Etienne, Yann-Fañch Jacq (2018)

Lod eo ar romantig-mañ eus un dastumad nevez, “Aes da lenn”, soñjet evit an dud deuet o teskiñ pe oc’h addeskiñ ar brezhoneg.

Tri zra zo bet lakaet e pleustr evit sikour an danvez lennerien : Merket eo ar gerioù benel gant ur steredennig, islinennet eo ar c’hemmadurioù, displeget eo gerioù ‘zo gant un notennig e traoñ ar bajenn.

E penn kentañ e oa en va fenn brezhonegerien nevez ar stummadurioù hir, met ur wezh lennet an istor en em c’houlennan hag-eñ n’eo ket bet ijinet kentoc’h evit an dud kozh n’int ket en o bleud evit lenn ha skrivañ o yezh-vamm. An daou, moarvat. Evit ar re ziwezhañ-mañ e vije bet gwelloc’h ur ment all marteze, lizherennoù brasoc’h ?

Evit ar pezh a sell ouzh an dezrevell, dedennus ha lusket em eus kavet anezhi, daoust ma vije ur skrid intimist. Dioueret e veze seurt skridoù evit an dud gour, gant ar re a gave dezho e oa un dic’hrad lenn traoù evit ar grennarded.

Kendrec’het on, dre vras. Kavout a ra din e respont an doare levr-mañ d’un ezhomm, hag e c’hell desachañ lennerien n’eus ket anezho c’hoazh.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Etienne, Yann-Fañch Jacq (2018)

  • geekezig

    Plijet on bet muioc’h gant istor “Etienne” eget gant hini “Laetitia” met un tamm re vuan e vez kaset an traoù evidon-me.
    Un dibab mat-tre eo islinennañ ar c’hemmadurioù hag all, evit ar re n’o deus ket ezhomm sikour ne vez ket merzet ken goude un nebeut linennoù pe dost hag evit ar re all e rank sikour kalz! Ur mennozh mat eo ar rummad levrioù-se.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s