Martial Menard, ur breur er stourm, Charlie Grall (2018)

Chomet e oan etre daou evit prenañ al levr-mañ e Gouel Levrioù Karaez, a-raok lakaat anezhañ war ar berniad, dre spered-stourm dreist-holl hag en enor da vMartial, em eus anavezet evel an holl.

Kement ha lavaret ne c’hortozen ket kalz tra eus ar skrid… Maronadoù leun a zoujañs, hag a garantez, a vez skrivet goude marv an dud, met ral eo e vijent skridoù a dalvoudegezh. Ur poltred brav em bo da zerc’hel soñj anezhañ, em boa soñjet goude ur sell ouzh ar golo.

Souezhet on bet, eta, o vezañ kaset diouzhtu gant lanv yezh Charlie Grall. Eeün eo ar pezh a gont, bev-buhezek. C’hoarzhet em eus frank ouzhpenn ur wezh.

Ne oan nemet ur bugel e “mare aour” an FLB. Lennet em eus al levr-mañ evel un istor eus an emsav, evel un hentenn-emsav zoken. Tamm ebet e-keñver feulster : ne lavaran ket, ha ne ra ket Charlie Grall ivez, e oa un hent brav da heuliañ. Met adliammañ a ra hor stourmoù bihan gant reoù bras hon diagentourien. Bevañ a reomp en-dro ar mareoù trubuilhet -ha tridus -se ganto. Un testeni dispar eo. Ne c’helle ket bezañ gwellañ meulgan en enor da vMartial Menard, o reiñ ton da stourm e vuhez kement ha d’e bersonelezh.

C’hwezhañ a ra aer fresk war glaoù-bev ar c’hoant da stourm evit hor yezh, en ur enskrivañ anezhañ en un hir ha birvidik a istor.

Un ebat eo ober un tamm hent diwezhañ gant Martial hag e vignoned, er bec’hioù evel en trec’hioù. Ul levr da saouriñ, da aliañ, da brofañ d’an holl.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Martial Menard, ur breur er stourm, Charlie Grall (2018)

  • Fred

    Dudius ha dedennus-meurbet.

    Kadarnaet pezh a gave din diwar-benn politikourien “breizhat” zo (epizod al lizher…).

    Ur vuhez gouestlet penn-da-benn da Vreizh ha d’ar brezhoneg, betek lakaat “beg-e-dog” da dommañ ouzh an eil koulz ha d’eben (epizod ar vanifestadeg e Kemper hag hini ar c’homisaer) !

    E-touez meur a dra all c’hoazh !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s