzhoniezh Roparz Hemon, just ar c’homz-plaen, poent e vije din kregiñ ganti… ha gwelloc’h eo din ober va soñj va-unan a-raok lenn dielfennadurioù Pierrette Kermoal, dedennus atav.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s